Eil levr - Chap. XIII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 163-166)
Rei a rit din, ô Guerc’hes santel ! en oll circonstançou eus ho pues pere a anavezan, exemplou bras eus an devotion ar fervanta.
Ar ferveur-se eo ho cundue bep bloas da Jerusalem, e amser ar pasq.
Peguement benac an obligation d’en em renta eno evit celebri ar solanite vras-se ne selle nemet ous Joseph, gouscoude ne vancac’h qet d’e accompagnunecaat.
Ho carantes evit Doue a yoa re vras evit m’en em gontantchac’h da ober evintan ar pes ebqen a yoa evidoc’h un dever indispansabl.
Allas ! ene ingrat ma zoun, ne meus qet great betehen evel-se en andret Doue.
En despet d’e oll vadoberou, n’e meus bet evintan nemet eur galon stris ha lach.
Ret eo bet dezan commandi din evel mæstr, evit va lacaat da oboissa ha da renta dezan va henoriou.
Eur galon pehini a gar Doue ne neglich netra eus ar pez a ell plijout dezan.
Ne anavezit qet qement a verit ar mæstr a servichit, ma en em espernit vis-a-vis dezan.
Considerit ar pes a ra evit ar bed ar re en em zesques e vignonet, ha desqit gantho ar pes a dlefac’h ober evit Doue.
Guelit pebes pres ho dens. Ne espernont na poan na fatig e servich ho mæstr treitour. Sugeal a reont e mil dra evit plijout d’ar bed.
Mæs plijout da Zoue, rei d’ar mæstr souveren-se cals mercou eus ho carentes, a so, en ho santimant-c’hui, eur gountraing re vras.
Goulen diganeoc’h sourciou da blijout d’ho crouer, a so goulen diganeoc’h beza re sujet.
A nen deo qet mezus evidoc’h e rancfet proposi deoc’h exempl tudarbed, hac ho cass d’o scôl evit desqi penaus e tleit servicha Doue ?
Ah ! na bermettit qet e veac’h trec’het e courach gant bugale ar bed. Na souffrit qet en em c’hlorifife ar bed da veza guelloc’h servichet gant e vignonet, eguet n’en deo Doue ar gristenien.dre ar re en em c’halv christenien.
Ne viot mui eus a nombr ar gristenien-se pere a gred caout cals a zevotion pa en em gontantont da ober fîdelamant ar pes a ordren lezen Doue dezo, dindan boan a bunition.
Ha ne roont-hi qet a lec’h da sonjal e consantfent eb poan da goll graç Doue ma c’halfent e c’holl eb meritout an ifern ?
Da viana e toujont Doue mui eguet n’er c’haront.
Dougit anezan, va mab, an Doue-se terrupl en e bunitionou ; mæs ho pet aon, dreist pep tra, n’er c’harfac’h qet aoualc’h, an Doue-se qer mad ha qen dign da veza caret.
Eur mignon evit pehini ne rafac’h nemet just ar pes a so necesser evit non pas coll e vignogniach, bac èn ho considerfe evit eur mignon touet hac ardant ?
Ar guir garantes a ra atao muioc’h eguet nebeutoc’h. N’en em gontant qet eus ar pes ma zeo oblijet da ober.
Profita a rêr eus an oll occasionou da blijout, pa garer ervad.
M’ho pige evit Doue eur garantes fervant, ar pes a rafac’h evintan a ve atao en tu-ma d’ar pes a falfe deoc’h ober.
Carit gant ardeur hac ar garantes a zouçaio ar boan. Doue a scuill en un ene fervant un douçder pehini a ra caout deliçou er pes memes a so an diessa da ober.
O va mam dener ! obtenit d’ho crouadur ar ferveur-se a bec’hini e parlantit din, hac a bec’hini oc’h eus roët exemplou qer bras.
En amsao a ran gant mez : an disterra difficulte am arret. Cedi a ran d’ar guenta tentation a inouamant hac a zic’hout.
Ar respet humen alies am dalc’h hac am ampech da ober ar pes a inspir din ar c’hraç.
Guelet a rit an ezom am beus da gaout couraich ha ners.
Ah ! ra ello hoc’h instructionou qen profitabl allumi em c’halon ar garantes fervant-se gant pehini e verit beza servichet un Doue pehini a so oll carentes evidon !