Levr trede - Chap. XIII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 282-285)
Jesus en devoa promettet digas e Speret-Glan d’e Zisqihien. Mari, evit er receo, en em dennas er Cenacl gant an Ebestel, Qerent Jesus hac ar Gragues santel, pere ho devoa heuliet Jesus en e veachou.
Er silanç eus ar retræt hac en exerçiçou eus ar beden en em zisposent da receo ar Speret-Santel.
Oll assamblet en eur memes lec’h, o c’halon hac o bolontes unanet, e forment an desirou an ardanta evit tenna varnezo ar Speret divin-se, sourcen eus ar guir santeles.
Dispositionou excelant evit receo an Doue a garantes ! Carout a ra en em gommunica d’an eneou fervant, pere er c’hlasq pell dioc’h an trous hac an afferou eus ar bed hapere a adress dezan pedennou ardant ha sincer.
Oh ! gant pebes effet e c’houlenne, dreist peb tra, Mari, an donedigues eus ar Speret-Santel, dre ferveur he phedennou, dre burete he dezirou, dre bres bac ardeur he c’harantes !
Qement hini a yoa er memes gortos, a dlie en em santout cals courachet dre bresanç hac exempl ar Verc’hes-se.
Beza e zoa deja leun a c’hraç. Mæs, ar Speret-Santel, o falvezout dezan pinvidicaat atao e bried dre e zonæsonou, Mari a zigassas an oll disposionou a zesire hac a c’houlenne Doue.
Peguen abondant benac e ve en un ene graçou ar Speret-Santel, an ene a ell atao receo re neves.
Abalamour ma zeo bet fidel, e deus recevet cals a c’hraçou. Mar cuntunu en e fidelite, Doue a reserv evithi un nombr bras a re-all.
Tensor donæsonou Doue n’en deo jamæs goullanteret. An nep a anavesfe, evel Mari, an excelanç eus a zonæzonou Doue, ne velfe mui netra dign a istim var an douar.
An donæsonou hac ar graçou-se a raffe e oll desirou.
Ah ! petra da sonjal eus a yenien en darn vuya eus ar gristenien var ar poënt-se ? Petra da sonjal eus an nebeut a c’hoant о deus evit ar pes a so an digna eus a zesirou o c’halon ?
Hac hi a so qen indifferant var sujet faveuriou ar bed ?
Allas ! n’en deus poan na guemerfent evit o obten. Epad ma consideront evel eur ves hac eur gonfusion beza paour a vadou an douar, n’ho deus qet a ves da veza paour avadou spirituel, a c’hracou.
O Speret divin ! grit din-me anaout va miser spirituel. O c’hui, pehini a ro pep graç ha pep donæzon barfæt, c’hui ebqen, ô Doue ! a ell communica din ar guir binvidiguezou.
Anavezout a ran gant regret em ene penaus va resistanç d’oc’h inspirationou am rent tout-a-fæt indign eus ho madoberou. Mæs hirio e c’hunissan va peden gant an hini a rea deoc’h gueich-all ar Verc’hes er Cenacl, ha ne oufe qet neuse va pheden beza disagreabl deoc’h na mancout d’ho renta favorabl din.
Me he phed he-unan, ar Verc’hes-se, qer galloudus var ho calon, me he suppli da implija he intercession em faveur, en ho qever.
Pliget ganeoc’h, ô Guerc’hes ! pried ar Speret-Glan, goulen evidon digantan ar speret a furnes pehini, oc’h ober din tanva madou an êe, a rento divlas evidon ar madou faus hac an avantachou væn eus ar bed-ma ; ar speret a ententamant hac a sclêrigen, pehini am sclærrayo er vro-ma a denvaligen, a rayo din anaout henchou Doue, hac am instruo eus ar guirioneziou eternel ; ar speret a gusul, pehini a rayo din disoloi hac evita al laçou stignet d’am ene, e pep amser, gant adversourien va silvidigues ha va pherfection ; ar speret a ners hac a gouraich, pehini am savo dreist va sempladures, a rayo din trêc’hi va phassionou, resista oc’h an torrant eus ar goal exempl, disprijout ar respet humen, bressa dindan va zreid pompou ar bed, hac am rento fermoc’h er resolutiouou eus va bolontes, en alfectionou eus va c’halon evit Doue ; ar speret a zoujanç hac a zevоtion, pehini am c’hunduo hac am c’hourajo e servich an Autrou-Doue, en observation eus e lezen hac en henor a dlean da renta dezan evel d’am c’hrouer, d’am zad, d’am salver ha d’am barner.