Mont d’an endalc’had

Levr trede - Chap. VIII.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 268-270)



Mar gouële merc’het Jerusalem o velet Jesus o passeal, carguet eus a instrument e varo, e pebes mor a c’huervder ne oue qet beuzet calon Mari, pa velas en asten var an auter eus ar groas, e pehini tlie mervel ?

Ah ! mar guelge da viana soulagi un nebeut benac poaniou Jesus, souten e ben sacr accablet dre e boanniou griez, diminui ar sec’het a behini en em glem !

Mæs nan ;-pell dioc’h gallout esperout e defe ar gonsolation-se digant un den truezus benac, ne gleo a bep-tu nemet guinaou impi o vlasphemi hac oc’h insulti ar buissanç memes hac an divinite a Jesus.

Un douçder benac a eller da gaout o souffr evit an hini a garer : mæs peguer cruel eo guelet о souffr ar re a garer, eb gallout о soulagi !

Petra a rayo eta Mari er situation-se qen trist ha qen poannius ? Ha souten a rayo-hi an horrol eus maro Jesus ; pe en em bellaat a rayo-hi evit non pas caout ar boan da velet he mab o vervel en tourmanchou ?

Agar, o veza chasseet gant e mab Ismaël, eus a dy Abraham, pa voa eat pell en desert, en em gavas desolet bras. Agar a abandonas he mab pehini a vouele, hac en em belleas diountan en distanç eus a eur c’halvaden, en eur lavaret, an daëlou en he daoulagad : N’en don qet evit en em resolvi da velet va mab о vervel.

Mari, er c’hontrol, a chom e qichen ar groas, oc’h en em soumetti da ursou an Tad eternel, hac oc’h offr dezan souffrançou Jesus evit silvidigues an dad.

E c’hars ar groas e chom, abalamour ma zeo eno e fell da Zoue e ve. Chom a reas betec fin ar sacrifiç eus a vues he mab.

He feis, he soumission, he c’harantes evit Doue a ra anezi un eil victim agreabl da Zoue, pehini a gemer ar sacrifiç eus he c’halon en union gant ar sacrifiç a so offret dezan e personaich Redemptor an dud.

Piou benac e veac’h, tad tener, mignon fidel, mab pe bried, mam pehini a so var ar poent da goll ar pes a ra ho consolation var an douar, desqit gant Mari trec’hi ho poan. Ho pe memor penaos, dre ma oc’h eus aonda goll cals evit an douar, e maoc’h en occasion da c’hounit cals evit an èe.

Ar religion ne gondaon qet ho taëlou nac ho clac’har sansibl ; mæs mar c’helaouit moues ar memes religion, e tesqo deoc’h o moderi, o renta santel.

Ar religion a zifen ouzoc’h en em abandoni d’an dristidigues vortel-se pehini a revus pep consolation. Lavaret a ra deoc’h : bolontes Doue eo, en em gonsolit.

Soulagit eta, a la bonheur, ho calon dre an daëlou, dre an huanadou, dre an hirvoudou ; mæs ive, en em droït varzu Doue, adorit e zessinou, en em soumetit dezo humblamant.

Clasqit, permetet eo deoc’h, clasqit ar voyenou da soulagi ar boan eus an den pehini a ra redec ho taëlou ; Doue a bermet deoc’h memes goulen e ve pare ; mæs ret eo ober an traou-se gant eur soumission dre behini e c’habandonot tout etre daouarn Doue.

Autrou, eme c’hui, anaout a rit ar pes a c’hortozan[1] digant ho madeles. Test oc’h eus va daëlou. Va c’halon a so livret d’ar vrassa troublien.

Autrou,[2] va Doue, me am beus laqeat va fizianç ennoc’h. Exauci a reot, me en esper, ar beden pehini a ran deoc’h da renta ar yec’het d’an den pehini a garan. Gouscoude me[3] a so prest da guement a c’houlennot diganen. Ne fell din, va Doue, nemet ar pes a fell deoc’h.



  1. Ps. 37. 9. 10.
  2. Ibid. 16.
  3. Ps. 39. 9.