Mont d’an endalc’had

Levr pevare - Chap. VIII.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 340-342)






CHABIST VIII.
Santimanchou a vadeles a bere calon ar Verc’hes Vari a so leun en hon andret.


Ar Servicher.

Aoualc’h eo, Guerc’hes santel, mam a visericord, aoualc’h eo e c’hexpossemp deoc’h hor miseriou, hon ezomou, evit ma en em interesfac’h e qichen Jesus, evit soulagi hon eneou.

Ah ! penaus n’en em interesfac’h qet evidomp, pa songit eo evidomp en deus qemeret mab Doue en ho corf eur c’horf henvel oc’h hon hini ?

Mam da Jesus, ne ancounac’hait qet ac’hanomp-ni, breudeur Jesus, memprou Jesus, heritourien an êe eveltan ha dreizan.

E pe seurt circonstanç trist benac en em gafemp, e zoc’h evidomp eur refuich immanqab1 ; car ho madeles en em asten var bep ezom.

Histor an iiis a fourniss testeniou eb niver, hac eus ho calloud vras hac eus ho compassion attentif.

C’hui a so evel ar guær a Zoue, evel eur guær a behini Doue a so ar roue. O qær[1] a Zoue, ô Mari ! c’hui a so brudet meurbet dre ar madou a brocurit d’an dud. Publia a rer ac’hanoc’h traou admirabl.

Allas ! en em glem a reomp a gals a valheuriou hac a boaniou pere a anduromp. Mæs alies ec’h andurremp re gals brassoc’h, ma ne vige arretet goaligner justiç Doue, dre ho pedennou, ô Guerc’hes santel ha madelesus !

Alies ive n’en deomp qen malheürus, nemet abalamour ne sonjomp qet da implori ho sicour dirac Doue.

Ne sonjomp qet en dra-se ! ha gouscoude, an ilis a zesq deomp, a zalec hon oajou qenta, da c’hervel ac’hanoc’h consolation ar re affliget, sicour ar gristenien. Beza e zoc’h en effet.

Piou eo an den ingrat aoualc’h evit lavaret en defe ho pedet eb beza bet chelaouet ?

Pa en em laqit etre Doue ha ni, ma ne obtenit qet atao ar graçou a souhætomp evit ræsoniou pere ne dleomp qet da glasq compren, da viana e c’hobtenit atao deomp graç ar batiantet, ar soumission hac ar resination da volontes Doue.

Doue, ous ho croui, ho testinas da veza hon alvocades, hor refuich, hor c’honsolation, hor mam. Rei a reas deoc’h, par conseqant, ar brassa inclination d’an drues ha d’ar vrassa trues oc’h an dud.

Jesus n’en deo qet bet qeit en ho corf santel, eb communica d’ho calon oll deneridigues e galon e-unan.

Portret ar parfæta eus a Jesus, аr squer divin-se a zouçder hac a vadeles, pehini oc’h eus guëlet tri bloas ha tregont dirac ho taoulagad, var an douar ; c’hui, ô Guerc’hes ! evel Jesus, a gar ive ober[2] vad.

Var an trôn-se a c’hloar var behini en deus Doue ho savet en evou, c’hui a imit e vadeles.

Aliessoc’h cals e laca e c’hraçou da zisqen var an dud memes ar re ingrata, eguet na læs da guëza e voaligner evit ho phunissa.

Ah ! Guerc’hes santel, evit barn eus a vadeles ho calon, n’em, eus nemet consulti va c’halon va-unan, nemet consideri ar santimanchou o deus imprimet ennan ho madoberou continuel.

Beza e zeus, eus ho madeles e calonou an dud fidel, eur breuven a zantimant crevoc’h eguet pep ræson.



  1. Ps 85. 7.
  2. Act. 10. 38.