Mont d’an endalc’had

Levr trede - Chap. XI.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 277-280)


CHABIST XI.
Ar consolation a deu goude an drirulation, ha gouscoude e zeo ret gouzout souffr eb consolation.


Ar Servicher.

En em rejouissit, Rouanes eus an êe, abalamour ar mab pehini oc’h eus meritet douguen en hoc’h intraillou santel, hac a behini ar maro en devoa coustet deoc’h qement a zaëlou, a so ressuscitet, evei m’en devoa er prometet.

Jouissit e peoc’h eus an union ho pezo gantan, dre e c’hraçou ar re breciussa, betec an deis e pehini e pigno ebars en ee.

Just eo e participac’h muioc’h eguet pep den all, e graçou hac e madoberou e resurrection, pa zeо guir oc’h eus bet muioc’h a lod eguet pep-hini-all en humiliationou eus e bassion.

Pebes joa evidoc’h, pebes consolation er guelet en oll eclat hac en oll c’hloar eus e zivinite, goude ma voa ressuscitet !

Chetu eta ho taëlou sec’het, ar gouli bras eus ho calon parcet ; ho souffrançou a so passeet.

Mari.

Va mab, Doue[1] a so gant e vignonet en ho phoanniou evit ho c’hrevât dre e c’hraç, ha pa blich gantan, e plaç ar boan e tigass ar gonsolaiion, e plaç ar c’huërvder e tigass an douçder.

Ar roue David a erruas qement-se gantan. Doue, emezan, en deus[2] consolet va ene abroportion ma voa bet affliget diarauc. Mar c’habandon, emezan, a vechou[3] an den just da furol an arne, e ra dezan erfin caout un amser galm.

Ar Servicher.

C’hui a anaves, ô Guerc’hes santel ! ar poaniou pere a anduran abaoue qeit amser ; mæs en em velet a ran atao eb consolation.

Mari.

Va mab, evit beza eb santout consolation, n’en doc’h qet evit qement-se, dibourveet a bep consolation.

Ha n’en deo qet eur gonsolation ar vella sonjal penaos ar boan ho rent henvel oc’h Jesus, hac ho laca var hent ar barados ?

Doue en deus e zessinou, pa læs e servicherien da souffr eb ober dezo tanva ar c’honsolationou-se, a bere e parlantit.

Beza e zeus sænt pere ho deus passeet dre sec’horiou spirituel ar re vrassa evel dre desertchou sec’h, e pere ne danveant qet an disterra berad eus a c’hlis ar c’honsolationou.

Mignonet Jesus ne dleont qet beza henvel oc’h mignonet an douar, pere ne fell dezo qemeret poan evit ho mignonet, nemet e qement ha ma c’hesperont beza souden recompanset dreizo.

En em reposit e pep tra var ar brovidanç, pa vezo necesser pe memes util deoc’h ar c’honsolationou, ho pezo anezo.

Beza oc’h eus en ho poaniou graç Jesus pehini ho souten ; hac[4] e c’hraç a suffis deoc’h. Ar sænt læset gant Jesus da souffr eb consolationou sansibl, a gave consolation o chom eb consolation, abalamour ma vouient penaus ho c’harantes a deue da veza purroc’h ha disinteressetoc’h.

Gortosit c’hoas un nebeut benac a amser ; gortoit an effet eus ar promessaou great gant Jesus d’ar re a souffr.

Prepari a ra deoc’h en êe an abondanç eus an oll douçderiou hac eus an oll vadou.

Oc’h-pen, va mab, eur pec’her eveldoc’h, hac en a ell goulen beza consolet ? Eur gonsolation e tle beza evit eur pec’her penitant, sonjal penaus, о souffr eb consolation, e ra surroc’h pinigen eus e bec’hejou.



  1. Ps. 90. 15.
  2. Ps. 93. 19.
  3. Ps. 54. 23.
  4. Cor. 12. 90.