Eil levr - Chap. X.
Victor Guilmer, 1836 (p. 153-155)
Doue a rо da c’houzout en un instant da Vari, dre voyen Joseph pehini a so bet instruet gant un eal, penaus e renq savetei Jesus dioc’h furol Herodes, ha partial evit ar vro eus an Egypt.
Mæs Doue ha n’en deus-èn qet, en e ollc’halloud, eur voyen da chench calon ar prinç-se ? Ha ne qet indign a un Doue tec’het dirac un den marvel ?
Doue ha ne all-èn qet nevezi e faveur Jesus, ar burzud eus ar gouliou a bere e scoas guech-all an Egyptianet evit savetei an Israëlitet, e bobl, hac ho zenna eus ar vro-se ?
Ah ! Mari ne glasq qet compren dessinou Doue er gomportamant a zalc’h en e andret.
Bolonteziou Doue a verit ive hor soumission, pe e comprennimp, pe ne gomprennimp qet ar ræson anezo.
Mari hac hi a gavo pe a dra da chom beo, epad eur veach hir, e creis an dezertchou, pell dioc’h pep ty hac er vro estranjour-se e pehini e c’hasser ?
Mari ne examin qet an traou-se. Ar memes Doue pehini en deus great rei urs dezi da bardial, a so puissant aoualc’h evit ober dezi caout peadra da veva, petra benac n’er c’hompren qet.
Mari ha c’hi a chomo atao en Egypt ? N’er c’houlen qet : distreï a rar pa royo Doue dezi da anaout an amser e pehini e tle distrei.
Hас e rofe Doue dezi ursou c’hoas incomprenaploc’h, he ene se golfe netra eus e pheoc’h.
A betra e c’halfe beza chagrinet un ene pehini a sonch eo Doue he c’hundu ?
Ha beza e zeus eur brotection assuroc’h eguet hini ar brovidanç ?
Ordren a rit din, ô va Doue ! bale dre henchou pere ne anavezan qet. Aoual’h eo : ho polontes a zalc’h lec’h din a sclêrigen hac a ræson. Ne ouzon pelec’h e zan ; mæs assur oun penaus, m’ar en em læsan da veza cunduet dre zorn un Doue, ar furnes memes, ne rin qet a faus camejou.
Daoust ma ven en devaligen, e valean gant assuranç, abalamour ma zon certen n’em abandonot qet.
Ah ! petra servichfe din va sclêrigen va-unan en un hent pehini a zigorit din oc’h-unan, ha pehini a ordrenit din da heulia evel pa ven dall, ha dre oboissanç deoc’h ?
Azalec ma zon sur oc’h eus parlantet, e tlean bale eb en em chelaou va-unan.
En em abandoni a rêr tout-a-fæt etre daouarn un den sur, prudant bac habil ; hac em befe un difizianç e Doue ar furnes eternel, pehini am c’hundu bepret, n’eus forç petra erru ganen ?
Ho providanç en em blich alies о vont d’an termen en em bropos, dre voyenou pere a seblant control. Evel-se eta, peguen estonabl benac e ve ho tessinou varnon, me en em gontant d’ho adori.
C’hui a ell ober muioc’h eguet na ellan compren. N’eus forç eta, ô va Doue ! petra vezo ordrenet din eus ho pers, pa vouezin e vezo eus ho pers, evel ma zeo pa ves commandet din un dra benac gant va phastor, va c’honfessour ; me en em soumetto, eb ræsoni, d’an urzou eus ho providanç, ha pa na oufen qet petra a dlefe erruout goude-se.
Sur e zoan penaus, e pep tra, em bezo affer oc’h un Doue pehini a so infinimant mad. An dra-se a yoa aoualc’h evit lacât Mari ha Joseph da dec’het en Egypt, eb goulen ræeon ebet.
O va ene ! imitomp c’hoas, var ar poënt-ma, hor mam guêr.