Mont d’an endalc’had

Eil levr - Chap. XXIX.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 224-228)






CHABIST XXIX.
Peguement eo douç clevet ar voues a Jesus ha peguement a bres a dleer da caout da chelaou e instructionou.


Mari he devoa jouisset eus a bresanç Jesus hac eus a zouçder e antretienou epad an tregont vloas ma e devoa chomet assambles gantan e Nazareth.

Seblantout a rea ne devoa mui da ober nemet medita, er silanç eus ar retræt hac er solitud, ar c’hentelliou he devoa recevet digantan, eb e vige necesser dezi heuilla Jesus e meur a andred epad ma presegas an aviel.

S. Yan a lavar deomp gouscoude penaus Stes Mari a chomas[1] un deves benac gant Jesus e Capharnaüm, nen deus mar, evit profita eus e instructionou.

An aviellerien-all a lavar deomp penaus, en un occasion-all, o velet na elle qet tostaat[2] ous Jesus, abalamour d’ar foul a dud a yoa en dro dezan, ha pere a felle dezo chelaou e zoctrin, Stes Mari a c’houlennas[3] er guelet ha parlant ountan.

Den-all ebet ne anaveze guelloc’h eguethi ar pris eus e guentelliou divin, ha ne danvea gant mui a c’hout ar chalmou eus e gonversatiou.

Peguen douç eo, en effet, evit an hini a voar distingui moues Jesus dioc’h hini an dud, peguen douç eo clevet ar c’homsou a vues pere a sorti eus e c’hinou !

Un ene pehini e deus qemeret gout e Jesus, ne eil mui beva eb Jesus.

Dija, e mill occasion, he deus clêvet e voues, ha mill gueich c’hoas e deves c’hoant d’e c’hlêvet.

Pep demeuranç ha pep lec’h a zisplich dezi ma na gav eno e muia caret.

Pep moues a so un dra importun evithi ma n’en deo mui Jesus eo a barlant outhi.

Oh ! peguement e tisplich d’an ene devot discoursiou ha causiou an dud ! Caout a ra dezi ne[4] antretenont anezi nemet a draou vean ha disaour ; ar[5] c’homsou ebqen a Jesus a so evithi speret ha bues.

A zalec ma clêo Jesus e parlant, el levriou devot, er sermoniou, er c’hatekis, pe dre inspirationou ha sclerigennou secret, e chasse pep sonch-all, evit rei he oll attention d’e voues divin, abalamour ma plich dezi mui, infinimant mui eguet ar pes a alfe da glevet a gaera possubl var an douar.

N’en deus netra a guement a glêfe gant mui a joa, a guement a zalc’hfe gant mui a fidelite, a guement a veditfe gant mui a application eguet an aviel hac, e general, comsou Jesus ; mæs netra ive ne brodu mui a froues en ene-se guir gristenes.

Рa ves cousqet, e tiun dre an disterra trous a ra moues he phried divin. Ah ! emezi, clevet a ran[6] moues va muia caret ; cetu en erru ; ha n’en em drompl qet var e voues.

Pa ne garer nemet Jesus, e c’hanaveser dioch-tu eо Jesus a barlant.

Ar bed, ar vanite, ar plijadurezou о deus eul langach pehini ne glêver neuse nemet en despet deomp, ha pehini ne anaveser nemet evit caout horrol ountan.

Daoulagad Santes Mari-Madalen ne anaveschont qet dioc’h-tu Jesus, pa er gueljont goude ma oa ressuscitet ; mæs aveach en devoa Jesus digoret e c’hinou da barlant outhi, ma santas he c’halon e voue Jesus eo e zoa.

O Jesus va Salver ! pellait diouzin an oll moueziou estranjour eus ar bed, pere a glasq qen alies va distrei dioc’h ho coms divin. Ne fell din mui chelaou nemedoch.

Divertissamanchou vean, traou inutil, dangerus, criminel ; pere oc’h eus qen alies va ampechet da glêvet moues Jesus, n’oc’h anavezan mui, adieu ; lêzit ac’hanon va-unan gant Jesus !

Evit caout ar bonheur d’ho clêvet, me[7] ho c’heuillo, mæstr divin, partout elec’h ma zeot.

Ma na glêvan mui parlant ac’hanoc’h en ty en em gavan, e quitain evit monet e lec’h ma ho clêvin.

Beveich ma vezin en occasion a bec’het en eur gompagnunes, e tec’hin, m’ar bes possubl, pe ma n’er guellan qet, e serrin va diouscouarnoc’h ar bed hac e langaich, evit chelaou ar pes a lavarot, ô va Jesus ! d’am c’halon e secret.

A hent-all e pe andret benac e venn, e c’hallan tanva ar bonbeur a glascan.

Parlantit, ô va Autrou ! parlantit continuellamant ous va c’halon. Me[8] a chelaouo gant attantion ar pes a lavaro an Autrou-Doue din e fond va c’halon.

Eurus[9] an hini a blich ganeoc’h da instrui ha da formi en anoudêgues eus ho lezen ! caout a rayo pe a dra da zouçaat e boaniou e amser ar chagrin hac an affliction.

Ho Peleyen a barlant din alies eus ho pers, hac e c’hallan profita meurbet eus ho c’homsou.

Cals a levriou mad a lennan, a glêvan lenn gant plijadur, hac a barlant din ac’hanoc’h ; mæs ma na glevan, er memes amser, ho moues, pe seurt impression a rayo an traou-se oll varnon, pe seurt froues a dennin anezo ?

Ar pes a leveront din a so excellant, ha guir, ha touchant ; mæs, ma n’en em uniss ho craç d’o c’homsou, d’o instructionou, ar viriones n’en em imprim qet mad er speret, ar galon ne ves qet gounezet mad.

Roit din eta[10] da entend ho moues, ô Jesus ! pried celestiel eus va ene, evit ma roin deoc’h da entent va moues. Parlantit oc’h va c’halon, evit ma parlanto ousoc’h-ini.

Ho moues-c’hui, ô Jesus ! a zesq muioc’h en eur moment eguet na zesqer e meur a vloaves e scôl an dud savant eus ar bed.

Dre an anaoudeguez santel ho devoa qemeret en ho calon, ho deus meur a bersonnach simpl hac ignorant, erves ar bed, desqet parlant en eur feçon ravissant eus ar garantes a Zoue, parlant memes gant cals a speret eus ho prassa mysteriou.



  1. Joan. 2. 12.
  2. Mat. 12. 46.
  3. Marc. 3. 31.
  4. Ps. 118. 86.
  5. Joan. 6. 64.
  6. Cant, 2, 8.
  7. Mat. 8. 19.
  8. Ps. 8. 48.
  9. Ps. 93. 12.
  10. Cant. 2. 14.