Eil levr - Chap. XXIV.
Victor Guilmer, 1836 (p. 204-210)
Mam santel a Jesus, pa vevac’h e Nazareth gant Jesus, an dud n’en anavezent qet. En disprijout a reent memes hac en abandoni. Mæs beza en devoa ar gonsolation da veza caret gant e vam.
Ho carantes evit Jesus, ô Mari ! a yoa sincer, ardant, tener ha fidel. Anaout a reac’h e voa an Doue leun eus a berfectionou infinit ; er c’haret a reac’h dre-se, mui eguet n’er c’har, n’ho deus er c’haret, ha n’er c’haro jamæs an oll Æles hac an oll Sænt.
Ho carantes evit Jesus he devoa un dra benac exceilantoc’h, infinimant excellantoc’h eguet carantes ar mamou ordinal.
C’hui a garie e Jesus eur mab Doue ha den assambles. Evel-se ho poa hac ho peus c’hoas un desir bras d’er guelet caret gant an oll grouadurien ræsonabl, qement a m’er c’harac’h.
Ar merq patant eus eur garantes pur evit Jesus eo clasq e ve partaget gant an oll, hac e passefe ar flamm eus hor c’halon en oll galonou.
Ret e ve anaout Jesus evel m’en anavezac’h evit er c’haret en eur fêçon qer parfæt a m’er greac’h.
Evit parlant dignamant eus ho carantes evit Jesus, e ve ret gallout lenn en ho calon oc’h oll santimanchou caër evit Jesus.
O Mari ! digorit-en deomp oc’h-unan, ar galon-se pehini a gar qer parfætamant.
Dizoloit deomp ennan an oll burete, an oll deneridigues, an oll ardeur, an oll lealdet eus an oll santimanchou a bere e zoa anflammet evit Jesus.
Va mab, ne vigen qet bet dign da veza mam Jesus, ma ne vige bet va c’harantes evintan dreist hini an oll grouadurien-all resonabl ha dreist carantes an Æles o-unan.
Bemdes e cresqe ennon er garentes-se evit Jesus, abalamour bemdes e tizoloen ennan perfectionou neves.
Ne danveen a zouçder nac a vonheur nemet er garantes-se.
Garantes Jesus a yoa va magadures, vabues, va repos, va joa, va deliçou.
Cundui a rean e Nazareth eur vues paour ha dianavezet. Mæs dizommaget mad e zoan a guement-se dre an tensor a bosseden, о possedi Jesus.
Dre ar vad-se ebqen e c’haller en em estimout eürussoc’h eguet an oll rouane assambles.
Eürus, mill ha mill a guech eüras ar c’halonou pere a vev eus a garantes Jesus, pere ne vevont nemet evintan, ha ne zesiront nemetan !
Ar garantes a Jesus ebqen a rent ar galon tranqil ha contant.
Netra ne all plijout pell anes ar garantes-se.
Petra a ell da danvaat a agreabl er bed-ma, an hini ne danva qet peguement eo Jesus dign da veza caret ?
Sulvui e carer Jesus, sulvui e santer ar blijadur a so о caret an hini a so, e guiriones, mad hac infinimant dign da veza caret.
Pe guer bras benac e c’halfe beza er vues-ma ho miseriou, nen deus qet a vizer da veza comparachet d’ar vizer a so o chom eb e garet.
An nep ne gar qet Jesus, hac en en deus studiet petra eo Jesus ? Hac en a voar peguement eo dign da veza caret.
Jesus a unis ennan an oll guenet hag an oll berfectionou naturel, mæs en eur feçon qen excellant, ma reont anezan an œuvr parfet eus a zaouarn Doue.
Jesus a unis ennan an oll berfectionou eus ar c’hraç, en hevelep fêçon ma zeo ennan, evel en ho zourcen, e za an oll dud da guemer an oll graçou.
Jesus a unis ennan an oll berfectionou eus a Zoue, a behini ar substanç hac an natur a so ennan.
Puissant eo eus a buissanç Doue, caër eus a c’henet Doue, fur eus a furnes Doue, santel eus a santeles Doue.
Ah ! ha pa ne ve qet Jesus infinimant dign eus va c’harantes, ennan e-unan ha dreizan e-unan, abalamour ma en deus va c’haret infiniment, eo ive infinimant dign eus va oll affection.
Pebes souffrançou n’en deus-en qet anduret evit disques din em c’har !
Ajoutit, va mab, penaus ar grevusdet eus e souffrançou n’e deus qet contantet an desir en devoa da souffr. Ar garantes ne lavar jamæs aoualc’h.
Mæs, eus an oll garanteziou, an ardanta hac ar presseta d’en em rei da anaout, eo carantes Jesus.
Jesus en divige roet, evit ho silvidigues, mui c’hoas eguet n’en deus great, ma en divige gallet rei evidoc’h un dra benac mui eguetan e-unan.
O va mab ! mar cavit un objet dignoc’h eus oc’h affectionou eguet na deo Jesus, e consant o accordfac’h d’an objet-se ; mæs m’ar ho merit Jesus dreist pep tra-all tout, arauc pep tra-all, ha c’hui a gredo ho refus dezan ?
Ah ! ra zisparisso eus a zirac va daoulagad qement so eus ar bed-ma ! Ne fell din mui caret, ne garan mui nemet Jesus !
An nep a anav Jesus, a zispris, en effet, ar rest. Ar bed n’en deo mui netra evit an nep en deus tanveat an douçder infinit eus e garantes.
Mar caran, e c’hallan caout Jesus evit mignon. Mar neglichen en em brocuri un hevelep bonheur, e veritfen erfad beva malheurus.
Ya, va mab, qemerit evit objet eus hoc’holl garantes an hini о caret pehini ne ves jamæs a lec’h da gunz ebet, pehini n’eo qet sujet da chench, ha pehini, pell dioc’h beza lamet diganeoc’h dre ar maro, a deuyo, er c’hontrol, goude ho tremenvan, da veza ho possession hac ho mad eternel.
Jesus ebqen a so ar mignon fidel ha constant, pehini ne vanq qet, e lec’h ma vanq ar vignonet-all.
Eur goms ebqen eus ar mignon-se a zigaç ar gonsolation en eur galon affliget. Ar re-all ne dint nemet consolatourien importun.
Pe sort dic’hout, pe sort chagrin a ellit-hu da santout, mar hoc’h eus carantes Jesus en ho calon ?
Ma rên Jesus en ho calon, mar e ma eno var e drôn, e zoc’h an den ar pinvidica, ar puissanta, an eürussa pehini a ve hac a elfe beza var an douar.
Carantes Jesus a so eur mad gant pehini en em basseer eus ar re-all tout. Jesus ha n’en deus-èn qet pe a dra da gontanti ar galon er c’har ?
O va Jesus ! ô va Doue ! dre ar garantes e deus bet evidoc’h ho mam santel, me c’houlen digueneoc’h ar c’hraç d’ho caret qement, na garin netra en tu-all deoc’h, netra qement ha c’hui, netra nemet dre garantes evidoc’hui.
Ne allan qet ho caret evel m’er meritit ; mæs me fell din, gant sicour ho craç santel, ho caret qement a ma ellan.
Allumit em c’halon an oll garantes a behini e fell deoc’h ho carren. Me a garre e teufe ar flamm divin da renta va c’halon qen ardant evidoc’h, ma ve consumet oll dreizi.
Anaout penaus Jesus a so dign da veza caret, eb gallout e garet qement ha ma verit beza caret, a so ene verzerinti pehini ne oufe beza soulaget gant netra nemet gant an desir bepret neves eus a eur garantes ardantoc’h evit Jesus.