Levr trede - Chap. VII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 264-267)
Mari ne alle qet caout brassoc’h adversourien eguet ar Pharisianet hac ar Yudevien, pere a yoa en em unanet a enep he Mab, hac ho devoa great e gondaoni. Mæs, unisset a zantimant gant Jesus, pehini a garie e adversourien betec rei e vues evit o zilvidigues, Mari a lavare sinceramant evel Jesus : Va Doue, pardonit dezo.
Guelet a rea adversourien barbar Jesus oc’h en em rejouissa eus a frouez ho c’hrim. Clêvet a rea ar maledictionou a bere e carguent Jesus, hac ar blasphemou a losqent a enep dezan.
Pep mam-all eguet mam Jesus, e divige goulennet venjanç an êe a enep an dud impi ha sacrilaich-se ; mæs Mari, instruet e scôl an Doue a beoc’h, e devoa santimanchou differant.
Jesus var ar groas ne roe da entent nemet eur c’hri a visericord hac a bardon e faveur e bersecutourien hac ar re a yoa pen-caus eus e varo.
Mari, e c’hars ar groas, a offre evitho goad Jesus, ar victim adorabl pehini a immolent.
Allas ! m’ho divige gallet ar Yudevien lenn e calonou Jesus ha Mari ar santimanchou a garantes hac a deneridigues о devoa an eil hac eguile evitho, aoualc’h a vige qement-se evit chench ho dispositionou criminel hac horrubl.
En diou galon-se qel leun a garantes evit ai re memes pere ho c’hargue a boaniou c’huëro, e ranqer mont da glasq, en andret an adversourien, ar speret a garantes hac a beoc’h recommandet en aviel.
Jesus ha Mari ho deus laqeat ho gloar da bardoni an offansou. Hac en em drompla a reant-hi er pez a songent eus ar c’hloar veritabl ? Hac en a so un dra disprijabl imita ar squëriou ar re henorapla ?
A be natur benac e ve an offansou great deomp, hac hi a vezo jamæs comparabl d’an outrajou great d’hor Salver ha d’e vam santel ?
Mari, goude Jesus, a yoa an hini evit pehini Doue en devoa ar muya complæsanç. An offanç great da Jesus a yoa infinit, an offanç great da Vari a yoa qer barbar ha ma zeo possubl, goude ah offanç great d’he mab.
Gouscoude, gant pebes carantes Jesus a scuill e c’hoad hac a offr e bris d’e Dad, evit goulen graç d’ar re goupabl ! Gant pebes carantes ne suppli qet Mari an Tad eternel da chelaou peden e mab ha moues e c’hoad en ho faveur !
Ar goler hac ar gassoni vrassa ha ne dleont-hi qet en em vouga e treid ar groas-se, e c’hars pehini e velomp Jesus ha Mari oc’h en em interressi, en eur feçon qen touchant, evit ar re memes pere ho deus e savet ?
Ar groas-se, instrument precius eus hor silvidigues, a c’houlen hor c’hondaonation, mar credomp tostaat outhi ar goler en hor c’halon.
O va Doue ! ar garantes evit an adversourien ne ell beza en hon ene nemet dre eur c’hraç meurbet puissant, pehini a c’houlennan diganeoc’h dre veritou Jesus ha dre bedennou Mari, a bere ar c’halonou a yoa qen douç en andret an dud ar re ingrata, qer charitabl en andret ar vourrevien an didruessa !
Calon adorabl a Jesus, calon a Vari, calonou qen dign a garantes ! O calonou qer madelesus en andret ar re a so bet caus eus ho poaniou garo, grit passeal em c’halon an oll larguentes eus ho santimanchou.
Ah ! hiviziqen, pa santin o c’henel ennon mouvamanchou a venjanç, qerqent ec’h unissin, a speret, va c’halon d’ar c’halonou sacr-se, ha n’en dispartiin dioutho qen am bezo recevet an impressionou santel eus ar vadeles, eus ar garantes, eus an douçder-se a bere e zint carguet.
Doue hon afflich avechou e personnaich hor c’herent hac hor mignonet. Ar garantes hon deus evitho a ra deomp santout betec ar beo, ho phoanion.
Pebes affliction evit eur vam guelet he mab astennet var eur guele gant ar c’hlenvet, pe evit eur mignon, beza test eus ar poaniou cris perea andure vignon, eb gallout digaç remed !
Affliction just ha pehini ne deo qet pec’het, pa ves sujet da volontes Doue, mæs pehini a zeu da veza coupabl, pa na ves mui soumettet d’ar brovidanç ha pa en em echapp e clemou a enep Doue.
Piou a dleas beza affliget muioc’h eguet Mari, e amser passion he mab, passion eur mab digant pehini he devoa recevet qement a vercou a garantes, hac eus ar garantes ar vrassa hac an denerra ?
Pet gueich ne lavaras-hi qet en he c’halon : Va mab, va mab qer,[1] petra ne allan-me aouffr ha mervel en ho plaç.
- ↑ 2 Reg. 18. 33.