Eil levr - Chap. XV.
Victor Guilmer, 1836 (p. 170-173)
Mari ne devoa qet qentoc’h remerqet ne voa qet Jesus assambles ganthi, ma er c’hlascas gant prez, da guenta e toues he c’herent, ha goude-se, er guêr a Jerusalem, e pehini e devoue ar bonheur d’er c’haout.
Ar joa a santas, pa velas ar mab qêr-ze, a voue ingal d’ar chagrin e devoa santet ous e goll.
Va ene, collet oc’h eus Jesus ! Imitit ar prez eus ar vam dener-se, quittait peb tra evelthi, evit e gaout.
Ho clac’har, ho taëlou a dle goulen Jesus, oc’h an oll draou crouet, oc’h an èn hac an douar, oc’h sclerigen an deiz ha tevaligen an nos.
Alies e clasqer Jesus ha n’er c’haver qet, abalamour n’er c’hlasqer qet evel ma zeo ret.
O velet ar feçon m’er c’hlasqer, e lavarfet e vezer fachet d’er c’haout.
Ho promptitud d’e glasq hac ho pres d’e gaout a dle beza un desteni eus ar glac’har oc’h eus da veza er c’hollet.
Mæs e pelec’h er c’hafot ? Er bed, en dansou, er choloriou, er c’hanaouennou monden, er vesventiou ?
Allas nan ! Jesus, a so adversour touet d’an traou-se tout. Na gredit qet qen nebeut e sicourfe ar goad ac’hanoc’h d’er c’havout. Mari n’er c’havas qet etouez[1] he c’herent nac etouez he anoudegues.
Conultit an aviel, interrogit ar Sænt, goulennit ous eur bêlec mad, hac ar re-se a lavaro deoc’h e pe lec’h e caver Jesus.
Caout a reot Jesus el lec’h m’er c’havas Santes Mari, en tempi, e ty ar beden, en exerciç a religion, e compagnunes e veleyen hac e servicherien fidel.
Er c’haout a reot c’hoas er solitud, pell dioc’h pep societe monden, ha, dreist peb tra, er zolitud eus ar galon, da lavaret eo, er silanç eus ar passionou hac en dranqilite eus ar speret, o sonjal e Doue, o tezirout Doue.
Pedit-en eta da gommandi d’an avel ha d’an tourmant a ra ennoc’h an ourgouill, ar vanite, ar bassion diregl evit ar boisson, an avi, ar jalousi, ar goler.
En ho calon, evel-se tranqilizet, eo ho ped d’en em zestum evit chelaou eno e vouez ha clevet ar c’homzou a vues pere a sortio eus e c’hinou sacr.
Er solitud hac er peoc’h eus an ene eo ho deus-èn clasqet hac er c’hlasq c’hoas ar re a fell dezo en em dostaat ountan, pe o defe en em belleat diountan dre grimou ha dre zizursou, pe ho defe ebqen er c’hollet a vel dre eur glouarder hac un dissipation volontier en e servich.
P’ho pezo cavet Jesus, ô va c’halon ! pebes peoc’h ne danvaot-hu qet. Hac en a eller, pell dioc’h Jesus, jouissa eus a eur bonheur benac ?
An nep en deus cavet Jesus a gompren souden, dre experianç, penaus un tenzor qer bras, qen divin, a dalie er vad ar boan d’e glasq…
- ↑ Luc. 2. 44.