Levr pevare - Chap. XIII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 355-357)
Mam ar Redemptor, ô Mari ! en em gaout a ran en heuriou diveza eus va bues. Implori a ran ho sicour mui eguet jamæs. En em velet a ran placet evel etre an ifern hac ar barados. Allas ! petra a zeuin-me da veza, ma na rit usaich, em faveur, eus ar pouvoar oc’h eus dirac Jesus.
Laqeat en deus etre ho taonarn ar graçou ar re breciussa, evit o scuilla var an dud. Priget ganeoc’h lacat anezo da guëza varnon : brema, dreist peb tra, e zint necesser din.
An tribunal e pehini e tlean renta compt eus va bues a gommanç digueri : parlantit evidon arauc ma c’happarissin ennan. Mam va Barner a obteno din eur varnedigues favorabl.
Steteden ar mor, sclerrait ac’hanon e creis an tourmant hac ar goal amser pere a c’hourdrous va c’honfonti en ifern ; cunduit ac’hanon, me ho ped, betec ar pors eus ar silvidigues, ar barados.
Sclêrigen celestiel, ô Mari ! dissipit ar c’hoabren denval pehini a glasq speret an denvaligen da lacât em ene.
Calmit an droublien e pehini e maon, pa sonjan e pec’hejou va bues. Obtenit din eur c’hueus vras ha guirion.
Squer a bep vertus, ô Mari ! goulennit ma vezo ennon ar feis en he oll ners, an esperanç en he oll fermder, ar garantes en he oll berfection.
Me ho trugarecâ eus an oll vadelezou oc’h eus bet evidon hed va bues, memes pa oan an indigna anezo. Mæs a revus a rafac’h din ho sourci, hirio pa gresq gant va ezomou va fizianç ennoc’h ?
Nan, mam dener, tenerroc’h eguet an oll mamou, n’en eщ bellaot qet dioc’h ho mab, pehini a ya da vervel. En assista a reot betec e huanad diveza.
Mervel a ran gant soumission, pa zeo guir en deus Jesus ordrenet va maro. Mæs en despet d’an horrol naturel am beus eus ar maro, e varvan gant plijadur, abalamour ma varvan dindan ho protection.
Me a gontemplo dizale, en esperout a ran, ar c’hrandeuriou, ar perfectionou, an triomphou a Jesus.
Me a velo souden sclerroc’h peguement eo dign eus va oll garantes. Souden, ô va mam ! me oc’h admiro var an trôn sqedus eus ho cloar.
Va angoni a dosta ; va musellou ne allint mui goulen oc’h assistanç ; mæs va c’halon a barlanto ouzoc’h atao. Me a brononço mill gueich, a galon, an hanoyou sacr a Jesus hac a Vari.
Me a c’houlen diganeoc’h, ô Jesus ! e pliche ganeoc’h consideri an oll huanadou, an oll mouvamanchou eus va c’halon, epad va angoni, evel qen alies a act a garantes evidoc’h hac evit ho mam santel.
Ah ! Autrou, ho pes trues ouzin : ne gredan qet lavaret, abalamour[1] ma zon ho servicher. Allas ! bet on eur pec’her qer bras, a ne ouzon qet ha me am beus bet ar bonheur da galmi ho justiç ! mæs ho pet trues ouzin, abalamour ma zon ar mab eus ho quëlla servicheres.
Great oc’h eus din caout hed va bues, eur fizianç vras e Mari. Ho trugarecaat a ran о veza ma cresq ha ma crenva va fizianç enni, en heur-ma qen dangerus evit ar silvidigues.
Va Doue, Doue a visericord, eur faveur neves eo a accordit din, abalamour ma falves deoc’h va savetei dre bedennou ar Verc’hes-se pehini a zesq an ilis deomp invoqi e pep amser, mæs ispicial en heur hor maro.
- ↑ Ps. 115. 16.