Levr Quenta - Chap. VI.
Victor Guilmer, 1836 (p. 25-28)
Mari, squêr a ferveur, en em reï a rejoc’h da Zoue abred, mæs oc’h-pen, en em rojoc’h dezan eb musul ebet, eb partach.
Ar sacrifiç a rejoc’h d’ho crouer, eus ho liberte, evit n’ho pige qen bolontes nemet e-hini.
Ne falvezas deoc’h caout qen plijadur er bed-ma nemet an hini da blijout d’ho Toue, na qen contantamant nemet an hini d’en em briva eus a bep joaüsdet ar bed dre garantes evintan.
Evel eur vezen plantet e douar mad, a resist oc’h ar goal amser, a bouls ingal e oll brancou, bac a brodu en ho phoënt fleur ha frouez, ar memes tra, ô mam Doue ! eur vech ma zeo bet oc’h ene arroset gant an dour eus ar c’hraç, n’oc’h eus qet e lêzet da zisec’ha dre ar goal avel eus ar pec’het.
Mæs bepret ferm hac ardant evit ar santelez, oc’h eus var diouasqel ar c’hraç niget eus an eil vertus en e-ben, eus un eil degre a berfection en unan-all, eb jamæs costeza e nep tu.
Oc’h exempl a gondaon an infidelite hac an inconstanç eus va bues, va lachete, va c’hlouarder e servich Doue.
Va c’homportamant am golo a vez. Doue, o veza atao ar memes em andret, a virit atao eus va fers ar memes fidelite, ar memes attach.
Ar vues-ma a so evel eur redadec e pen pehini ema ar barados evit pris ha recompanç. Perac, va mab, en em arretit e creis an hent, ре perac da viana e lachaït, goude beza commancet gant qement a êar.
Doue a n’effen qet hirio eur mæstr qer bras ha qen dign eus ho carantez evel ma oa er gommançamant ? A ne zepantit-hu qet qement diountan breman evel guech-all ? An obligation da veza tout dezan a n’efhi qet ingal e pep amser eus ho puez ?
Dre m’a c’havancit en oad, madoberou Doue a gresq en oc’h andret. Gantho e tle cresqi oc’h anaoudeguez vad ha parconseqant ho fidelite.
Doue ebqen en deus furmet ho calon evintan e-unan ha non pas evit qen. En ives eta a dle beza ar mæstr eus e dra.
N’en deus qet lavaret deoc’h : prestit din ho calon, mæs roït din ho calon. Fidel d’e vouez, ho poa-en consacret dezan. Pe seurt guir oc’h eus-hu d’el laëres ?
Re a henor a ra d’ar bed an nep a ro dezan eul loden eus e garantez. Ober a ra da Zoue an outrach ar brassa an nep a laca ar bed gant Doue en e galon.
Lavaret a rit e considerfac’h evel ar brassa eus ar malheuriou, beza tennet a douez mignonet Doue. Mæs, e santimant Doue, eur mignon lach a so eur mignon,pehini a ra eug dezan, evel ma rafe donger deoc’h eur bouet preparet fall.
Ho Toue ne gred qet ober re oc’h en em reï tout deoc’h. Ha c’hui a esperno en ho calon un affection bennac evit ar pec’het !
Ret eo deoc’h reï tout evit tout, ha c’hoas ne root nemet pri elec’h aour.
Ar bed, hac ar pez a so eus ar bed, ar bed bac e bompou, ar bed hac e gustumou, nen deo mui netra evit an hini evit pehini Doue a so tout.
Sempl evel ma zon, em beus ezom, ô Guerc’hes santel ! a eur c’hraç crên ha puissant evit profita eus oc’h instructionou hac evit bale var ho roudou.
Goulennit evidon, me ho ped, er memes amser ma em c’hourachit, dre an exempl eus ho ferveur, goulennit ar sicour a so din necesser.
Allas ! Goude qement-all a lacheteou, a infidelite, a credi a rin-me presanti va c’halon da Jesus ? Ia, ô Guerc’hes, va mam ! dindan ho protection ne dle den disesperi e bardon, pa ves affer oc’h un Doue, pehini ne zisprich jamæs eur galon gontristet hac humiliet.
Mam a visericord, grit eta va pheoc’h gant Doue, ha dre ho pedennou ra bligeo gant an Doue salver, ho mab qer, carga va ene a guement a c’hraçou, ma ne anavezo lachete na clouarder ebet en e servich, ha ma vezo tout desan da jamæs.