Eil levr - Chap. XIV.
Victor Guilmer, 1836 (p. 166-170)
Jesus en devoa daouzec vloas pa zeas da Jerusalem assambles gant Santes Mari ha Sant Joseph, da celebri ar solanite eus ar pasq, evel ma zoa ho c’hustum.
Ar solanite o veza passeet, Mari ha Joseph a zistroas da Nazareth : Jesus, eb na vouient, a chommas e Jerusalem. Great о devoa dija un deves bale, pa veljont ne voa qet Jesus gantho.
Pebes chagrin n’o devoue qet ! Peguer sansibl ne dleas qet beza Mari, particulieramant, eus ar c’holl a Jesus !
Mæs, ô va Salver ! neqet dre he faut e collas Mari ac’hanoc’h.
En em guzet a rejac’h a zirac he daoulagat evit interest gloar ho Tad celestiel.
Evidon-me pehini a meus ho collet qen alies dre va phec’hejou, pehini am eus ho forcet qen alies d’en em bellaat diouzin, a me a ell santout aoualc’h ar c’holl-se ?
Mari ne devoa collet nemet ar bresanç corporel a Jesus. Conservi a reas e oll vignoniach, ha me am eus collet qement a eller da gaout a guerra, er bed, graç ha mignoniach Jesus.
Ar bed hac e blijadurezou, pere a meus caret mui eguet Jesus, hac hi o deus pe a dra d’am dizommagi eus ar c’holl am eus great ?
Eürus ar re dioc’h pere Jesus nen deo jamæs en em belleat, pere ho deus atao possedet Jesus !
Hi ebqen a ell lavaret petra eo barados an douar.
Beza gant Jesus, ô compagnunes an douça ! ô antretienou ravissant ! ô mignoniach tener ! ô contantamant divin !
Mæs en em velet pell dioc’h Jesus, dre ar pec’het, ô solitud horrubl ! ô noz tenval ! ô miser ar vrassa ! ô ifern var an douar !
Ah ! ma c’hanavesfe e valheur an hini en defe collet Jesus, e rofe, evit e gaout adarre, an oll pinvidiguezou, an oll henoriou, an oll blijadurezou eus ar vues.
Guëla a rear da eur c’holl temporel, evel ma zeo coll un aneval : inconsolabl e vezer ; ha ne voueler qet ar c’holl a rear eus e Zoue.
Ne rear, qet muioc’h a van evit e goll, dre eul le-faus, dre neglijanç ar gonfession, dre al lubricite, eguet na rafet ma na ve collet netra.
A beza e zeus gouscoude eur c’holl brassoc’h, evit un ene christen, eguet nen deo coll Jesus dre eur pec’het marvel ?
Nan, nen deus qet un den, na golfe un dra gant regret, n’en deus nemedoc’hui, ô va Doue ! mad souveren hac infinit, mad collet gant an dud, eb n’en dint touchet eus ar c’holl-se. O va Doue ! peguen nebeut oc’h anavezont !
Eur pried, nemet beza e ve eb santimant, hac hi a ell beza tranqil, pa e deveus collet an tenerra eus ar priejou ?
Eur mab, eb beza dinatur, hac en a ell beza dichagrin pa en deveus collet ar guëlla eus an oll dadou ?
O Doue ! tad a visericord, c’hui ebpen eta a vezo collet gant ho pugale, dre ar pec’het, eb chagrin na melconi ebet !
O Jesus ! pried divin hon eneou, c’hui ebqen a gavo en ho priejou calonou calet ha dinatur !
O Doue ! ô tad ar guella eus an oll dadou ! rentit din ho mignoniach ! O pried santel eus va ene ! rentit d’am c’halon ho carantes ! Bezit touchet dre an daëlou a sorti eus va daoulagad : en abondanç e redont, abalamour ma santan ar pez am eus collet.
Horrol am eus ouzin va-unan, pa sonjan e meus meritet ho coll evit eur jamæs, c’hui pehini ho poa roet din da anaout, dre vercou qer patant, ar garantes infinit ho poa evidon hac ar blijadur a gavac’h oc’h ober ho temeuranç ennon.
O peguer bian eo va c’halon, evit detesti ervad va ingratiri !
Nan, an oll galonou assambles ne vent qet capabl da formi a enep va pec’hejou un horrol, eur gassoni crèn aoualc’h evit egali ar malheur am beus bet d’ho c’hommetti.
Evel ma zon ar brassa ingrat en hoc’h andret, ô va Jesus ! e c’himploran ho prassa compassion. Hi a vezo suffisant e plaç ar glac’har a vanqo din.
Me a garje e vige va glac’har qen bras hac ar feiz pehini am sclêrigen, ha pehini a zesq din an horrol infinit a dlean da gaout evit ar pec’het marvel, hac ar garantes eb muzul pehini a dlean da gaout evidoc’hui, va Doue,va zad.
Santout a ran an oll indignite eus va bues, ha nebeutoc’h e santfen, m’ho pige nebeutoc’h a vadeles.
Allas ! va oll ingratiri ne deus qet gallet fæza ho patiantet em c’henver.
Va gortoset oc’h eus gant eur vadeles a behini ne allan aoualc’h en em estoni, hac evit pehini jamais ne allin caout aoualc’h a anoudeguez vad.
Er stad deplorabl e pehini e zon dirazoc’h, pe sort sujet a esperanç a ellan-me caout, nemet ho madeles memes !
Jesus, va Salver, o renta din ho mignoniach, disquezit din bete pegueit e c’hall monet ho carantes.
Me a voar e meus meritet an tauliou ar re rusta eus ho justiç. Ah ! punissit ar revoltet-ma, mæs rentit dezan ar plaç en devoa en ho calon.
Lamit diganen, me a zo contant, qement a ell va staga oc’h ar bed, madou ha danves, henor ha reputation, istim ha mignoniach an dud, mæs na bermettit jamæs em be adarre ar malheur d’ho coll.
Oh ! ra ellin hiviziqen repari, dre ar fidelite hac ar ferveur eus va c’harantes, an amser am beus collet o veza separet diouzoc’h, dre nep seurt pec’het marvel.
Pliget ganeoc’h eta, ô Jesus ! rei din c’hoas antre en ho ca1on.
Ho calon a so bepret ar memes, atao digor evit hor receo, en despet d’hon dianqamant.
Bleinit eta, ô va Doue ! dre ar funou sacr eus ho craç, va c’halon varzu ho calon ; grit na sortiin jamæs ac’hano.