Levr Quenta - Chap. XVI.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 67-70)






CHABIST XVI.

Soumission d’ar Feis.


Pa eo assuret Mari e zeo Doue en deus parlantet dre voues an Archæl, e cred fermament e c’herruo ar pes a so annoncet dezi, hac e cred eb clasq compren penaus, eb operation den ebet, e teuyo da veza mam da Zoue.

Mar goulennas penaus e c’herruge qemense, n’er goulennas mui pa oa assuret dezi, abers Doue, eo dre operation ar Speret-santel, dre eur miracl, e teuje da veza mam.

Mari ne reas qet evel tad Sant Yan Vadezour pehini er gommançamant, ne gred qet an Eal pehini en assure en divige eur mab.

Mari ne c’houlen mui na penaus ar buguel-se a behini e zea da veza mam, a brenge an dud, na penaus pe e pe fêçon e vige roue.

An Arc’hæl ne c’hleo qet oc’h ober qestionou, eur vech ma zeo assuret ne gollo qet he guerc’hdet.

Ne remercas qet er Verc’hes an interrogation hac ar guriosite-se pere a zisques an eneou sempl.

Dioc’h-tu e pleg he speret bac er soumet gant docilite d’ar feis.

Dre exempl Mari, en em humili, ô va ene ! soumet da ræson da virioneziou pere a zo dreist da sclêrigen : ne glasq qet compren parfæt ar mysteriou a bropos did ar feis.

Mar ho c’homprenfes, ne vent mui mysteriou. Aoualc’h eo did gouzout e zint guir.

A ne alfes en effet nemet beza persuadet eus o guiriones, mar consideres ar feis pehini ho desq did gant an oll garacteriou, an oll desteniou, dre bere int bet recevet gant ar bed universel.

Incomprenabl int ar mysteriou eus or religion, guir eo, mæs ar feis a golfe he merit, ma c’halge ræson an den, o explica.

Eürus[1] ar re n’o deus qet guelet hac о deus credet.

A zalec ar stered betec ar viana fleuren, peb tra a zo evidout mysteriou. Ar mysteriou naturel-se, n’o c’homprenes qet, hac e falfe did compren mysteriou Doue.

Diræson eo an hini a falfe dezan guelet sclær myster an dreindet, dre exempl, pa ne gompren qet aoualc’h an traou a erru var an douar. Dre exempl, penaus e teu eur c’hreunen da vervel en douar ha da brodui goude eur blouzen hac eur pen-id.

Arabat eo pretanti e tlefe speret an den compren an œuvrou burzudus a oll-c’halloud un Doue incomprenabl bac infinit eu e berfectionou.

Doue hac en a ve Doue, ma c’helfemp guelet sclær, anaout mad e oll berfectionou ?

Credi ar pes ne vel qet an daoulagad, credi ar pes ne gompren qet ar speret, a zo renta un henor parfæt d’ar viriones souveren a Zoue.

Ne qet dre va sclêrigen, ô va Doue ! mæs dre ho sclerigen-c’hui, e fell din barn an traou.

Ne c’houlennit qet ebqen diganen sacrifiç va c’halon, mæs c’hoas hini va speret dre ar feiz.

Esperout a ran erruout en èn, e leac’h ma ho quelin faç-a-faç. Mæs en èn memes ne gomprenin jamæs antieramant ho perfectionou hac oc’h œuvrou, abalamour ma viot atao infinit, ha ma vezin eur speret crouet hac infinimant berroc’h eguet oc’h hini.

Me gred, va Doue, qement oc’h eus revelet din ; me a gred eb er c’homрren, abalamour ne allit na trompla den, na beza tromplet oc’h-unan, eb cessi da veza Doue.

Me a gred,[2] va Doue, mæs crevaït va nebeut a feis. Cresqit[3] ennon ar feis.

Ne allit qet revus din an donæson eus ar feis, pehini a zo sourcen an oll donæsonou mar he goulennan evel ma zeo dleet. He goulen a ran digueneoc’h dre intercession ar Verc’hes-se, pehini dre soumission ha dre verit he feis a velas[4] oc’h en em accomplissa enni ar myster eus an incarnation annoncet dezi eus о pers.

Roït din eur feis cren, universel, eb douetanç, eb exception ebet. Doueti ne qet credi.

Mancout da gredi un articl, a zo beza heritiq hac en em zaoni, evel pa na gretfet netra eus ar pez oc’h eus lavaret.

Roït din ur feis accompagnuneqeat gant ar garantes, evit ma vevin herves ma credan.

Ne c’houlennan qet ar feis extraordinal pehini e deus great d’ar Sænt ober miraclou, mæs goulen a ran diganeoc’h, va Doue, ar feis pehini e deus rentet anezo Sænt. Guerc’hes, goulennit-hi din.



  1. Joan. 20 29.
  2. Matt. 2З.
  3. Luc. 7. 5.
  4. Luc. 1. 45.