Mont d’an endalc’had

Eil levr - Chap. I.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 117-120)




IMITATION
AR VERC’HES VARI,
var model
IMITATION JESUS-CHRIST.





EIL LEVR


E pehini e considerer ar vues hac ar vertuziou eus ar Verc’hes santel, abaoue guiniveles he mab divin e Bethleem betec an amser e pehini er guelas o rei e vues evit silvidigues an dud, var menes Calvar.




CHABIST QENTA.
Bonheur ar re baour.


Ar Servicher.

Consideri a ran gant plijadur, ô Guerc’hes santel ar peoc’h parfæt e pehini e ma ho calon er c’hraou a Vethleem, e pehini e laqeit Jesus er bed.,

Ar revus disprijus a so great deoc’h e Bethleem, pa ho c’heus goulennet logeis, n’en deus qet troublet peoc’h oc’h ene.

Rouanes an Æles en em vel gant joa e toues pastoret paour. Mam ar mæstr eus a bep sæson en em vel hac en em blich en eur c’hraou, exposet da rigol an amqer ar yêna.

C’hui a yoa contantoc’h mill guech, er c’hraou-se, eus ar stad a vizer e pehini ho læzet, eguet na voa tud pinvidic Bethleem e creiz ho frosperite.

Mari.

Desqit dre eno, va mab, an nebeut a istim a dleit da ober eus a vadou an douar, ha m’ar doc’h privet anezo, desqit caout istim evit ho stad.

Ar beaurien, en effet, hac hi a ell en em gonsideri evel malheürus, pa sonjont penaus Jesus a so falveset dezan e vige paour e vam ; n’en devige e-unan evit cavel nemet eur c’hraou paour ha paour bras ; ha n’en[1] devoa qet, epad e vues, a andret da reposi, hac o vervel, n’en devoa evit guële nemet ar groas.

N’en deus qet choazet e Ebestel etoues ar re binvidic ha savant, mæs e toues ar re baour hac ignorant.

D’ar beaurien principalamant eo deut da annonç ar c’helou mad eus an aviel. Caret a ra ar beaurien betec lavaret e considero evel[2] great dezan e-unan, ar pes a refor evitho.

Ar re binvidic a zisprich ar re baour. Mæs ar memes Doue pehini a lavar malheur[3] d’an dud pinvidic, a c’halv ar beaurien d’e[4] vanqet sacr.

Eürus,[5] eme Jesus, va mab, eürus ar re baour a speret, car rouanteles an evou a apparchant outho. Comsou pere a sell ous ar beaurien pere a gar ho phaourentes, evel ma sellont ive ous an dud о deus danves, mæs oc’h pere ne qet re stag ho c’halon

Ar beaurien a dlefe eta consideri ho c’hondition, non pas dre ar pes a brezant a vil hac a zisprijabl e santimant ar bed, mæs dre ar pes a ra deomp an aviel da anaout a vras hac a brecius er baourentes.

Nen deus paour ebet, m’en defe feis, ha ma consultfe e religion, pehini a garfe chench e stad gant stad ar re hinvidic hac ar re eürus erves ar bed.

Va mab, en abondanç a zanves en em staguer oc’h an douar, ec’h ancounac’haer ar beden, an tentationou a so crèn, ar pec’hejou a so commun.

Dezirout an danves a so dezirout ar pes a so noasussa d’ar silvidigues.

Inutil eo beza destumet madou bras hed ar vues ; da heur ar maro e renqer ho dilezel ; da heur ar maro, ar vad a ves great evit Doue a chom ebqen, hac ar stad a baourentes a fournis cals a occasionou da bratica ar vertus.

An den pinvidic a behini e parlant deoc’h an aviel, a voue[6] sebeliet en ifern, abalamour m’en devoa bet re en e eas, re zelicat, eb caout sourci da ober cals a aluzennou d’ar beaurien, memprou Jesus, va mab ; hac ar paour Lazâr, pehini en devoa dispriset, a oue douguet, goude e varo, dre zaouarn an Æles, etre divrec’h Abraham.

Ar Servicher.

Guerc’hes, va mam guer, desqet oc’h ens din, dre oc’h exempl ha dre ho comsou, penaus ar baourentes a so preferabl d’ar binvidigues.

Grit ma laqain heviziqen va c’halon d’en em staga oc’h madou an èn, oc’h Doue, ha n’am bezo nemet disprijanç evit madou an douar.

Pinvidic aoualc’h cо an hini en devezo graç Doue er bed-man hac e c’hloar er bed-all.

Adieu a lavaran eta da viqen da bep affection diregl evit pinvidiguezou an douar.

Obtenit din, ô mam dener ! caout va c’halon distag dioutho, ha pinvidic e graçou Doue, evit m’am bezo c’hoas an hevelidigues-se ganeoc’h ha gant Jesus, va Salver. Evel-se bezet great.

  1. Luc. 9. 58.
  2. Math. 25. 40.
  3. Luc. 6. 24.
  4. Luc. 14. 21.
  5. Mat. 5. 3.
  6. Luc. 16. 22.