Levr trede - Chap. XV.
Victor Guilmer, 1836 (p. 290-294)
Mam Doue, pe sort consolation ho роa e creis ar persecutionou a souffre ar gristenien guenta, hac a bere ne voac’h qet exant oc’h-unan ?
Va mab, caout a rean, evel an oll gristenien bersecutet, va c’honsolation er sonch eus a souffrançou Jesus, pere ne reas din jamæs ancounac’haat ar с’hlоar eus e resurrection hac eus e ascension.,
Bisita a rean an andrejou santel e pere e voa passeet myster ar redemption ; ar C’halvar, var behini e rean reflexion var vertuziou ha madoberou Jesus, ha var ar grisder hac an ingratiri eus an dud pere ho devoa e laqeat d’ar maro var ar groas.
Pa songe mam Jesus er fæçon gruel gant pehini e voa bet trætet he mab gant an dud, hac hi a dlie gortos repos ha tranqilite en he bues ? Hac hi a elle memes desirout an dra-se ?
Songit ar memes tro, va mab, ha songit alies er fêçon ma zeo en em gomportet ar bed en andret ho Salver.
Er sonch-se e cavot consolation ha soulajamant er poaniou hoc’h eus da anduri abers tud ar bed, abalamour ma zoc’h devot ha fidel da Zoue.
E pe sort hent diæs ha poanius e pehini ne voa nemet disprizanç, insultou, persecutionou, n’en deo qet en em angaget Jesus dre garantes evidoc’h, eb jamæs beza en em belleat eus an hent-se ! En eur ho qervel d’e heul, en deus hoc’h avertisset penaus ho pige da souffr dre garantes evintan.
Lec’h a so da gaout aon na ve qet eur guir vertus, vertus an den n’en deus netra da souffr abers ar bed, na controlies na goaperes.
Partaich servicherien Doue eo beza ar muia caret gant an êe hac ar muia casseat gant ar bed.
Mæs pebes sourcen a gonsolation hac a batiantet n’en deo qet evit an ene fidel gallout lavaret : An[1] disqib ne ma qet dreist ar mæstr ; mar deo bet persecutet Jesus, em persecutor ive.
Souffr a ran evel Jesus ha gant Jesus. En a so va squer, en a vezo va ners, en a vezo va recompans.
Un espeç-all a souffrançou, ô Rouanes ar sænt ! a yoa reservet deoc’h, muioc’h c’hoas eguet da sænt-all ebet. E pe stad languissant n’ho laqea qet an impatiantet santel da en em unissa en êe gant ho mab ! Jesus a rene er c’hloar hac e vam, a yoa c’hoas en exil.
Eur maro continuel a voa evidoc’h chom eb mervel, ha beza evel-se separet dioc’h an hini a yoa an objet uniq, qen tener ha qer just, eus ho carantes.
Mæs ar bonheur ho poa da receo bemdes en ho calon, Jesus, er gommunion, a yoa evidoc’h eur sourcen abondant a gonsolationou.
Sant Lucas a zesq deomp penaus an dud fidel a yoa[2] assidu da en em vaga assambles eus a vara divin ar gommunion, ha ne zouetomp qet na recefchac’h bemdes, ô Mari ! ar c’horf hac ar goad adorabl eus ho mab, pa zeo guir ne voa nicun hac er c’harge eveldoc’h.
Em c’hommunionou eo, en effet, va mab, e qemeren bemdes ners neves evit supporti hirder ha tristidigues va disparti dioc’h Jesus.
O heuriou douç d’am c’halon, e pere e posseden a neves em ene an hini am boa douguet epad nao mis ha gant pehini em boa bet ar bonheur da veva epad qement a vloaveziou !
Neuse, gant un ardeur bepret crenvoc’h, e lavaren da Jesus : Disquesit[3] din, ô va muya caret ! e pe lec’h e ma al lec’h eus ho repos hac eus ho magadures eternel.
Pa bosseden Jesus dre ar gommunion, er supplien da hasta ar moment e pehini, oc’h e bossedi en e c’hloar, e jouischen evit un eternite eus a vonheur e bresanç.
Adori a rean bolonteziou Doue, o accomplissamant a breferen d’am dezirou.
Mæs ar gommunion a voa va c’honsolation ha va ners er c’hombajou continuel am boa da souten. Car mar santen bepret em ene an desirou an ardanta da nijal en êe, e voa ret d’am obeissanç da Zoue moderi, er memes amser, ha derc’hel ardeur va zransport.
Ah ! va mab, peguen clouar eo carantes un den pehini en em blich pell dioc’h an hini a gar ! Pebes clouarder en deus ar c’hristen pehini bemdes a c’houlen ous Doue ma c’herruo e rouanteles, ha pehini ne zesir qet e teufe Jesus d’er guervel ?
Eur c’hristen pehini a gar Jesus, a greis e galon, a so eur c’hristen pehini, en despet d’an horrol naturel en deus oc’h ar maro, a rofe gouscoude a volontes vad, qement a gar muia er bed-ma evit mont d’en em unissa gant Jesus en evou.
Pelleet dioc'h e Zoue, e languis, e c’hirvoud ; na vezo[4] contant nemet pa vezo test eus e c’hloar.
Ah ! emezan, en transport eus e garantes evit Doue, peur[5] e c'herruo ar moment e pehini, goude va exil, e c'happarissin dirazan ?
Ar retardamant-se da vont d'an êe a so accablus evit ar guir gristen.
Chetu eno ar pes a implich Doue a gruella evit en amprouvi, ha ne gar a soulajamant en e boan, nemet en e soumission hac о receo alies ar gommunion, qen alies ha ma er permet e gonfessour pehini a anaves e zispositionou.
Dindan voal an hosti sacr, Jesus, e vuya caret, qer presant e sacramant an auter evel ma e ma en êe, er bisit hac a barlant ountan.
O c'halonou ho daou a so unisset er fêçon ar parfæta.
C'hoas un nebeut bloaveziou, ar ridoch tenval pehini a separ Jesus dioc'h an dud fidel var an douar, a vezo savet ha Jesus, er barados, a vezo[6] guëlet erfin evel ma zeo.