Levr trede - Chap. IV.
Victor Guilmer, 1836 (p. 253-257)
Ha ne voa qet eta, ô va Doue ! aoualc’h e divige bet Mari, epad tri bloas ha tregont, en e speret, an imaich eus an tourmanchou a dlie he mab da anduri ? ha ret e voa e vige c’hoas test eus e varo ?
O Doue ! pa о poa ordrenet da Abraham, evit amprou e feis, sacrifia deoc’h e vab unic Isaac, n’ho poa qet exiget e vige Sara, e vam, present er sacrifiç.
Mæs er c’hompren a ran, ô Autrou ! Mari, pehini a dlie beza un deis rouanes ar sænt, a voa ret dezi, arauc-se hac evit-se, qemeret muioc’h a bers eguet an oll sænt er[1] souffrançou-se a bere e parlant hoc’h Abostol, hac a bere oc’h eus etablisset, evel eur gommunaute, etre Jesus hac an eneou predestinet.
Ne dlean qet eta beza surprenet о velet an afflictionou hac ar c’hroaziou a gals a dud just o cresqi gant ho fidelite en ho servich.
Dleout a ran consideri ar souffrançou bras pere a anduront avechou, evel graçou bras pere a rit dezo, ha mercou bras a faveur eus ho pers en ho andret.
Recompansi a rit ar pes a reont evit plijout deoc’h, dre souffrançou pere ho rent henvelloc’h ous Jesus, ar squer divin pehini a bresant dezo ar C’halvar.
An dud a gariac’h ar muia hac ho devoa evidoc’h eur garantes vrassoc’h ha tenerroc’h, en em gavas var ar C’halvar ar re dosta d’ho croas.
Eur bonbeur bras eo beza cavet dign da barticipa, en eur feçon particulier, e souffrançou Jesus.
Pep christen, pep disqib[2] da Jesus a vezo parfæt, m’ar bes evel e vestr.
Jesus, hor mæstr, da berfection pehini a dleomp en em efforci da sevel, en deus passeet dre ar vrassa tribulationou.
Beza e zeus nebeut a eneou vertuzus bras, pere ne vent bet amprouvet eur vech benac en eur fêçon crèe ha terrupl. Commancet ho deus dre veza vertuzus : goude oc’h eus fournisset dezo en un adveisite vras, en eur gontrolies cruel benac, ar voyen da zont da veza parfæt.
Abalamour ma zoac’h agreabl da Zoue, eme an Æl Raphaël da Dobi, eo bet red deoc’h beza amprouvet dre an adversite pe ar malheur.
Pa ho servicher gant poan, ô va Doue ! e tisquëser deoc’h eur garantes loyalloc’h eguet pa ho servicher eb qasi poan ebet.
En so consolant an desteni en em renter, pa eller lavaret evel S. Pêr da Jesus : C’hui a voar, Autrou, penaus ho caran ; mes ne ousor qet petra eo ho caret, pa na ves qet c’hoas desqet souffr evidoc’h.
N’en deo qet ma ve, ô va Doue ! an affronchou, ar prisoniou, ar c’hlenvejou hir ha cruel, n’en deo qet ma vent necesseramant partaich ho sænt var an douar ; mæs gouzout a rit caout dezo croaziou-all, pere eb caout an apparanç terrupl-se, ne servichont qet nebeutoc’h d’ho lacât da vervel dezo ho-unan.
Ne ousor qet an oll gombajou violant рere ho deus da souten an eneou pere a fell deoc’h purifia ha pere a c’halvit da eur santêles vras.
Epad ma seblantont, a zianveas, jouissa eus ar peoc’h an desirapla, alies ho deus da souten en ho c’hreis ar brezel ar rusta.
Ne garit qet, va Doue, ar valiç eus an dud vechant a enep ho servicherien fidel ; mæs permeti a rit da æles an ifern en em zichadenna en ho enep. Mæs, evit o zilvidigues eo er permetit.
Seulvui o deus da gombatti, seul purroc’h ha seul parfætoc’h e ten ho vertus da veza.
O feis en em grenva hac a gresq, oc’h adori ho polonteziou, ô Doue souveren ! gant eur soumission atao parfætoc’h, hac oc’h anaout ennoc’h un tad fur pehini a gastis[3] e vugale, abalamour ma ho c’har. O esperanç a deu da veza ive bepret crenvoc’h dre o phoanniou. Anaout a reont ho madeles infinit, hac en em assuront penaus, pell dioc’h o abandonni da furol o adversourien, e teuot d’ho sicour : en em gourachi a reont d’ar gombat, dre ar sonch ma c’hassur an[4] afflictionou bresant eur pouez eternel a c’hloar.
Ho c’harantes a so ardantoc’h dre ar c’hroaziou. Atao distaqoc’h dioc’h ar grouadurien, ne vevont nemet evit an hini a so an Doue[5] eus ho c’halon, hac ho phartaich evit jamæs.
Er poaniou, muioc’h eguet e poent-all ebet, e c’henoront ac’hanoc’h, va Doue, dre o fidelite deoc’h.
E creis ar c’honsolationou, alies ho servicher dre interest ; mæs en affliction, pa n’he deus ar galon nemet c’huërder ; chom fidel deoc’h a so prouvi e ves evidoc’h eur garantes ferm hac immanqabl.
O va Doue ! lavaret am beus avechou, em affliction, e seblante n’em c’harac’h qet ; mæs hiviziqen me a lavaro : rentomp graçou da Zoue, car an adversite-ma a so eur prezant eus e garantes.
E servicherien fidel, e vignonet, e sænt, ho deus anduret poaniou cals brassoc’h eguet va re, abalamour ma zint dignoc’h eguedom-me eus e attantionou hac eus e c’hraçou. Souffromp gant patiantet ha resination ar sænt, evit obten ar c’hrac da souffr c’hoas davantaich !