Mont d’an endalc’had

Ma beaj Londrez/a-bezh

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910
Skrid a-bezh



Doue arôk ha ni warlerc’h.


Ma Beaj
Londrez


skrivet gant


An O. L. LE CLERC


(KLOAREG AR WERN)


beleg, otreek en lizeradur (licencié-ès-lettres)


kelenner en kelendi Itron-Varia Wengamp




Moulet en
MOULEREZ SANT-GWILLERM
Sant-Brieg, Bali Charner, 27
————
1910


Nihil obstat

Brioci, die 4â julii 1910.

J.-B CARLUER,
Can., Censor ex offic.


IMPRIMATUR

Brioci, die 4â julii 1910.

Y.-M. LEPENNEC,
Vic. gen.

LIHÉR


skriuet get unan a vro Guéned


d’en eutru Clerc, a Wengamp


————


Ur perhindour oh a vad, eutru, ha hoantus é breped hou teulagad de huélet en pen ketan a bep ira. Mès er galon hou toug de rideg bro el-sen, e zou ataù ur galon béleg hag ur galon breiheg.

A Jerusalem é ma saùet hun salvedigeh : perhindeteit e hués enta de vro Jeruzalem !

A Vreih-Veur é ma dichennet hun gourtadeu : ha oeit oh bet de Vreih-Veur !

Mès « ridour bro e zou larour én dro ». Ha chetu penaus, goudé hou pout béajet, e hués displéget t’emb en treu kaer e gavér ha du-hont ha du-men : du-hont, ér vro en dès biùet én hi Hun Salvér Jésus-Krist ; ha du-men, ér vro e zou bet dihourhiennet er Vretoned a nehi.

Na pé ur blijadur é kléuet ur perhindour, gouhieg el oh-hui, è tiviz hag é laret ; gueh der hueh doérieu neùé ha doéréieu kouh !… Diskein e hrér genoh penaus é ma bet krechanet er Vretoned, ha penaus é mant bet divroet ; penaus é ma deit er Sauzoned én ou leh, ha penaus é ma troeit er ré-men de vout hugenauded. Displéget e hués pen der ben istoér er vro-sen én hou livr : bro er Sent guéharal, allas ! ha bremen bro er Sauzoned difé.

Neoah nen dé ket er chonj ag hou tadeu kouh en doé, me gred, hou tennet duhont, arlanné, aben de Londrez ; hoanteit hou poé hembkin guélet un dra suéhus, ha guélet e huès éan ; suéhusoh hoah eit ma oemb ingorto.

Guelet e hués kalon ur vro, hag e oé morgousket get en hugenaudaj, é tihunein ! Diovér hi devoé ag er Sakremant santél ; ha chetu hi é tistroein a nebedigeu aben dehou. A pe seblant, allas ! é tigoueh er gouhian genemb-ni, seûel e hra en héaul, héaul er Sakremant, ar drest Breih-Veur ; é ma en néué-han é tigor hag é vléuein duhont.

Guélet e huès Iverzonis ha Sauzonis, tolpet a bep tu hag unanet ol dirag er Sakremant santél ; ha (pardonnet t’emb, o men Doué !) hanval e vehé karante Jésus en dès, hiniù en dé, muioh a grog ar kalon Breih-Veur eit ar kalon Breih-Vihan !

Sellet e huès get leùiné, ha skriùet e huès get guirioné.

Ne hués ket liûet en distéran tra,… kinnameït unan marsé : braùeit e huès re, me mignon, er pé em ès me groeit duhont, hag er pé em boé laret.

Eutru CLERC, bezou én hon kalon diù garanté gredus, unan é kevér Doué hag en al é kevér hou pro : en neb hous héliou, get er livrig-men, én hou péaj Londrez, e gavou ar bep folien er fron huég ag en niù garante-sen.


J. BULÉON,
Person Guéned[1]


————




Ma Beaj Londrez





LODEN GENTAN


————


Arôk ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — PERAK EN BEAJ HA GANT PIOU


Al loden goantan eus Breiz-Veur hag an hini ac’h eo ar muian stag outi ma c’halon a Vreizad, da laret eo, Bro-Gymri, a welis breman ’zo dek vlâ. Kalz a blijadur hag a vad a reas d’in ma beaj. dreist oll dre ma oa bet grêt d’in eun digemer kalonek en Cardiff gant an Tad Haide, hag en Llanover gant an Itron Herbert. Mes, evit mont di, e renkis treuzi eur c’horn douar eus Bro ar Sôzon ha na lavare gir d’am c’halon : yen hen kaven ha ’vel divlaz, ha ken yen-all, an dud a zo o chom ennan. Balamour da ze, n’am oa nemet eur c’hoant ’n eur laret kenavo da Gymriz : distrei eün d’ar gêr dre Southampton (lennet Saous…), elec’h kemer hent ar vugale skol, elec’h ober eun dro dre Londrez, kêr-benn Bro-Zôz.

Ha setu ne gemeran ar bluen hirie nemet evit lakat aman dre skrid eun doareïg bennak eus ar veaj grêt ganin vit an deio en… Londrez.

Ya, en Londrez, elec’h, ma oa fê ganin mont. Me lar d’ac’h n’ê ket mat laret : « Biken ne danvaïn eus ar sort souben. » Grefet, marteze, ma den mat, ha stad vras ennoc’h. Fe, me zo bet en Londrez ha n’am eus ket a geun. A bell ac’hane ! A greiz kalon e trugarekaan an Otro Doue da vean eünet pep tra en hevelep doare ma ’m eus gallet mont di.

Ar pez an neus am laket da hadtreuzi ar Manch eo ar c’hoant da griski an enor a glaske katoliked Bro-Zôz ober da zakramant adorabl an Oter en eur c’hendalc’h pe eur vodadeg vras a dud a fe. Hon Eskob karet ive, eun Eskob ha na oar ket c’hoaz petra eo diskwizan, an nevoa roet e hano evit-se. Penegwir, ouz ar ret, e c’hellen mont d’hen heuilh, daoust perak e vijen chomet er gêr ? Eun tregont all bennak eus e veleien a reas ar memes sonj, hag i en hent ive : ne oa ket marteze tri eskob eus Frans hag o dije bet kement eus o beleien endro d’ê. Al loden vrezonek euz hon eskopti he devoa roet nao anê : an Otro Alan, person-dean Laonon, an Otrone Raoult, person Plougonver ; Milon, person Plual ; Kergus, person Plian[2] ; Ar Gall, person Sant-Servez ; Ar Moël, person Santez-Trifina ; Gonidec, kure en Gwengamp[3] ; Menguy, kure en Kemper[4], ha me.

Dre Bariz ec’h ejomp oll, hag ac’hane e tapjomp Breiz-Veur, darn dre Diep ha Newhaven (lennet Niouheven), darn dre Voulogn ha Folkestone. Ar rum-man a oa ennan beleien Bro-Dreger ha Goelo, gante c’hoaz an ôtro Emil Neumager, eus Gwengamp.

Ar meurz, an 8et a Wengolo, war dro taer heur eus an abarde, e lakjomp troad war douar an enezen vras, ha kenkent en eun tren hag a gasas ac’hanomp ’trezek Londrez.



§ II. — EUR ZELL WAR ISTOR BREIZ-VEUR. — AR GELTED HAG AR ROMANED


Mes arôk komz eus ar gêr-ze, hag eus ar gouelio kaer a zo da vean enni en enor d’ar Zakramant adorabl, ec’h ê ret d’imp gouzout piou ê ar Zôzon ha, dreist oll, petra a zonjont diwarbenn ar relijion. Ha setu hon deus d’ober eur zell ouz o istor. Ne gredan ket, lenner ker, e kavfec’h an istor-ze divlaz : rak an douar mac’h ê gwriennet ennan ar ween grenv ha bueek a rêr anei rouantelez Bro-Zôz, n’heller ket hen finval hep kaout ennan roujo tado koz ar Vretoned.

Hanter-kant vlâ arôk donedigez Hon Zalver, da laret ê, tost da daou vil blâ zo, ne oa nemet Kelted en tu gwalarn (nord-ouest) eus an Europ, Kelted hag a oa hanvet : Galloed, elec’h eman breman Frans ; Bretoned, en enezen a zo hirie Bro-Zôz Goedeled pe Gaeled, en enezen Iverzon (Irlande), hag en enezenig Man[5]. Enezen ar Vretoned pe, mar dê gwell ganac’h, enezen Breiziz, a douge an hano a Vreiz berr ha berr. Ezom ebet d’he hanvou Breiz-Veur, penegwir, d’ar c’houlz-se, ne oa ket c’hoaz Bretoned en gourenez Bro-Arvor : homan n’he devoa ket c’hoaz, evel m’he deus hirie, an hano a Vreiz-Vihan. Iverzon a oa hanvet Hiberni gant ar Romaned.

Ar Romaned-se, a oa dija kement a boblo en o domani, a fellas d’ê ive lakat o c’hraban war broio ar Gelted.

Hini ar C’halloed a skrapjont da gentan : hanter-kant vlâ arôk donedigez hon Zalver e welomp anê o kemer troad dre oll enni, betek en gourenez Arvor. Ha dre-oll, ar gwasan ’zo, e vougent ar spered keltiek. Yez ar vro zoken na harz ket oute : trec’het ê gant al latin, o yez i : al latin-ze a gemero, pa vo bet drailhet ha dislivet, an hano a c’halleg.

Kant vlâ goude, da laret ê, hanter-kant vlâ goude donedigez Jezus-Krist, eman ive ar Romaned en Breiz, hag int doujet hep dale gant an oll. Esaat a ra ar Vretoned stourm oute : mes, dre ma n’int ket a grenn evit en em glevet, e plegont abret. Mirout a reont koulskoude spered o gouenn, yez ha gizio : abalamour ma oant kaletoc’h a benn evit Kelted Bro-C’hall, ne roent ket kement a grog d’ar spered latin.

Kelted Iverzon, avat, na weljont gwej ebet ar Romaned en o bro. Kaeroc’h so : int eo ac’h eas d’o heskinan en o enezen Breiz. Eul loden anê, Skosiz o hano, a dreuzas ar mor hag ac’h eas da chom er c’hourenez a ra evel eul lost da enez Vreiz war du an hanter-noz. Kaledoni eo an hano a roe ar Romaned d’ar chorn douar-ze. Mes aboe ma oe bet kemeret gant Skosiz, e tougas an hano a Vro-Skos. N’ankouaomp ket ec’h ê Gaeled Skosiz, penegwir e teuont eus Iverzon, hag ec’h int dre-ze breudeur a ouenn hag a yez da Iverzoniz.

Eus o bro neve, eur vro dosennek elec’h ma oa êzet d’ê en em difenn, e tiredent alies war al loden eus Breiz a oa an dostan d’ê hag e skrapent diouti ar muian ma c’hallent a vado. Bean oa lejiono d’o argas. Mes ar Skosed, pa vije poent, a ouie kemer an tec’h hag en em denn en o meneio : ac’hane zoken e rênt gwap ouz ar Romaned. Petra a reas ar re-man ’benn ar fin, nemet sevel diou bikol moger, an hini diwean war vord Bro Skos. Deus homan e chom c’hoaz meur a damm hag a ziskoe ec’h ê ganti an enezen a-dreuz, eus eur mor d’ar mor all : ugent troatad a uhelder he devoa ha pevar-warn-ugent a ledander.


Mad a reas al lejiono he sevel, rak an enebourien ac’h ê war grenvaat. Eur rum Gaeled all, Pikted o hano, a oa deut da rei skoazel d’ar Skosed.

Koulskoude e oa mat awalc’h ar bed gant ar Romaned, gwaskedet ma oant gant an diw voger. Dre-ze ive ar Vretoned a difennent a veve dinec’h, hag ahendall n’o devoa ket re d’en em glemm eus mistri o bro.

Mes setu a greiz oll al lejiono galvet, er bla 410, da zistrei war o c’hiz betek Bro-Chall, laret d’ê kimiadi da vat diouz ar Vretoned. Gwaz a ze evit ar re man, evel m’hen gwelfomp diweatoc’h. In n’hen ouzont ket c’hoaz.



§ III. — PENOS Ê BET KRISTENET KELTED BREIZ-VEUR HA RE IVERZON


Ar pez avat a oar Breiziz, ec’h ê ma tleont d’ar Romaned o fe gristen. Ha meur a bobl all a dle d’ê kement-all. An Otro Doue, ’n eur lezel anê da lakat dindan o domani ar-bed a bez, koulz laret, ha da ziski d’ean komz latin, a zeblante bean digoret an hent da brezegerien an Aviel.

Bepret eo e welomp en Breiz tri eskob, da vihanan, adalek ar bla 314, ’pez a ziskoe he devoa klevet, pell arôk, mouez ar visionerien. Ha kement-se n’ê ket souezus. Meur a gristen en em gave e-touez ar Romaned. Eur gristenez zoken e oa Pomponia Groekina, gwreg ar prokonsul Plautius, a gommandas eur pennad en Breiz armeo Rom. Eur gristenez ive Claudia, eur gristenez ganet en Breiz, hag a oa dimeet d’ar senedour Pudens. En em bleustri eta a rê ar gristenien hag ar Vretoned.

Piou avat a hadas da gentan en Breiz greun an Aviel ? N’ê ket êzet hen laret. Komz a rêr eus sant Alban, eus sant Aaron hag eus sant Julius a Gaerleon  : mes n’ouzer, da zur, nemet nebeut a dra diwar o fenn.

Mar n’ê ket an istor dre skrid, an hini a ziskleri ar gwellan ar wirione, evit laret d’imp penôs ha pegoulz da just e teuas Breiz d’anaveout ar fe gristen, e c’hellomp mont da gât ive an istor dre gomz. Laradenno hepken he deus da gontan d’imp, livet m’eo bet ganti ar wirione. Mes dindan al livaj-se e ve alies treo ha na vent ket bet invantet a bez.

Kontan a rêr ec’h ê Josef Arimati, unan eus an daou zen a zoare a zebelias hon Zalver, abostol kentan Breiz-Veur. Ha setu aman penôs. Ret d’ean tec’hel rak ar Judevien, a wallgase diskibled Jezus, ec’h eas ’trezek ar mor, kemeret gantan ar besel zakr a zervijas d’hon Zalver en e goan diwean. Laket an nevoa zoken ennan eun nebeut takenno eus ar gwad a skuilhas Jezus war groaz : eun tensor talvoudus, mar zo.

Eur pennad amzer goude e tiskenne Jozef war douar en tu ar c’huz-heol eus enezen Breiz, ha gantan daouzek diskibl. Eur lec’hig didud ha dour-mor endro d’ean pe gazi, a gemeras evit e chomaj. Bean a zo hag ac’h ê ar c’hourenez-ze evite enezen Avalon. Sevel a reas Josef enni eur chapelig gant barro haleg kroazet an eil a-dreuz d’egile. D’ar Werc’hez e oe gwestlet ha Jezus e-unan a deurveas he dedian. Er lec’h-se e weler breman kêr Glastonbury, e-kichen gwazien vor ar Severn, en Bro-Gornwal.

Ni, gant hon spered douget da varn ha da bouezan piz pep tra, na gemeromp ket se penn da benn evel eun dra wir. Mes hon zado koz a blije d’ê kridi e oa tremenet an treo evelse. Hag ar greden-ze a chomas beo pell pell en o zouez, penegwir, wardro an 12et hag an 13et kantved e oa ledet dre oll, n’ê ket hepken en Breiz-Veur, hag en Breiz-Vihan, mes en Bro-C’hall zoken, istor ar Graal-Zantel. Rak a gir-ze a deu gantan ar besel zakr an nevoa digaset gantant Josef Arimati. Kontan a rêd e oa bet kuzet ar besel-ze en eur lec’h amwel, eur palez spirituel, ha ne c’halle bean kavet nemet gant eur marc’heg glan ha gwerc’h. Ac’hane an oll gontadenno rimet a zo bet savet wardro an drizekvet kantved en Kymry, enne marc’heien evel Perseval ha Lanselot, o fouettan bro ’n eur glask ar Graal-Zantel.

Kement-man diwarbenn sant Josef Arimati hag ar veaj a rêd d’ean gwejall ober en Breiz evit kas di an Aviel. Hep pouezan pelloc’h war ar sort laraden, heuilhomp hepken an istor dre skrid ha yennomp en hon spered e oa kristen Breiz a-bez a benn ar blâ 410, pac’h eas armeo Rom war o c’hiz ; ya, a-bez, nemet tu an hanter-noz, bro ar Skosed hag ar Bikted. Ha c’hoaz ? ha c’hoaz ? Ar bla-se pe wardro e oa digemeret gant ar re anê a veve an tostan d’ar Vretoned o misioner kentan, sant Ninian.

Ar bla-se ive e oa beleget en Rom eur pôtr yaouank an nevoa evit tad unan eus ar mestro arme a c’houarne war soudarded Rom en Breiz an Hanter-Noz. Mes digoueet e oa gantan bean laeret d’e dud gant laeron eus Iverzon, ha bevan evel prizonier en o bro epad c’hwec’h vla. Hadkavet gantan e liberte, ec’h eas da Rom. Neuze en em lakas da studian evit bean beleg, dre m’an nevoa c’hoant da vont da gas ar gwir fe d’Iverzoniz, a ouie e oa paianed. E hano eo sant Patrik, eun hano c’hoaz karet hirie gant Iverzoniz, hag enoret ive, penegwir e saludont sant Patrik evel patron o bro. Ha n’ê ket hep abeg : hen eo an neus goneet Iverzon d’ar fe gristen ’n eur brezeg hen e-unan ha ’n eur zevel dre-oll skolio ha manatio a lake kristenien da ziwan endro d’ê.

En Armagh e kemeras hen e chomaj hag aboe arc’heskob Armagh an neus dalc’het bepret ar renk kentan e-touez eskibien Iverzon. An enor-ze an neus hirie an ôtro ar c’hardinal Logue, a welfomp ’vit an deio en Londrez.



§ IV. BREIZIZ GONEET ABRED D’AR FE GRISTEN


Setu eta hon deus dastumet war benn eur blâ, ar blâ 410, tri digoue eus istor ar fe gatolik en tri rum eus ar bobl keltiek. Er mare-ze e tanzeed misionerien evit kristeni Iverzon : ober a rêd kement-all evit Bro-Skos, ha Rom a denne he lejiono eus Breiz goude bean he c’hristenet a bez.

Laret hon deus perak eo êt gant Breiz lans arôk war hent ar gwir fe : hi a zo bet pleustret gant ar Romaned, elec’h an diou vro all n’o deus gwelet anê biskoaz.

Gwir ê n’ê ket bet diês gonit Breiziz da lezen an Aviel (ha ne vo ket diêsoc’h gonit d’ei Iverzoniz ha Skosiz), Muioc’h a grog he devoa war ar Gelted evit n’he devoa war hini ebet eus ar poblo a rêd anê barbar gant ar Romaned hag ar C’hresianed.

O spered a oa tuet kaer gant an treo a zo ’us d’ar bed-man ha plijout a rê d’ê hen leuskel da nijal ha d’ober e benn foll en bro an oabl hag en rouantelez en avel. Kridi a rênt e zo eun Doue ’hag o devoa eun ine, eun ine ha na dle ket mervel. Ineo zoken a oant techet da lakat e pep tra, betek en treo nan eus enne bue ebet. Ar gwe, ar c’hoajo, ar feunteunio a oa evel doueo evite ; ken troet e oa lagad o spered da vont pelloc’h evit hini o c’horv ! Sperejo ive, dreist-oll re fall evel teuzed (lutins), kourandoned, boudiged (fées), a zeblante d’ê gwelet du-man ha du-hont. Mat ha fall, ar pez a gredent a ziskoue e plije d’ê anzav evit gwir treo hag a zo dreist da spered ha da bemp skiant an den.

Dre ze e rejont digemer mat d’ar visionerien gristen a digase d’ê eur gelennadurez ha misterio enni, Ne lar ket an istar o defe laket hini bet anê d’ar maro : ha koulskoude en bro-all ebet n’ê bet plantet da vat ar relijion gristen hep ne ve bet skuilhet gwad eur merzer bennak.

Arabad memes tra mont re bell war ar poent-man. Kement den a zo a gav start plegan e volante d’eur relijion hag a c’hourc’hemen d’imp stourm ouz hon zecho fall. Ar Gelted ispisial a oa tud a lorc’h ha tud a vrezel : dalc’hmat, koulz laret, ouz en em dispenn hag en em gannan etreze. Penôs neuze e vije bet êzet d’ê ’n em garout an eil egile gant ar garante gristen ?

Ha neuze eur rum tud a oa en o zouez ha na felle ket d’ê lezel an trec’h gant ar relijion neve : an drouized, tud gouiek ha n’ouzer ket kaer petra a zonjent diwar bep tra : ne c’houlent tamm ebet eus ar skritur. Sur e ver koulskoude e kondaonent an templo a zaver evit adori Doue hag ar skeudenno a laker enne ; peadra da duan anê eneb ar visionerien gristen. E tu-hont da ze : dont a rejont da vean beleien ar relijion goz ha setu ’nê diwar neuze enebourien touet d’an hini neve.

Koulskoude ne dalvee ket d’ê stourm ouz an Iliz : ne harzent ket he gonido da vont dalc’hmat war griski. En he diabarz eo e savas eur skoilh ar blavejo kentan eus ar bempvet kantved.


§ V. — SANT JERMIN EN BREIZ. — EMGANN AN ALLELUIA


Er mare-ze e veve en Rom eur manac’h breton, hanvet gant ar Romaned Pelagius : en e vro e touge an hano a Vorgan, gir hag a zinifi, evel Pelagius, ganet eus ar mor. Hag hen da skrivan levrio a oa dislivet enne ar fe gatolik : war e veno, n’an eus ket ezom an den eus gras Doue evit ober ar vad. Raktal e savas eneb ar fals kreden-ze mouez an doktor bras, sant Ogustin, ha raktal ive e oe kondaonet gant ar Pab.

Memes tra e plijas da veur a vanac’h hag a veleg breton.

Nec’het bras e oa ganti an eskibien, hag int o c’houlen sikour digant Rom. An Tad Santel ar Pab a gasas d’ê daou eskob eus Bro-C’hall : sant Jermin, eskob Auxerre, ha sant Loup, eskob Troyes. ’N eun daou vlâ e teujont a-benn da vougan fals-kreden Pelaj. Neuze e tistrojont d’o bro. Koulskoude sant Jermin, eur wej all c’hoaz, ar blâ 447, a reas eun dro en Breiz evit gwelet e venec’h.

Jermin na oa ket awalc’h d’ean stourm ouz fals-kreden Pelaj. Fellout a reas d’ean ive sevel manatio elec’h ma vije kavet menec’h disket mat, gouest da rei d’o zro d’ar gristenien eur gelennadurez reiz ha gwirion : ne oa, koulz laret, nemete a veleien hag o abad an nevoa ive ar peurvuian ar garg a eskob. Lan-Iltud[6], Lancarvan ; Ti-gwenn ha Bangor-Is-koed, setu ar manatio ar vrudetan a zo bet savet en Breiz gant sant Jermin pe da vihanan gant e ziskibled.

An hini anê a anaveomp ar gwellan (ni Bretoned Arvor) eo sant Iltud. Ouspenn ma reize ervat e venec’h war hent ar zantelez, o c’hentelie ive war bep sort skiancho : e vanati a oa zoken eun ti-skol evit bugale ar roueïgo ha penno bras ar vro. Eno eo bet skolaet sant David pe Divi, a chomas dalc’hmat e Bro-Gymri ; eno ive sant Gweltas, sant Leonor (en galleg Lunaire), sant Pôl Orelian ha sant Samson, a welfomp, ne vo ket pell, o vont da vevan ha da vervel en hon Bro-Arvor.

Ar pez an neus talveet da sant Jermin dont a benn, e-touez Breiziz, eus kement a labourio, eo a dra-zur, e tu-hont da c’hras Doue, e volante didrec’h, nerzet gant eur fe birvidik. Mes an tôl zikour a roas ar zant d’ê, ar blâ 430, enep da Skosiz, o gwaskerien, an neus, a dra-zur, kresket warne e grog.

E oad o lidan gouel Fask hag eur strollad Bretoned a oa o paouez bean bet badeet gant sant Jermin, pa lampas warne eur vanden Skosed (ar re-man a oa c’hoaz tud divade). An eskob a oa bet gwejall komt ha mestr arme. Setu perak hen gwelomp dioustu o reizan e gristenien neve evit mont d’am emgann.

Ha goude m’an neus intanet o c’halono gant an tan a deve e hini : « Dao d’ei breman ! emean. War rôk d’hoc’h enebourien, ’n eur huchal a bouez ho penn : Alleluia ! »

Prest goude e oa dornet Skosiz ha dornet a-blad. Heman ê an emgann a rêr anean « emgann an Alleluia ».



§ IV. — BREIZ GWASKET GANT AR ZOZON HAG AN ANGLED. — KOLL A RA HE HANO.


Mes aliesoc’h e vije trec’het ar Vretoned gant o enebourien evit ne tapent ar gonid. ’Boe ar blâ 410, ma oa êt al lejiono Roman war o c’hiz, ha ma oa bet tennet dre-ze ar skoilh a dalc’he ar Skosed en o zosenno, e oa koueet an oll vec’h war diskoa ar Vretoned. Tôl ha tôl e vije flastret o douaro gant laeron an hanter-noz, ha n’hallent ket o argas dre ma n’hallent ket en em glevet hag en em unani.

En eur gir, brevet e oant.

Hag int neuze, c’hoant d’ê d’en em dizamman, o c’hervel d’o zikour, war-dro ar blâ 450, eur bobl-all hanter-oue hag a chome en tu all da Vor an Hanter-noz, en bro Jermani. Ar bobl-se a oa e hano, Sôzon (en latin Saxones).

Breiziz kêz ! Jachan ar c’har war o c’hein ê a rejont. Ar Zôzon a oa anaveet gante pell a oa dre m’o devoa meur a wej diskennet eus o bago war ôcho an enezen evit laerez, devi ha lac’han. N’eus fors ! En despet d’o brud fall, e oant pedet da gemer troad en Breiz gant Breïziz i o-unan. Ar re-man a zonje gante, marvat, ober eun tôl kaër ouz o gervel « Mar fell d’ê, eme-i d’ê o-unan, skuilh gwad ha skrapan mado, kerzent enep da Skosiz : setu peadra d’ê da gât o gwalc’h ». Hag e oant en gortoz evelse da lakat o gwaskerien a ziavez d’en em dibri.

Siouaz ! int ê a zigoueas d’ê bean debret gante. Kaer o devoa rei aour ha douaro d’ar Zôzon, ar re-man na gavent ket e oa bras awalc’h o digoll ha, benn ar fin, elec’h brezeli ouz ar Skosed, ec’h ejont a du gante evit sunan mado Breiziz.

Hag e welomp breman o tigeri eur c’hrog, eur c’hrog mantrus, etre ar Vretoned, a fell d’ê difenn o zra, hag ar Zôzon, a fell d’ê hen kemer kousted a gousto. Stourm a ra gant kalon ha betek o gwad perc’henned ar vro : mes n’ouzont ket ober impli vat eus o nerz. Eur wejig bennak o deus an trec’h, mes ar peurvuian e kollont ha souzan a renkont ober goude pep emgann koulz laret, souzan trezek ar c’huz-heol, ’n eur lezel o c’hêrio ar pinvikan, evel Londrez, Lincoln ha York, etre daouarn o enebourien. Ha, gwasan ’zo, n’hellont gwej ebet digeinan. Mar deuont d’en em dizamman eus eur rum Sôzon, setu eun all o kouean warne dioustu : rak o vean mac’h a mat an treo gant ar re gentan, e tisken re-all a vagado war ôcho Breiz, c’hoant gante ive da gaout o lod eus ar friko.

Niver ar Zôzon a greske ’ta a ze da de war douar Breiz. Mes e tu-hont d’ê, ec’h arruas, wardro ar blâ 530, skrollado eus eur bobl jerman all hag a glude etre ster vras an Elb hag ar mor Baltik. Ya, kludan eo a rê eno an Angled, memes tra evel o amezeien ar Zozôn : ne choment er c’horn douar-ze nemet evit ober impli eus ar pez o dije skrapet er broio all. Dioustu m’o dije paket o freiz (proie), e tigludent adarre, ha da glask eun all.

Herve, e plijas d’an Angled enezen Breiz evel m’he devoa plijet d’ar Sozôn. Rak eur wej kemeret troad gante en tu an hanter-noz. en tu tostan da Skosiz, e rejont eno o chomaj. Ken krenv ha ken kri hag ar Sozôn, e voutjout int ive ar Vretoned, ’n eur lac’han, ha ’n eur devi, trezek ar c’huz-heol. Eul loden vras eus ar vro a deuas da vean o zra hag int eo o deus roet d’an enezen a-bez an hano a England, Angleterre, douar an Angled.

Mes, n’ê ket int o deus grêt ar muian a droug d’ar Vretoned : ar Zôzon ê, ha dre-ze, ar vro o deus laket o c’hraban warni a douge evit hon zado koz a Vreiz-Veur hag a doug c’hoaz hirie evidomp-ni, Bretoned a Vreiz-Vihan, an hano a Vro-Zôz.

’Pez an eus tâlveet d’o enezen Breiz kemer an hanoio a Vro-Zoz hag a England, an neus talveet c’hoaz d’ei an hano a Vreiz-Veur : breman e vo ret he dishanvelout diouz eur Vreiz-all a zo neve zavet en tu-all da vor ar Manch war gourenezen Arvor, hag a vo hanvet Breiz-Vihan.


§ VII. — EUR SROLLAD BRETONED AC’H A DA VRO-ARVOR. — O HANO HAG O YEZ


Perak an hano a Vreiz-Vihan ? ’Toue zur, deut ê bet Bro-Arvor da vean merc’h da Vreiz ; poblet ê bet gant tud ganet en Breiz.

Etre ar blâ 460 hag ar blâ 600 e tigoueas d’ei digemer eun toullad mat eus bugale Breiz, ha setu aman penôs.

Dre fors bean boutet ’trezek ar c’huz-heol gant ar Zôzon ha gant an Angled, e renkas Breiziz lezel gante ’pez a douar plen o devoa en o bro, hag en em denn elec’h ma oa meneio, en Kymri hag en Kornwall, diou vroïg hag eman etreze gwazien-vor ar Severn. Mes ar vroïgo-man a oa re enk evit magan kement a dud, ha dre-ze e sonjas meur a rener klan[7] pe a rener manati en em divroan ha mont gant o zud pe gant o menec’h da glask repu en Bro-Arvor : ar vro-man a oa an dostan d’o hini ; gout a ouient ive e oa evel diboblet, hag e oa ar pezig a dud a vage eus ar memes gouenn hag int.

Hag en gwirione, deut e oa an Armorig[8] da vean evel eur gouelec’h[9], dreist-oll war hed tôl d’ar mor. An Alaned, eur bobl barbar an nevoa tôlet warni ar jeneral roman Aetius evit en em dizamman dioutan, o devoa he flastret wardro ar blâ 450. Mes ar Zôzon, al laeron-vor-ze hon deus gwelet o c’hoari o reuz en enez Breiz, a deue, pell e oa, gwej ha gwejall, da skrapan, da danan, ha da lac’han en hon gourenez. War an arvor, emichans, e kouee kentoc’h o c’hraban : distrujan a rejont kement kastel ’devoa savet ennan ar C’halloed-Roman. Mes a wejo n’espernent ket an argoad.

Ezet mat ê gout e pellae an dud, lezet hep difenn gant ar Romaned, diouz an ôd, ha zoken diouz ar c’hourenez evit mont d’en em waskedi en argoad, betek en Bro-C’hall.

Ha setu penôs en em gavas Bro-Arvor kazi didud pa zouaras enni ar strollado Bretoned hon deus gwelet o kwitaat o enezen rak ar Zôzoù. Mes o vean ma rêd d’ê digemer mat gant pez a Arvoriz a oa chomet en o bro, ec’h arrue stank ar bagado ha kalz a dud e pep-hini anê. Mar sonjomp e talc’h hon gourenez d’o digemer e pad kant vlâ d’an nebeutan, n’hon deus ket da vean souezet o welet anei, ’rôk ar blâ 500, o tougen eun hano neve, an hano a Vreiz, roet d’ei gant Breiziz, he zud neve. Breiz-Vihan a vo grêt anei a-wejo, evit he dishanvelout diouz enezen Breiz-Veur. Mes ar peurvuian e vo hanvet Breiz berr ha berr. An diou loden a Vreiz-Veur a zo chomet c’hoaz enni Bretoned a vo roet d’ê an hano a Gymri hag an hano a Gornwal[10].

’N eur chanj a hano e chanj ive tud Arvor hag a yez hag a relijion. Rak, evel ma lavar ar barz Kymro Taliezin wardro ar blâ 800 : « Ar Zôzon o devoa diframmet pep mad digant Breiziz, nemet o hano, o yez hag o Doue. »

Pa goustas ken ker d’hon zado koz mirout an tensorio-ze, n’eus ket ezom da c’houlen hag-en e teuas gante o yez da Vro-Arvor. A -benn ar blâ 550 e c’heller laret e oa trec’h ar brezoneg d’ar briz-latin a gomze Arvoriz, ya, ha trec’h er c’hourenez a-bez, adalek abati sant Vaze betek ster ar Vilan, nemet endro da Roaon. Penôs e tigoueas d’hon yez kaer, pevar c’hant vlâ goùde, tec’hel diouz Breiz-Uhel ha souzan betek bro Sant-Briek, n’eman ket war-non hen displegan : re bell e trofen diwar ma hent.


§ VIII. — BREIZIZ IVE A RO D’ARVORIZ O FE GRISTEN.


O fe gristen ive a zigasas Breiziz gante da Vro-Arvor, ha gwell a ze. Rak paianed e oa c’hoaz Arvoriz d’ar c’houlz-se, nemet ar re en em gave en-dro da Roaon ha da Naoned : an diou gêr-man o devoa ’benn neuze eskibien roman.

E-touez kernio douar hon gourenez, unan eus ar re gentan da zigemer an diavezidi e oa hon hini, an hini a red ennan ster ar Gouet. Ar blâ 460, e tisken eno eun penntiern, hanvet Frakan ; eun toullad tud a zo gantan, en o zouez e vibien Jakut ha Gwenole. Kenkent e sav lojeiz evitan hag evit e diegez ha setu krouet eur plou[11], an hini a zo hanvet breman Ploufragan.

Eur maread amzer goude, e teu douaro all, tost da re Frakan hag en daou du da ster ar Gouet, da vean kemeret gant eur penntiern-all, e hano Rigal. A boan e oa d’ean bean savet e blou mac’h arruas en e di eur misioner, kenderv d’ean, hag a c’houlenne digantan douar evit sevel eur manati ; rak bean a oa gantan nav ugent manac’h. Hen koulskoude na dougo ket an hano a abad : eur galloud a eskob an devoa, ha ne blee ket hepken gant e venec’h mes ive gant ineo tud ar vro. Briek a rêd anean, hag e hano, hano eur zant, a zo douget c’hoaz hirie gant eun eskopti hag a ra enor d’ean.

E keit ma rê Frakan ha Rigal o aze en têrouer ar Gouet, e tivore sant Budok, eun abad gouiek, en enezenig Lavret, e-kichen enezen Brihat, hag e save eno eur manati evit e venec’h. Gantan eo e oe skolaet ha grêt abad sant Gwenole, arôk mont da zevel hen e unan eur manati, e-kichen ster an Elorn[12].

Er memes mare e tiskenne ar roue Karatok en bro-Wened, hag ar roue Gradlon-Meur en-dro da ster an Odet ; gant heman e teue Kornaviiz, a rêr anê breman Kerneviz.

Eun tamm diweatoc’h e oe tro bro-Leon : war-dro ar blâ 512 e tigemere hi sant Pôl Orelian.

Eur misioner all, Tugdual e hano, goude bean grêt eun disken kentan en tu ar c’huz-heol eus Bro-Leon, a deuas da divoran en têrouer a dremen dre-z-an sterio al Leger, ar Yaudi, an Treo hag al Leff. E vamm Pompeia a oa gantan ha meur a vanac’h, en o zouez Kirek, Briak, ha, kazi zur, Efflam ha Goneri. Ar peurvuian e vije hanvet Pabu Tugdual, da laret ê Pab pe Tad Tugdual, rak tad e oa en gwirione d’eur bern ineo. Treuzi a reas, ’n eur ober kristenien ha zoken ’n eur ober diskibled, ar vro a-bez adalek ster al Leger bete ster ar Rans. Mes ar brasan eus ar manatio a zavas e oa hini traouien Trekor, hini Landreger : abad e oa er manati-man hag ouz e garg e oa stag ar galloud a eskob.

War-dro ar blâ 550 e weler ive sant Samson oc’h aruout hag o sevel manati Dol. E genderv sant Maglor a zo ouz e heuilh, hag ive meur a ziskibl, en o zouez sant Meven[13] Sant-Malo, eur misioner-all a deuio hepdale d’hen sikour hag a zavo eun eskopti en enezen Aleth.

Setu hanoio unan bennak eus ar visionerien vreton a hadas ar fe gristen en Bro Arvor etre ar blâ 450 hag ar blâ 600. A drugare Doue, douget he deus freuz : hirie c’hoaz n’he deus ket an Iliz katolik lealoc’h bugale evit katoliked Breiz-Vihan.

§ IX. — BRETONED KYMRI A VIR O FE EPAD AR BREZEL BRAS. — SANT GWELTAS


Hag ar Vretoned a oa chomet en Breiz-Veur, dre m’o devoa ’n em waskedet eneb ar Zôzon a-dre da veneio Kymri pe Gornwall, daoust ha miret o doa, int ive, o fe hag o yez ?

O fe da gentan ? Ya zur, ha gant seulvui a galon m’o devoa bet da stourm eviti : o ilizo a oa bet diskaret ha kalz eus o beleien a oa bet lac’het gant ar Zôzon. Eun de, arôk eun emgann, o devoa teulet ple ar re-man d’eun torkad menec’h a oa o pidi Doue war eur mene evit o breudeur a oa dindan an armo : raktal ec’h ejont d’ê hag o lac’hjont betek an diwean.

Da veur a Vreizad e rejont evelse gonit kurunen ar verzerinti. Memes tra, ne golle ket ar Vretoned kalon. Lorc’h zoken a oa deut d’ê o sonjal o doa miret en o fe eun tensor a dalvoudegez dreist-muzul, eun tensor sort n’o devoa ket o enebourien, ha ze a oa evite peadra d’en em gonforti en o gwalleur. En gortoz e oant da vean, da vihanan, evurusoc’h evit ar Zôzon goude o maro.

N’ouzer ket kalz tra eus istor o Iliz epad an amzer a helpenn hag a drubuilh ma oa evite ar c’hwec’hvet kantved.

D’ar mare-ze e veve c’hoaz sant Iltud : hen, ’vel m’hon deus gwelet, a zavas manati Bangor hag hen a skolaas ar venec’h santel ha gouiek a rêr anê sant Pôl Orelian, sant Samson, sant David pe Divi, ha sant Gweltas.

An daou gentan hon deus gwelet o vont da Vreiz-Vihan.

Sant David an neus grêt kement a vad da Gymriz, e vreudeur, mac’h ê enoret gante evel patron o bro : en Menevia e oa abad hag eskob.

Sant Gweltas a zo brudet, n’ê ket hepken en Breiz-Veur, mes ive en Iverzon hag en Breiz-Vihan. Santez Berc’hed a reas d’ean dont da Iverzon er blâ 525 evit peurober labour sant Patrik. Mes adalek ar blâ 530 e tistro da Gymri hag eno e skriv al levr an neus talveet d’ean kement a veulodi : Dismantr ar Vretoned, setu hano al levr-ze. N’eus ket eul levr ken koz hag hen evit disklerian d’imp istor hon zado a Vreiz-Veur. Panevetan, e vijent dizanav evidomp.

Ar blâ 538, e fellas d’ean ive mont da Vro-Arvor. Ober a reas e zisken en enez Houad, da gentan, ha goude e gourenezen Rhuys, elec’h ma savas eur c’haer a vanati : en Bro-Wened ne oa c’hoaz hini ebet. Diweatoc’h ec’h eas donoc’h en douar Arvor hag e treuzas, koulz laret, Bro-Wened ha Bro-Gerneo a-bez, ’n eur brezeg war e hent an Aviel.

Eur mignon d’ean, eun abad santel hag a oa ive prins ha brezelour, en eur gir sant Kadok pe Cado, a zeuas eus Kymri evit hen gwelet. Hen eo a renas, goude sant Divi, manati Menevia. Beaji a rê kalz, ha dre ze, emichans, ne c’hwitas ket da vont d’ober eun dro betek Bro-Arvor evit gwelet e vreudeur divroet hag ispisial e vignon sant Gweltas. War ôd ar c’hreiste, elec’h eman breman Etel, e tivoras. Mes distrei a reas prest goude da vro e gavel ha mervel a reas eno evel eur merzer, treuzet d’ean e galon gant goav eur Zôz.

Miret o deus eta Kymriz ha Kornwaliz o fe, daoust d’ar brezel a boueze warne.


§ X. — KYMRIZ A VIR O YEZ. — AR VARZED HAG O MARVAILHO. — AR ROUE ARZUR HA MARZIN


Mes ar brezoneg, daoust ha dalc’het o deus d’hen komz ?

Ya, ha ken beo hen mirjont ma komzed c’hoaz ar c’hornaeg, mil blâ goude, en Kornwal. Wardro hanter an 18et kantved hepken e varvas an hini diwean eus ar re hen komze.

Ar c’hymraeg, ac’h ê bet c’hoaz gwelloc’h e zoare. Hen a zo beo c’hoaz ha komzet gant an daou villion bennak a dud. N’ê ket e vefe bet hep enebourien. Oh nan ! Aboe ar blâ 1536, m’o deus renket Kymriz plegan da rouane Bro-Zôz, ec’h int bet gailhet e pep sort stum ’n askont d’o yez. Mes stourmet o deus ha trec’h int bet : disket o deus ar zôzneg, mes hep ankouât ar c’hymraeg. Hirie, herve eur lezen neve votet, e tle o mestro skol diski d’o bugale hen lenn hag hen skrivan kenkoulz hag ar zôzneg.

Gwir eo e talv bemde ar c’hymraeg ar zôzneg, dre m’eo bet a-viskoaz studiet ha dre m’eo bet impliet evit ober levrio kaer ha mat. Bet ’zo eun amzer zoken, etre ar bla 1.000 hag ar bla 1.300 hag e roe Bretoned Kymri an ton da lizeradur Bro-C’hall. Setu aman perak.

Unan eus ar rouane o devoa ar muian stourmet ouz ar Zôzon, eur roue hag an nevoa talveet d’ê meur a wej an trec’h, Arzur e hano, a vije meulet alies epad e vue gant ar varzed, da laret ê gant ar ganerien ouiek. Mervel a reas wardro ar bla 550, ha diwar neuze e kaner hep paouez pez a reas a gaer en e vue ; plijout a rê kement-se d’ar varzed ha d’ar re o chilaoue, dre ma kavent en gloar o roue bras evel eun digoll ouz gwalen eur brezel dismantrus. Ha seulvui ma tevalae gant an amzer ar sonj sklêr ha just eus ar pez a reas Arzur en e vue, seulvui e vije livet, war gaerât emichans, ar wirione. Kement ha ken kaer a reas ar varzed dre o skrido hag o c’hanaouenno, ma teuas o roue da vean evite, a-benn tri c’hant vla, eur brezelour didrec’h, re d’an oll vrezoulerien a oa bet war an douar. Gwir ê e oa bet trec’het ha lac’het en emgann Kamlann : mes dre dreitouraj ê an hini a oa. Marzin, ar barz divinour, ha Taliezin, eur barz-all, kemeret gante korv o roue, ac’h eas d’hen kuzan en gourenezig Avalon, elec’h m’an nevoa savet Josef Arimati eur chapelig d’ar Werc’hez ha ’lec’h ma oa neuze eur manati brudet[14]. Eno, herve ar varzed, e kousko Arzur ken ma teuio, eun de bennak, da zihuni, da stourm ouz ar Zôzon ha da lemel e ziou Vreiz eus a dre o c’hraban. Ya, e ziou Vreiz, rak Bretoned Kymri n’ankouaent ket o devoa breudeur en Breiz-Vihan, breudeur hag en em glemme ive diouz an enebour miliget.

N’em eus ket ezom da laret e lake ar varzed o roue burzudus da dremen dre Vreiz-Vihan. Eno ive e oa enebourien da Jezus-Krist ha, dre-ze, peadra da c’hoari ar c’hleve. Setu perak e kontent d’imp ar strobinello (enchantements) an nevoa grêt Marzin, barz Arzur, en forest Brekelien[15]. Homan a oa goloet ganti d’ar c’houlz-se eun tri c’hart eus hon gourenezen. Kavet an neus ar strobineller eno ar voudig Gwibiana ha roet d’ei eun hanter eus e galon. An hanter-all an eus miret evit e roue. Hag e welomp anean o vont hag o tont, ’n eur nijal kouls laret, etrede o daou, evit mont tro-ha-tro da zikour unan ha da diviz gant eben.

Marzin a dremene ive evit eun divinour ; kridi a rêd ec’h anavee an treo da zont. E touez e diougano e kaver homan : « Eus Konan e teuio eun houc’h goue a vrezel ; lemman a rei e zent ouz dervenno Bro-C’hall ; troc’han a rei ar gwe bras ha gwaskedi a-rei ar plantenno munut ». Ha setu Bretoned Arvor, er bla 1186, o lakat en o c’hreden ec’h ê diougan Marzin da zont da wir. O duk Jafre Plantajenet, eur mab da Heri, roue Bro-Zôz, a varvas, ar bla-se, hag e intanvez, an dukez Konstansia, merc’h d’an duk Konan, a c’hanas eur pôtr bihan. E dad koz a felle d’ean e vijet bet hanvet Heri eveltan. « ’Vo ket, ’vo ket, eme ar Vretoned ; Arzur e vo e hano. » Kridi a rênt e oa ar bugelig Arzur-Veur, savet eus gourenezen Avalon, ha deut da hadvevan en Breiz-Vihan evit kas kwit ar Zôz miliget. Ha bean o devoa seulvui a fians, ma tiskenne an duk Konan eus Alan-Veur ha ma tremene heman evit bean eus ligne Arzur-Veur. Tridal a rê o c’halono gant al levenez. Siouaz ! Kouean a reas abret o esperans ! Goude bean bet labouret evit kriski gloar e vro, e koueas an duk Arzur, c’hoaz yaouank flamm, er pech a varo a stignas d’ean e yontr Yan Dizouar, roue Bro-Zôz (1203).

Piou ’ta, benn ar fin, a argaso ar Zôzon eus Breiz-Vihan ? Den ebet ? Geo, hag eun Arzur e vo, Arzur III, duk a Vreiz, komt a Richmont ha konestabl a Frans. Ha n’ê ket hepken Breiz a vo dilivret gantan, mes Frans a-bez : hen eo a roo skoazel da Janed Ark evit kas kwit ar Zôzon hag a beurachuo he labour (1428-1453).

Mes setu ni, lenner ker, e-kreiz liorz an istor gant Arzur III, an duk a Vreiz-Vihan, hag-hen e oamp bremazonn e liorz ar marvailho gant e baeron, ar roue burzudus a Vreiz-Veur.

Ah ! Marzin, Marzin ! te eo, gant da walen a zorser, an neus c’hoariet d’imp an dro-ze ! Eun tôl breman ganti, ’vit da binijen, ha kas ac’hanomp seiz pe eiz kant vla a-dre. d’an amzer ma oa barzed an diou Vreiz o vrodan kontadenno war bue o brezelour dispar.

Trugare d’it ha… kenavo. Rak ne fell ket d’in na d’am lenner ober hiviziken ken spontus lamp a dreuz d’an amzer.


§ Xl. — ADARRE DANVE-KAN AR VARZED : MARC’HEIEN AN « DOL ROND » HAG AR « GRAAL SANTEL »


Treo burzudus eta a lake skrivanierien ha telenourien Bro-Gymri ha re Vreiz-Vihan en bue o roue Arzur. Mes bean o devoa c’hoaz danve all evit sevel kontadenno dudius da glevet. Rei a rênt d’Arzur eul lez (cour) eus ar c’haeran, hag enni e lakent marc’heien leal, tud a galon, tud a spered ha tud a fe, sort ne oa ket e lec’h-all war an douar. Ha kemm ebet etreze : c’hoant gant ar roue da lemel digante an digare da laret e oant a renk uheloc’h an eil evit egile, ec’h azee gante, evit dibri, ouz eun dôl rond, ne oa enni na krec’h, na traou. Helibini gante emichans, piou a skoje an tôlio kaeran war an enebour, ar Zôz, ha war an dud fallakr ; helebini piou an nije diskoueet ar garante vrasan e-kenver Doue hag an nesan, piou ive a vije bet ar muian glan a gorv hag a ine.

Kement man, lenner ker, a zigas koun (souvenir) d’ac’h eus besel sakr Josef Arimati, eus ar Graal santel hon deus gwelet an ele o kuzan en eur palez amgwel (invisible) ha na dlee bean kavet nemet gant eur marc’heg leal ha gwerc’h. N’ê ket gwall-diês eta d’ar varzed vreton meskan istor burzudus ar Graal gant istor burzudus marc’heien an Dôl Rond. Evit livan c’hoaz kaeroc’h bue ar re-man o deus ijinet o lakat da glask ar Graal.

N’ê ket a vat d’ar memes marc’heg e ro ar gonterien an enor d’hen kavout. Ar peurvuian anê a zo a du gant Parsival. Mes bean a zo hag a ro al lore da C’halaad, mab Lanselot. Doare kontan ar re-man a vo ma hini. Rak int, muioc’h evit ar re-all, a stag ouz ar Graal santel ar zonj eus sakramant an Oter, ha penegwir ec’h an da Londrez evit hen enori, e tere ouzin diskoue pebez respet ha pebez karante o doa gwejall evitan Bretoned an diou Vreiz.

Eus ar varc’heien a oa êt en hent evit klask ar Graal, tri hepken, Boort, Parsival ha Galaad a dapas da vont ’barz ar « palez amgwel. » Eno oa ar Graal santel war eun dôl arc’hant ha warnan e-unan eur ouel zei ru. Bep beure e teue hon zri varc’heg da laret o fater dirakan. Eun de e welas Galaad eun den gwisket e-giz eun eskob a taoulinan dirak an dôl, hag o vont goude da ganan oferen ar Werc’hez Glorius Vari. Pan arruas er sekreten an oferen, e c’halvas Galaad : « Deus aman, emean, hag e weli ar pez a teus c’hoantaet kement. » Tostaat a reas ar marc’heg, hag hen o welet ar Graal a-dost en e gaeran, ha dal’ m’hen gwelas e stagas da grenan ne ouie penôs. Neuze e savas e zaouarn ’n eur laret : « Otro Doue, trugare d’ac’h da vean roet d’in ma mennad. »

Ha da bidi eus e wellan : « Breman, emean, e welan ervat marvailho ar Graal santel ; grêt, o ma Doue, ma kwitaïn ar bed-man ha mac’h in d’ar baradoz ! » Achu gant Galaad e beden, e kemeras an den fur a oa gwisket en eskob ar C’horpus Domini (korv an otro Doue), hag hen roas da C’halaad : heman a gomunias gant eun devosion vras. Hag an den fur neuze : « Galaad, emean, gôut a rez piou ec’h on ? » — « N’ouzon ket, otro, mar n’hen laret ket d’in ». — « Ac’hanta, Galaad, me eo Jozefus, mab Jozef Arimati ; bet on kaset aman gant hon Otro evit derc’hel penn d’it. Ha gout a rez perak on bet kaset kentoc’h evit eun all ? O ! ’balamour mac’h out hanval ouzin en eun dra : chomet out gwerc’h eveldon. » Pa ’nevoa komzet an den fur evelse, ec’h eas Galaad da gât Parsival ha Boort, hag e pokas d’ê.

Goude e laras da Voort : « Otro, grêt ma gourc’hemenno, mar plij, d’an ôtro Lanselot, ma zad, adalek m’hen gwelfet ». Hag hen da zistrei breman d’an dôl, ha war e zaoulin. Mes kazi raktal e koueas d’an douar : êt oa e ine e-kwit eus e gorv, hag an Ele, stad vras enne, e gasas dirak an Otro Doue. Goude ma oa tremenet Galaad, e welas e daou vignon eur marvailh-all, rak eun dorn a deuas eus an nenv, a gemeras ar besel sakr hag hen kasas ken pell ma n’eo bet gwelet biskoaz aboe.

C’hwel aze eun dramskeud eus ar gwerzio ken hir ha ma oant burzudus, a oa savet en Kymri, en Kornwal hag en Breiz etre ar seizvet hag an navet kantved. Tud gouiek o dastumas hag a reas gante levrio latin ha ’benn an daouzekvet kantved e oant anaveet en Bro-C’hall, en Itali hag en Alamani : n’oufed ket laret pet gwej o deus roet danve d’ar c’hallaoued ha d’an Alamaned evit ober pezio barzoniez ha, zoken, pezio muzik.

Gallout a rafe an nen laret kemend-all eus ar gwerzio berr bet savet er memes mare gant ar Vretoned, diwarbenn Arzur ha marc’heien an Dôl-Rond : diwarne ê bet skrivet, en galleg, wardro ar bla 1170, levrig kontadenno Mari a Frans, eur varzez hag a veve en Bro-Zôz : dougen a ra an hano a Lais (lennet ). Bean ’zo ennan eun ugent gwerzig bennak. En taer anê a gonter ’pez a zo c'hoarveet gant tri varc'heg eus Breiz-Vihan : hini an Eostig, hini Yonek ha hini Eliduk. An divezan eo ar bravan eus al levr.

Breman e weler e talvee ar boan da Vretoned Kymri studian o yez ha skrivan levrio gantan. Ha setu e teu poan en hon c'halon o sonjal n'o deus ket grêt re Bro-Arvor kemend-all. Labouromp breman da vihanan evit en em dic'haouan. N'omp ket re divezat.

Evit envori en berr gomzo ar pez hon deus laret diwarbenn Breiziz aboe m'eo bet diframmet gant ar Zôzon ouspenn an tri c'hart eus o bro, e hadlarfomp gant ar barz Taliezin : « Miret o deus da vihanan o hano, o yez hag o Doue ».


§ XII. — IVERZONIZ HA SKOSIZ EPAD AR BREZEL BRAS ; O FE HAG O YEZ.


Hag e kerz ar brezel hir hag euzus o deus bet Breiziz d'ober ouz o gwaskerien, daoust petra eo deut o breudeur Iverzon ha Bro Skos da vean ?

Rak ar re-man a zo eus ar memes gouenn hag int, Kelted evelte : nemet ec'h int hanvet Goideled pe Gaeled. hag e komzont ar gaeleg. Ne dougont ket an hano a Vreiziz, abalamour n'emaint ket en enez Breiz. Gwir ê e talc'h ar Skosed al lost he deus war du an hanter-noz. Mes bean ec'h int ive Gaeled, kwitaet gante gwejall enez Iverzon evit lakat o c'hraban war gourenezen ar C'haledoni.

Daoust eta penôz eman kont gant an diou bobl-ze breman, da laret ê, wardro ar bla 600 ?

Iverzoniz a zo kristenien, avielet m'int bet gant sant Patrik. Kristenien ive ar Skosed, an dud hanter-oue hon deus gwelet o flastran breman 'zo 150 vla hon zado koz a Vreiz. Sant Kolomba (n'ê ket avat an hini an neus bevet pell en Bro-C’hall hag a rêr anean sant Kolomban), sant Kolamba hag e venec’h o deus donvaet Skosiz ’n eur brezeg d’ê ann aviel.

Hen ê an neus savet en enezenig Iona, ar bla 563, unan eus ar brasan manatio a zo bet en Europ. A benn ma varvas, en nevoa savet tri ha hanter-kant manati ha goneet gant e venec’h da Jezus-Krist ar peurvuian eus ar Skosed. E varo a c’hoarveas ar bla 597.

Mes Iverzoniz ha Skosiz, ’n eur gimiadi diouz relijion o zado evit mont daved Iliz Jezuz-Krist, na larjont ket kenavo d’o yez. Delc’hen a rejont da gomz, darn an iverzoneg, darn ar skoseg.

Koulskoude ec’h int chomet pell warlerc’h Kymriz ’vit ar pez a zell ouz al lizeradur. E oa zoken o yezo o vont da vean laket e renk ar re varo pa o deus en em laket, eun tregont vla ’zo bennak, d’hen komz da vat ha d’hen skrivan. Iverzoniz ispisial a gemer poan evit hadlakat en enor o-yez koz[16].

Er skol-veur gatolik eman an eskibien o sevel en Dublin, ar gêr-vamm, e vo kenteliet ar studierien war ar gaeleg evel war ar yezo-all.

An iverzoneg hag ar skoseg, dre mac’h int komzet o daou gant tud a ouenn Goedel, n’eus ket kalz a gemm etrede : e giz breudeur en em gavont an eil e kenver egile. Eur breurig o deus c’hoaz en Bro-Van ; eun enezenig eus mor Iverzon : 50.000 den, pe wardro, a gomz ar manneg.

N’ê ket dishanval-tre an tri yez gaelek diouz an tri yez breton, da laret e diouz ar brezoneg, ar c’hymraeg, hag ar paour kêz kornaeg (Doue d’hen dazorc’ho !) Mes n’omp ket, ni Bretoned, evit intent an neb o c’homz, dre mac’h int hepken evel kindirvi e-kenver hon yez. Da lenn zoken ec’h int diês, skrivet mac’h int gant lizerenno d’ê o-unan.

Gwelet hon deus beteken petra eo deut da vean, ar blâ 600 pe wardro, ar Gelted hon doa kavet, c’hwec’h kant vla arôk, en enezenno en em gav en tu gwalarn d’an Europ ; paganed e oant, breman ec’h int kristen ; perc’hen e oant d’ar vro a-bez, breman o deus kollet ouspenn an tri c’hart eus an enezen vrasan hag eul loden anê a zo êt da chom da c’hourenezen Arvor. Poblo eus ar Jermani, ar Zôzon hag an Angled, eo o deus diframmet digante ar peurvuian eus o feadra. Da dro ar re-man breman da dennan warne hon zello.


§ XIII. — AR ZOZON HAG AN ANGLED KRISTENET D’O ZRO. — ENEZEN AR ZENT


N’ê ket a-walc’h d’ar Zôzon ha d’an Angled bean tud a vrezel : gôut ouzont ive en em c’houarn. Dre ma ’n em zantont krenvoc’h pa vent unanet, o deus kemeret seiz roue evit o ren, seiz roue hag a oar en em glevet. Ze ’n eus bet talveet d’ê trec’hi war ar Vretoned, tud a galon a dra zur, mes tud ha na oant ket (ha n’int ket c’hoaz, siouaz !) evit en em unani.

Paganed e oa c’hoaz an alouberien (envahisseurs), wardro ar bla 600, ha n’ê ket, evel m’hon deus gwelet, ar venec’h kelt a glasko o c’hristeni, en abeg d’ar brezel en em gav etre an diou bobl.

Da c’hortoz e kas an Otro Doue misionerien-all d’ar Zôzon ha d’an Angled.

Ar blâ 597, d’ar mare ma varve sant Koulm (Kolomba), e oa badeet Etelbert, roue Kent, gant sant Ogustin, eur manac’h kaset da Vro-Zôz, a-beurz ar pab sant Gregor-Veur. Kantorbery e oa kêr-benn e rouantelez, hag eno prest goude e save ar misioner, neve zakret eskob, kentan eskopti a zo bet en Bro-Zôz.

Divezatoc’h e saver re all, dreist-oll hini York, a zo c’hoaz hirie, evit an enor, war ar memes renk ha hini Kantorbery.

Digoueout a reas d’ar visionerien roman mont betek Bro-Gymri, elec’h ma kavjont an eskibien Kymro. Mes ar re-man, pedet da vont da labourat evit ar fe etouez ar Zôzon, a reas da gentan skouarn vouzar, Bean oa c’hoaz eun abeg all hag a harze an intent vat da ren dioustu etrede : eun nebeudig a gemm etre an doare ma lide ar Gelted an ofiso ha hini ar Romaned. Beleien Kymri, dre ma oant pell diouz Rom ha dre ne bleustrent, koulz laret, bro gristen-all ebet, o doa miret al lido koz koz. ’Benn neuze ’vit-se, e oa bet chanjet meur a dra en lido an Iliz : n’ê ket treo a-bouez, gwir ê. Mes o vean ma fellas d’ar Romaned goulen digant ar Gelted ma kemerjent o lido-i penn-da-benn, ec’h eas droug er re-man war an tôl.

Ze, velkent, a dremenas d’ê. O c’harante evit Doue o lakas a dammigo da dilezel ar gasoni o doa ouz ar Zôzon ha d’en em domman ouz misionerien sant Ogustin.

Adaleg a blâ 633 o c’havomp o poanial evit gonit ar Zôzon da lezen an Aviel, ha dont a reont a benn zoken eus rummo paganed ha n’o devoa ket pleget d’ar visionerien roman. ’Benn ar blâ 685 e tigemer roue Sussex, an divezan eus ar seiz roue, sakramant ar vadeiant. Lakomp, mar keret, ec’h ê kristenet Bro-Zôz a-bez ’benn ar blâ 700. Ha setu nan eus, d’ar mare-ze, nemet eur fe, ar fe gristen, en Breiz-Veur hag en enezenno a zo endro d’ei.

Ar venec’h eo o deus, evit ar peurvuian, grêt al labour kaer-ze. Mes arabad kridi ne refont ken nemet diskwizan. Breman eo en diabarz o manatio en em lakont da boanial : ober skol, diski bep sort skiancho, ober levrio ha pesort levrio ! Ne gomzân ket eus an danve a zo enne : hini mat, a gredan, diouz m’hen meuler gant an dud gouiek. Mes ar skritur anê, skritur dorn, mes ar marelladur, pegen kaer, pegen talvoudus ! Gwelet ’meus eus o levrio er British-Museum, en Londrez, hag ec’h on manet batet dirake.

E-keit-se e pleer c’hoaz mui-ouz-mui gant ar Gristenien, hag o fe ac’h a war grenvât : ken reiz eo o bue, ha kement e karont an Otro Doue m’eo bet hanvet Breiz-Veur d’an amzer-ze Enezen ar Zent.


§ XIV. — BRO-ZOZ A DEU DA VEAN TRA AN NORMANED


Wardro ar blâ 1066 e sav enni eur reuz bras. Mahomerien (envahisseurs) neve a deu da lakat o c’hraban warni : an Normaned int, eur bobl eus Bro-C’hall. Ha dont a reont a-benn eus o zôl. O duk Gwilherm a gemer hag e ligne a vir an hano a Roue Bro Zôz. Mes an Normaned a zo kristenien i o-unan, ha dre-ze ar relijion n’he deus ket kalz da c’houzanv eus ar reuz.

A nebeudigo e teu adarre ar peuc’h da ren ha galloud rouantelez Bro-Zôz ac’h a bepret war griski.

Delc’hen a ra ive an enezen da rei sent d’an Iliz.

§ XV.— AN ILIZ KATOLIK GWASKET GANT HERI VIII. — EUN TAMM EHAN DINDAN MARI TUDOR


Mes, siouaz ! tost da bevar c’hant vlâ goude, er blâ 1533, e sav en Bro-Zôz eur gorventen hag a fell d’ei skuban dre-oll ar fe gatolik. Dont a ra diwar an Almani hag ar Suis, eler’h m’he deus dija dallet kalz a gristenien gant fals-kredenno Luther ha Calvin ha distaget ’nê diouz an Iliz Roman.

Ar brotestantiez eo an avel foll-ze. Eun hirizi e oa, dre ma chanje ar c’hredenno a oa bet beteken hag a viskoaz re an Iliz Roman, gwir Iliz Jezus-Krist, ha war eun dro e oa eur skism, dre ma leme digant an Iliz-ze he bugale, evit o lakat da zenti ouz tud-all.

Koulskoude ar gelennadurez protestant na lare ket kalz tra d’ar Zôzon na d’o roue Heri VIII. Heman a enebas zoken outi da gentan. Mes mar doa eün a spered, e galon a goueas klanv, klanv da vean brein. Skwiz o vevan gant e wreg ha c’hoant d’ean da gaout eun all, e c’houlennas digant an Tad-santel ar Pab, ma torrje e zimei kentan. Heman na blegas ket. « Mâ ! eme Heri : êt ar Pab da vale gant e lezenno. N’am eus ezom ebet anean evit laret d’in petra am eus d’ober. Diwar vreman e fell d’in ober pez o deus grêt prinsed an Almani ; en em zistagan a ran dioutan ha war dro ganin e tistagan ma fopl.

Ar blâ 1533 ec’h ê torret e zimei gant arc’heskob Kantorbery, eun arc’heskob dinerz, ma zo bet, hag ar roue a zime d’an hini an nevoa c’hoant d’ezi. Evel p’an nije bet eur skourje, e lak an darvuian eus penno bras e rouantelez, barnerien, eskibien ha noblans, da blegan d’e frouden ha da rei penn d’ean. Setu-han, er blâ 1534, hanvet mestr pe pab Iliz Bro Zôz.

Ha gwaz d’an neb na gavo ket mat kement-se. Gant e benn e pêo e hardiegez. Fe, meur a benn a goueas evit bean chomet sonn dirakan, en o zouez hini an eskob santel Fisher, ha hini Thomas Morus, sieller ar rouantelez. Prestik goude ec’h ê distrujet ar c’houencho (578 anê), dre urz ar pab neve, ha laeret o mado digant al leaned hag al leanezed. Mar gê esperniet an ilizo, e tizakrer an diabarz anê : d’an avel pe d’an dour relego ar zent, ha d’an horz, d’ar vouc’hal, pe d’ar gontel o foltrejo. Ha koulskoude, tra souezus meurbet, an hini a rê dismanstr en en eun doare ken diboell ha ken didrue kement a lake dindan e zaoulagad an disteran dramskeud eus an Iliz Roman, a fellas d’ean mirout an oll artiklo eus he c’hredo — nemet unan, an hini a ra d’imp kridi ec’h ê an Iliz Roman gwir Iliz Jezus-Krist.

Eur skism hepken eta a reas Heri VIII ! N’eas ket betek an hirizi.

E vab Edouard VI, pe da vihanan renerien e vab (eur bugel ne oa ken), a reas ar gammad-se. Ha, kement hag ober, n’ê ket boulc’han fe an Iliz Roman a rejont, mes he didamman. Herve ar gredo neve, e oa arabad kridi e teu, d’ar goureo, korv hon Zalver da gemer lec’h ar bara war an ôter ; arabad kridi ec’h ê ret d’ar veleien chom dizime ha d’ar gristenien kovesaat.

Ober ar sort difenno a zo bean hiritik, ha n’ê ket ober zin : dizrevel Luther ha Kalvin, daou dad ar brotestantiez. Eun dra, memes tra, a virer en Bro-Zôz hag a oa bet diskaret gant ar brotestanted all : an eskobelez.

Mes kement-se na lake ket ar gristenien d’en em doman ouz ar relijion neve. An darn vuian anê n’houlent ket flastran o c’hredenno dindan o zreid. An eskibien zoken, ar peurvuian, a felle d’ê souzan kentoc’h evit bean hugunod.

Setu perak, pa deu ar roueïg Edouard da vervel, e c’houler evit rouanez eur brinsez katolik, Mari Tudor, eur verc’h an nevoa bet Heri VIII eus e wreg kentan. Mari a glask dispenn pez a oe bet grêt gant he zad hag he hanter-vreur. Mes displijout a rey d’he zujidi ’n eur dimei da Fulup II, roue ar Spagn. Ha setu dispac’herien en em glevet evit he diskar mar galljent. Mes tapet int en o laso. Ha hi neuze, war digare o c’hastian, oc’h ober lakat d’ar maro meur a brotestant. Ze a dalveas d’ei bean lezhanvet Mari Wadek gant ar brotestanted, gant ar memes re a roo d’ar rouanez a deu war he lerc’h al lezhano a Veur hag a Werc’h. Koulskoude Elisabet Werc’h na vevas ket evel eur Werc’hez, a-bell ac’hane, hag Elizabet Veur a lakas gwad zôz da ruilhal kement ha Mari Tudor, ha hep kaout evel ti eun abeg politik. Mes gwad katolik e oa, ha setu hi, dre-ze, didamall evit kalz ; kaeroc’h so : eur rouanez eus an dibab.


§ XVI. — GWASOC’H GWAZ DINDAN ELIZABET — AN ILIZ ANGLIKAN. — AN DIASANTERIEN.


Elizabet a oa merc’h, hi ive, da Heri VIII, bet ma ’nevoa ’nei eus e eil wreg[17]. Kentan tra a ra eo kemer an hano a renerez an Iliz anglikan (1559}. Ha gwaz d’an neb na zento ket outi. An oll eskibien, nemet unan, a lavar nan. A-goste dioustu hag o c’harg d’eun all !

Mes da biou ? Unan eus an eskibien, an neus pleget d’ar babez neve, a rei eskibien neve. Mes pesort eskibien ? Eskibien a hano hepken. Pa ’neus en em distaget hen e-unan diouz Vikel Jezus-Krist, diouz prins an ebestel, an eus kollet ar galloud da gensakri eskibien-all hag a vo stag ouz Jezus-Krist hag ouz ar gwir Iliz. Torret eo ar chaden a stage Iliz Bro-Zôz ouz an ebestel : n’eo ken eun iliz abostolek.

Mes fors a zo evit eskibien neve Elisabet ? Pinvik e vefont ha, pinvik brein, d’ê kalz a leve da douch, hag arc’hant diwar godel an oll. Rak o iliz, an iliz anglikan, ec’h ê iliz broadus (nationale) Bro-Zôz : ober a rêr anei ive an iliz diazeet (établie}. Distag ê a grenn diouz an Iliz roman penegwir ê gouarnet gant roue pe rouanez Bro-Zôz. He c’hredo ive he deus, eur c’hredo en 39 artikl, hag a zo bet laket war droad gant Elizabet ar bla 1562 : n’eus ezom ebet da laret ec’h ê dishanval diouz hini ar gwir Iliz. Gwelet hon deus dija pesort kredenno a zo bet lezet a goste gant protestanted Bro-Zôz.

Ha gwaz d’an eskibien, gwaz d’ar veleien na larfont ket « amen » da bep artikl eur ar fe neve ; gwaz dreist oll d’ar re na zoujfont ket d’ar babez neve ! Laket int a goste ganti ha kastiet. O liberte, o mado, o bue zoken a goustfe d’ê dizenti. En eur gir, grêt e veje d’ê pez a rêr d’ar gatoliked.

Ar re-man a zo gwasket en eun doare euzus. Pa lenner al levr an neus skrivet diwarbenn ze, ar bla 1826, Wiliam Cobett, eur skrivanier protestant, e sav droug e kalon an nen : n’eus ket bet grêt kalz gwasoc’h en Frans epad an dispac’h vras.

Mes aboe Cobett e zo bet klasket ha kavet kalz a bapero koz all, ha, seulvui mac’h êr, seulvui e kaver peadra da zamman Heri VIII hag Elizabet. Setu e ver o paouez bean moulet en Londrez (1908) eul levr grêt gant mestr ar furcherien en Bro-Zôz, an doktor Gairdner, hag a gaver ennan ar girio-man : « N’hallomp ket lenn, eme an istorier, e pe doare ec’h ê bet boureviet ar verzerien gatolik d’ar mare-ze, hep en em c’houlen ouzimp hon-unan : daoust ha ne oa ket ar gwir a du gant tud a galon ken uhel hag ar re-ze ? Kordan gante eun nebeudig hep kordan a-grenn, e vefe eur vez »[18].

Ha koulskoude an doktor Gairdner, koulz ha Cobett, a zo protestant : n’ê ket eta hep abeg ec’h int tuet war ar poent-man gant ar verzerien gatolik.

Bet e vije mouget ar fe gatolik da vat en Bro-Zôz, fôt a veleien, mar ne vije ket êt eur beleg hanvet Allen, da zevel eur seminer en Rouan, eur gêr eus ar Frans : ennan e vije stumet misionerien sôz hag ac’h ê goude, en riskl eus o bue, da rei konfort d’ar re eus o c’henvroïz a oa chomet fidel d’ar gwir fe[19].

Mes n’ê ket hepken diouz ar gatoliked he devoa droug ar rouanez jentil. E-touez he frotestanted, e wele kalz oc’h ober o fenn fall. Sonjet eta ! Mar plije d’ê ar refurm, ne felle ket d’ê en em refurmi, e-giz Elizabet. « Pab na pabez ebet, eme-int, nag en Rom, nag en Londrez ! Nag eskibien ken nebeud ! Kement ha ’n em distagan diouz Rom, ne viromp netra eus he doare da ren ar Gristenien. »

Ha ne oa ket a-walc’h d’ê laret ; ober a rejont. Ne blegjont ket d’anzao o rouanez evel pabez. Peadra, da zur, da lakat gwad homan da drei : en em gemer a ra ouz an diasanterien (non-conformistes), da laret ê ouz ar brotestanted dizouj, koulz hag ouz ar gatoliked.

Mes seulvui ma wallgas anê, seulvui e kresk o niver. N’eont ket oll avat war a memes tu. Darn a gred eun dra, darn eun dra all. Ar re-man o deus beleien hanvet gant ar bobl gristen dre votadeg (presbiterianed a rêr anê) ; ar re-ze n’o deus nemet pastored karget hepken da lenn ha da zisplegan d’ê an Aviel. Laket war ar marc’had hanter-kant pe tri-ugent rummad-all, hag e welfet petra ê deut ar fe gristen da vean dre fors lemel diouti tamm ac’han ha tamm alese.

Eul liamm hepken a zo etreze : kasoni ouz ar fe gatolik, dreist-oll ouz an Tad Santel ar Pab. « No popery ! Pab ebet ! » Setu ar gir o deve oll leiz o geno anean.

Ar rouane, eus o zu, a gerzas, goude Elizabet, dre an hent he devoa digoret d’ê : gant o farlamant e klaskjont oll, pe vuioc’h pe nebeutoc’h, gwaskan ar gatoliked. O herzel a rênt da heuilh o relijion dirak an oll ha zoken e-kuz ; serri a rênt oute an oll gargo a enor. Ret ê disken, a hed ar c’hantvejo, betek an naontekvet kantved, evit gwelet o skanvaat dorn ar waskerien.


§ XVII. — SKOSIZ HA KYMRIZ GONEET GANT AR BROTESTANTED


N’ê ket hepken war gatoliked Bro-Zôz e pouezas dorn ar rouane brotestant aboe amzer ar refurm : re Vro-Skos, re Vro-Gymri ha re lverzon a zantas anean ive, hag hen ponner eus ar ponneran.

Ar Skosed, touellet gant eur prezeger a zoare, en em dôlas abret hag a-leiz ebarz ar refurm : mes ne chomjont ket, int, hanter-hent : d’an iliz presbiterian ha n’ê ket d’an iliz anglikan ec’h ejont. O rouanez Mari Stuart a renkas tec’hel hag ac’h eas da c’houlen repu digant he c’hinitervez vat Elizabet. Kouean mat a rê : eur prizon he deus diganti ha ne deu e-mêz, goude seitek vla, nemet evit bean dibennet. Unan eus euzusan torfejo a zo bet grêt biskoaz. Mes eus peurz Elizabet n’ê ket eun dra iskis : n’he deus ken na kalon na mez.

Goude maro Elizabet, e teu roue Skos da ren en he flas ha setu an diou gurunen war ar memes penn (1603).

Bro-Gymri a goueas dindan domani Heri VIII gwir dad an Iliz anglikan, er bla 1526. Ezom ebet da laret e tismantras eno, evel en Bro Zôz, an oll gouencho. Ar veleien, argaset diouz o ilizo hag o zier, a dle, evel ar venec’h, kemer an tec’h ha setu Kymriz hep beleien. Ne c’houlont ket ken nebeut eus eskibien Heri hag Elizabet, dre m’o deus aon da vean kabestret. Hag ar penno tiegez a gemer plas ar veleien gatolik evit kelen o zud war ar relijion. ’Benn ar fin, ec’h asantont d’ar c’hredenno neve, hag e kargont prezegerien da zisplegan d’ê bep sul ar skritur zakr. O relijion o deus eta d’ê o-unan, koulz laret : nan int nag anglikan evel darn eus ar Zôzon, na presbiterian evel ar Skosed.

Diweatoc’h e rofont ar peurvuian o hano da Wesley, evit bean metodisted, mes hep eskibien na beleien. Hirie c’hoaz ec’h int ar peurvuian stag ouz an doare-ze da gridi ha da bidi.

§ XVIII. — IVERZONIZ, DAOUST D’EUR WASKEREZ EUZUS, A CHOM STARD EN O C’HREDENNO KATOLIK


Hag Iverzoniz ? Ar wej-man, ’velkent, ec’h eomp da gât katoliked a fe didrec’h. Pell a oa, rôk amzer ar Refurm, o devoa kemeret ar Zôzon o c’hrenv war Iverzon. Koulskoude, ac’han d’ar bla 1538, ne blegas ket he farlamant d’anzav, evit he roue, hini Bro-Zôz. Ar bla-se e kemeras Heri VIII (dalc’hmat hen kavomp war hon hent o voustran ar gwirio ar muian zakr) an hano a roue Iverzon hag adalek neuze, emichans, e klaskas distagan Iverzoniz diouz ar gwir Iliz : prizon, laeronsi, muntrerez, ne souzas rak viltans ebet evit dont a-benn eus e dôl. Mes aman e kav muioc’h a skoilh evit n’an eus kavet e lec’h-all. Dre zouster ive e c’hoari gant ar penntiernio : poan gollet, da vihanan evit ar peurvuian anê, Gwell ê gante, pa c’houler digante eun dra hag a zo eneb o c’honsianz, terri evit plegan.

Ha setu ar Rouanez Elizabet o teurel warne eun arme gant tri jeneral : torret ê d’ê o divrec’h, emichans. Mes o ine (1640) a zo didrec’h ha setu ’nê, daou-ugent vla goude, o sevel adarre o fenno, dre ma laerer digante o douaro evit pinvikât ar brotestanted sôz, ha ma harzer ’nê da heuilh o relijion. Eiz mil anê a goue war an dachen du-man ha du-hont ’n eur stourm ouz ar brotestanted. Mes gwerzet o deus ker o bue : lazet o deus bet kement all eus o enebourien.

Dek vla goude, eun arme a 45.000 den, komandet gant Kromwell, an hini an neus grêt lac’han ar roue Charlez Ian ha savet ar republik, ac’h arru en Iverzon. Tan ha gwad ar wej-man dre-oll. Biskoaz ken bras krizder ha hini ar Zôzon na oa bet gwelet. N’ê ket hepken ouz soudarded Iverzon ec’h enebont. Ha gant se Kromwell, kemeret gantan kêr Drogeda goude eur zeziz, a ra tremen dre ar c’hleve eur milier bennak a dud hep difenn, o devoa en em dennet en o iliz. En Wexford gwasoc’h c’hoaz : kement den a zo en kêr, bihan ha bras, a zo lac’het en eun tôl.

Hag evel se ec’h ê kont e lec’h-all. Dre fors drailhan tud ha trê e teu ar Zôzon da gaout an trec’h. Mes n’et ket da gridi e lezfont Iverzoniz da vevan breman en peuc’h ha war o zra. Kement den an deus douget armo a zo harluet, epad ma kaser o gwrage hag o bugale d’an Amerik evel danve sklaved. Ar re all a dle en em dennan oll er c’horn douar ar paouran eus an enezen, e tu ar c’huz-heol da ster ar Shanon. Gwaz d’ar c’hatolik a vo kavet en tu-all : mat da vean lac’het gant n’eus forz pesort Sôzon. An taer brovins all a oe lodennet etre · soudarded Kromwell. Ha, ’vit achui eul labour ken dismegansus, e kondaoner ar gatoliked, goude bean grêt gante pevien du, da bêan beleien protestant evit distrei anê diouz o fe gatolik.

Sevel a ra ma c’halon em c’hreiz o kontan treo ken euzus, treo hag ec’h ê eur vez evit tud a rêzon o bean grêt. Mes ret e oa d’in o laret evit rei da intent piou ê hon breudeur Iverzon ha pesort enor o deus grêt d’ar gwir Iliz ha d’hon gouenn keltiek ; ret c’hoaz evit gouzout nan ê ket bet dalc’hmat ar Zôzon pez ec’h int breman, da laret ê, tud hag a briz dreist-muzul al liberte da gridi ha da heuilh mouez ar gonsians.

An Akt a beuc’h, setu an hano a roas Kromwell d’ar briz-varc’had a reas gant Iverzoniz ar bla 1552. Ya, poent ê laret an Akt a beuc’h ! Laket ê ar peuc’h en o bro evel ma laker endro d’ar c’houg eur gorden hag eman ar skoulm anei war red : « Ne laret ket eur gir, roet peuc’h ! Anez ze… »

Ne oa ket marteze ken kalet stad ar Gatoliked en Bro-Zôz, en Bro-Gymri hag en Bro-Skos : mes tost e oa: Hag e talc’has dorn gourdrouzus rouane Breiz-Veur da lakat ’nê oll da c’houzanv ha da grenan epad kant hanter vla.


§ XIX. — IVERZONIZ A ZAV O C’HEIN HAG EN EM DIGOLL. — O’CONNEL


Ar blavezio divezan eus an 18et kantved, ’velkent, pa zantjont int-o-unan o zron o krenan dindane (hini Louis XVI en Frans a vralle), e fellas d’ê hen stardan ha laket a-du gante o oll sujidi, ar gatoliked evel ar re-all. Hag int, pe, mar dê gwell ganac’h, o farlamant, o rei d’ar gatoliked, ar bla 1791 hag ar blaio warlerc’h, eun tamm frankiz : ôtre da heuilh o relijion, da zigeri skolio, da vean avokad ha d’en em lakat er c’hargo izel. Daou vla goude e c’hell katoliked lverzon mont da votan. N’heller ket c’hoaz koulskoude botan warne.

Mes ze a deuio hep dale. En despet d’al lezenno, e vot Iverzoniz ar bla 1828 war eun Iverzoniad, eun avokad helavar ha zod, ken ec’h ê, gant liberteo e vro ; O’Connell eo e hano. N’hell ket mont d’azean e-touez an deputeed-all e kambr ar C’homuno, dre ma n’houll ket ober eul le enep d’e gonsians a gatolik. Mes kement a ra o prezeg er pikol bodadenno a zastum er pevar c’horn eus ar rouantelez, ma lak spered ar bobl da zevel enep d’ar gouarnamant. Setu êt en heman eur c’houad aon : ret d’ean plegan. Ober a ra botan an Emancipation akt (lennet emansipecheun), adalek ar bla warlerc’h (1829).

Teulet ple d’al lezen,ze, lenner ker : n’eus ket bet botet en Bro-Zôz unan hag a vije bet ken rekouret ganti ar Gatoliked. Ar wej-man ec’h int digabestret : breman ec’h int ingal d’ar Zôzon evit pez a zell ar c’hargo hag an enorio, nemet e tri zra : eur C’hatolik n’hell ket bean roue, na lutanant Iverzon, na sieller Bro-Zôz.

Gwir ê e chom c’hoaz Iverzoniz eun tamm war-lerc’h, dre m’o deus muioc’h a hent d’ober : mes a nebeudigo e tostafont d’ar gatoliked-all. Adalek ar bla 1838 n’o deus ken da bêan an deog da veleien an iliz anglikan. Koulskoude homan a dalc’h c’hoaz da ren en Iverzon evel iliz vroadus, memes tra evel e Bro-Zôz, hag-en ec’h ê katolik an tri c’hart eus lverzoniz ; dre-ze ec’h ê d’ei, evel e lec’h-all, da douch pez a leuve o deus an ilizo. An dra-ze c’hoaz a zo eneb ar gwir : mes diskaret ê d’e dro, ar bla 1869, gant lezen an disparti ; lemel a rêr digant ar veleien anglikan enn tamm eus o leuve evit hen rei d’ar veleien gatolik. Adalek breman e c’heller laret o deus tapet Katoliked an « enezen c’hoar » re an enezen vras, evit pez a zell al liberte da heuilh ar relijion.

Ne laran ket n’o deus ken da glemm diwarbenn treo-all : oh ! gê, bean o deus : re diês, dreist-oll, ec’h ê d’ar vererien dont da vean perc’hen. Mes ne zere ket ouzimp komz a ze aman.


§ XX. — AR FE GATOLIK EN BRO-ZOZ DLEOUREZ DA DISPAC’H BRO-C’HALL


Distroomp kentoc’h d’ar blavez 1829, blavez al lezen a frankiz (emancipation akt). Al lezen-ze a reas, er voger denv a oa bet savet gant Heri VIII hag Elizabet etre Bro Zôz hag an Iliz gatolik, eur pikol toull. Gwelet hon deus o tremen drezan meur a lezen hag a zo mat evit Katoliked Iverzon.

Mes e keit-se e vrasae ha lakat a rêd da dremen drezan eun hent hag a gase war eün da Rom.

Arôk ar bla 1829, ne oa ket en Breiz-Veur, en enezen a rê sant Gregor anei enezen ar zent, ouspenn 150,000 katolik roman. Ha c’hoaz en nevoa kresket an niver anê er maread ma reas an dispac’h he reuz en Bro-C’hall, aboe blaio divezan an driwac’hvet kantved.

Da viz meurz 1791 ec’h arru en Londrez eun eskob breton, an ôtro De La Marche, eskob Leon, hag en Jerze hini Treger, an ôtro ar Mintier ; tec’hel a reont rak ar gwardo a glaske o zapout evit o c’has dirak an « Assemblée nationale. » Pez a damalle homan d’ê e oa bean a-grenn eneb al lezen an 30et a c’henver 1790, eul lezen hag a dorre gwestlo ar venec’h hag al leanezed, a leme digante, kenkoulz ha digant ar veleien hag an ilizo, o mado hag o lake en gwerz. Setu klask war hon daou eskob ; mes dont a reont a benn da gemer an tec’h hag int da Vro-Zôz.

Prestik e kemer eskibien all eus Bro-C’hall hent Londrez ha benn ar bla 1794, en em gavont eno 50 pe wardro.

An otro Ar Mintier a oa chomet en Jerze, ha gwell a ze evit beleien e eskopti ha ’vit beleien Breiz a bez. Adaleg ar mizio kentan eus ar bla 1792 e teu o zro da vean forbanet mar n’o deus ket touet al le a c’houlene digante lezen 1790. Darn eus beleien Breiz a chom en o bro hag a vev enni en kuz ’n eur ofernian ha ’n eur zakramanti. Mes meur a hini en em denn da Jerze ha da C’herneze. ’Benn divez 1793 emaint eno 3,268 beleg eus Bro-C’hall : en o zouez 90 eus eskopti Sant-Brieg ha 156 eus hini Treger.

Digemeret mat e oant bet gant an dud a vlenie an enezenno a-beurz roue Bro-Zôz. Mes ar bla 1796, aon gant heman ne glaskje brezilidi gall en em gemer oute, e c’hourc’hemenas d’ar veleien dont da Vro-Zôz. Meur a hini eus ar Vretoned a zistroaz neuze d’o bro e-kuz, hag ar re-all ac’h eas da Londrez gant an otro Ar Mintier.

E-pad ma chomas eskibien ha beleien Bro-C’hall dindan gouarnamant roue Bro-Zôz, ne baouezas ket e sujidi katolik ha darn zoken eus e sujidi protestant d’ober stad anê ha d’o zikour en o ezomo. I d’o zro en em diskoueas anaoudek ouz an digemer ken kalonek, ha kalz a vad a rejont endro d’ê d’an ineo. Meur a Zôz, ’n eur welet o spered a zouster hag a garante, en em domas oute hag a ziskas digante petra n’ê ket an Iliz Roman, ha petra ec’h ê : n’ê ket eul lezvamm gri, ha bean ’c’h ê eur vamm vat. Evel eur spontailh he gwelent kent : breman int didouellet, ha ne reont ken d’ei sello ken treuz. Bean a zo hag ac’h a daveti dioustu, hag ar re all, a c’heller laret o deus grêt eur gammad war-rôk evit mont d’he c’hât.


§ XXI. — AR « BILL » A FRANKIZ (1829) — FINVADEN OXFORD


Setu eta bet hadet greun mat gant kloer Bro-C’hall : Doue hen lako da ziwan ha da voutan.

Da gentan e sav divalo a-walc’h : ken nebeut a zap a zo en ineo, ken yen ha ken feüs e ver e-kenver an Iliz Roman ! Setu ’vit-se oc’h arruout ar bla 1829, ha gantan ar « bill » a frankiz. Ar wej-man e sao ar Gatoliked o fenn. Nebeut emaint, mes danve a zo enne. Finval a reont ha lakat finv endro d’ê. Sklerijenni a reont sperejo ha toman ar c’halono.

Souezus zoken ar pez a c’hoarve. E lec’h ma zo ar muian a finv, elec’h ma par ar c’haeran sklerijen ar wirione hag e krog an êzetan tan ar garante, ec’h ê en Skol-veur Oxford, an hini vrudetan eus ar rouantelez.

Adalek ar bla 1830 en em lak pemp eus he doktored, tregont vla d’ê pe wardro, da lenn ha da hadlenn gant aket skrido an tado santel eus an Iliz : en o zouez Pusey, Keble ha Newman (lennet Niouman). Hep dale, ’vel just, e teulont ple ec’h ê bet torret gant Luther ha Calvin ar chaden a stage an Iliz anglikan ouz an ebestel, hag e oa chomet ar wirione gant an Iliz Roman. Sevel a ra brud diwarbenn o labour ; sperejo an oll a zo gante, hag i tomm zoken. Gori a ra an arne, a dra-zur. Fe, tarzan a ra, ha da vat, ar 14 a viz goueren 1833. Ar brezegen a ra Keble an de-se diwarbenn Reneadelez Bro-Zôz a zo evel eur strak-kurun. Ha da heuilh ar brezegen e nij tôl ha tôl eus Oxford, evel ken lies a luc’heden, levrigo bihan skrivet ar peurvuian anê gant Pusey, hag a skign menoziou an deolojianed yaouank e pevar c’horn ar vro. Hag e zo enne ? Setu aman ar pep pouezusan eus o danve : eskibien Bro-Zôz na deu ket o galloud eus an ebestel ; n’ê ket a-walc’h kridi, ret eo ive ober oberou mat evit bean salvet ; ar zakramancho a ro gras Doue ; bean a zo eur purgator ; rêt ê hadkemer an oferen ha kridi e tisken Hon Zalver war an ôter, d’ar goureo ; ret ê enori ar Werc’hez hag ar zent, ken lies a boent, evel ma weler, kemeret eus katekiz an Iliz Roman. Sklêr ê eman ôzerien ar skrido-man war an hent a gas da Rom ; seblantout a ra n’o deus ken nemet eur gammad d’ober : anzav ec’h ê an Tad santel ar Pab Vikel Jezus-Krist ha penn ar gwir Iliz.

Peadra, kwita ? da bennfolli eskibien an iliz anglikan. En em zastum a reont hag e kondaonont er bla 1843 menoziou an doktor Pusey

Kement hag ober, e torront anean eus e garg a berson.


§ XXII. — NEWMAN A GWITA AN ILIZ ANGLIKAN HAG AC’H A DA ROM. — PUSEY A CHOM HANTER-HENT GANT E ILIZ RITUALIST


Mes setu aman eur respont ha na oant ket en gortoz anean.

Raktal Newman ha meur a hini all eus konsorted Pusey a ro o hano d’an Iliz Roman, evit bean he bugale da vat. Danve laouenidigez ha dudi ’vit Katoliked Bro Zôz ha ’vit re ar bed oll, rak ar wej-man ec’h ê boulc’het ha boulc’het mat iliz Bro-Zôz gant ar gwir fe hag an doujans d’ar gwir Bab.

Danve a c’hlac’har, avat, hag a ganv evit an Anglikaned ! Eur gwall-goll a reont hag aon bras o deus ne vefe ket an hini divezan.

Memes tra e chomas a du gante, da vihanan a ziavêz, meur a buzead. Pusey hen e-unan, hep kondaoni Newman, n’eas ket e-mêz eus an iliz azeet. Pez a reas ec’h ê labourat evit ma teuje e genvreudeur protestant da hanvalaat mui-ouz-mui o c’hredenno ha dreist-oll o lido ouz re an Iliz Roman : ar re-man, war e veno, kredenno ha lido, a zo koz koz hag a dle bean re ar gwir Iliz, an Iliz abostolek. Ha setu an Iliz anglikan o c’henel, wardro ar bla 1850, eun ilizig neve, a zo a dra-zur, merc’h da Busey. He hano, ha pa ne ve nemetan, hen diskoue a-walc’h : ober a rêr anei an iliz pe ar sekten ritualist, evel pa larfe an nen « rumm al liderez » : fellout a ra d’ar ritualisted heuilh oll lido an Iliz roman evit ober ar zakramancho, betek an doare da govesaat.

Neb ac’h a en o ilizo a gav anê, en diabarz, hanval-mik ouz re ar Gatoliked roman.

Pa ris ma zro en Kymri, ec’h is eun abarde bennak gant an otro Gwegan ha gant hon ambrouger, eur beleg yaouank eus Cardiff, d’ober eur bale betek Barry, eur porz-mor eus ar re ar muian pleustret eus ar vro. Ma daou c’henvreur a oa o tiviz en sôzneg ha me, e keit se, a zelle ouz al listri du a oa, digor gante o geno, o lonkan glaou douar, herran ma c’hallent. « Dre aman », eme hon ambrouger. Ha ni o vont d’e heuilh en eun ti hag a dle tud iliz bean o chom ennan : eur c’hrusifi bras a weled ’us d’an nor, mes en diabarz, a-dreuz d’eur weren.

A-boan eo d’imp bean bet sonet ma teuas da digeri dirakomp eur manac’h yaouank, en e zorn eur brevial hanter zerret : « Eur c’habusin » emedon d’in ma-unan « koueet mat omp : evel er gêr, kouls laret. » Ha me, stad ennon, da heuilh ma zud dre an ti. Diou zal a dremenomp, tri pe bevar martolod enne, darn astennet war o gwele, darn azeet hag o vutunat ; neve debret eo gante o meren. Pez am eus me d’ober eo bepret sellet : d’ober petra silaou ar pez a lavar ar manac’h d’am c’henvreur ? Poan gollet e vefe. Memes tra e kav d’in gouzout breman pelec’h ec’h on : eun ti repu savet emichans evit digemer ar voraerien glanv pe dic’hrêt, ha dalc’het gant leaned katolik.

D’ar chapel breman : dour biniget digant hon c’habusin ’n eur vont ebarz, hag eur c’hlin d’an douar evit azeuli an Otro Doue a zo du-hont ebarz an tabernakl, eur c’houlaouen o tevi dirakan. Neuze ec’h eomp da daoulinan war eur skaonig hag e pedomp eno eur pennad. Eur zell ouz ar pez a gempen ar chapel, limajo ha skeudennou, ha ni er-mêz. ’N eur vont war ma c’hiz e talc’han da zonjal ec’h ê bet menoziet mat ar gabusined pa o deus savet an ti-man, hag a galon vat eo e lakan ma frof en eur c’hef a welan ouz toull-nor en diabarz.

Pa o deus laret ma c’henvreudeur trugare ha kenavo d’am c’habusin, e c’houl an otro Gwegan ouzin : « Ac’hanta, kavet ’peus dereat pep tra en ti-ze ? — « Ya vat, emon-me. » — « Goût ouzoc’h pelec’h omp bet ? » — « Pelec’h ? Fe, en eun ti-repu katolik. » — « En eun ti-repu, ya : mes anglikaned eo ar venec’h hen dalc’h. » — « N’ê ket possibl ? » — « Gê ’vat. » — « Ar chapel koulskoude ? An tabernakl, ar goulou alum dirakan ? Poltrejo ar Werc’hez hag ar zent ? » — « N’eus fors. An anglikaned ritualist a gemer skouer diwar ar gwir Iliz evit an diavez eus ar relijion. » — « Hag o deus menec’h ive ? » — « Ya, bean o deus, mes nebeut. » Hag e tiskoueer d’in, war eur paper bet roet gant ma c’habusin, e zo savet n’eus ket pell en Bro-Zôz eun urz relijius protestant evit delc’hen, er porzio-mor, tier hag a ve ar voraerien enne evel er gêr : tri di a sort-se o deus breman.

Ha setu d’in aboe an de-se eun tamm muioc’h a skiant-prenan : na pa ne larfe al levrio netra d’in diwar-benn-ze, e ouifen e klask ar brotestanted ritualist kemer doare pidi an Iliz katolik. Dre fors mont war an tu-ze, ec’h int êt betek kemer ar govizion dre skouarn. « Hola ! ar wej-man avat » eme ar Parlamant « hola ! pell a-walc’h ec’h oc’h êt evelse. Wardre breman, wardre, ha da vat ! » Spontet ê otrone ha bourc’hizien an diou Gambr o welet relijion o bro o tostaat kement da Rom ma seblant mont d’en em naskan etre he daouarn. Pebez dizenor e vije bet ze evite, ha dreist-oll evit o roue ! Na ’nije ket gellet ken gouarn an ineo evel ma c’houarn ar c’horvo ! Ha ne oa ken nemet eur speuren danô, bean dizent ouz ar Pab, o tispartian an iliz ritualist diouz an Iliz roman. Evit teurel ar speuren d’an traou n’o doa ken ar ritualisted nemet laret eur gir, laret « Hon zad ! » da dad ar Gatoliked roman.

Nan ! kement-se na dlee ket c’hoarveout. Hag ar Parlamant o pidi arc’heskob anglikan York ha hini Cantorbery da varn ar ritualisted. Petra an nije grêt ar re-man, mevelien mac’h int dindan al liked a zo o ren ar vro, nemet kondaoni doare lidan ar ritualisted ? Hen ober a rejont en Lambeth, unan eus parouzio Londrez. Aboe en neus kouac’het hardiegez ar brotestanted, a zeblante mont ken buhan, gant o c’harg lido, war an hent a gas da Rom.


§ XXIII. — EUR BERN PROTESTANTED, EUS AR RE DISKETAN, EN EM RA KATOLIK.


Evit gwir, kalz eus ar re-ze a zo êt betek penn an hent. Mes n’eo ket int hepken o deus en em dôlet etre divrec’h hon Mamm Zantel an Iliz. Eur bern anglikaned, hep bean bet ken tuet gant he lido kaer, o deus bet kavet er studi peadra da ziskoue d’ê eman ar wirione ganti hag a zo bet êt dioustu daveti. Ministred, da laret ê beleien, eo ar peurvuian anê, tud hag a zo deut, dre o gouiziegez, da anaveout reiz doare kridi ar Gristenien gentan. Eun enor bras eo ’vit an Iliz roman mac’h eo ar brotestanted abilan a anzav anei evel ar gwir Iliz. Ze na harzo ket meur a zac’h-c’houez eus Bro-C’hall, d’ê eur bris-diskamant, d’he dispenn, eus o gwasan, ’n eur laret, etouez meur a c’haou livet, e klask dalc’hmat mougan ar sklerijen en sperejo he bugale.

Me garfe o gwelet o vont eur pennadig da ziviz gant unan bennak eus ar gatoliked neve a zo roet bep bla a-leiz gant kloer an iliz anglikan : hep dale ar c’hatolik sôz an nefe d’ober ouz hon fôtred a chanjfe, a dra zur, penn d’ar baz.

Eus an Iliz-Uhel eo e teu dreist-oll pastored davedomp. An hano-ze a gemer eur strollad tud iliz a fell d’ê, kousted a gousto, mont uhel ha don en amzerio tremenet, pelloc’h evit amzer ar brotestantiez, evit gwrienni o iliz, ha kavet lans da laret ec’h ê azeet war an ebestel. Dre-ze en em lakont da studian skrido an tado kentan eus an Iliz. Ha setu ma teu o spered, sklerijennet gant gras Doue, da ziskoue d’ê ar pez na glaskent ket : an iliz roman o splannan er skrido-ze, war he fenn kurunen ar Wirione.

Gwelet hon deus kement-se o tigoueout gant an doktor Newman ha gwelet ive an eskibien anglikan o terri anean eus e garg a berson evit daou vla. Mes hen a roas e ziskarg da vat hag ac’h eas da Rom. Daou vla goude, er bla 1846, e oa grêt eno beleg katolik. Neuze e tistroas d’e vro, hag e savas eur strollad misionerien evit labourat gante da c’honit e genvroiz d’ar gwir fe. Ar Pab Pi nav a grouas anean kardinal er bla 1879.

Kalz eus an doktored o devoa studiet gantan en Oxford a reas eveltan : kentan forniad katolik, koulz laret, a deu e-mêz eus an Iliz anglikan.

Mes n’ê ket hepken beleien hag eskibien protestant a zistro d’ar gwir fe : kalz eus o farousianiz a heuilh anê, tud a renk uhel, avat, d’ar peurvuian tud hag o deus êz da studian. An itron Herbert, an hini a zigemeras, breman ’zo dek vla, an otro Gwegan ha me en he c’hastel Llanover, en Kymri, na oa ket da gentan, mes deut ê da vean katolikez. Ha nag a hini, a ligne uhel evelti, ec’h ê bet diskoueet d’ê evel d’ei, gant an otro Doue, hent an distro !

Ar bobl protestant a renk izel n’ê ket eur vammen a gatoliked : dre ma n’ê ket disket kaer ar rum tud-se war dreo ar relijion, e viront kazi dalc’hmat ar c’hredenno a zo bet a-viskoaz en o spered pe gentoc’h, siouaz ! e kollont anê a-grenn, mes hep pleal da lakat reo-all en o lec’h.

Penôs eta e tigoue d’al loden vrasan eus katoliked Bro-Zôz bean paour ? Toue zur, aboe ar bla 1829, ma zo leusket muioc’h a frankiz gante evit heuilh a relijion, e zo deut Iverzoniz katolik a-leiz da chom da Vro-Zôz, hag ar re-man, evel m’ouzer, o deve nebeud a zanve.


§ XXIV. — ESKIBIEN EN BRO-ZÔZ. — AN DAOU ARC’HESKOB KENTAN. — WISEMAN HA MANNING


Beprêt ê e teu niver ar Gatoliked, ’n eur ober dek vla da vean ken bras en Bro-Zôz ma kav an Tad santel ar Pab, er bla 1850, ec’h ê arru ar c’houlz da uhelaat renk ar vro-ze dirak ar bed katolik : diwar vreman ne vo ken er vro a vision, mes eur vro a eskibiaj. Kroui a ra Pi nav enni eun arc’heskopti, hini Westminster, en Londrez, hag eun toullad mat a eskibien. Eun eskob hepken a oe hanvet en Bro Gymri, dre m’he devoa nebeud a gatoliked. Mes er bla 1898 e zo bet krouet eun eskopti en Menevia, ar gêr elec’h ma oa gwejall manati sant Divi, ha hanvet eno, diouz mennad Kymriz, eun eskob eus o gouenn, an otro ’n eskob Mostyn.

Nebeutoc’h c’hoaz a zo d’ober en Bro-Skos : eur vikelaj abostolik a zo enni, ha netra ken. Mes aboe ar bla 1878 he deus eun arc’heskob, hini Edimbourg, ha daou eskob.

Ha koulskoude e Bro-Skos, evel en Iverzon, eun darn vras eus ar vroïz o deus dalc’het start da fe gatolik o zado. Tud enezenno an hanter noz eo ar gatoliked vat-se, hag int Kelted a ouenn hag o komz skoseg. Dre ar Skosed digeltiaet eus ar c’hreiste eo e teuas ar brotestantiez er vro. Eno, evel e Breiz en amzer vreman, e oe gwir ar c’hrenn-lavar :

Gant ar yez keltiek e teuas ar feiz,
Gant ar yez estren ez eas er-maez.

Kentan eskob a roas Pi nav d’ean arc’heskopti Westminster, e oa an otro Wiseman, eur beleg iverzoniad. A hendall, eun den gouiek meurbet, eur skrivagner ha n’an devoa ket e bar evit skrivan en sôzneg. Er memes amzer e hanvas anean kardinal evit ober enor da gatoliked Bro-Zôz.

Ar re-man eta a greske an niver anê a vla da vla. Mes, o welet se, kalz a brotestanted a zavas trouz, gant a zroug ac’h eas enne. Unan anê zoken, eul lord, mar plij, da laret ê eun den eus an noblans uhelan, en em ankouaas betek prometi arc’hant hag aour d’an neb an nije sklapet fank gant an arc’heskob neve ; mes gwapaet e oe gant an dud a skiant vat.

Ar sort frouden na oa nemet eun tan plouz. Ne spontas tamm ar Gatoliked. Er bla warlerc’h (1851) e tigemeront c’hoaz en o Iliz eur pastor a zoare eus Iliz uhel an Anglikaned, an doktor Manning. Heman eo a oe hanvet er bla 1865, goude maro an otro Wiseman, arc’heskob Westminster. Dont a reas ive da vean kardinal ha kement a doujans hag a garante a diskoeas d’ean Londrez, koulz ar brotestanted hag ar gatoliked, ma teuas a-benn, er bla 1889, da zispenn eun diskrog-labour spontus, savet gant daou c’hant mil micherour, En e rôk ministred ar rouanez Viktoria o devoa klasket lakat anê da hadkrigi gant o labour, mes n’o devoa ket gallet en em dremen oute[20].


§ XXV. — AN ARC’HESKOB VAUGHAN : EUR GATEDRAL NEVE ; LEZEN AR SKOLIO


Tri bla goude, ar c’hardinal Manning a varve hag a leze gant an otro Vaughan, eskob Salford, e garg a arc’heskob. Setu roet da heman, d’e dro, an tôk a gardinal. Hag hen kenkent oc’h ober ar gammad vras war rôk ’n eur bozan ar men kentan eus eur gatedral neve. Bean e oa kent unan en Londrez, mes en eur c’harter distro ; ha neuze, dister e oa, re dister evit katoliked ar gêr, a gonted 600.000 anê elec’h an 60.000 ma oant er bla 1850. An iliz neve a zaver anei e kalon Londrez, tost d’iliz abati Westminster, eun iliz gaer a oa bet diframmet digant ar gatoliked e-kerz amzer ar Refurm. Bras a-walc’h e vo ar gatedral neve evit lakat enni diou pe daer iliz evel hini Gwengamp. Ha pegen kaer eta ! Breman, pan ê achu an diavêz anei goude nao blavez labour (1894-1904) ha pa zeller ouz ar pez a zo peurc’hrêt en he diabarz, e c’hell katoliked Bro-Zôz he diskoe d’o breudeur dianket, hep kaout da blegan o fenn.

Ar c’hardinal Vaughan, dre ma wele e iliz o sevel, a zante ive nerz e gatoliked o kriski, hag e gomzo o kemer mui-ouz-mui a bouez evite ha zoken evit ar penno brasan eus ar vro. Setu perak e savas hen da gentan e vouez evit goulen ma vije sikouret an oll skolio gant ar gouarnamant, n’eus fors a besort relijion e oa o mestro, ha ma vije muzuilhet ar zikour-ze diwar an niver a vugale a bleustre pep skol. Fe, dont a reas e dol da vat : ar bla 1902 ec’h eo bet botet al lezen a c’houlenne.

Nebeud goude bean bet e vennad evit e skolio, e varvas an otro Vaughan (19 a vezeven 1903). ’Benn neuze e oad krog da gempen an diabarz eus e iliz-veur : drezi eta e tremenas e gorv evit e obido.

Ne oa ket laket gant an Otro Doue evit ofisan enni ar wej kentan : An evurusted-se a oa miret evit an otro Bourne, an arc’hescop neve : heman he binnigas hag a ofernias enni noz an Nedeleg.


§ XXVI. — AN ARC’HESKOB A HIRIE : AN OTRO BOURNE. — AR C’HENDALC’H EUKARISTIK : PETRA A VEFE ENEP.


Pac’h eas an otro Bourne en karg n’an nevoa nemet daou vla ha daou ugent, ha c’hwec’h vla a oa e rene eskopti Southwark (lennet Saouzwôk), eman ennan an tu ar c’hreiste eus Londrez. Gwall yaouank, kwita ? evit eun eskob. Mes danve a oa ennan. Al labour mat dispar an nevoa grêt en Southwark, dreist-oll ’n eur zevel breuriezio a bep sort, an nevoa diskoeet e oa gouest da gemer ar renk kentan etouez eskibien Bro-Zôz.

Breman hen gweler c’hoaz sklêroc’h, breman pan eo deut da vat gantan ar c’hendalc’h an neus savet en Londrez ar bla 1908.

Daou vla a oa en nevoa laket en e benn hen sevel. Kridi a rê e oa dare awalc’h ar fe gatolik en Bro-Zôz evit m’he dije kêr Londrez, d’he zro, an enor da gaout ar c’hendalc’h a dalc’her bep bla, aboe 1889, en eur vro bennak eus ar bed katolik, en enor da Zakramant an Oter. Eur sort bodaden he dije talveet d’e genvroiz katolik kalz a gonfort, dre m’he dije stardet o fe e-kenver an Eukarist, ha d’e genvroiz protestant he dije talveet eur gentel a-bouez, dre m’he dije roet d’ê da c’hoût pegen kaer tra eo an oferen ha pegen kaer al lido all a ra an Iliz Roman dre zoujanz ouz Doue er Sakramant. E tu-hont da ze, ’n eur bedi an Tad santel ar Pab da gas eus e beurz eur c’hannad (légat) evit ren ar gouelio, e wele au otro Bourne e roe d’e vreudeur dianket an tu da lemel eus o c’halon, pe da vihanan da glouaraat ar gasoni o deus ouz pennrener an Iliz Roman. Ha seul-vui ma sonje en ze, seul-vui donoc’h e yenne e vennoz en e spered.

Meur a hini koulskoude a glaskas hen dizalian, meur a hini a glevas o laret e lake re uhel ar fians an nevoa ennan e-unan. « Petra ! emint-i, sonjal bodan kement a eskibien hag a veleien gatolik en Bro-Zôz, ha pidi anê, war ar marc’had, da zont da Londrez en soudanen, mar o deus ar gustumans d’he dougen ! Hag-en, en Bro-Zôz, herve Reiz a Frankiz 1829, ne dle ar veleien en em diskoe er ruio nemet gant ar gwiskamant lik a doug an dud a iliz ![21] Petra c’hoaz ! Pidi an Tad santel ar Pab da gas da Londrez, eus e beurz, eur c’hardinal kannad, hag-en n’eus ket eur vro hag e vefe bet diskoeet enni beteken kement a gaz ouz e c’halloud hag e hano ! Petra c’hoaz ! Kridi sevel prozision ar Zakramant en kêr-benn Bro-Zôz, e-kichen iliz abati Westminster, elec’h ma toue ar roue Edouard VII, an 9 a viz eost 1901, ’n eur gemer war e benn ar gurunen a roue, en nije stourmet ouz kreden an treusustansiadur[22]. Nan, birviken ne vo otreet d’an arc’heskob gant gouarnamant ar roue ober kemend-all ! Lakomp kouskoude e tigouefe d’ean kaout otreadur. War biou en em harpo ? N’ê ket a dra zur war ar boliserien. War biou ’ta neuze ? War ar gatoliked ? hag-en n’emaint nemet 600 mil en Londrez e-kenver 6 milion a brotestanted ; nemet 2 vilion en Bro-Zôz hag en Bro-Skos, e-kenver 34 milion a brotestanted. Gwir ê emaint tost da 4 milion en Iverzon : mes re baour int eno evit ober eur veaj ken hir ha hini Londrez.

Piou eta a difenno tud ar prozision, piou a difenno an Hosti zakr eneb an dud a dizurz a glasko, sur mat, an tu d’ober d’ê eun dismegans bennak ?

Nan, kaer e vo laret, sonjal ober kement-se n’eo nemet eur mennoz diboell ».


§ XXVII. — PETRA A ZO A DU GANT AR C’HENDALC’H EUKARISTIK


Setu ar pez a c’hallje bean bet laret diwarbenn mennoz an otro Bourne, ar pez, a gredan, a zo bet laret. N’eus fors ! Yaouank eo, ha dre-ze en neus muioc’h a hardiegez. Ha neuze, daoust d’ean da vean yaouank, ec’h anave a-walc’h e genvroiz evit gouzout petra a c’heller ober gante.

Gwir ê n’ê ket gwall-stank ar Gatoliked roman en Bro-Zôz. Mes en he c’hreskans eman o iliz ha dre-ze he deus c’hoant bevan. Ne fell ket ankouât ne oant enni, breman ’zo tri-ugent vla, nemet 200.000. Goude bean bet troc’het en Bro-Zôz, ar ween a rêr anei an Iliz katolik a zo bet tri c’hant vla hep gallout hadvoutan da vat. C’hoant d’he diswrienni a oa en kalon ar Brotestanted, ha dre ma tifluke eur barrig bennak, e klasked hen troc’han. Mes ar gwrio, dre ma oant bet glebiet gant gwad merzerien, a chome bepret sabr enne, ha sabr eus an hini yac’han. Setu perak, adalek ma ver paouezet d’ober d’ei eur brezel ken didrue, he deus boutet a neve ha savet en eun tôl. A ze da de e teu laboused disanav eviti, dilezet gante piko spern ar fals-kreden, d’en em waskedi dindan he delio ha da c’houlen diganti evit o alan êr kennerzus ar Wirione.

Ya, zur, kennerzet ha frealzet eo gant an Iliz katolik kement ine ac’h a daveti evit bean sklerijennet. Ne gav ket d’in em mefe gwelet neblec’h katoliked hag a vefe muioc’h reizet o bue gant o c’hreden, evit n’am eus gwelet en tu-all d’ar mor Manch. Ha neuze, unanet int ha ’n em delc’hen a reont tost an eil d’egile, ereet m’int gant bep sort kevredigezio a laka anê da vean dek gwej krenvoc’h. ’Vit achui da diskoe o nerz e larin o deus, evit kerzet en o rok, tud eus an dibab, tud a renk uhel evel an duk a Norfolk, al lord a dalc’h ar renk kentan goude ar roue hag ar brinsed, hag evel lord Ripon, eman war e gont polis ar rouantelez ; tud a bouez evel protestanted deut, dre hir-studian, da c’houlen bean digemeret er gwir Iliz. Ne gomzan ket eus ar veleien hag an eskibien, a zo enne eur fe virvidik, eur spered dihun hag eur volante dêr ; prest e vent dalc’hmat da gerzet d’an emgann.

Gant ar sort brezellerien ha gant ar sort lutenanted, penôs e c’hallfe an hini o ren, an otro Bourne, tremen hep bean leun a fians, ha tremen hep kaout an trec’h ?

Gwir ê e kav meur a skoilh war e hent. Bean zo lezenno hag a difenn dougen e-mêz eus an ilizo na gwiskamant na netra a gement a zell ouz ar relijion. Mes al lezenno-ze a lezer pell-zo da gousket ha ne vo klasket tamm o dihuni, abalamour ma krennont ar frankiz.

Gwir ê an neus touet ar roue Edouard VII, an de ma oa kurunet, an dije labouret da vougan kreden an treusustansiadur : mes ar le-ze na reas anean nemet evit heuilh eur gustumans a oa bet kemeret en Bro-Zôz aboe amzer ar « Refurm ». Ha c’hoaz hen reas hep distagan e zent ha ’n eur valbouzat, dre ma n’houle ket e vije intentet gant an oll pez a larje. D’ober petra neuze bean en disfians ouz bolante vat ar roue, dreist-oll pa ’neus diskoeet meur a wej e fell d’ean en em dremen ouz e sujidi katolik ha klask an tu d’ober d’ê vad ha plijadur ?

D’ar gatoliked a-ziavêz zoken hag ispisial d’ar venec’h ha d’al leanezed o deus renket a neve so, boutet ma oant gant an harlu eus o bro ger a Frans, monet da chom en e rouantelez, en neus diskoeet ec’h ê eun den hag a oar bevan. Breman ’zo pemp miz bennak e tislestre en Dover eur vagad Ursulinezed. Dre ma oa diês d’ê en em dibab (an dud kêz n’o devoa beajet gwej ebet), e toljont ple d’eun otro a douge eur gasketen wenn, galonso aour endro d’ei… Eur chef-gar bennak, marteze ?…

Heman ô chilaou gant eun êr hegarat hag a ro urz dioustu da lakat al leanezed en eur vagon a gentan klas. — « Hon bilhejo, eme ar briolez, a zo evit an driet. » Met an otro a ra d’ei skouarn vouzar. Ret mat d’ei ha d’he zud pignal en kombodo ar c’hlas kentan.

Arru ver en Londrez. Hag adarre hon merc’hed da vont da gât an otro galonsed, c’hoant gante da c’houzout penôs en em dennan eur wej êt e-mêz ar gar. Ha setu eur bern doareo disket d’ê. Koulskoude ec’h int c’hoaz nec’het en o c’honsians hag e c’houlont hag-en n’o deus ket da bêan eun dra bennak ouspenn, o vean m’o deus beajet en kentan klas. « Beet dinec’h, eme an otro ’n eur vouzc’hoarzin : roue Bro-Zôz hen goul diganac’h ». Hag int batet, moarvad. !

Eun den mat hag eün ec’h ê eta ar roue Edouard VII : n’ê ket hen, a dra-zur, a glasko ober ’r c’hontrel ouz ar vodaden eman an otro Bourne en zell d’ober.

« Hag an urz vat, emeoc’h, piou a roo dorn d’an arc’heskob evit hen delc’hen ? » — Ar polis emichans. Pez a ra evit lezel frankiz gant bagado tud a bep sort a weler alies o tiredek dre gêr evit diskoe o bolante start da gaout eur mennad bennak, daoust ha nac’h a rafe hen ober evit ar gatoliked ? Ray ket, ray ket, dreist-oll p’an deus evit rener lord Ripon, eur c’hatolik.

Laret eta ne dalv man an abego a zo bet laket dirak daoulagad arc’heskob Westminster evit hen harz da vont war rôk. Spontailho brini ha netra ken ! Bepret ê nan eo ket bet spontet gante. Ouspenn ma wele e spered a den e c’hallje dont a-benn d’o diskar, e sante e ine a arc’heskob sklerijennet ha nerzet gant ar Spered Santel. « Doue arôk, ha ni warlerc’h ! »

Setu perak, adalek ar bla 1906, e welomp anean krog gante labour, ha krog da vat. En em glevet a ra gant an Tad Santel ar Pab, gant ar ministr eman ar polis war e garg, ha gant ar penno bras, eskibien ha liked, eus Iliz katolik Bro-Zôz. En eur bla e teu a-benn da diluian e guden : grêt e vo pep tra, prozision ar Zakramant zoken, herve e c’hoant. Hag e vennoz war baper dioustu ha kemennet gant ar gazetenno d’ar bed katolik a-bez. Hep dale e welfomp, ’n eur heuilh e gendalc’h, hag-en an neus kaset e vennoz da vat.


§ XXVIII. — ETRE FOLKESTONE HA LONDREZ : PETRA A WELER EUS AN TREN.


Mes, kent stagan gant ar c’hendalc’h Eukaristik, hon deus d’arruout en Londrez ha d’ober eun dro dre ar gêr vras evit gallout en em dibab enni hag ober anaoudegez gant he zud.

Eus Folkestone, elec’h hon doa dilestret, e kemeras hon spered an tec’h evit mont d’ober eun enklask war amzer dremenet Bro-Zôz. Distrei di an neus d’ober breman evit kemer hon c’horv hag hen digas gantan ’trezek ar gêr vras. En bagon eta, ha dioustu. Taer heur ê ha ’benn pemp heur hon deus da vean en Londrez. Tregont leo d’ober ’n eun div heur. Ze ’zo mont buhan, me ’gred. Gwir ê ec’h ê plen an hent-houarn, adalek ma ver savet eus an toull eman ennan Folkestone. Digoust eo digeri hencho houarn er vro-man e kichen mac’h ê en Breiz-Izel : pozan ar railho, koulz laret, ha setu eno.

N’et ket da gridi memes tra e vefe hanval ar blenen-man ouz hini ar Bauce, a dreuzer evit mont eus Breiz-Izel da Bariz. Eno, da viz gwengolo, e wel an nen kazi dalc’hmat douaro bet ed enne : setu perak e seller ar Bauce evel unan eus grinielo Frans. Aman e zo nebeud nebeud a douar gwiniz, pe, ’vit laret ervat, nebeud a douaro bet gwiniz enne. Rak me ’zo ’zur, ouz gwelet ar pez a roont, yeot dru pe houpez (houblon), ec’h int gouest da rei ed bara.

Prajeier eo a wel an nen ar muian en daou du d’an hent, prajeier ha bagado saoud enne. Rak ar Zôzon a zo debrerien vras a gig, dreist-oll a gig ejen. Lêz ive ac’h evont kalz, dre mac’h int sot gant te, n’ê ket te rik, mes te gwennet gant lêz. Pa ris ma beaj Kymri, e tigoueas d’in meur a wej gwelet trenio lêz o vont ’trezek Londrez.

Goude ma zo du-man ha du-hont gwe avalo, n’omp ket aman koulskoude en eur vro jistr. Eur bannac’hig bennak a ve grêt : mes kennebeud ken n’eo ket a-boan hen laret. Ha ne ra ket ar Zôzon digas jistr d’ê eus Frans, evel ma reont digas gwin : red eo, herve zeblant, bean ministr evit kaout mat ar sort evaj, rak an otro Asquith a larer ne ve gwej ebet ken distag e deod ha pa ve eur chopinad jistr dirakan.

Bier a rêr kentoc’h, dre aman ! Setu perak e weler houpez o sec’han war meur a dachen douar. Ha c’hoaz n’ê ket bier ’eus ar c’hentan. Deus an Almani e teu ar gwellan eus an hini a ev ar Zôzon.

Hag an ed, pelec’h ec’h eont d’hen kerc’hat, penegwir e hadont kennebeud anean ? D’o c’holonio emichans, d’ar C’hanada ha d’an Ostrali. Ha neuze dibri a reont nebeud a vara. Avalo douar eo a blij d’ê dibri gant o c’hig. Setu perak adalek miz mê e weler o listri o tont da gargan avalo douar abret war geio Sant-Malo, Landreger ha Kastel-Pôl.

Ar c’honverz eo pinvidigez Bro-Zôz hag ive ar vekanikerez. Dre m’he deus mengleuio glaou douar sof kont, dreist-oll en dro da Gardiff, ne goust ket ker d’ar Zôzon sevel ha delc’hen en o zav eur bern uzino.

Evelse ec’h impli Bro-Zôz kalz a divrec’h. Koulskoude n’eus ket eur vro hag e vefe enni muioc’h a dud dilabour. Perak ne larfen ket « muioc’h a bevien » ? Ne larfen nemet eur wirione. Ha pesort pevien, ma Doue ! Du, ken ec’h int. Eun drue o gwelet. Kalz truezusoc’h o stad evit en bro-all ebet. Hag en kêr ê e klaskont labour : war ar mêz, o vean ma lezer an douar da ziskwizan dindan peuri, n’eus kazi tôl-labour ebet d’ober.

Gwel a refet e vo ret d’ar Zôzon, ha ne vo ket pell, sevel diwar ar c’hêrio, a zo deut da vean re vras, evel c’hweet da greuvi, evit goulen digant ar mezo peadra da labourat ha, war eun dro, bevans ha yec’hed.

Ni n’hon deus war hon hent, etre Folkestone ha Londrez, kêr mentek ebet, pe gentoc’h kêr ebet hag he defe kalz a dud. Rak en Bro-Zôz ec’h a kalz a blas gant an tier. N’int ket uhel : eun estaj hepken, gant eul liorzig koant arôk hag eur porz a-dre. Hag oll, ouz o gwelet eus an hent-houarn, ec’h int hanval an eil ouz egile, da vihanan ar re anê n’emaint ket e kreiz kêr hag a zo neve zavet.

Eur memes perc’hen ec’h ê d’ean alies eur ru a-bez, dre ma zo aman tud pinvik-brein. Pa varv eun tad, ne ve ket lodennet e vado : d’ar bugel henan e vent oll ; heman a ro d’ar re yaouankoc’h eun dra bennak evit o zikour d’en ern dennan.

Braoc’h ê bevan en tier bihan ru a gomzan anê evit en tier uhel a gaver en kêrio Frans ha dreist-oll en kêrio an Amerik. Bet on ebarz unan anê, e Cardiff, hag em eus kavet ennan pep tra ’n e lec’h ha pep tra mistr ha koant. Eur c’hao dindan ; eur vinz vihan da zevel en ti ; eur vannel ha daou bez lojeiz en traou, ha diou gambr e-krec’h ; ar gegin a-dre en eur skiber stag ouz an ti.

An dud a chom er sort tier a ve micherourien, pe skrivagnerien. A wejo zoken, konversanted hag eman o stal e-kreiz kêr. Dre ma zo, er c’hêrio bras da vihanan, kiri a bep sort evit mont ha dont, ha kiri hag ac’h a buhan, e c’heller labourat pell diouz ar gêr hep diêzamant.


§ XXIX. — EUL LIZER A-BOUEZ SKRIVET GANT EUR BREIZAD DIWARBENN DOARE BEVAN LONDREZIZ.


Meur a dra am eus c’hoaz gwelet ha klevet laret diwarbenn doare bevan ar Zôzon. Mes elec’h rei d’am spered ar boan d’hen reizan evit ma lennerien, e kemeran, diwar eul lizer skrivet gant eur Breizad a zo o chom en Londrez, treo reizet ha tout. Seulvui o devo a dalvoudegez, ma vefont servijet tomm ha tomm.

Marcel Gros, an hini ec’h an da rei d’ean ar gomz, a zo ganet en Pariz breman ’zo triwac’h vla. Mes, o vean ma oa e vamm eus Tredrez, ec’h ê bet savet en ti e dud koz er c’horn binniget-se eus douar Breiz-Izel, ha dre-ze en deus disket ar brezoneg a vihanik.

Distroet da Bariz evit gonit e vara, n’en deus ket lezet e vrezoneg en Breiz. Dalc’het an deus d’hen komz er gêr vras ar muian ma c’halle. Gallout a rê zoken hen ober bemde dre ma veve gant eur Breton-all, eun Tredreziad eveltan, e hano Andre Bouget.

Mes hep dale e pleustras Bretoned-all, en o zouez Eugène Le Clerc, unan eus ma breudeur. Kaeroc’h ’so : sikour a reas unan eus o mignoned, an otro Louiz Weisse, eur Parizian a wad rik, da ziski ar brezoneg.

Setu, ’vit-se, e fin ar bla 1907, êt Andre da Londrez evit kriski e ziskamant ’n eur veaji : kavet an devoa eno eur plas da labourat evel micherour. D’e dro e toullas eno evit e genvroad Marcel, ha heman o vont davetan eun nebeud mizio goude. Pa vin arru en Londrez, e welin anean hag e komzfomp, hen eus Londrez, ha me eus Breiz. Mes, da c’hortoz, e fell d’in lakat aman al loden vrasan eus al lizer a skrivas, eur pennad goude ma distro, ar 7et a viz here, d’e vignon Weisse. Heman a ziskoeas e lizer d’am breur, hag a roas otre d’ean d’e gas d’in da lenn. Hen lennet am eus, mes gant kement a blijadur ma ’m eus goulet, me ma-unan, digant Marcel otre d’hen lakat dindan lagad ma lennerien. Bet am eus ma mennad. O vean m’eo skrivet al lizer en brezoneg, n’am mo netra d’ober nemet hen diskrivan.


Londrez, ar 7 a viz here 1908.


Ma mignon ker,


Hirie ar beure am eus bet ho lizer. Daleet eo bet gant ma dianneadeg. Ho lizero a ra d’in atao kalz a blijadur, a c’hellet kridi, hag ho trugarekât a ran evite. Setu ec’h an da skrivan d’ac’h eun tammig lizer en yez ma Mamm-vro Tredrez, evit rei d’eoc’h eun tanva eus ar yez binniget-se…

Penôs, emeoc’h-c’hwi, e vevan aman ? Fe dam doustek ! drol a-walc’h. Da gentan ec’h ê ret d’in laret d’ac’h ec’h on o labourat en eun ti a ve grêt ennan gweturio otomobil : skrivagner ec’h on eno. Fe vat, ma labour a zo, war bouez nebeud a dra, ar memes hini am moa d’ober ’ti Michelin. Deus ar beure e savan wardro c’hwec’h heur hanter, ha dioustu e tebran ma dijuni ; eun tasad te gant lêz ha bara hag amann. Da nav heur e stagan da labourat betek eun heur. Goude e labouran adarre betek c’hwec’h heur. Neuze e tebran ma c’hoan dioustu evit mont d’ar skol-noz.

Aman e ve debret treo iskiz. Da greiste, e ve roast-beef (lennet rost-bif), da laret eo eur pikol tamm kig ejen, gant patatez ha kôl, pe hariko glas, oll war ar memes asied, ha goude e ve pouding. Met aman e leront pouding eus an oll dreo : riz, simoul, bara gant bleud ha lêz, yod, oll int pouding. Dour ve evet. Met ar bara na ve ket gwelet al liou anean. A-wejo ’ve groet saladen gant tammo konkombr, ognon ha romen, laket er gwinegr. An eoul na ve ket klevet kozeal anean. Kalz a besked a debrer ive, pesked leun a drein hag a uo, ha laket var eur gwele greun pebr. Me na blij ket d’in ar pebr : setu e ven em bleud eno ’vat !

Ar Zôzon n’anaveont ket, evit laret, ar zouben nag ar yod hon de dre du-man. Met e-kichen da ze ec’h anaveont treo fall daonet, ya ’vat. Lakat a reont delio sôz-munut ebarz ar patatez. An hini n’eo ket mat e galon na vefe ket pell o tisteurel diabarz e gov, bouello ha tout. Ober reont ive chaous gant gwinegr ha bom (menthe) da lakat war ar c’hig. Eur bern « Pickles » a ve debret c’hoaz. Ar re-ze a zo bep sort glazur laket er gwinegr, an aliesan kôl ru troc’het a dammigo ! Ar meuz-se na ve ket re fall.

Mont a rêr a-grenn enep d’ar wirione pa larer en Bro-C’hall e tebr ar Zôzon kalz a voued. Evit herve ’m eus gwelet, ne debront ket gwall galz. Met ret ê d’in laret d’ac’h ive ec’h ê arabat barn an oll Zôzon diwar ar pez a weler en ti eun toullad Londreziz hepken.

Ar gêr-man a zo dihanval a-walc’h diouz Pariz. Aman ec’h ê grêt an oll dier gant brikez : n’eus nemet ar monumancho a gement na vent ket.

Daou rann a zo ive, sanset, er gêr-man : rann ar binvidien hag ar gonversanted, ha rann ar beorien hag ar vicherourien. An hini kentan a zo kazi memes tra evel en Pariz ; an hini-all avat n’ê ket. En heman ec’h ê izel an tier : daou estaj d’ar muian. Regennet int evel eur voger hag oll hanval an eil ouz egile. En em c’harter ec’h ê evelse. Memes tra aman e zo muioc’h a ruio ledan evit en Pariz. Muioc’h ive a liorzo, darn anê bras bras, ha muioc’h a virdio.

Hag an dud eta ? Ar re-zeo a zo reo ! Er mare-man e plij d’ê ar Fransijen. Met ne blij ket d’ê ar Brusianed nag an Italianed nag ar Rused. Oll ec’h ouzont laret en galleg evellen : « Parlez-vous? Oui, oui ! » Parlez petra ? Ma fe, et da welet !

Dre drugare eun otro eus Cymri, em eus kavet eur skol gymraeg hag eur skol iverzoneg, ha setu stad ennon. Taer gwej ec’h on bet er skol gymraeg, ha fe (n’ê ket evit kemer lorc’h) kompren a ran dija mad a-walc’h. Mar keret, e welfet n’ê ket dies diski kymraeg. Goulennet an alc’hwe ho po ezom da gât digant an otro Diverrez pe digant an Tad[23] ive, hag e vo roet d’ac’h.

An iverzoneg a zo brudet da vean gwall diês da diski dre al leorio. Met pa glever komz, ec’h ê ezet a-walc’h. Ar skritur anean a zo dishanval diouz al lavar. Setu aman eun tamm[24] : kâd e chinn ? = petra eo heman ? to ché liawar = eul leo eo ; brichti = brago ; karou = (eur) c’hart. Breman girio hanval ouz ar brezoneg : dou = du ; glas = glas ; dorn = dorn (serret) ; liawar = leor ; deuras := dor ; ageus = hag ; kinok = gwenneg ; rêl = real, rêl ; en = unan, eun ; do =daou ; tri = tri ; kle = kleiz, kle, hag all.

Digemeret mat ec’h on bet bepret gant ar skolaerien er skolio-ze . Pa oan êt gant Andre da lakat ma hano evit ar skol almaneg, e komzas hen evellen ouz ar skolaer : « Me am eus c’hoant da diski almaneg. — Almaneg ? — Ya, Almaneg. — Almaneg ? Sôzneg eo ’n hini ho peus c’hoant da laret. — N’ê ket. Almaneg ! — Damen ! c’hwi ’zo alman » eme ar skolaer, a zonje d’ean e oamp Prusianed ; rak an doare ma pouez Andre war ar sillabenno en em zant eun tamm eus doare Almaniz.

Eur wej-all, pa oa êt d’an espozision gall-zôz[25], e oa bet kemeret evit eun Tuniziad, abalamour ma nevoa laret d’eun Arab : « Essalam alek ! — Alek essalam, eme an Arab. Petra ? C’hwi a zo bet en Tuniz ? — N’on ket, ’me a zo Zôz. — C’hwi zo Zôz ? N’oc’h ket laouen. Sellet ouz ho poto. » Andre a oa gantan boto-lêr bego moan, bet prenet en Pariz, hag an Arab an nevoa tôlet ple ne oant ket boto Zôz.

Pa oan bet me o lakat ma hano evit ar skol iverzoneg, e oan bet digemeret gant eun Iverzoniad. Ha me da laret d’ean en sôzneg : « C’hoant am eus da diski iverzoneg. — Mat, emean ; iverzoneg a gomzet ? — Ne ran ket. — Marvat oc’h Iverzoniad ? — N’on ket. — N’oc’h ket Sôz ive, geo ? — N’on ket — Parlez-vous français ? — Oui. — Est-ce que vous êtes Breton ? — Oui. — Ah ! J’ai eté trois ans dans le Finistère à Concarneau. J’ai un nom bien breton : Kilen (an hano-ze ave skrivet Keelan dre aman)…

Sell, sell… ’Meuz aon eman ar vougen o tiredek warnomp. N’on ket re souezet. An delo-man e ve eur vougen denv bep beure hag a ve debret gant an heol ’benn eun heur goude kreiste. A wejo, herve klevet, e ve ken tenv ken n’hell ket an nen gwelet e dreid.

Eur gir c’hoaz diwarbenn ar Zôzon. Gwall bôtred int pa ve meneg da c’hoari foot-ball[26]. Met pa gomzer eus labourat pe studian… n’eus den. Aman n’ê ket disket an dud, pe, da vihanan, mar zo tud disket ha disket kaer, èc’h ê dizisk ar bobl. Me a oar jeografi Bro-Zôz gwelloc’h evit kalz a Zôzon. Ha dispar int ive evit al labour, n’eus fors pehini. ’Vit lac’han o amzer, koulz laret, e seblantont labourat. Ar vekanisianed a labour gant o dilhad kaer, betek gant o « faux-col », hag o manchettezo. hep dilezel o forpan. Hag ordinal war o nanv, « à la papa ».

Ar merc’hed ive a zo gwall verc’hed. Emaint oc’h esa kaout gwir da votan ha bean mestr war ar bôtred ; fe, dont a refont a benn eus o zôl. ’N em vêvi a reont gwasoc’h evit ar bôtred ha hopal a reont ive er ruio dirak heur bern tud.

Pa oan en Pariz e sonje d’in ne oa nemet eno e vije gwelet tud o c’henoegal er ruio : met aman e zo kement-all a c’henoeien.

Bean ’zo aman ive sonio-red evel en Pariz : pa ver krog gant eur zon neve, e ve kanet hep paouez… ken e teu unan-all. Ar re a ganer breman a zo ken diot an eil hag eben.

Bean ’zo ive lavario-red ha na lavaront netra, memes tra evel ma klever dre Bariz « t’en as un œil ! », pe reo-all.

Ha me eta a grede e oa pobl Pariz an hini sotan eus ar bed. En em dromplan a rên : dre-oll ec’h ê ar bobl ar memes hini. Met, c’hoaz eur wej, arabat ê barn an oll Zôzon diwar welet Londreziz.

Setu aze vit ar wej-man. Eur wej-all e vo muioc’h a dreo. M’oarvat ne gomprenfet ket penn da benn ar pez a skrivan d’ac’h. Ar pez na gomprenfet ket, goulennet-an digant an otro Eugène Le Clerc, pe diganin. Ma pe ezom ali diwarbenn ar c’hymraeg, lavaret d’in. Grêt ma gwellan gourc’hemenno, mar plij, da re ar « C’hours de breton » pa o gwelfet.

Da c’hortoz ho kwelet ive d’am zro, e choman d’ac’h a wir galon. Breiz da virviken !

Gros.

Setu ma adress neve :

Marcel Gros, c/o Mr. Francis,
28, Lorrinore Square,
Southwark. London S.-E.

Ac’hanta, lennerien ger, petra a lavaret-hu eus ar lizer-ze ? E talv aour, kwita ? evit neb an neus c’hoant da c’houzout eun doare bennak diwarbenn ar Zôzon. N’ê ket ar skiant-levrio an deus roet danve d’hen skrivan : ar skiant prenan eo. Me zo zur e zo kement a stad ennoc’h goude hen bean lennet ha ma zo bet ennon. Dre-ze e kredan n’efet ket d’am dizanzav pa ’m mo laret da Varcel Gros en ho hano hag en em hini : « Trugare, mil gwej trugare evit bean roet ôtre da lakat ho lizer en « Ma Beaj Londrez ». A-hendall, ma fellfe d’eul lenner bennak trugarekât hen e-unan an ôzer, e c’hell skrivan d’ean, pa oar pelec’h eman o chom. Mes laket eun timbr a bemp kwenneg mar kloz e lizer. Mar skriv war eur garten-bost, e vo a-walc’h frankisan evel pa vefe evit Frans.

Kement-se evit ar re o defe c’hoant da gas o « bennoz Doue ! » da Varcel. Setu aman evit n’eus fors piw a lenno e lizer : kemeret skwer diwarnan evit bean dalc’hmat eur gwir Vreizad, laket e boan da studian ar brezoneg hag e blijadur d’hen skrivan.


§ XXX. — DIGEMER MAT EN GAR CHARING-GROSS. — LONDREZ HE DEUS NEBEUD A HOSTELIRIO HAG A VIR AR ZUL.


Me garje bean bet al lizer-ze da lenn ar meurz an 8et a Wengolo epad ma teuen gant an tren eus Folkestone da Londrez. ’N eur bouezan ervat ar pez azo ennan am mije disket diwarbenn ar Zôzon hag ispisial Londreziz, kalz muioc’h evit ne gaven er Bedekr (eul levr ambrouger) a rede warnan ma daoulagad, eun tamm terzien enne.

Gwej ha gwej e savent da deurel eur zell war ar mezo. Mes nebeud a dra a gavent d’o stagan. Koulskoude dre ma tostaer da Londrez ec’h ê muioc’h digompouez ar vro ha dre-ze muioc’h dereat da zellet. Stank ha stank e kaver ive tier eus ar c’hoantan, nejet en brouskoajo glas, hag en o rôk liorzo bleuniet, gant gwenojenno kamm-jil­gamm : ouz ar sort liorzo ec’h ê hanval ar re a doug en Frans an hano a jardin anglais.

Met setu ni krog da welet regenno tier ru, evel ar re hon deus komzet anê : ar re gentan ec’h int eus kêr Londrez. Ha dre mac’h eomp war rôk, e teuont da duaat : kement a chiminalo uhel a dislonk moged du war hed tôl d’ê ! Uzino dre-oll. Skwizan a ra an nen o vale e zaoulagad war ar sort treo.

Arru velkent ar pez a c’hortozomp : ster an Tamez, eur ster ha n’am eus gwelet gwej ebet ledanoc’h eviti, nemet an Treo an Toull-ar-C’houiled, pa ve al lano gant ar mor.

Hag a-boan m’hon deus he zreujet ma tigoueomp en gar Charing-Cross (lennet Tchering), elec’h ma tleomp disken. E-kreiz Londrez eman ar gar-man, e-kichen karter Westminster, an hini kaeran eus ar gêr vras.

N’eus ket a risk e kollfemp hon hent eur wej êt e-mez ar gar. Dalet m’hon deus kemeret troad war ar c’hê, e teu d’hon zaludi otrone, kaset m’oarvat gant renerien ar c’hendalc’h : hen gwelet a rêr dre ar groaz a zo spilhennet ouz eur c’horn eus o forpan en ere d’eur zeiennig hanter wenn ha hanter velen (liwio ar Pab), ha dre ar zeien a vemes liw a ra eun dro d’o brec’h gle. Eun êr ken hegarat o deus ma welomp dioustu ec’h omp breudeur evite.

En o zouez e tôlan ple d’unan hag a zo stad vras ennon ouz e welet, an otro Emile Poullin, eus a Bontreo, eur pôtr yaouank hag a labour en eun ti-bank en Londrez hag a anavean ervat dre m’am eus grêt skol d’ean e kolaj Gwengamp. Meur a wej e tigoueo d’ean bean hon ambrouger, hag ive hon juben (interprète), rak hini bet ac’hanomp n’anave ervat na Londrez nag ar zôzneg. Nebeud a c’hallegerien ’zo en Londrez, nemet en karter Leicester Square (Iennet skouer) e vefe. Ha c’hoaz e tisplij d’imp tremen drezan, dreist oll an noz, dre ma n’ê ket brudet gwall vat : eur vez evidomp, Fransizien, eur vez siouaz hag a renkfomp he lonkan ouspenn eur wej. E stal ebet, nemet en eur stal eus Leicester-Square, n’eo koueet ma daoulagad war dreo hag a dle an den onest trei diwarne. Diabarz an diskoueadeg gall-zôz n’ho peus ket ezom kennebeut da c’houlen diganimp pelec’h hon deus renket tremen buanoc’h ha ’n eur blegan hon fenn : en eur gir, mad a rafe hon c’henvroiz Frans ha, ken koulz hag i, hon c’henvroiz Breiz, dont da skol ar Zôzon evit diski lakat honestiz en o buegez, da vihanan en o buegez a-ziavez.

Pac’h on krog da bronan tud ma bro ’n eur gomz eus an doare ma c’houzer en em delc’hen duhont, ec’h ê koulz d’in peurdiskargan aman ma c’halon ha laret n’em eus ket gwelet eno eun den meo. C’hwi hoc’h-unan na vefet ket souezet gant se, p’am mo roet d’ac’h da c’hôut e zo eno da vihanan dek gwej nebeutoc’h a hostelerio evit en hon farouzio Breiz. Lod anê zoken na werzer ket enne eun daken evaj krenv : ober a rêr anê hostelirio a demperans. Ac’hanta, Bretoned ha Bretonezed, — ya ha Bretonezed, — petra a laret-hu diwar-ze ? Sevel a raje, kwita ? c’hoari gaer ha garm en ho touez, ma teuje ho kouarnamant da deurel e traou en ho pro an darn-vuian eus ar bouchonno. Ha ne vijec’h kouskoude na klanvoc’h na paouroc’h a ze. Goude oll, bezet dinec’h ; re c’houllou ec’h ê godel pôtred Pariz (n’ê ket hini an deputeed, mes hini an dud a dle o fêan) evit ma paouezfent an deio-man d’ober arc’hant diwar goust ho korzailhen.

Keit ec’h omp ec’h omp. Pa hon deus staget da hanvalout doare ar Zôzon ouz hini ar Fransizien, komzomp dioustu eus labour ar zul.

En Londrez, ne labourer tamm ebet d’ar zul : serret ve an oll stalio, nemet eun debti (restaurant) bennak ; an trenio, ar gweturio n’eont ket en dro ’c’han ma ve arru nav heur, ha c’hoaz e ve eun hanter nebeutoc’h anê. Nebeud a dud ive dre ar ruio, hag-en e vervont an deio-all gant a dreme­nerien a zo enne. Diskwizan a rêr epad an de nemet ec’h êr d’an oferen (ar gatoliked) pe d’an ofis (ar brotestanted) wardro nao pe dek heur. Eur gir diwarbenn an ofis protestant. Heuilhet ê, epad an hanv, gant nebeut, gwall nebeut a dud er c’harter bras ha finvus a rêr anean City. Eur protestant an neus laret d’in e ve goullou d’ar mare-ze bep sul, koulz laret, kement templ a zo ennan. Ankouaet a-grenn servij an otro Doue, ec’h êr war ar mêz da dremen ar zul. Kement-se a ziskoe e stag ar brotestanted da skwizan gant o relijion. Ha ze a dlee digoueout ; goullou e evite o ilizo pa ne gredont ket e tisken Jezus en gwirione war an ôter, ha pa ne viront ket anean en eun tabernakl.

Katoliked Bro-Zôz, int, hen kred start : setu perak ec’h int fidel d’o ofiso, ha setu perak en em dalc’hont dirak an tabernakl evel an êle a zo endro d’ean oc’h adori : kement a fe o deus, ma larfe ’n nen e welont Jezus gant daoulagad o c’horv dindan an hosti zakr.

Pebez kentel evidomp, Breiziz ker ! Diskomp digante ive, ha digant o breudeur dianket, mirout penn-da-benn ar zul, de santel an ôtro Doue. Gant Bro Zôz a-bez e ve miret, ha ze na harz ket ar vro-ze da vean marteze ar vro ar binvikan eus ar bed.

Mes setu, war digare komz eus gallegerien Londrez, aret ganin douar Bro-C’hall ha Breiz-Izel, hag aret don, marteze zoken gant eur zouc’h eun tammig lemm. N’in ket pelloc’h, hag aman e lezin ma alar evit kemer gant ma c’hompagnonez ar wetur a dle hon c’has eus ar gar d’an Hotel Tudor (lennet Tioudor).


§ XXXI. — DIGEMER KALONEK EN KÊR LONDREZ HAG EN HOTEL TUDOR. — TRI VREIZAD YAOUANK


Eur bern tud, deut aman kalz anê da zevel o fri, a zeblant souezet o welet kement a zoudanenno ; marteze ne zo c’hoaz digoueet gante gwelet hini ebet. Mes unan anê en em lak da hopal « hip ! hip ! » Ha kenkent an oll da zistagan : « hourrah ! hourrah ! » gant mouezio gouest d’hon spontan. Koulskoude n’ê ket dre zismegans evidomp ec’h eo bet savet an huchadeg-se : « Er c’hontrel, eme an otro Poullin, eur merk eo eus an digemer kalonek a zo c’hoant d’ober d’ac’h. » Gwir a lare, evel m’hon deus hen gwelet aboe, meur a wej.

En Hotel Tudor ive ec’h ê dereat meurbet an oll en hon c’henver. Serviji a rêr d’imp ouz tôl bevans ôzet herve giz Frans, ha n’ê ket herve giz Bro-Zôz. Ar Zôzon a laker d’ê war ar memes plad (unan ledan) an daou, pe an tri, pe ar pevar meuz, o deve da zibri : elec’h bara, avalo douar poac’het en dour, elec’h jistr pe win, te mesket gantan lêz, pe dour.

Bean o deve (ar re binvik, da vihanan) bean o deve o lein da 9 heur, o meren da 1 heur pe 1 heur 1/2 ; o hadveren (te gant gwestel pe baraigo), wardro 5 heur, ha koan etre 8 ha 9 heur. Ni a gemer hon c’hoan da 6 h. 1/2 ; eur goan zec’h avat, mar ne gemeromp, diwar hon c’houst, peadra da evan. D’ar bier ec’h eomp kazi oll : mar gê ker, ec’h ê mat eus ar gwellan : bier grêt en Almani.

Goude koan eur gozeaden a gemer lod enni n’ê ket hepken ar re a oa ouz tôl (seiz gant Emile Poullin), mes ive Marcel Gros, ar Breton yaouank hon deus lennet e lizer etre Folkestone ha Londrez, hag e vignon Andre Bouget. Arru int tost d’ar c’houlz am moa laket d’ê evit dont d’am c’haout en hôtel. Ha koulskoude o deus bet eur pennad mat a hent d’ober ! eul leo, d’an nebeutan, o vean emaint o chom en tu ar c’hreiste d’ar gêr, pell pell en tu all d’an Tamez, ster vras pe gentoc’h gwazien-vor Londrez. « En gwetur ec’h oc’h deut, onn vat », a laris d’ê. — « N’omp ket, eme Marcel : kerzet hon deus, mes na pa hon dije renket dont war hon fenn, e vijemp deut. N’ouzoc’h ket nag a vad a ra d’imp gwelet unan bennak eus Breiz-Izel ha komz gantan en brezoneg. Ha biskoaz ar blijadur-ze n’hon deus tanvaet aboe ma ’n em gavomp aman. » N’am eus ket ezom da laret pebez evurusted ê ma hini ’n eur glevet komz evelse.

Sklêr e welan, dre ar garante virvidik a doug ar bôtred-man d’o mamm-vro, ec’h ê chomet yac’h en o c’hreiz o c’halon a driwac’h vla. An hano a Vreiz-Izel a zinifi evite bep sort mad : onestiz, relijion, peuc’h ha liberte, hag ar sort mado ê ar re a fell d’ê magan o c’halon gante. Ya, ar furnez a zikour eur Breizad divroet da gaout sonj eus e vro, hag ar sonj eus Breiz a zikour anean da chom fur.

« Gwir Vreton da virviken ! » ha « fur da virviken ! » daou lavar ha na welan me etreze kemm ebet.

N’ê ket, a dra-zur, ma c’henveajourien a zislaro ac’hanon war ze pa zonjfont en tri vreton yaouank hon deus kozeet gante an nozvez kentan hon deus tremenet en Londrez : ’pez a ziskoejont bean a ra ar brasan enor da Vreiz-Izel ha da iliz o badeiant. Penôs neuze tremen hep o zrugarekât ? Emile, hen, a oa gopraet, evel ambrouger noz hag amezeg, da goanian ganimp bemnoz. Tredreziz, dre ne oant ket evit en em gaout en hon hôtel ’benn c’hwec’h heur, a bedis da zont ouz hon zôl ar zadorn d’an noz : an de-se en Bro-Zôz e paouezer da labourat e pep bureo hag en pep uzin, adaleg eun heur pe diou eus an abarde. Eur gentel c’hoaz evidomp ! Pelec’h eman en hon bro, an dieien a lôsk o devejerien d’ar sort koulz ha hep krennan o fê evit se, dre m’o deus c’hoant da rei amzer d’ê pe da brenan pez o deus ezom evit ar zun a deu, pe d’ober eur labour bennak er gêr, pe d’en em lakat en hent evit mont war ar mêz, hep kât da veaji d’ar zul ? Ya, pelec’h emaint en Breiz ? N’int ket stank, sur mat. En Bro-Zôz ec’h int oll evelse, ha ret d’ê bean : anez se kontravansion evite.

Setu perak e roas an daou Dredreziad d’in o gir, hep marc’hata, evit ar zadorn d’an noz. « Nozvez vat d’ac’h ! » — « Ha d’ac’h ive ! » Hag int e mêz : n’ê ket en devalijen avat ! N’eus ket en Pariz eur ru hag a vefe slerijennet kaeroc’h, en noz, ’vit Oxford-Street (lennet Strit), ar ru eman enni hon hôtel.

Et gante ive hon mignon Emile ; disanav e oa hen evite beteken, hag i evitan. Mes ar greden am eus ne vo ket kont gante ken evelse : ar wej kentan ec’h ê d’ê hirie d’en em welet, mes n’ê ket ar wej diwean ha gwell a ze.

Ni ac’h a da gousket dioustu, rak arc’hoaz e vo ret diblouzan abret : ’benn c’hwec’h heur hon devo d’en em gavout er gatedral evit ofernian, hag eun hanter leo d’ober.


§ XXXII. — DRE ZINDAN AN DOUAR TREZEK AR GATEDRAL : HE DIABARZ


Beure mat, d’ar merc’her, e kemeromp bilhejo evit mont en tube (lennet tioub), hag en em vodomp en eur gaoued houarn : kenkent, hep kaout da finval, e tiskennomp eün d’an traou, evel en eur punz a dregont troatad (ar Zôzon ive a gont dre droatad, elec’h kontan dre vetr, dre m’eo fê gante kemer hon sistem metrik, a zo koulskoude kalz gwelloc’h). Pan ê pozet ar mekanig, e tibrenner ar nor warnomp ha setu ni e-kenver kê eun hent houarn, a zo ’us d’ean eur volz ront : en eur gir, bean ec’h omp aman dindan an douar evel eur go en e rouden. Sklerijen avat hon deus, da dallan hon daoulagad, ha kerzet a refomp bremazouden evel an avel gant eun drouz iskis pa vefomp êt en hon bagon. Taken voged ebet, ’blamour ma kerz an tren dre nerz an elektrisite. Koulskoude an êr n’ê ket mat d’alani : c’hwez ar c’hloz ganti, ken ma zo. Setu petra ec’h ê tube Londreziz, memes tra, pe wardro, ha metro ar Barizianed.

Ha brernan war rôk, ha buhan, buhan ! Mes ’benn eur pennadig e renkomp chanj a dren : disken, sevel, dre vinso pe dre vanello, epad pemp munut, setu ar labour a c’houlomp digant hon diouhar paour. En Pariz ne ve gwej ebet gwelet kement-all. Setu ni digoueet, ’benn ar fin, ha hep bean kollet hon hent, gant eur gar-all, hag eun tren dioustu o sevel ac’hanomp ac’hane hag o kas ac’hanomp tost da iliz-veur Westminster.

Prestik goude ec’h omp enni. Dre ma tle ar veleien en em lakat daou ha daou evit respont an oferen an eil d’egile, en em lodennomp en daou rum, ar pevar yaouankan ac’hanomp. An otro person, hen, a gemer gantan an otro Neumager, a oar, ken reiz ha kloareg, serviji an oferen hag a zell kement-se evel eun enor eus ar brasan.

’Benn seiz heur hanter ec’h omp pare. Eur zell neuze war diabarz an iliz : evel mac’h ouzomp dija, uhel ha ledan meurbet ec’h ê. Kaer ê ive, mes dreist-oll kaer e vo : ar pez anei a zo achu da gempen hen diskoue. Ar c’heur bras, ar gador-brezeg ha diou chapel, hini ar Zakramant ha hini ar Werc’hez, a weler endro d’ê mozaikenno, da laret e tôlenno grêt gant meinigo a bep sort liou hag int luc’h evel marbr : an tôlenno liwet war lien na zereont ket kement ouz temps-amzer ar vro-man a ve mouest kazi dalc’hmat.

Peurc’hrêt ganimp hon zro, ec’h eomp da gemer eun omnibus (gwetur dre gezeg pe dre betrol), hag hon c’has betek hon hôtel.


§ XXXIII. — EUN DRO DRE LONDREZ. — AR PEZIO-MONEI. — TI KÊR. — ILIZ SANT POL


Lein breman, ha ne chomomp ket da louedi ouz tôl. Arru ’zo ouz toull-nor diou wetur vras hag a deu a-beurz ar Gouraterez (agence) Lubin da gerc’hat he beajourien evit o bale dre gêr. O vean mac’h omp eus he zud, e pignomp da nao heur en unan eus he gweturio : eun ambrouger a zo ganimp, d’imp da c’houlen digantan displegan d’imp en galleg ar pez a garfomp.

Rei a refomp d’ean hon devez a-bez, penegwir ne digor kendalc’h ar Zakramant binniget (meulet ra vo !) nemet da 8 h 1/2 emberr d’an noz. Ret mat ê d’imp, pan omp deut eus a gen pell bro, implian gant freuz hon amzer. En Bro-Zoz, e vefe pec’hed hen dismantr, abalamour aman e red dre-oll ar c’hrenn-lavar-man: Time (lennet taïm) is money, da laret ê « an amzer a zo monei » Fe, pan on gant monei ar Zôzon, ec’h ê koulz d’in laret n’eont ket dre degvet, evel mac’h a, aboe 1872, kazi oll boblo ar bed, evit rei talvoudegez d’o fezio aour, arc’hant ha kouevr : o fenny a dalv daou eus hon gwenneien ; o shilling, 12 penny (pe gentoc’h pence) ; o lur, 20 shilling. ’N eur skrivan zoken, mar o deus c’hoant da grennan hano ar pez, ne viront ket dalc’hmat al lizeren gentan : elec’h skrivan 3 p. (3 pence) e lakfont 3 d. (da laret ê 3 diner). Kement-man evit rei da c’hôut eman en risk an neb a zo neve-arru en Londrez d’en em luian en e goncho. Ha ken diês pe diêsoc’h en em denn an nen pa ve da vanial pouezio pe muzulio : n’ê ket reizet o ment diwar ar reoladur metrel (système métrique).

— « Ha gouel bras ar Zakramant, a glevan ma lenner o laret d’in, pegouls eta e komzfet anean ? ». Gortozet eun nebeudig hag e vo torret e c’hoant. Gallout a ra kridi ne daleïn ket da gontan d’ean penn-da-benn ar pez a digoueo ganin hirie epad ma baleaden dre Londrez. Aon am eus e vefe bet en Pariz, hag an nefe dre ze gwelet treo kaeroc’h evit ar re a weler aman.

’Vit ar merc’her bepret, goude bean grêt kalz a droio epad an de, n’em eus gwelet netra hag e vefe kaer dispar pe neve evit ar Fransizien. Ti-kêr koulskoude a larin eur gir anean. Mein pe goad kizellet fin a zo en e ziabarz hag en e ziavêz. Mes tôlet am eus ple dreist-oll da dri c’hir latin a zo skrivet ’us d’an nor-dal : « Domine dirige nos » da laret ê « Otro, hon reizet ». Eur beden d’an Otro Doue, eur beden grêt gant kuzulierien kêr evit kaout en o divizo sklerijen eus krec’h. Ha ’n eur lenn ar girienno-ze, e tro ma spered dioustu etrezek an tier m’en em vod enne kuzulierien Frans, daoust diwarbenn petra o deus da ziviz, diwar-benn aferio ar vro a-bez, evel ar senedourien hag ar gannaded, pe diwar-benn eun departamant, pe diwar-benn eur gommun bennak : an darn-vuian eus ar re-man, siouaz ! n’int ket hepken dibater : brezel a glaskont ober d’an Otro Doue, na pa renkfent evit-se lakat dindan o zreid mad o c’henvroïz.

Arok ar Guildhall (an hano-ze a doug ti-kêr Londrez), hon doa gwelet katedral sant-Paul, a zo d’ar brotestanted. Bras ê ha kaer a-walc’h : mes n’ê ket an diabarz anei ’vit sevel ar spered etrezek Doue : netra evit he c’hempen nemet mein-be marbr, laket eno evit digas sonj eus a dud o deus bet enoret Bro-Zôz.


§ XXXIV. — PONT AN TOUR. — AR PORZ-MOR


A-dal da dour koz Londrez, war ster an Tamez, e zo eur pont hag an neus kalz a neu gant e daou bilier. E pign etreze, daou bont plat, (n’int ket kromm evet hini Lezardre), unan dek metr, egile 42 metr ’us d’an dour pa ve gourlano. An hini kentan a zigor da lezel al listri da dremen, ha neuze e tle an dremenerien war droad sevel betek egile pe gant eur zaverez pe dre eur vinz : ar c’hiri a fell d’ê gortoz ken ma vo êt ar pont-traou en e lec’h. Mes nebeud amzer : eur pemp munut bennak. N’am eus ket laret c’hoaz pegen kaer ê ar pez-labour-man. Ma vijen eur Sôz e larjen d’ac’h hepken : « Koustet an eus ar pont 1.600.000 lur sôz ». Aman, seul-vui ma koust ker eun dra, seul gaeroc’h eo. A drugare Doue, n’ê ket kont evelse en hon bro. Bepred e kavan kaer Pont-an-Tour : e daou bilier a zo daou dour dantelezet. Tôlet ple d’ean, c’hwi hoc’h-unan, mignon lenner, pa welet anean, marellet war baper, en gario Breiz-lzel, hag e vefet a du ganin. An daou bikol pôtr a zo en o zav e-harz unan eus piliero ar pont, gante pep a dok mezer du, a zo daou boliser.

Fe, ezom a zo a bolis war ar pont hag er ruio a sko warnan, evit lakat ar c’hiri da dremen pep-hini d’e dro : kement a zo anê ma larfe an nen eur vodaden verien, loenedigo enni o vont hag o tont dre viliero, pep a zamm gante ha pres warne. Kezeg eo a gas en dro an darn vuian eus ar c’hiri. Ha koulskoude netra, ma zellet ouz an hent, n’hen rofe d’ac’h da c’hoût. A-boan eo d’ar figez glas bean koueet, mac’h int dioustu dastumet gant eur balig ha klenket en eur baner. Kement a blij an netoni d’ar Zôzon ma n’int ket evit lezel tammo paper da began ouz ar pave : pêan a reont tud evit o zapout gant pikejo koad, d’ê bego houarn moan ha lemm. Eun dra ha n’am eus gwej ebet gwelet e lec’h-all.

Eun dra souezus c’hoaz eo en niver spontus a listri konverz, a zo en daou du d’ar pont ha dreist-oll war hon dorn kle, da laret ê en tu dinaou eus ar ster. Homan avat n’eo ket dour dous hepken a red enni : diou wej bemde e sav ar mor drezi betek Londrez, evel ma sav betek Pontreo, Ar Roc’h ha Lanuon dre sterio disteroc’h. Ya, breman hen kredan hep poan, dleout a ra porz-mor Londrez bean ar brasan eus porzio konvers ar bed-oll.


§ XXXV. — EN KARTER AN UZINO. — WAR GÊ VICTORIA. — AR VOTEREZED


Treuzet ganimp Pont-an-Tour, en em gavomp en eur c’harter eus Londrez hag a zo dizanav evidomp : en tu-all d’an Tamez eman, en tu ar c’hreiste. Ouspenn daou vilion a dud an neus hag ouspenn daou vil chiminal uzino, du du an tier gant ar moged glaou-douar a goue warne noz-de. Netra a vrao na gavomp war hon hent nemet eun iliz goz hag an neus dispignet ar gouarnamant, eme hon ambrouger, e tu-hont da gant mil lur evit he neveaat : sonjet eta pegen kaer e tle bean evit ar Zôzon !

Mes ne diskennomp ket eus hon c’har evit mont d’he gwelet. O klask had-tapout kêr an hanter-noz ec’h omp, ha ni da dreuzi adarre an Tamez.

Setu ni, ar wej-man, war bali Victoria. Nebeud nebeud a valio a dle bean aman, rak, evidomp da vean bet baleet epad taer heur, n’hon deus c’hoaz gwelet hini ebet. Homan a larer ec’h ê ar vravan : ha c’hoaz n’he deus nemet eur regennad we. An hano a gê a dlefe an nen kentoc’h rei d’ezi dre ma heuilh penn-da-benn an Tamez epad tri c’hart lê. Ha mar gê hir, ec’h ê ledan ive hep bean koulskoude barek da c’hoari gant balio Paris. Londreziz n’o deus koulz laret nemeti ha warni e tleont diredek pa fell d’ê dispakan eur meeting (laret : miting) bennak, da laret ê eur gerzadeg a ra, pevar ha pevar, miliero pôtred, c’hoant d’ê da damall eun dra bennak d’ar gouarnamant, ha da gaout o mennad ’n eur ziskouel ec’h int krenv ha ’n eur ober aon d’ean. Ha setu ar merc’hed, a neve so, krog d’ober evel ar bôtred. Diwean meeting a zo bet, e oa hini ar voterezed, merc’hed o deus laket en o fenn kaout ôtre da votan evel ar bôtred. E kerz hanv 1908 ec’h eas enne ar sort frouden hag aboe emaint o c’hortoz ma vo laret ya d’eze. Mar o deus pasianted, ec’h ê mat se evite. Demp ni war rôk bepret.


§ XXXVI. — TI AR PARLAMANT


’N eur vont penn-da-benn, gant kê Victoria, ec’h arujomp ouz an daou bez lojeiz kaeran a zo en Londrez : ti ar Parlamant hag iliz abati Westminster. Ne weljomp ket an diabarz anê ar merc’her d’ar beure dre ma vanke d’imp amzer evit-se ; koulz meren a oa digoueet evidomp.

Koulskoude, evit distagan da vat diouz ’pez na zell ket ouz gouelio ar Zakramant, e fell d’in lâret breman, ’n eun daou pe dri c’hir, petra a dalv an ti hag an iliz se.

Ti ar Parlamant a zo eur palez bras iskis (6 devez arat douar dindanan), grêt gant mein kizellet eus ar finan : mes hast am eus da laret ec’h ê kalz gwakoc’h ar mein-ze evit mein-menerez Gwenezan pe re Enez Veur, ha dre-ze êzetoc’h da labourat. Padout ’vat refont ket pell : n’eus ket en tu-hont da dri-ugent vla aboe m’eo savet ar palez, ha setu ec’h ê krog dija ar mein a zo en diavêz d’en em dibri ha da gouean en poultr.

En diabarz a vat e chom pep tra en e blomm ha pep tra a zo kaer dispar, koulz pez en em gav en kambr al Lorded (hini an noblans) ha pez en em gav en kambr ar C’homuno (hini ar vourc’hizien). Mont a rêr eus an eil d’eben hep mont e mêz, elec’h en Pariz e zo eur pennad mat a hent etre kambr ar Senedourien ha hini an Deputeed.

Ne laran ket evit-se en em glevfe gwelloc’h an daou rum kannaded en Parlamant Londrez evit ne reont en hini Pariz.

Ne reont ket, ha gwell a ze, en eun doare. Pa digoue da bôtred ar C’homuno botan eul lezen bennak hag a zeblant eun nebeudig diboell, al Lorded a zispenn o labour, pe gentoc’h e lezont anean en perch hep rei d’ean o mouez. En Frans siouaz ! e tigoue gant diou Gambr ar Gannaded evel gant daou gar hag a gerzfe dalc’hmat an eil en roudenno egile ; êt an hini kentan en eur grenegel, an eil na c’houito ket da vont war e lerc’h. Nag a lezen a zo bet botet a neve-zo gant hon deputeed enep da vad hon bro (enep d’o hini, ne laran ket !) hag a dleje hon senedourien bean harzet ’nê da dremen ! En gwirione, re eo en em glev an daou rum eus hon Farlamant, penegwir ne ve alies nag an eil nag egile a-du gant ar vad.

En Bro-Zôz n’ê ket kont evel-se. Al lezen vat a zo bet grêt breman ’zo pemp pe c’hwec’h vla evit ar skolio, a glask breman kannaded ar C’homuno he dispenn ; mes eur skoilh a gavont war o hent, bolante al Lorded, ha setu ’nê sac’het.


§ XXXVII. — ILIZ ABATI WESMINSTER


E-kichen Ti ar Parlamant e weler eur pez lojeiz hag a zo c’hoaz kaeroc’h evitan : iliz abati Westminster. Dornet mat e oa, a dra zur, ar re he savas hag eun ijin eus an dibab a oa en o fenn, pan o deus gellet ober eun dra ken kaer. Ne gav ket d’in e vefe neblec’h mein kizellet ken fin hag ar re a weler aman en diou pe daer chapel. An hini gaeran, evidon-me bepret, eo hini Herri VII. Birviken n’ankouain begelio ar volz, a zisken eus pep-hini anê, e-giz eur c’hropad, eur bern bleunio ha skeudenno mein. Monumant Herri VII a zo ar muian en gwel. Mes, en e gichen, e zo unan hag a stag muioc’h outan ar spered, hini Mari Stuart, bet rouanez Bro-Skos hag ive rouanez Frans. He mab Jakez Ian, roue Bro-Zôz, a reas digas aman he relego ar bla 1612. Gwelet hon deus e oa bet dibennet ar bla 1586 gant he c’hinitervez jentil Elizabet, rouanez Bro-Zôz.

’N eur zellet endro d’in er chapel-man, e teulis ple d’eur c’hustod hag a oa goullou e-touez meur a re-all o devoa c’hoaz pep hini eur zant men. Ha me da c’houlen digant hon ambrouger petra a oa kiriek da ze. Goude m’an nevoa komzet ouz an diskoeer, e lavaras d’in : « Fe, emean, bean a oa sent ha sentezed ha na blijent ket kaer d’ar roue Herri VII. » Pere, c’hwistim ?

Pac’h anaveer pab kentan ar brotestanted evel ma reomp, e c’heller respont didro : ar gwerc’hezed, emichans. Ar c’hustod-man e dlee bean enni skeuden ar Werc’hez Vari, dre ma ’n em gav a-us d’ar re-all.

Chapel Herri VII a ra evel eul lost d’an iliz war du ar zav-heol. Etrezi hag an ôter-vras e zo eun all ha nan eo ket ken kaer ; koulskoude e tiskoeer anei dalc’hmat d’an diavezidi : hini sant Edouard ar C’hovezour, bet roue Bro-Zôz eun nebeudig arôk digoue an Normaned. Aman eman e ve : eun arched koad grêt ouspenn 600 vla so. Gwejall e oa kaer ken e oa : mes bet ê lemet diwarnan a dammigo gant kontel an dud devot al loden vrasan eus ar gwisk aour a oa endro d’ean. A-dal d’ean eman ar gador ac’h aze warni aboe 600 vla so rouane ha rouanezed Brô-Zoz an de ma vent kurunet : ar roue a hirie, Edouard VII an neus azeet warni er bla 1902. Dister a-walc’h ec’h ê : mes de ar gurunidigez e ve goloet gant eur steuen aour, ha digaset e-kreiz ar c’heur. Dindani en em gav eur men, hanvet men Skone, hag a lerer a oa dindan penn sant Koulm (Kolomba), en manati bras Iona, pa oa en pred ar maro. Edouard Ian hen digasas da Londrez hag hen lakas er gador-man, c’hoant gantan da ziskoe evel-se e oa Bro-Skos dindan dorn rouane Bro-Zôz.

An iliz mac’h omp, enni a zo koz-koz, penegwir eman ’n he sav aboe fin an drizekvet kantved. Nan eus nemet eul loden aneï, chapel Herri VII, hag e vefe yaouankoc’h. Homan a zo bet staget ouz an iliz e-kerz ar 15et kantved. Evel ma weler, he deus c’hoaz re a oad evit ma c’hellfe ar brotestanted laret ec’h ê o labour : hanter kant vla nebeutoc’h e tleje kât evit se.

Diframmet e oa bet emichans digant ar gatoliked pa deuas ar Refurm : Herri VIII a argasas er bla 1540 ar Veneadiz a oa karget d’he dizerviji. O mouster en em gave, d’ar mare-ze, en tu kuz-heol (west) eus kêr : ac’hane e hano a Westminster, hano hag a ve roet ive d’an iliz.

Aboe ar bla 1904 e zo c’hoaz en Londtez eun iliz-all d’ei ar memes hano ; ober a rêr anei katedral Westminster, mes katolik eo. Hec’h aneveout a reomp ha bet omp enni. Hi eo iliz an arc’heskob ha hanvet eo dre-ze an otro Bourne arc’heskob Westminster. E hano a diskoe a-walc’h e tleje c’hoaz hirie iliz gaer an abati bean e dra, tra ar Gatoliked roman evel ma oa gwej-all.

Nag he deus chanjet aboe an amzer-ze ! En he diabarz, nan eus, koulz laret, evit he c’hempen, nemet mein be e leiz (ouspenn daou c’hant), harpet tro-zro ouz ar mogerio, ha disneu meurbet ar peurvuian anê. Ar c’heur bras hag an ôter a zo noaz pilh. Poan a ra d’ar galon santout pegen goullou eo an iliz paour a boe m’he deus kollet Doue he zabernakl : evel eun intanvez a vefe en kanv eus eur pried karet, ar pried a lake ennan he lorc’h hag hec’h enor.

Ac’hanta, ’n eur vont ha dont dre an iliz-man, n’on ket c’hoaz ken glac’haret ha pa welis, breman ’zo dek vla, er blâ 1899, iliz-veur Salisbury. En homan (unan eus ar re gaeran eus Bro-Zôz ec’h ê) e oa bet interet eskibien etre ar piliero ha laket war o c’horv mein be kizellet, enne o fortred. Hag e zo digoueet petra gante ?

Chomet ê ar mein eno : mes kement poltred a oa a zo bet drailhet a dôlio morzol, lemet digante da vihanan o daouarn, o diskouarn hag o fri. Skeudenno mein ar zent (ar re anê n’hallent ket bean laket er-mêz) n’int ket bet espernet ken nebeut. Red ê d’ar brotestanted bean bet dallet gant ar gonnar evit bean grêt eun dismantr ken euzus. Ken gwas all, siouaz ! a zo bet gret alies en Frans e kerz an dispac’h vras gant enebourien an iliz. Mes n’eus fors pelec’h e welan ar sort labour, e lamm ma c’halon em c’hreiz gant a droug ac’h a ennon ouz ar re o deus han grêt hag am me c’hoant da ouelan.

En iliz goz Westminster ne welan ket peadra da gargan ma c’halon kement-se, mes plegan a ran dindan eur zamm a dristidigez o sonjal petra ec’h ê bet ha petra ec’h ê breman. Ma plijo gant Doue mont da chom enni adarre, evit m’he devo, evel gwejall, peadra da laouenaat ha da domma ar c’halono !

’N eur vont e-mêz anezi e ran eur zell war eun iliz izel a zo en he c’hichen. An hano a Zantez-Marc’harit a doug ha serviji a ra da iliz-parouz d’eur rummad protestanted. Eno e vo eurejet disadorn an ôtro Churchill, unan eus ministred ar roue, hag eno, en enor d’ean, e klevfomp o tintan, epad an abarde, eur bern kleier skanv hag a ra eun drouz hanval ouz hini eun ogro.


§ XXXVIII. — ELEC’H MA REDAS GWAD EUR ROUE. — EUR PILIER AREM ET D’E OBER KANONIO FRANS. — HYDE-PARK. — BRITISH MUSEUM.


Ha breman, pelec’h mont, nemet d’hon hôtel evit mernian ? Bean ’c’h ê kreiste, mar n’ê ket ouspenn. ’N eur vont di, e hedomp ru White-Hall (lennet ouaït-hôl) unan eus ar re gaeran a zo en Londrez. War an dorn deo, ar palez a ro d’ei an hano-ze : eno e oe dibennet ar roue Charlez Ian er bla 1640, evel m’eo bet dibennet Louiz XVI en Pariz er bla 1793. Eur vez evit an diou gêr, penegwir ne oa netra da damall d’an daou brins nemet e oant re vat.

War an dorn kle, ti mestr bras an arme. Ne gomzjen ket anean, ma n’am mije ket gwelet daou zoudard o tiwall toull an nor, n’ê ket war droad evel ma rêr en Frans, mes war varc’h, ha pep-hini anê dindan eul lochig savet a ratoz evit hen disc’hlavian. Gwir ê o deus eur gwiskamant eus ar bravan, eur gwiskamant hanval ouz an hini a douge gwejall en hon bro ar zoudarded war varc’h. En Bro-Zôz e talc’her stard d’ar gizio koz, pa n’int ket eur sparl evit an arokaat. Ha mat a reont. Mar karjemp ni ive en Breiz ober kemend-all, ne vije nemet gwell stad hon bro : muioc’h a garante hon dije eviti, dre ma vije kaeroc’h evit ar broio-all, ha muioc’h c’hoaz a dud diavêz a deuje d’he gwelet ha da diskargan arc’hant en godello hon c’henvroiz.

’N eur sonjal kement-se e tostaomp d’an hotel Tudor. Treuzi a reomp Trafalgar-Square (laret skwer), kaeran leur-gêr a zo en Londrez. Mes pegen dister e kenver leuveen ar C’honkord en Pariz ! Ha c’hoaz e ra poan da galon eur Fransez he gwelet, abalamour ma zo en he c’hreiz eur pilier moan hag uhel, warnan poltred arem an amiral Nelson. Heman eo a zistrujas, er bla 1805, listri an Napoleon koz a-dal da gêr Trafalgar hag a harzas anean dre ze da zisken en Bro-Zôz gant an arme a dalc’he prest evit se en e gamp a Voulogn. Endro d’ar jijen e zo tôlenno arem, êt d’ober ’nê ar c’hanonio bet kemeret diwar hon listri en Trafalgar : merket ê warne zoken penn da benn doare an emgann. Dindan an hini diwean e lenner ar c’homzo-man : « Eman en gortoz Bro-Zôz ma rey pep den e zever. »

Nelson a reas e hini, penegwir an trec’h a goustas d’ean e vue. Eur gentel c’hoaz evidomp. Mes, a drugare Doue, n’hon deus ket ezom anei evit gôut petra hon deus d’ober en Bro-Frans. Stank ec’h ê bet a-viskoaz, ha c’hoaz ec’h ê stank hirie, ar re eus he bugale o deus skuilhet pe a zo prest da skuilh o gwad evit he serviji.

Eus al leuveen-man d’hon hosteliri n’eus ket eur c’hart leo, ha ’benn kreiste hanter ec’h omp ouz tôl.

Da div heur e savomp adarre en hon gweturio, evit gwelet eul loden-all eus kêr. Fe, an treo a welomp ’vit an inderv na dalv ket ar boan, koulz laret, komz anê. Ne laran ket n’ê ket kaer Hyde-Park (laret haid), eun dachen douar bras spontus, hanter brad ha hanter liorz. Kaer eo ive ar monumant savet breman ’zo ugent vla en enor d’ar prins Albert gant e intanvez ar rouanez Victoria ; ha pinvik-bras ar British Museum (laret miouzioum), eur mirdi hag a zo ennan treo koz eus an talvoudusan : mes en Pariz hag er Vatikan e weler kemend-all pe gaeroc’h.

Diwar e benn eta ne vo kavet netra aman. Ha setu dizammet ma fluen eus al labour dizakr he devoa d’ober, arôk krigi da vat gant kendalc’h ar Zakramant (meulet ra vo !)


————


EIL LODEN


————


Epad ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — DIGEMER GRÊT DA GANNADOUR AR PAB EN LONDREZ


Dec’h d’an noz (hirie ec’h omp er merc’her), d’ar c’houlz ma tiskennemp, ni, Bretoned, en Folkestone, e tiskenne en Dover, eus lestr Ostende, an otro Visant Vannuteili, kannadour an Tad Santel ar Pab, dibabet gantan etouez kardinaled ar Vatikan ha roet d’ean karg da delc’hen e blas. N’ê ket hep poan e tapas e dren, gant ar bobl a dud a felle d’ê hen saludi. Gwasoc’h c’hoaz pan arruas en gar Charing-Cross, pe gentoc’h ’n eur vont e-mêz eus ar gar. Rak ne oa bet lezêt gant ar polis nemet arc’heskob Westminster, an eskibien, ar veleien hag eun nebeud a liked, da vont en diabarz. Krog e oa an ôtro Bourne da henvel hini-ha-hini e dud d’ar c’hannadour, pa zavas eun huchadeg spontus en enor d’ean. Ha heman da drugarekât ar bobl. Laret a ra a vouez uhel, ’n eur gomz en italianeg (gôut a ra ar galleg, mes ne oar ket a zôzneg) : « Evit ar wej kentan, emean, aboe tri c’hant vla so, e weler eur c’hannadour o tont aman a-beurz an Tad Santel. Me eo an neus bet teurveet kargan eus eur gevridi ken enorus ha ken ponner. Ma ! stad vras a zo ennon o vean deut da Londrez. Trugare d’ac’h d’am bean digemeret gant kement a galon : laret a rin d’an Tad Santel penôs ec’h on bet digemeret ganac’h ha pegen frank am eus kavet digor ho kalono. Ar greden am eus e talveo ar C’hendalc’h Eukaristik d’ar Zôzon da garout muioc’h an Otro Doue. »

Hag e mez ar gar, ha ’trezek an arc’heskopti, a-dreuz da ruio a glever enne tud a bep sort bro, a bep sort relijion o huchal war eun dro : « Hip ! hip ! hourrah ! Eminans ! Eminans ! Ra viro Doue ar Pab ! »


§ II. — DIGEMER GRÊT D’AR C’HANNADOUR ER GATEDRAL. — DIGOR AR C’HENDALC’H


An de warlerc’h d’an noz, da eiz heur just, e tigor ar C’hendalc’h. ’Benn neuze, achuet ganimp hon baleaden dre Londrez ha debret hon c’hoan, hon deus kemeret hon flaso e-barz ar gatedral. N’int ket avat plaso eus ar re wellan, ha c’hoaz ec’h ê ret d’imp chom en hon zav : kement a dud a zo kouchet dre-oll, e traou hag e krec’h, er c’hreiz hag er c’hosteo ! N’eus fors : bean hon deus daoulagad ha diouskouarn, ha dre-ze hon devo hon lod eus ar pardon. Ya, eur gwir bardon, ma roer an hano-ze d’al lido kaeran a ve grêt en eun iliz epad ar bla.

Setu e tisken eus ar c’heur bras, ’n vont trezek an nor dal, eur regennad kardinaled (6 anê), eskibien (60 anê), abaded (15 anê) ha vikeled vras (50 anê) : penn arôk an otro Bourne, arc’heskob Westminster. Emaint o vont da benn hent d’an ôtro Vannutelli, kannadour ar Pab. Kenkent e klevomp en diavêz evel kri-fors ha, ’us da vouezio an dud, mouez skiltr kleronio o tispakan ar zoniri a rêr anei « aux champs ! » Eur zoniri a enor eo homan, ha dre-ze, mar hoper gant kement a nerz, ec’h eo ive evit enori unan bennak. Setu ar pez a zonjemp ha ze a oa gwir, Ar c’hardinal kannadour a oa neuze o tisken eus e wetur, an dud evit hen saludi a loske « hip ! hip! hourrah ! » ha muzikerien eur « boys’ brigade » (lennet briged) a c’hwee en o zrompilho. Ar gir boys a zinifi pôtred yaouank flamm ha dre-ze ar vrigaden-man nan eus enni na kanonierien nag archerien. Eur boys brigade a zo memes tra evel eur patronaj pôtred yaouank, nemet ec’h ê startoc’h an ere etre ar re a zo enni, ha ma tougont, p’o deus d’en em ziskoe war eun dro dre ar ruio, eur gwiskamant soudard : ’vel soudarded ive e kerzont hag ec’h int komandet, ha bean o deve a-wejo eur muzik memes tra evel eur rejimant.

Setu perak hon deus klevet eur zoniri a enor bremazonn pa digouee an ôtro Vannutelli ouz dor-dal an iliz.

Mes breman eo en diabarz e son an treo. Dalek m’eo bet roet an dour binniget d’ar c’hannadour, e sav mouez ar ganerien ha hini an ogro, hag e teu tud ar prozision war o c’hiz, Na pebez dudi eo o gwelet, dreist-oll ar gardinaled ! Ar re-man o deus war o chouk o c’happa magna, da laret eo eur vantel zei ru-tan, mes eur vantel ken hir ma renk eur c’hloareg kregi en he lost evit sikour he dougen. Ar c’hannadour a deu an diwean hag hen dindan eun dê. Binnigan a ra ’n eur dremen, ha, dre mac’h a war rôk, e pleg ar penno an daou du d’ean, betek penno an duk a Norfolk, an amiral Walterkerr, lord Ripon, eur ministr bet gwejall eil roue an Indrez, ar c’holonel Edmund Talbot, hag all. Kement a vad a ra ze d’ar galon ma sav an dour d’an daoulagad.

Pa ver arru ouz an ôter vras ec’h a an ôtro ar c’hannadour d’azean war an tron a zo bet savet evitan en tu kle d’ar c’heur, hag ar gardinaled-all war eun tron hir a-dal d’ean, epad ma en em denn an eskibien en daou du evit kemer kadorio. Dre-oll ’us d’ê goloio elektrik a skuilh warne eur sklerijen kazi ken skedus ha hini an heol ; war an douar ne gredan ket e c’hellfed gwelet kaeroc’h tra.


§ III. — LIZER AR PAB PI X D’AR GENDALC’HERIEN


Neuze e sav sekretour ar c’hannadour er gador-brezeg hag e lenn al lizer an neus skrivet ar Pab Pi X evit rei ôtre d’an otro Vannutelli da zelc’hen e blas e gouelio Londrez. Eul lizer latin ec’h ê ha dre-ze e c’hellan heuilh al lenner ha gouzout e fell dreist-oll d’an Tad Santel trugarekât kement-hini an neus roet dorn evit danzen ar c’hendalc’h : an otro Doue da gentan ; en e c’houde pobl Bro-Zôz hag ar re a ren anean ’n eul lezel gantan ar gwir frankiz, ha dreist-oll ar Zozôn gatotik, o eskibien hag o arc’heskob.

« Nag a stad a lakont ennon, emean, ’n eur ober kement enor da Zakramant an Oter ! Kement-se a ziskoe o deus eur spered kristen, ha, dreist-oll eur spered katolik. Rak etouez ar zakramancho heman eo ar zantelan, o vean mac’h ê, n’ê ket hepken eur ganol a zigas d’imp graso an Otro Doue, mes mammen an oll c’hraso. Petra eo an hosti sakr, nemet hon Zalver e-unan ? Etouez ar gristenien, n’eus nemet ar gatoliked roman a gredfe ze. Setu perak, ’n eur enori zakramant an Eukarist, en em anzaver evel bugel d’an Iliz katolik.

Ouspenn mac’h eo an Eukarist eur zakramant, ec’h eo ive eur zakrifis : ’n eur gensakri ar bara hag ar gwin war an ôter, e ra ar beleg pez a reas Jezus-Krist war ar groaz ’n eur zispartian e ine diouz e gorv, da laret ê, ’n eur rei e vue da Zoue e Dad evit silvidigez ar bed, — nemet n’eus ket a wad skuilhet war an ôter. Gwelet dre ze pegen talvoudus ê an oferen : meuli Doue, hen trugarekât, hen dic’haoui evit an dismeganso a ra d’ean ar pec’hed ; ha goulen digantan e zikour, setu ar pez a ra ar beleg katolik ’n eur ofernian. Netra eta a welloc’h evit gloar Doue ha mad an ineo eget lakat da griski devosion an oferen.

Ar re o deus sikouret sevel ar c’hendalc’h-man na glaskont nemet se ; bennoz Doue d’ê ! Bennoz Doue ive d’ar re eman en o c’harg gouarn rouantelez Bro-Zôz ha kêr Londrez, dre ma roont frankiz ha skoa zoken d’ar gatoliked, kenkoulz ha d’ar Zôzon-all, ’n eur lezel ha ’n eur zikour ’nê da diskoe dirak an oll ar pez ec’h int. Ha ne vefont nemet gwell a ze int o-unan ; seul donoc’h e vo e kalon 6 milion a Zôzon katolik o c’harante ouz eur zakramant a azeulont ennan o Doue, seul startoc’h e vo al liammo a stag anê ouz an dud a zo en karg.

Setu berr ha berr ar pez a lavar an Tad Santel ar Pab el lizer a lenner en e hano eus ar gador-brezeg.


§ IV. — AR C’HANNADOUR HAG AN ARC’HESKOB O KOMZ. — SALUD GANT KAN PALESTRINEL


Pan eo diskennet al lenner eus ar gador, e pign enni an Otro kannadour hen e-unan. Eur c’haer a den, sec’h ha sonn en e zav, daoulagad lemm hag eun tal sart d’ean, liou ar vadelez war e zremm : c’hwel aze an hini a zell outan breman ar 6 pe 7 mil den a zo kouchet e-barz an iliz-veur. Daouzek vla ha tri ugent ec’h ê, ha ne rofe ket an nen d’ean ouspenn tri-ugent. Evit besteod nan ê ket : distagan reiz a ra ar girio a lavar d’imp, hag, o vean ma komz en latin, e c’hell ar veleien hen heuilh bep mac’h a war rôk : Ar re-all n’int ket evit hen kompren, da vihanan, an darn vuian anê. N’eus fors : ne skwizont ket ouz hen silaou dre ma oar c’hoari gant e vouez evel gant eur muzik. Evurusoc’h memes tra ar re a c’hell intent ervat e gomzo. Pez a ra eo displegan hiroc’h lizer an Tad Santel ar Pab : hen kemer a ra, koulz laret, evel steuen. Mes pebez labour ! Peadra da lakat kalono an oll, ha dreist-oll kalono ar Zôzon ac’h intent anean, da neuial en eur mor a zudi.

En e c’houde, e seblant e vefe kerse gant an nen silaou eur prezeger-all. Ha koulskoude, ’n eus ket a-boan an Otro ’n Arc’heskob Bourne o stagan outan, pan ê savet d’e dro er gador, daoulagad ha diouskouarn an oll. Bean an neus eur vouez sklêr ha c’hwek. Gwir eo e komz en zôzneg, ha dre-ze e tap ma spered nebeud a dra eus ar pez a lavar. Mes adaleg an de warlerc’h d’ar beure e kave an nen steuen e brezegen er gazetenno, hag, o vean m’eo êzet a-walc’h ar zôzneg skrivet da gompren, e c’hallen neuze ouz o lenn, kaout ma digoll.

Komzo a drugare, emichans, a deu gant an arc’heskob, trugare evit an Tad Santel, trugare evit e gannadour, trugare ’vit an eskibien ha ’vit kement hini an neus kemeret ar boan da brienti ar c’hendalc’h pe da zonet d’hen darempredi. Eun girig bennak an neus bet ive evit eun toulladig protestanted a glask enebi ouz ar c’hendalc’h, war digare m’o defe c’hoant ar gatoliked da lakat o zroad war goug ar Zôzon evel gwej-all. Skrivet o deus d’ar ministr ha d’ar roue zoken, evit ma vo lemet digant ar gatoliked an ôtre a zo bet roet d’ê d’ober prozision ar Zakramant : mes kollet o deus betegen o foan. Respontet e zo bet d’ê ec’h ê bet digemeret o lizer ha netra ken. Eus a ze e komz eun nebeudig an arc’heskob ha hep pouezan tamm : kement ha laret hepken n’eman ket en spered ar gatoliked ober an disteran poan, ’n eur delc’hen o c’hendalc’h, d’o breudeur dianket ar brotestanted.

Prezegen an ôtro Bourne, kouls hag an diou gentan, he deus tommet ar c’halono ouz Doue an Tabernakl. Gallout a ra dont breman da skuilh warne e vennoz : digor int ha digor frank evit hen digemer. An êle a zo endro d’an ôter, stouet dirak an hosti zakr, a wel o sevel trezek d’ean, eus kement ine a zo en iliz, akto a fe grenv hag a garante virvidik. Ha seul ezetoc’h e savont ma ro ar c’han d’ê evel iskili : kanan evel ma rêr en iliz-man a zo pidi ha zikour da bidi. Eur wej ouspenn e welan n’ê ket ar ganerien a jach ar muian warni a gan ar bravan. Re Westminster a ro mebeud a nerz d’o mouez : mes he c’has hag he digas a reont evel m’o deus c’hoant ha ’vel ma c’houl an notenno. Gwejo e pouezont warne ha gwejo e tremenont ’us d’ê evel dre nij. O doare kanan ’vit an ton plen a rêr anean an doare gregorian, da laret e, an doare an nevoa kemeret ar pab sant Gregoar, breman ’zo 1200 vla, evit reisan ar c’han iliz. Hini Palestrina, unan koz koz c’hoaz, a heuilhont, pa fel d’ê, ’n eur ganan war eun dro, kemer darn eun ton ha darn eun ton all. An doareo-man da ganan a zo kalz a glask warne a neve-so, da vihanan, a-beurz ar ganerien vat, ha re Westminster a gonter ’nê, wardro gant re Sant-Pôl, ’vel ar re wellan eus Bro-Zôz.

Goude m’eo achu salud ar Zakramant, en em dibabomp eus a vesk an engroez hag e kemeromp hent ar gêr.


§ V.— BODADEN EN SAL KAXTON. — EUR PRINS BELEG HAG ESKOB METZ O TIVIZ


An eil devez : ar yaou.

Da 9 heur, oferen-bred kanet er gatedral gant an ôtro Amette, arc’heskob Paris, war eun ton bras, emichans, ha kaniri eus ar c’hwekan.

Da deg heur hanter en em disparti tud ar c’hendalc’h en diou loden. Darn ac’h a en eur zal elec’h ma vo komzet en zôzneg, darn-all en em vod en Kaxton-Hall, eur zal he devo an enor da digemer ar c’hallegerien. Ha teulet ple ne laran ket ar Fransizien : e tu-hont d’ê e weler o tired da Gaxton Beljiz, Alsasiz, Loraniz, ar Suised, ar Ganadianed, ar Spagnoled hag an Italianed. Setu ’ta en em gavomp kalz muioc’h a dud en hon zal evit ne zo an hini ar zôznegerien.

Fôt a blas, zoken, e renk kalz eus hon zud chom e-mêz. Gwaz d’ê ! Rak etre 10 heur hanter ha kreiste e zo bet dispaket en diabarz danve diskamant ha danve dudi.

An hini a glevomp da gentan o komz ec’h eo ar prins Max a Sax. Ya, eur prins, mar plij, hag eur prins gwirion, n’eo ket unan koueet eus lost ar c’har. Eus tiegez roue Bro-Sax ec’h ê, ha ’neus ket bet fê ’vit se d’en em ober beleg. Ha gouiek eta : evitan da gaout tregont vla hepken, e oar n’onn ket ped yez, yezo beo ha yezo maro.

Hirie e tispleg d’imp, en galleg mat, pehini e oa kreden sant Yan Krizostom diwarbenn zakramant an Oter.

En e c’houde e sav an otro Benzler, eskob loran Metz, evit lavaret d’imp eur gir bennak : a-boan m’eo bet pedet da zevel gant Dom Cabrol, abad Beneadiz Farnborough[27] (heman eo rener ar vodaden) ma strap en e enor daouarn an oll, hag ispisial daouarn ar Fransizien, a zell Loraniz evel o breudeur : rak ar re-man a zo bet bugale da Vro-Frans, epad 200 vla betek ar brêzel 1870,… ha c’hoaz ec’h int hirie a galon. Ya, tomman a ra d’ar c’halono ha dre-ze da elvo an daouarn, dreist-oll pa glever an ôtro Benzler o komz galleg evel pa vije bet eun eskob eus Bro-C’hall.


§ VI. — LAMPIG AR ZAKRAMANT HAG EUR BUGEL. — ARC’HESKOB MONTREAL HA HINI MILAN O TIVIZ


An hini a gomz war e lerc’h n’eo ket barek da gomz eveltan. Mes ’pez a lavar a deu eus e galon hag a gav ive hent ar c’halono. Ezet eo goût an neus hon Farizian (rak eus Pariz ec’h ê) eun devosion dener ouz ar Zakramant Santel. Hen eo an neus kontet d’imp an histor-man (eun dra wir) na vo ankaouet gwej ebet gant e selaouerien.

Eur pastor protestant ac’h eas eun de, gant eur verc’hig d’ean, en eun iliz katolik. « Tata, emei, perak e zo eur lampig o tevi du-hont dirak an ôter ? — Evit enori Jezus, ma bugel. — Ha pelec’h eman Jezus ? — Aze, diabarz ar c’houfrig a zo war an ôter. »

Pa ’n em gavas ar ministr, prest goude, en e dempl-hen, elec’h ma tisplege bep sul ar Skritur Zakr, e lavaras e verc’hig d’ean : « Tata, aman n’eus ket eur lampig o tevi ? — Nan, ma bugel. — Perak eta ? — Abalamour n’eman ket Jezus aman. » Ha ’n eur laret se, e santas ar pastor e save an dour d’e zaoulagad.

Stôket e oa e galon gant gras an Otro Doue. Diwar neuze en em lakas da studian ha hep dale : koueet ar goc’hen diwar lagad e ine ha kavet gantan sklerijen ar gwir fe, e roas e hano da vean katolik. Meulet ra vo evit se Sakramant an Oter !

Setu ar pez a vale dre hon spered, epad ma ped an Tad Cabrol an-ôtro Rumeau, eskob Angers, da laret d’imp eur gir bennak.

An eskob-man, a zo anaveet mat en eskopti Sant-Brieg, dre m’an neus baleet drezan ’n eur gouzoumenni (rei ar gonfirmasion), a grog breman gant eur brezegen : eun dudi ec’h eo ive hen klevet.

Memes tra ec’h a ar maout gant an otro Bruchesi arc’heskob Montreal, unan eus kêrio brasan ar C’hanada. Heman, n’eman ket kennebeud e c’halleg da ziski gantan : êzet e gôut, ouz hen klevet, ec’h eo kustum du-hont da gomz ar yez-ze. Birviken n’ankouain an tabut a zavas etouez ar selaouerien pa bedas anê da zont da gemer lod er c’hendalc’h eukaristik a dle bean grêt en Montreal ar bla 1910 (en Kologn, eur gêr eus ar Pruss, an nefo lec’h ar c’hendalc’h ar bla a deu). Nag a vad a reas c’hoaz d’hon c’halono ’n eur laret d’imp e talc’h sonj Kanadiz ec’h ê ar Frans bro-gavel o zud koz :

« Feal omp da Vro-Zôz, d’ar Frans eo hon c’halon. »

Setu troet en brezoneg eur werzen bet skrivet en galleg gant unan eus barzed ar C’hanada ha bet dizrevellet d’imp gant an otro Bruchesi ! ’N eur glevet anei e redas an dour war meur a lagad. En gwirione bean hon deus breman hon gwalc’h a dudi. Ha koulskoude hon deus c’hoaz an eurvad da glevet an otro kardinal Ferrari, arc’heskob Milan.

En galleg ive e komz ouzimp, evitan da vean Italian : peadra da laket lorc’h ennomp-ni Fransizien ha da ziskoe ec’h ê ar c’hardinal Ferrari eun den disket bras. Ha n’ê ket hepken ar galleg a blij-d’ean, mes ive Bro C’hall. Rak, goude bean roet meulodi da gêr Londrez evit an digemer ken kaer a ra d’ar gendalc’herien a ziavêz, hag evit ar boan a gemer he bugale gatolik da drei ar sperejo war an tu mat, e lavar e zo stad vras ennan o welet er zal-man kement a Fransizien. « Ar Frans a-bez, emean, am eus treuzet, evit dont aman eus Milan, hag en Paris, goude ma oa an de-se eun de pemde, em eus gwelet ilizo leun a dud. Nan, « Merc’h henan an Iliz » n’eo ket maro, n’eo ket zoken kousket. Ar Frans katolik a zo dihun. Goude bean, dirak ar bed-oll, en em laket da baour evit chom feal ouz an Tad Santel ar Pab, en em ziskoe hirie ken krenv ha biskoaz : rak harpet eo war bugale grenv o deus evit nerz an hini a gaver er gomunion hag evit ere an hevelep karante e-kenver Doue an Tabernakl. »

Achu e ziviz gant ar c’hardinal Ferrari, e ro e vennoz d’e chilaouerien : Ha pep-hini anê war e du : koulz meren a zo digoueet.


§ VII. — BURZUDO LOURD HAG AN EUKARIST. — « KOMUNIOMP BEMDE » EME AN OTRO AMETTE


A-benn taer heur en em gavomp adarre bodet en Caxton-Hall, ha ganimp, evit delc’hen ar gador a rener, an Otro Amette, arc’heskob Paris. Eun deg eskob bennak a zo endro d’ean, en o zouez hini Sant-Brieg.

Tri pe bevar skrid a lenner diragomp, danve e pep-hini anê da domman hon c’halono ouz ar Zakramant adorabl. Unan anê a ziske d’imp e oa boazet ar gristenien gentan da gomunian bemde. « Ha koulskoude, eme al lenner, e rene an dud gwasoc’h bue epad ar bevared kantved evit ne reont breman. D’imp eta da dostaat alies, ha bemde mar gallomp, ouz an Dôl zakr ».

Ar pez a stokas ar muian hon c’halono, e oa diviz an Tad Boubée, eus kompagnunez Jezus. Setu aman, berr ha-berr, ar pez a lavaras. « Burzudo Lourd, emean, a zo brudet dre ar bed-oll. Mes seblantout a ra n’eus ket bet c’hoaz tôlet ple d’ar garante virvidik a diskoeer eno ouz Sakramant an Oter. Ar bla-man e zo bet roet en Lourd eur milion ha kart a gomuniono. Leiz a vurzudo a zo c’hoarveet epad prozision ar Zakramant pe epad an oferen. Unan eus ar re souezusan a zo c’hoarveet evit ar bla, breman ’zo c’hwec’h sun, epad ma lared oferen bred ar Jubile : eur glanvourez pareet en eun tôl ha da vat, eus goulio euzus ha na baouezent da ziskargan. Kazi bemde e ve grêt prozision ar Zakramant, ha, bep ma tremen Jezus e kreiz an dud klanv, e ro ar yec’hed da veur a hini. Diwar kant burzud, eme an doktor Boissarie, e zo 60 hag a dleer da Doue an Eukarist. Dre devosion ouz ar Zakramant Santel, eo c’hoaz e tremen kalz a belerined nozvezio a-bez en iliz Lourd : êzetoc’h e kavont hen adori evelse. Ha ne laran netra eus ar graso a zistro a ro an Itron-Varia Lourd da leiz a dud dife pe da ineo yen-sklas, graso hag o lak da dostaat ouz tôl zakr ar gomunion. Setu penôs e tigas d’he Map kement-hini a gas d’ei e beden. »

Pa oa poent klozan ar vodadeg, e savas an Otro Amette : kenkent eur strakadeg daouarn gouest da vezevenni ar penno. « N’ê ket d’in hepken, eme an Arc’heskob, e fell d’ac’h rei, dre ho strakadeier, eun desteni a garante, mes d’ar Frans katolik a-bez. Dre-ze ne c’hellan nemet ho trugarekaat. » Ha neuze e lavar d’imp en em lakat, hep dale tamm, da gomunian alies, ha zoken bemde. « Unan bennak, emean, a lavare bremazonn e teuio da vad, epad an ugentvet kantved, hon mennado kristen. Lezet anon, d’am zro, da laret d’ac’h ma zonj. Mar fell d’ac’h gwelet o c’hoarveout ar pez a vennet (voulez) hag ha c’hoantaet, en em unanet bemde dre ar Gomunion gant hon Otro, evit gallout eveltan rei d’ar vad hoc’h oll nerz hag ho pue zoken. »

An arc’heskob, goude bean intanet hon c’halon gant ar sort komzo, a ro d’imp e vennoz, ha ni e-mêz.


§ VIII. — EUN DIVIZ GANT OTRO ESKOB SANT-BRIEG — GOUSPERO GREGORIAN


O vean en em gaven tost da doull an nor (meur a hini n’o devoa ket gallet dont ebarz), en em dennis êzet eus a-greiz an engroez (foule) hag ec’h arruis war ar ru abret a-walc’h evit saludi an Otro Morelle, ma eskob karet, ha goulen digantan eus e gelo. Gôut a ouien, ouz e welet o kemer lod en oll bodadenno ar c’hendalc’h, e tlee bean yac’h. Mes bepret e felle d’in kinnig d’ean ma gourc’hemenno a zoujans. Ha neuze c’hoant am moa da glevet eun doareïg bennak eus e veaj Bro-Gymri. Setu perak, goude bean divizet eur pennadig: « — Ac’hanta, otro ’n Eskob, eme-on, n’oc’h ket re skwiz eus ho peaj ? » — « Eun nebeudig, emean, dre m’am eus renket hec’h ober re vuhan : en tri de em eus gwelet eul loden vras eus Bro Gymri. Bet on ive en Llanover, ’ti an Itron Herbert, hag he deus laret d’in ober d’ac’h he gourc’hemenno. Sonj he deus c’hoaz, ha stad enni, eus an daou pe dri devez ho peus tremenet en he c’hastel. » — « Ma ! Otro’n eskob, me ive a zo stad ennon o c’houzout kement-se. Hag ec’h ê yac’h bepret hon itron ger ? » — « Ya, a drugare Doue, ha yac’h-pesk. Seder e toug he fevar-ugent vla. An otro Harscoet, ma c’henveajour, a oa ken souezet ha me ouz he gwelet ken bueek ha ken sart. » Mes n’eo ket an Otro ’n abad Harscoet, eur c’helenner eus Seminer Sant-Brieg, a zo er mare-man gant an Otro ’n Eskob. An Otro chaloni Allo eo, unan eus e vikeled vras a enor : saludet am eus bet anean ive, ha breman hen gwelan o vont d’azean en eun « auto-carr » e kichen hon eskob.· « Kenavo ! Kenavo ! »

Me ac’h a war droad d’an iliz-veur evit heuilh ar gouspero, a zo da vean kanet da bemp heur. Fe, ne badont ket pell, daoust d’ê da vean kanet war an ton bras. Mes an ton bras-man eo an ton gregorian, eun ton hag a fell d’ean e ve distagellet c’hwek pep sillaben hag e ve pouezet pelloc’h war unan evit war ar re-all. N’ê ket eta ’n eur jachan warni ha ’n eur stlejan ar vouez ar muian ma c’haller, e ve kanet ar gwellan, hag e roer tro d’an ofiso.

Goude ar gouspero, bennoz ar Zakramant. Gant an dud a deu e-mêz goude-ze eus an iliz ec’h ê du ar ruio ; kement a gristenien a oa dastumet enni ! Breman en em denn pep-hini anê etrezek ar gêr, darn war droad, darn dre an « tube » ha darn en gwetur. Eun « autobus » eo a dapan me ha d’am hotel evit koan : barek e vin, daoust ha mac’h ê tost da c’hwec’h heur, rak dre betrol ec’h a ar c’hiri buhan buhan.


§ IX. — BODADEN VRAS EN ALBERT-HALL. — EIZ MIL A DUD. — EUR GAVADEN : AN OTRO CHALONI BULEON.


’Vit noz ne chomomp ket da louedi ouz tôl, rak da eiz heur e zo eur vodaden vras da vean en Albert-Hall, da laret eo en sal ar prins Albert. Ha ’vit arruout eno, e tle pep-hini en em dibab ar gwellikan ma c’hallo. N’omp ket evit en em heuilh, dre m’eo bet merket e blas da bep-hini, tremen eur miz-zo : eur garten c’hlas, pe velen, pe ru, warni niverenno ha lizerenno a bep sort, a lavar d’ean pelec’h e kavo e gador pe e skabel.

Mes e baper paour n’hall ober netra ken evitan. N’hall ket hen kas beteg e blas, hag eno eman an dalc’h.

Setu c’hwi digaset gant ho kwetur beteg eur pikol ti rond-u, d’ean dek ha tri-ugent metr a ledander eus eun tu, ha pevar-ugent eus an tu-all. Dorio-dal a zo da vont ebarz, peder pe bemp anê. Mes pelec’h eman ma hini ? Birvi a ra an dud en dro d’in ha hanter denval ec’h ê. Gant goulen ma dor e vint kwit. Ha me da c’houlen. Setu a bep tu eur vannel ledan. Mes aman e zo eun otro hag a ziskoe d’in an hent merket war ma faper. Aru on en eil estaj. Eur plac’h breman, a rêr anei an digorerez, am digemer hag am ambroug beteg eun nor a zigor d’in. « Aze », emei. Ha pan on êt en diabarz : « Dre aman », eme eun otro. Hag e tiskennan eur pennadig, hen em em rôk, gant eur wenojen ac’h a beteg an traou a-dreuz d’ar regennado kadorio. « Dre aze breman, emean, ken m’ho po kavet ho kador. » Fe, mont a ran hag e kavan goullou eur gador-vrec’h etre daou otro a zo azeet dija. Doue da vean meulet ! Unan anê, ma amezeg deo, ec’h ê an otro Buleon, person iliz-veur Gwened. Nag a stad a oa ennon, n’oufen ken laret : kaout en em c’hichen, evit laret d’ean ma zonj ha kaout e hini war ar pez ac’h an da glevet ha da welet, n’ê ket eur c’henvroad a Frans, mes eur c’henvroad a Vreiz-Izel, eur Breizad hag a c’hall, gant e spered digor ha lemm, dizolo ha trei c’hwek ar wirione diwar benn bep tra ! — muioc’h so : eur mignon a anavean hag a bleustran aboe daou vla warn ugent so, eur mignon hag am eus kemeret en e galon eul loden eus e garante evit e vamm vro hag ar brezoneg, — nan, en gwirione, ne oan ket, n’hallen ket bean en gortoz a ze. Ne ouien ket zoken e oa deut da Londrez evit ar c’hendalc’h.

Mes ar pez a skrivan aman, ne lakis ket kement amzer d’hen santout pa zigoueas d’in (eun digoue klasket gant ma êl mat) mont d’azean en Albert-Hall e-kichen an otro Buleon. Eun dudi e vije bet evidomp diviz diwarbenn hon amzer dremenet. Mes eun dudi-all hon deus dioustu da danva, me dreist-oll, me a zo o paouez aruout.


§ X. — DANVE KLEVET HA DANVE GWELET. — DRAPOIO AR PAB HA RE AR ROUE


Evidon da vean, en em beajo, laket meur a dra souezus dindan ma doulagad, biskoaz ne gouejont war dreo a sort gant ar re a zo breman dirake. Meo int, koulz laret, gant a blijadur o deus o sellet ouz an eiz mil a dud a zo azeet ’us d’am fenn, dindanon, en daou du hag a dal d’in. Ha n’eus ket unan anê ha n’hallfen ket ken gwelet, evel mac’h on me ma-unan gwelet gant an oll. Mes en plas gwel eman dreist-oll ar chafôd a zervijo da dribun hag a zo kempennet gant bleunio gwenn ha melen (livio an Tad Santel ar Pab). Eman du-hont en traou, eun tammjg a goste d’ar c’hreiz. Mar goc’h bet en eur « sirk », ho peus tôlet ple d’al leuren rond ha sabrennet a ve grêt warni an troio c’hoari. Ac’hanta ! adaleg al leuren rond-se (hag Albert-Hall a zo hanval a walc’h ouz eur sirk, nemet a zo kadorio elec’h sabren war e leuren), a-daleg eno e krog ar vins a gas d’hon chafod. Pesort ment an neus heman ? N’hen larin ket. Re bell en em gavan dioutan. Mes ledan e tle bean, penegwir e tle digemer oll benno bras ar c’hendalc’h. Goullou eo breman ha marteze e zo droug ennan o welet leun-kouch ar peur-rest eus ar zal. Mes gortozet : bremaïk en devo e dro.

A du gant ar chafod, eun tamm uheloc’h evitan, e zo eur muzik hag a zon herda ma c’hall. Mes n’et ket da gridi, onn vat, e vefe hanval ouz muzik eur sirk, daoust ha ma ’n em gav ive muzik eur sirk en eur c’hoste ha mac’h eo ive pignet uhel. Mar ro hon hini kalz a zonio war eun dro, ne loska ket ’nê evel ma teuont e teuont, aon gantan ne deufent da doullan speurennig hon diskouarn. A-bell ac’hane. O lakat a ra da glotan kement ha ken brao mac’h eo eun dudi o c’hlevet. Ha neuze aman n’eus nemet eur benveg, nan a d’hen kas nemet daou dorn ha daou droad. « C’hwi avat a lavar treo d’imp » eme d’in eur lenner. « Penôs e sono eur benveg ma ne c’hweer ket ennan gant eur geno bennak ? » — « Geno ebet, ma mignon, Eur c’hweerez a zo aman hag ec’h ê eur vegin ec’h ê. Boutet ganti an avel en diabarz, e tremen dre 9.000 duelen (lennet ervat, mar plij) ; tuelenno houarn gwenn int, sonn en o zav ha da bep-hini anê evel eur gorzailhen hag eur geno : pikolo pifro, mar gê gwell ganac’h. » — « Eun ogro ’ta ec’h ê ho muzik ?  » — « Ya, hag unan eus ar re grenvan a zo er bed. Sonjet eta ec’h eo ret kât nerz diou vapeur evit kas ar vegin en dro ![28]

Ne weler ket anei avat. Hag he c’hlevet na rêr ket ken nebeut. Breman bepret eo mouget an drous a ra gant hini an ogro. Son a ra heman ken e son, d’an dud da gaout berroc’h an amzer ouz hen chilaou, ha son a rey beteg eiz heur, da laret eo da c’hortoz ma krogo an treo da vat.

Mes piou a gav hir an amzer aman ? Den ebet, a dra-zur. N’ê ket me bepret. Ne skwizan ket o sellet ouz an dud a zo aze diragon. Biskoaz kement-all n’am oa gwelet dastumet er memes lec’h : 8.000 ! Ha nag a hini a zo manet e-mêz, ha na bade ket gant ar c’hoant da dont ebarz : mes ouspenn pemzek de so e oa bet feurmet an oll blaso en arôk. Gwaz d’an dilerc’herien !

Mar gê bras ma dudi ec’h ê ken bras dudi ar re-all : ne wel an nen nemet penno o finval. An teodo ive a finv enne, ha… ha diviz tomm a zo etre an amezeien evel etre an otro Buleon ha me : laret ’rafe ’n nen, en gwirione, eur vodennad verien, pe gentoc’h bodennado merien.

Rak distag mat eo an eil diouz egile an tri rum sellerien : ar re a zo kludet du-hont ’us d’in ebarz ar gwaridello, ar re a zo en traou war al leuren, hag ar re a zo etre an daou eveldon.

Ar pez a ra c’hoaz piijadur d’in gwelet eo ar feskenno drapoio a zo fichet ouz ar gwaridello tro ha zro hag ouz buffet an ogro. Daou sort a zo anê : re Bi X ha re Edouard VII. Hanter ouz hanter ec’h int bet laket e pep fesken : daou pe dri en eun tu, ha daou pe dri en tu-all. Kement-se a ziskoe e kerz aman ar Pab hag ar Roue dorn ouz dorn hag e fell d’ê en em glevet evit ober vad d’ar Zôzon. Ar roue koulskoude a zo protestant. Mes mar ’neus c’hoant bevan e ine, an neus c’hoant ive da lezel da vevan an ineo na zonjont ket eveltan. Setu petra eo anaveout ar gwir liberte ha reizan ganti an obero. Disanav ê, siouaz ! ar sort liberte evit renerien Bro-C’hall, pe da vihanan n’ouzont ket bevan na gouarn herve he spered : huali a c’houzont ha netra ken, da vihanan pa ve meneg d’ober eur vad bennak.


§ Xl. — DIGEMER ENORUS GRÊT D’AR C’HANNADOUR EN ALBERT-HALL


Setu, en eun tôl, savet an dud en o zav, krog ar mouezio da hopal « hourrah ! » hag an daouarn, lod da strakal, lod da hejan ’us d’ar penno mouchouero ha manego. An ogro e-unan a deu e vouez da vean têr ; a-strons, koulz laret, e tôl e notenno, evel pa ’nije c’hoant d’hon dihuni. Ha koulskoude n’ê ket direiz e zoare son : an ton a heuilh a zeblant bean grêt evit rei kalon da dud o kerzet.

Hag en gwirione bean a zo breman tud o kerzet diragomp, mes divalo divalo, an eil goude egile ; fe, just pez hon deus gwelet diou pe daer gwej en iliz-veur : vikeled vras, beleien veur hag abaded a bep sort urz da gentan ; eskibien goude ; ar gardinaled (’m eus aon e vanke unan anê) a deu breman ha, ’vit klozan an dremenadeg, an otro Vannutelli, kannadour an Tad Santel ar Pab.

Nag ec’h ê seder heman ! eur mousc’hoarz a dremen hag a hadtremen war e zremm : stad vras a zo ennan o sonjal en hini o dalc’h aman e lec’h. « Pegen karet ê, emean d’ean e-unan, pegen karêt ê an Tad Santel gant e vugale a Vro-Zôz hag ar re a zo deut d’o gwelet ! » Mes sur on ec’h ê pelloc’h e sonj hag e oa enni kement-man : « Pegen karet ê zoken en Londrez gant tud digatolik ! »

Hag, evit gwir, eman ar c’hannadour o paouez kaout eun desteni a ze. En pe doare ? Setu aman, herve ar pez an neus kontet d’in Emile Poullin : heman an nevoa renket, dre ma oa hep bilhet, chom e-mêz eus ar zal.

Var dro eiz heur e oa eur bern tud eveltan ouz an dorojo ha war hed-tôl d’an dorojo, c’hoant d’ê da gaout digor : mes n’hellent ket terri o c’hoant. Nec’het bras e oant. O nec’hamant koulskoude na oa ket evit terri tommder o c’halon. Adalek ma welont ar c’hannadour o tisken eus eun « auto carr », e sav en enor d’ean eur youc’hadeg da vouzari hag eun hejadeg toko ha mouchouero sort na weler ket en Londrez. Ar Zôzon, dre natur, a zo yen ha dizeblant. Pa ve meneg d’o intanan, e tennont eun tamm d’ar c’hoad glas. Ar re avat a zo aman daoust a besort relijion ec’h int, a denn d’ar c’hoad sec’h : enne oll, evel pa vijent bet treuzet gant eur luc’heden elektrik, e krog dioustu an tan a garante a lak dre-oll kannadour ar Pab da grigi en dro d’ean.

An otro Vannutelli, ’n eur blegan e benn, a ra d’ê eur mousc’hoarz a drugare hag hen a dreist d’an treujo evit mont ’trezek ar zal. Seul vui ma tenvala evite diskouarn an dourni a enor a dalc’her d’ober en diavez, seulvui e krenva evite an hini a zo neve-zavet en diabarz. Mes an dourni-man a deu da vean eun drouz-kurun adalek m’eman ar c’hannadour en gwel. « Hourrah ! » eme darn ; « E viva » eme darn-all hag a oar italianeg. Hag an oll a-bouez penn.

Gazetenno Londrez a lare an de warlerc’h ne oa bet grêt biskoaz kement a enor da den en Albert-Hall. D’imp da laret d’hon lennerien perak, mar n’hen gouzont ket. Pez a ra diskoe kement a respet hag a garante d’an den-man ec’h eo abalamour e talc’h aman lec’h an hini zo e penn an Iliz, lec’h vikel Hon Zalver Jezus-Krist, lec’h an Tad Santel ar Pab. Piou a zo uheloc’h ’vit ar Pab war an Douar ? Da biou eta ec’h eo dleet ober ar brasan enor nemet d’ean ha d’e « legat » ?

Epad ma tregern Albert-Hall gant mouezio an dud ha gant hini an ogro, e tired goustadig an neuden a ra an eskibien hag ar Gardinaled ’n eur gerzet hini ha hini ’rôk an otro Vannutelli. Trezeg ar chafod ec’h eont ha bep mac’h arruont, e pignont warnan.


§ XII. — AR LODEN GENTAN EUS AR VODADEN ; ESKOB NAMUR HAG ARC’HESKOB CAMBRAI O PREZEG. — ESKOB MONTREAL O VEULI BLEUIO FRANS.


Pan ’n deus kemeret pep-hini e lec’h, e tav an oll vouezio hag e sav an otro kannadour evit rei d’an otro Bourne, arc’heskob Westminster, ar garg da ren pep tra er vodaden. « Neuze, eme heman d’an dud a zo er zal, n’em eus nemet eun dra d’ober dioustu : ho pedi a ran, mar plij, da ganan dioustu ar c’hantik « O Spered Santel, Spered a sklerijen. »

Ha setu an ogro endro adarre, ha neb a gar, daoust ha bean vefe diaveziad, da ganan war dro gantan : rak bean hon deus levrio sôzneg a gavomp enne komzo ar c’hantik. Biskoaz n’am eus unanet ma mouez gant kement a vouezio-all, na kanet gant kement a galon.

Breman e zo prezegenno da glevet diwarbenn ar Zakramant adorabl.

An hini gentan a deu gant an otro Heylen, eskob Namur, an eus ar garg, gant sikour eur bagad komiserien-all, da urzan pep tra evit ma vo dalc’het bep bla, en eur vro pe vro eus ar bed, eur c’hendalc’h Eukaristek. « N’on ket, emean en zozneg, n’on ket evit komz ken reiz ha c’hwi en ho yez kaër (en Namur e komzer galleg) ; santout a ran avat am eus ar memes fe hag ar memes karante ha c’hwi e kenver ar Zakramant binniget. Pell-zo e sonjemp dont da Londrez evit en em vodan en enor d’Ean. Setu, velkent, bet ganimp hon mennad. Ar pez a refomp aman a dalveo ive kalz a c’hloar d’hon Zalver, penegwir e c’hellfomp ober aman, koulz hag e lec’h-all, eur prozision lidus en enor d’ar Zakramant, Ha nag a vad a dalveo ive ar gouelio-man da Vro-Zôz ! Ar gatoliked a gresko o fe, hag o breudeur digatolik en em gavo gwell ive eus ar pedenno a refomp evite hag eus ar skwer vat a rofomp d’ê ’n eur diskoe d’ê hon fe, hon c’harante hag hon devosion. »

Ne dalv ket a boan laret e plijas meurbet ar sort komzo d’ar re o c’homprenas penn da benn, hag e talvejont strakadeg daouarn d’ar prezeger eus abeurz an oll, ya, a-beurz an oll, a-beurz ar re zoken na ouient gir zôzneg ebet. Hag evelse e vo kont beteg ar fin : gant er memes tan e teve an oll galono, dre er memes hent e oa ret d’ean dont e mêz.

Breman e komz an otro Delamaire, kenarc’heskob a Gambrai, unan eus ar muian helavar eus eskibien Bro-C’hall. Galleg eta a glevomp ar wej-man, ha hini c’hwek. Goude bean displeget meur a dra dereat e teu d’e dro d’ober meneg eus an enor a vo grêt da Jezuz disul ’n eur dougen ’nean dre ruio ar gêr vras. « Mes n’ê ket a-walc’h, eme an arc’heskob, enori hon Zalver dirag an oll : red ê d’imp ive rei d’ean ar renk kentan en hon c’halono. » Hag hen kenkent, ’n eur rei muioc’h a dro ha muioc’h a dan d’e vouez, da c’houlen digant ar selaouerion ha fellout a rê d’ê e vefe kont evelse. « Oui, oui » eme darn ; « yes, yes » eme darn-all ; « ya, ya » eme ar Vretoned hag an Almaned. Hag ar girienno-ze, goude bean êt da skei ar mogerio hag ar ouel ledan ha ponner a zo stignet dindan an doen evit mirout n’afe ar vouez e-kwit, a deu war o c’hiz trezek d’imp, evel pa nije c’hoant an hekleo da griski c’hoaz ar safar.

’N eur glozan (rak red ê d’in troc’han berr) e lavar an otro Delamaire d’e selaouerien pidi a greiz kalon evit ma tistroo adarre ar vro-man d’an Iliz katolik ha Roman. « Deut daveti, emean, deut, Jezuz ma Otro. Veni, Domine Jesu, veni ».

Eun tol c’hoari kurun c’hoaz, gant an daouarn, hag an Otro Cars, eun arc’heskob australian, da stagan war eur brezegen-all. En sôzneg e komz, hag en sôzneg re c’hwek evidon : dre-ze n’hellan ket hen heuilh.

War e lerc’h e teu an otro Bruchesi, arc’heskob Montreal, hon deus klevet ar beure-man o komz en Caxton-Hall. Ar strakadeg daouarn a zav arôk zoken m’an neus digoret e vuzello, hag a ziskoe ec’h ê diwar neuze goneet gantan kalono ar c’hallegerien.

Da gentan e lavar eur gir bennak en sôzneg. Ne chom ket pell avat hep goulen otre da drei var ar galleg, abalamour m’eo ar yez-se, emean, yez e vro (evel m’ouzer, al loden vrasan eus ar Ganadianed a gomz c’hoaz ar galleg, evel ma rê o zado koz, a oa eus Bro-C’hall). Ha petra a laro, nemet ec’h ê karget kalono e genvroiz a laouenidigez o sonjal er pez a reomp breman hag er pez a refomp an deio-man en enor d’ar Zakramant santel ? E galon-hen a drid ive, dreist-oll pa zonj (eun neventi evidomp) e zo arru eus ar Frans eur vagoniad bleuio evit lakat kempen ha mistr ar ruio a dle bean kemeret disul gant ar prozision. « Ar bleuio-ze, emean, a zo e pep-hini anê eun desteni a fe hag a garante. » Ma vije êt an otro ’n Archeskob bete penn e sonj, en nije laret a dra-zur : « Red ê bean euz ar Frans, red ê kât evel ar Fransizien, eur galon dener hag eur spered ijinus evit ober kement-se. » Rak an otro Bruchesi, evel eur gwir Ganadian, a vag en e greiz eur garante virvidik evit bro goz e dado. Goude oll, n’en dije laret nemet ar wirione.

Mes piou eo ar Fransizien o deus laket en o fenn en em glevet evit kas ar bleuio-ze da Londrez ha heuilh evelse eus a bell hon frozision ? N’hen gouveomp ket breman, mes kelo a deuio d’imp eus ar Frans e tleer tamall ze d’eun toullad katoliked eus Pariz hag eus an Anjou. Meulodi d’ê evit ar merk o deus roet eus o devosion en kenver Sakramant an Oter, ha trugare d’ê evit ar blijadur hag ar vad o deus grêt d’ar Fransizien a oa êt da Londrez evit ar c’hendalc’h. Trugare ive d’an otro ’n Arc’heskob Montreal da vean digemeret d’imp eur c’helo ken mat en Albert Hall.

Oh ! n’eus ket gortozet ma dorn deo ma kemerje ar bluen evit diskoe d’ean ma anaoudegez vat. Mar oa unan hag a skoe tomm war e vreur an noz-se evit ober cher d’an otro Bruchesi, e oa zur ma dorn deo.


§ XIII. — EIL LODEN : TRO AL LIKED DA GOMZ. — BEVET AR PAB ! — AR C’HANNADOUR O TRUGAREKAAT


Gant e brezegen ec’h achu al loden gentan eus hon bodaden. « Breman, eme ar rener, e fell d’imp kanan an O salutaris. » Hag an oll ’n o zav, hag o kanan, ’n eur gas o mouez da heuilh hini an ogro. « Ha breman, eme ar memes hini, eur c’hantik en enor d’ar Werc’hez ». Kenkent e krogomp gant « Hail, Queen of Heaven » da laret ê « Salud, Rouanez an nenvo. »

Ha setu ni krog gant an eil loden. Ne oa êt nemet eun danve d’ober prezegenno al loden gentan, da laret ê, ar greden a ra d’imp adori an Doue-Den dindan speso an Hosti zakr. An eil loden ive ne vo komzet enni, koulz laret, nemet eus eun dra : eus ar greden a ra d’imp sellet an Tad santel ar Pab evel vikel Hon Zalver Jezuz-Krist, kreden hag a zo nac’het, evel eben, gant ar brotestanted.

Diwar vreman ive eo liked (laïcs) hon devo da selaou, D’an duk a Norfolk e roer ar gomz da gentan. Diouz ar strakadeg daouarn a lak da zevel, eo êzet gout e plij d’an dud ar pez a lavar. En eur achui, e c’houl diganimp mac’h asantfomp gant ar menoz man : « Unani a reomp oll hon c’halono hag hon mouezio evit toui ec’h omp servijerien leal ha gwir vugale da Bi X, rener an Iliz, pastor hon ineo ha Vikel an Otro Doue. » Strakadeier krenv ha hir a zav neuze, c’hoant gant pep-hini anê da laret « ya » d’an otro ’n Duk.

Heman en neus komzet en zôzneg. Mes an otro Brifaut, eun avokad eus Bruxelles, a ro e dro d’ar galleg. Gallout a rêr zoken laret e ro tro d’ean. Evidon, ne gav ket d’in em me klevet gwej ebet displegan treo ken dereat, gant eur vouez ha jestro ken intanus. Ar pez an neuz talveet d’an otro Brifaut ar muian a veulodi, ec’h ê eun toullad girienno zôz a zo digoueet d’ean laret diwarbenn an deverio hon deus d’ober e-kenver Doue hag ar Vro : « Eman en gortoz Bro-Zôz, emean, ma raio pep-hini e zever » Ar c’homzo-ze n’int ket disanav evidomp, rak o lennet hon deus dec’h dindan skeuden arem an Amiral Nelson, war leuveen Drafalgar.

Ar galleg adarre a gemer an Otro Vannutelli evit trugarekât ar selaouerien ha dreist-oll ar Zôzon ’vit an desteni ken karantezus emaint o paouez rei eus o doujans e-kenver an Tad Santel ar Pab. Neuze e ro d’ê e vennoz.

Hag endro breman an ogro hag ar mouezio evit kanan kantik ar Pab. Pan ê achu gantan, ec’h a pep-hini war e du, rak fin ê d’an nozvez.

Uneg heur eo, ha gant se n’eus ket ezom da c’houlen diganin war besort tu ec’h an.

Goude bean laret kenavo d’am amezeg, an otro Buleon, e kemeran eur weturig hag a gas anon da Dudor-Hotel.


§ XIV. — AR VODADEN VEUR E E KAXTON : « FLOC’HIGED AN OTRO DOUE. » — AR JENERAL DE CHARETTE.


D’ar gwener, an 11et a Wengolo.

An oferen-bred a dle bean kanet da 9 heur en iliz-veur gant an otro ’n arc’heskob Utrecht, mes kanet e vo hepon : rak skrivan am eus d’ober. ’Benn 10 heur hanter, avat, ec’h on en Kaxton Hall evit klevet lenn labourio diwar-benn ar Zakramant Santel. Komunian alies a blije d’ar gristenien gentan ober, ha kemend-all a dlefe c’hoaz bean grêt gant ar gristenien : setu an diou gentel a zispleger diragomp. Seul-vui an neus plijet d’in o chilaou, ma klotont gant an hini an neus roet d’imp an Tad Santel ar Pab a neve-so, diwarbenn ar memes sujed. Eun dra c’hoaz hag an neus laket stad ennon eo gwelet adarre war ar chafod eskob Sant-Brieg. « ’Vit eun eskob kertrius, a zonjen, heman n’ê ket unan. »

Amzer a gemeran, pan eo achu an treo, da vont da glask ma meren, ha, goude e tistroan d’ar memes sal. Bean am meus c’hoaz peadra da chilaou.

Penôs stuman « floc’higed an Otro Doue », da laret ê, ar golisted ? An otro Macdonal, eun aluzenner eus arme-vor Bro-Zôz, hen lavar d’imp. « Respont an oferen, emean, a zo eun dra meurbet enorus, dre ma ver oc’h eilan beleg Jezuz-Krist, hag o terc’hel plas ar bobl kristen. Dre-ze ec’h ê ret kemer poan evit stuman « floc’higed an Otro Doue ». Pez a zo d’ober ec’h ê diski d’ê ervat o relijion, evit ma refont pep tra gant fe, doujans ha devosion ; kustumi ’nê da zistagan ervat komzo ar pedenno, ha stuman zoken o izili evit ne refont netra a zisneu. »

Goude m’hon deus klevet ar gentel-ze, e peder an otro Bruchesi, arc’heskob Montreal, da laret d’imp eur gir bennak evit he harpan. Fe, n’ê ket peadra a vank d’ean. Mes elec’h displegan d’imp bep sort rezonio, e kont d’imp eun histor, eun dra c’hoarveet gantan. « Arlene, emean, ’n eur dremen dre Bariz, e tigoueas d’in ober anaoudegez gant eur soudard koz, d’ean pemp bla ha pevar ugent, bet gwejall evel zouav e servij an Tad Santel ar Pab. Ha ni en em glevet evit mont da Vonmartr d’ober war eun dro eur pelerinaj. Mont a rejomp an de warlerc’h. Krog e oan d’en em wiskan ouz an ôter (ôter an Arme, ha c’hoaz eman sant Mikel ’uz d’ean gant medalenno ha treo-all roet en gwestl en eun tu, ha kleze ar jeneral de Sonis eus an tu-all), hag ec’h ên da gemer ar gasul pa deulis ple ne oa responter ebet. Ober a ris sin d’am mignon koz da zonet d’am c’hât. Mes, elec’h mont d’ar sekretiri da glask eur c’holist, e c’houlennas diganin an enor da respont hen e-unan an oferen. « Ya vat » emon-me, eun tammig souezet ; « plijadur hag enor a refet d’in. »

Mat : mont a ra an oferen war rôk, ha ma responter, me lar d’ac’h, a zo a-zevri ganti. Koulskoude, pan eo arru ar Sanctus, ne glevan ket ar c’hloc’hig o son. « Daoust petra a zo ? » a zonjen. Trei a ran ma fenn a-goste, ha me o welet ma responter, krog en eur baniel, o saludi gantan an ôter. Distaget an nevoa diouz ar voger, ha hep goût doare d’in, baniel zouaved ar Pab, a oa bet staget outi dre westl. Ober kement-se na oa ket a dra zur herve ar reolen merket er levr oferen : koulskoude em eus ar greden en nije pardonet ar Pab ar sort fazien. Mes piou e oa ma zoudard ? Ar bed-oll a anav e hano, penegwir e oa ar jeneral de Charette. »

Eun dudi eo bet evidomp klevet eun histor ken kaer.


§ XV. — AR C’HAN. — DOARE OFERNIAN AN ILIZ GOZ KELTIEK, HERVE AN TAD GOUGAUD HAG AN OTRO BULEON.


Breman e teu an Tad Gatard, eus urz sant Benead da laret d’imp penôs e tlefed kanan en ilizo. N’ê ket, avat, hep lakat ac’hanomp da c’hoarzin a-wejo, dreist-oll pa deu da laret d’ar bersoned ober diouz ma vo kan ha kan dereat en o ilizo. Kemeret gantan eun nebeut komzo eus levr sakr an Eklesiastik e tiztro anê eun tammig eus ar pez a dalvont, evit laret d’eur person : « Rectorem te posuerunt : non impedias musicam, hanvet oc’h bet da berson, n’et ket da harz ouz ar muzik. »

Ni, ’n eur glevet se, n’hellomp ket herzel ouz eur mousc’hoarz. Rak tremen a ra neuze dre hon spered meur a berson hag a ganer fall en o iliz. Gwir eo n’hell ket an oll veleien bean kanerien eus ar c’hentan ha diski ar c’han d’o farousianiz : mes bepred eo e tleont pleal gant se ha klask sikour ma n’int ket int o-unan evit en em dibab. Gant eun tamm bolante ’vat, dreist-oll ’n eur stuman mouezio gwak ar vugale hag an dud yaouank, e teuer a benn da gaout kanerien ha kanerezed evit an ofiso, ha setu gwelloc’h enoret Doue ar Zakramant, setu roet evel eskili d’an ineo evit sevel trezek ar baradoz.

’N eur laret kement se ne lare an Tad Gatard, red ê d’imp hen anzav, nemet ar wirione.

Ar wirione a oa ive gant an Tad Gougaud, eus ar memes urz, pa zisplegas d’imp an doare ma vije oferniet en Iliz goz keltiek[29]. Setu aman steuen e ziviz.

A-wejo, emean, e klever ar brotestanted o laret e rene ar gwir relijion gatolik en Breiz-Veur en amzer ar Gelted, mes e tigoueas d’ei bean disliwet gant ar manac’h Ogustin hag ar visionerien all deut eus a Rom : gwej-all dreist-oll, eminti, ne greded ket diwarbenn Sakramant an Oter ar pez a roer da gridi d’ar gatoliked a hirie.

Gaou a leront evel m’hen diskoe d’imp ar papero koz eman warne istor an amzerio keltiek.

Kreden an amzerio-ze a oa hanval ouz hon hini diwarbenn beans (présence) an Otro Doue er Zakramant adorabl. Arabad laret memes tra ne oa kemm ebet etre lido an Iliz kelt ha re an Iliz Roman. Ha gant-se, peder gwej e weler en bue sant Koulm[30] daou oferenner war eun dro ouz ar memes oter. Pa deue eun eskob da vanati bras Iona, elec’h ma oa abad ar zant, e vije pedet da gensakri wardro gantan.

An hosti zakr a vije torret en tri damm evel ma rêr c’hoaz breman en Iliz Rom. Mes pa deue mare ar gomunion, e rê c’hoaz ar beleg tammo all anei. Seul-vui ma vije bras ar gouel, seul-vui a dammo a vije grêt ; 5 evit war ar pemde, 7 evit gouelio ar govezourien hag ar gwerc’hezed, 8 evit gouelio ar verzerien ; 9 evit ar zulio ; 11 evit gouelio an ebestel ; 12 evit an de kentan ar bla hag ar yaou-gamblid ; 13 evit yaou bask an Asansion ; 65 evit an Nedeleg, Pask hag ar Pentekost.

A dra-zur, biskoaz n’eo bet grêt-se gant ar veleien a heuilhe al lido roman. Mes en Iona, koulz hag en Iverzon hag en Bro-Skos, e oa ken pell ar veleien diouz Rom ha ken nebeut e pleustrent he misionerien, ken e oa hanter disanav evite he doare da laret an oferen. Red ê laret ive e oa neuze ar Gelted, evel mac’h int breman, tud da heuilh o giz-i, tud da lakat eun tamm eus o spered-i er pez a digemerent digant ar re-all. Mes laromp evit o diskarg e zo bet tostoc’h da Rom, ha divezatoc’h, katoliked-all ha na heuilhent ket piz doare Rom war ar poent-man. Ha gant-se, ar Vozarabed, kristenien hag a veve en Bro-Spagn arok ar 15et kantved, a viras lido d’ê o-unan keit ha ma chomjont dindan domani an Arabed : nao loden a rê a-wejo o beleien eus an hosti zakr.

Setu eur berradur eus ar pez a lenn d’imp an Tad Gougaud. Plijout a ra d’an oll, mes muioc’h d’an neb a red en e wazio eur banac’h gwad keltiek. Me bepred evit diskoe hen kavan mat, a strak ma daouarn an eil ouz egile herda m’hallan. N’am eus ket c’hoaz achuet, pa glevan unan eus ar chilaouerien o laret a vouez uhel : « Me a c’houl otre da gomz ». N’em eus ezom ebet da zellet outan evit hen anaveout : diouz e vouez ec’h ouzonn ec’h ê an Otro Buleon, person iliz-veur Gwened.

Eun den gouiek mar zo, ha n’on ket souezet en nefe eun dra bennak da laret diwarbenn skrid an Tad Gougaud. « En iliz-veur Kemper, emean, arôk ar bla 1597, e vije laret taer oferen gant tri gali ouz ar memes ôter de ar Yaou Gamblid. Mes an eskob o vean bet en Rom ha komzet eus se gant an Tad Santel, a zifennas hen ober hiviziken. »

« Terri an hosti zakr en nao damm na oa ket ken nebeut eun dra disanav en Breiz-Izel. Evit hen proui e larin hon deus eur men ôter koz a zo bet kavet a neve-so en eun barouz eus eskopti Gwened, hag a weler warnan, merket gant eur gizel, peadra d’hen sinifian. »

« Kement-man a ziskoe e oa gwejal goz evel eun emgleo etre ar Gelted katolik, daoust d’o rummo da gaout mor etreze. Pebez ere a vignoniaj e vije c’hoaz hirie etreze kaout ar memes doare da gridi ha da bidi, an doare a oa o hini gwejall, an doare katolik ha roman ! »

War ze ec’h azeas an Otro Buleon : mar ’mije kredet sevel diwar ma c’hador e vijen êt d’hen kât hag em mije stardet d’ean e zorn, ’n eur laret d’ean : « Bennoz Doue d’ac’h, en hano Breiz ! »

Ar wirione a oa gantan penn-da-benn ha gant an Tad Gougaud ive. Ne rênt nemet laret penôs e vije oferniet gwejall gant ar veleien gatolik a ouenn geltiek. Ne larent ket e vije c’hoaz mat evidomp distrei d’ar c’hiz-ze. Pez a c’helled neuze ober didamall, dre ma oad re bell diouz Rom ha mac’h anaveed re nebeut he giz, n’heller ken hen ober breman, dre m’eo bet tostaet d’ei ar broio keltiek gant an doareo neve da veaji.

Muioc’h so : hirie c’hoaz e zo rummo Katoliked hag o deus lido d’ê o-unan evit ofernian, bet roet otre d’ê d’o heuilh gant an Iliz Roman. En o zouez, ar C’hresianed, ar Slaved, ar Varonited. Gallout a reont zoken implian o yez evit-se elec’h al latin.

Ken gwir ê ze ken e c’hellin, adalek arc’hoaz, hag en Londrez, heuilh, mar karan, eun oferen c’hresian.

Koulz ê d’in komz diouti raktal, hep daleï da laret e zo bet gouspero ha salud en iliz-veur goude bodaden Kaxton-Hall, hag e zo bet en Albert-Hall, goude koan, eur vodaden vras evit rei tu da 16.000 den da zaludi, ’n eur dremen dirake, kannad an Tad Santel hag an eskibien.


§ XVI. — EUN OFEREN C’HRESIAN. — AR VODADEN DIVEZAN EN KAXTON : PREZEGEN GAER ARC’HESKOB PARIZ.


D’ar zadorn, an 12et a viz gwengolo.

Bremazonn, ’n eur gomz eus an oferen c’hresian a dleer hirie kanan er gatedral, e laren « mar karan he c’hlevet. » Mes ne « garan » ket. O vean m’am eus klevet unan evelti en Jeruzalem, ec’h eo gwell ganin implian a-hend-all ma amzer ; lenn eun draïg bennak er gazetenno diwarbenn hon gouelio ha skrivan eun nebeudig. Neb a fellfe d’ean gouzout penôs e lider eun oferen c’hresian hen kavo merket en Ma beaj Jeruzalem.

Mes perak, a c’hellfec’h-hu goulen diganin, perak kanan eun oferen c’hresian en eur gêr ha n’eus ket marteze enni, daoust d’ei da vean bras iskis, eur c’hatolik gresian ? En Pariz, c’hoaz, ne laran ket, penegwir e zo eno eun iliz c’hresian katolik, hini sant Julian ar Paour, He ferson zoken eo a gano, aman an oferen, eilet gant beleien eus Konstantinopl.

Mes, c’hoaz eur wej, perak dont da Londrez evit-se ? Toue, zur, c’hoant e zo bet da rei eur gentel d’ar brotestanted. Alies e tigoue d’ê laret ec’h ê an Iliz c’hresian ha n’ê ket an Iliz Roman he deus miret gizio ar gatoliked kentan : setu diskoeet d’ê e kav mat an Iliz Roman lido ar C’hresianed katolik ha setu-hi didamall war ar poent-se.

En tu-hont da ze, plijout a ra kalz al lido kaer d’ar Zôzon katolik : setu roet d’ê o c’hoant. N’ê ket d’ê oll avat, rak kalz anê, evite da gaout bilhejo, o deus renket, dre ma vanke lec’h, chom e-mêz.

Mat e ran eta lezel ma lec’h gant eun all ha chom er gêr.

Er gêr ? Ya, evit eur pennadig. Rak fellout a ra d’in bean arôk unek heur ouz palez ar Parlamant. Heman n’haller ket gwelet ’nean bemde na da bep heur, ha koulskoude, evel m’am eus laret uheloc’h, e vefe eur pec’hed evit eun diaveziad lezel ’nean a goste.

Mar n’an ket d’hen gwelet hirie ha deus ar beure, ec’h on tapet. Mes petra a rin da c’hortoz uneg heur ? Petra, nemet mont d’ober eun dro d’ar British-Museum. Ar mirdi-man a zo ennan treo a dalvoudegez vras. Mes bean ’neus e bar en Pariz : mirdi ar Louvr a dalv anean. Setu perak ne gomzin ket anean. Ar Parlamant a viziter anean war-dro uneg heur : mes laret am eus dija petra ec’h eo.

Stagomp eta, dioustu gant ar vodaden a zo bet en Kaxton-Hall ar beure-man. An hini divezan e oa, ha keun bras am eus dre mac’h on bet harzet da gemer lod enni.

Mes kavet am eus bet er gazetenno peadra da zivec’han eun tamm ma c’halon ha da vihanaat ma c’heun.

An otro Buret, eus Lille, an eus komzet eus ar burzudo a ra ar Zakramant Santel ’n eur dremen, en prozisiono Lourd, e-kichen an dud klanv, hag eun depute Belj a zo deut war e lerc’h da laret d’imp nan eus netra hag a dalvefe an Eukarist evit lakat an dud d’en em garout ha d’en em zikour.

Goude e teuas tro an Otro Amette. Me garfe lakat aman e gomzo penn-da benn, ’vel m’am eus o lennet en eur gazeten c’hallek. Mes re a blas ac’h aje gante.

Setu aman, da vihanan, eun nebeudig eus e brezegen : kement ha rei da danva.

Goude bean laret trugare da gement-hini an neus bet kemeret poan pe evit lakat war droad pe evit heuilh ar c’hendalc’h, ha dreist-oll d’ar Pab Pi X, e sav e galon anaoudek betek an Otrô Doue, perc’hen an oll c’hraso.

« Trugare d’ean, da gentan, eme an Arc’heskob, evit ar c’hras kaer a ra d’imp da welet aman ’vit an deio treo ken burzudus. Ya, ’vad a ra d’hon daoulagad kouean warne, ha muioc’h a vad c’hoaz d’hon spered sonjal enne. En gwirione, an neb a zell piz ouz ar pez a zinifiont a zeblant d’ean gwelet o sevel a neve, war Vro-Zôz, heol binniget ar fe gatolik. Ha n’eman ket hepken an heol-ze o strinkan ganti sklerijen ar goulou-de : krog ê dija da skuilh warni luc’h ha tommder, ha, ma ve bolante Doue, goude an nerz neve an nevo bet digant hon c’hendalc’h, e vo gwelet hep dale o paran ’us d’ei, en e greiste, gant e danijen vadelezus.

Kement-se a ziskoe sklêr e pado an Iliz Katolik betek fin ar bed. Bet e zo grêt d’ei beteg an heur-man brezel ken têr ha ken kri, ma oa lorc’h bras a-wejo en he gwaskerien o sonjal e oa êt pe kazi êt d’an traou. Ha kentan a rê e vije hadsevel, kresket ganti he nerz hag he splander. ’Benn neuze e oa êt da vann ar re a gave gante bean sielet warni men he be (Strakadeg).

Mar zo konfort o welet kement-man, lezet anon da laret d’ac’h, ma breudeur a Vro C’hall, ec’h eo dreist-oll evidomp. Ya, gwir eo, deio a drubuilh he deus du-man an Iliz gatolik da dreuzi en hon amzer.

Mes bezomp fians ! Hon anken a chom pell warlerc’h an hini he deus pouezet war gatoliked Bro-Zôz. N’ê ket arru evidomp amzer Herri VIII hag Elizabet. Hon eskibien, hon beleien, hon c’hristenien a zo deut d’en em stardan an eil ouz egile ken start mac’h int evel peget. Gwasker ebet na deuio a-benn d’o distagan, ha ne chomfomp ket tri gantved arôk gwelet… (Strakadeg, hopadenno hep fin). Kaset ho peus ma frazen d’ar penn gwelloc’h evit n’am mije gellet he c’has. Nan, n’hon devo ket da c’hortoz tri gantved rôk gwelet al liberte da heuilh hon relijion o tistrei war he c’hiz d’hon mamm-vro vinniget (Strakadeg, hopadenno evit ar Frans).

Mes n’ê ket hepken evit ar laouenidigez, ar c’honfort hag en esperans a dalv d’imp an deio-man a gendalc’h, hon deus da drugarekât an Otro Doue. Kemend-all ha muioc’h c’hoaz a anaoudegez vat a dleomp d’ean evit ar c’haeran eus e zonezono, evit an Eukarist, eun donezon hag an eus grêt d’an holl dud. Mes lod anê, siouaz ! n’eus ket fellet d’ê he digemer, ha lod-all, goude bean he digemeret, n’o deus ket he miret. Oh ! nag evurus ê ar broio katolik evel hon hini ! Oh ! mar gouijemp pegen talvoudus eo ar sort donezon, nag a bedenno a drugare a zavje eus hon c’halono, hep paouez, ’trezek lein an Nenv !

N’ê ket diês d’imp koulskoude hen gouzout. N’hon deus nemet teurel eur zell war ar boblo a zo bet maget gant bara an Ele, mes n’o deus ket gouveet hen mirout. Eun dra bennak a c’houllou a zantont en o c’halon, ha n’int ket evit hen kargan. O welet o dienez, n’hellomp ket tremen hep kaout evel true oute.

C’hwel ar Zôzon, ken bras, ken pinvik, ken krenv, ma kav d’imp ne vank netra d’ê eus ’pez a ra evurusted ar bed. Ac’hanta ! pa zellomp oute ha dreist-oll ouz o ilizo, daoust ha n’ê ket teneraet hon c’halon, daoust ha ne zantomp ket evel eun ezom d’o c’hlemm evel breudeur gwalleürus ?

Oh ! ne fell ket d’in, a-bell ac’hane, tamall d’ê ar c’holl dreist-muzul o deus grêt ’n eur goll an Eukarist, ha kemer lorc’h, ni, dre ma ’neus miret Doue anean en hon zouez ! Mar lakan o doare hag hon hini kenver-ouz-kenver, ec’h ê evit ma c’hallfomp ni, prizet gwelloc’h ganimp talvoudegez an tensor a zo en hon zabernaklo, bean muioc’h anaoudek e kenver an Otro Doue, hag, er memes amzer, evit goulen digantan ma teurveo hadrei da Vro-Zôz an hevelep tensor !

Ya, c’hoant bras hon defe da welet Jezus Krist : o tont adarre da chom ebarz an ilizo kaer-dispar a wel anen war douar ar vro-man. Evel enkrez a zantomp en hon c’halon, pac’h eomp enne, dre ma seblantont d’imp bean goullou, ha m’o c’hlevomp o c’houlen, gant eur vouez klemmus, an Hini ac’h int bet savet evitan hag a lake enne gwej-all bue ha levenez.

Hag en gwirione, birviken ne vije bet grêt kement a zispign, kemeret kement a boan ha laket kement a ijin evit sevel an ilizo-ze, mar ne vije ket bet c’hoant da waskedi gante eun ôter hag eun tabernakl. Setu lemet an ôter eus unan bennak anê ha, ’lec’h mac’h ê chomet, n’ê ket ar gwir zakrifis a ginnnig warnan ar veleien brotestant. Digas sonj eus pasion ha maro hon Zalver, ne vennont ober netra ken, int o-unan hen lavar. Hag an tabernakl ? Kaset e mêz kazi dre-oll. Ar brotestanted liderien (re an Iliz Uhel) a glask a neve hadsevel anean war an ôter. Mes kaer o deus ober, kaer o deus lakat en o zabernakl eun hosti, an hosti-ze, dre ma n’ê ket bet laret warnan ar c’homzo zakr gant gwir veleien, gant beleien hag ac’h a o ligne, dre an eskibien, betek an ebestel, an hosti-ze n’ê ket kensakret, n’eman ket Jezuz ennan : chom a ra goullou an Tabernakl. Pa zeller ouz ilizo ken kaer, e teu sonj d’an nen eus korvo kaer ac’h ê nijet dioute an ine, pe eus be goullou hon Zalver, pa ouele warnan ar Vadelen. Liou ar glac’har a zo warne oll hag evel glac’har ive a zao ’n hon c’halon o sonjal er gristenien ac’h a da bidi enne.

Mar hon deus true ouz ineo protestanted Bro-Zôz, n’ankouaomp ket e vijemp bet kement da glemm hag int, panevet an neus teurveet Doue miret en hon ilizo-ni Sakramant an oter. Ma n’an dije sellet nemet ouz hon delido, an nije lezet da gouean war hon ineo ar walen a dienez a zo koueet war re hon breudeur dianket : rak kant kwej hon deus meritet ma vije lemet diganimp Jezus-Hosti.

Mes bet an eus Doue evidomp eur vadelez dreist muzul.

D’imp breman, mar n’omp ket dinatur, da vean anaoudek en e genver. Mes penôs ? Hen gouzout a ret, mar gouzoc’h pesort mennoz an nevoa Jezuz pa reas an donezon burzudus eus e gorv, eus e wad hag eus e zouelez. Ne venne nemet eun dra : ober vad d’hon ineo ouz en em zakrifian war an ôter evit hon zilvidigez, ouz en em rei d’imp e-giz magadurez, ha ’n eur ober e chomaj en hon zouez evel eur mignon. Pez hon deus d’ober eta evit respont d’e vennoz madelezus, ec’h ê tostaat alies ouz an ôter, da vihanan a spered, evid heuilh an oferen, tostaat alies ouz an dôl-zakr, da vihanan a spered, evit komunian, ha mont alies, da vihanan a spered, en e dier, da laret ê, en e ilizo.

Setu aze, otrone meurbet uhel, setu aze, ma breudeur, peadra d’ober eur mennoz evit hon bolante vat, ha ne gavan ket e vefe dereatoc’h hini da lakat diraki ’n eur achui ar c’hendalc’h-man.

Ne laran ket avat e vefe a-walc’h d’imp yennan start en hon c’hreiz ar volante da vean devot da Zakramant an Oter. N’heller ket karout Jezus hep karout Mari, penegwir eo d’ei e tleomp Jezus, koulz Jezus an Doue-Hosti, ha Jezus an Doue-Den. An eil devosion ac’h a dalc’hmat da heuilh eben. En Lourd, evel m’ouzoc’h, e plij d’an Itron Varia ober burzudo eus ar brasan pa dremen ar Zakramant e kichen he felerined klanv. Arabad ê d’imp ive ankouaat, er c’hendalc’h-man savet en enor da Jezus-Hosti, e vamm zantel ar Werc’hez Glorius Vari. Pedomp anei a greiz kalon ha pedomp anei, evel en Lourd, dindan an hano a Gonsepsion Dinam. Rak ec’h omp aman en Bro-Zôz, ha, mar he deus bet kemeret ar Werc’hez en Lourd evit ar wej kentan, an hano enorus-se, menec’h, beleien ha kristenien Bro-Zôz, ar c’hentan eus ar gatoliked, o devoa roet anean d’ei pell e oa arôk, d’an amzer ma hanved o bro Enezen ar Zent (Strakadeg).

’Vit achui, e tigasin sonj d’ac’h eus eun istor a lennomp en bue sant Hiasint, unan eus menec’h kentan sant Dominik.

Eun de en em gavas ar zant en eur gêr a oa bet flastret ha laket an tan enni gant barbared : ne oa nemet flamm endro d’ean. N’en devoa d’ober nemet mont e-kwit evel ar re-all. Mes, kent en em sovetaat, e fell d’ean sovetaat e Zalver, Doue an Eukarist. Hag hen o vont eün d’an iliz ha d’an tabernakl, en despet d’an tan ha d’ar moged, o kemer ar sibor a oa ennan ar speso zakr hag o tec’hel gant e densor. Mes teurel a ra ple d’eur Werc’hez vein a oa e kichen an oter, hag an nevoa pedet alies diraki. Ha setu ma seblant d’ean he c’hlevet o laret d’ean : « Ha me, ma mab ? Daoust hag-en am lezi aman da vean dizakret gant ar varbared ? » Bras ha ponner e oa ar skeuden. Mes ar fe a gresk nerz Hiasint : hag hen d’ei hep marc’hata. Pozet gantan ar sibor war an ôter, e pign war ar jijen hag e tap krog er skeuden. O burzud ! skanv skanv e kav anei etre e zivrec’h, skanv evel eun neuden. Hadkemer a ra an hostio ha, gant e zaou densor, e treuz ar flammo hep poan ebet. Prest goude ec’h arru ouz eur ster vras : dioustu ebarz, hep chom da zonjal, hag hen o kerzet war an dour a zo deut da galetaat evel skorn. Setu nean war ribl an tu-all, hen sovetaet, ha sovetaet gantan Jezus-Hosti ha skeuden e Vamm.

Ac’hanta ! Ni ive, kwita ? ’n eur vont e-mêz eus ar c’hendalc’h-man, hon devo hag a viro en hon c’halon diou c’harante vras : ar garante evit Jezus er Zakramant hag ar garante evit ar Werc’hez e Vamm. Ha bezomp fians ! Ret e vo d’imp marteze treuzi eur froud konnaret, pe eun tan-gwall, heman enaouet ha honnez laket da redek gant tud dizoue, helebini gante da c’hout piou a gollo ar muian a ineo hag a zistrujo ar buhanan ar peuc’h hag an urz vat : n’eus fors ! Ma vemp a du gant ar Pab, ma vemp diwallet gant ar Werc’hez ha nerzet gant Sakramant an ôter, ne digoueo droug ebet ganimp, hag, en tu-all d’an dour pe d’an tan, e kavfomp c’hoaz deio a beuc’h adalek ar bed-man, da c’hortoz kavout er bed-all ar peuc’h a bado da viken ». (Strakadeier ha hopadenno a-leiz).

’N eur dont e-mêz eus ar zal e lavare an oll n’helle ket bodadenno ar gevren c’hallek bean klozet gant eur brezegen dereatoc’h. Ar chilaouerien a gavan war ma hent pa zistroan, me-ma-unan, eus palez ar Parlamant d’am hosteleri, a zo c’hoaz gant ar gôz-se ha n’hallan ket harz da laret d’ê : « Oh ! me ’m eus keun ne oan ket ganac’h ! Oh ! ma ne vije ket bet tailhet d’imp an amzer evel mac’h ê, pe, da vihanan, ma ’mije bet daou gorv ! »


§ XVII. — PROZISION AR VUGALE : 10.000 BUGEL REGENNET.


Tapet ganimp hon meren, ec’h eomp dioustu en gwetur evit mont d’ober eun dro da bark al loened iskis, eun dra c’hoaz ha n’heller ket mont da Londrez hep mont d’hen gwelet : pinvikoc’h ê ha dreist-oll gwelloc’h dalc’het evit hini koad Boulogn, en Pariz.

Ne fell ket d’imp, avat, ec’h afe hon oll indervez gant ar valeaden-ze. Eun all hon deus d’ober hag a gomzo kalz muioc’h ouz hon c’halon : c’hoant ’zo ganimp da welet ar vugale a ra pemzek mil anê eur prozision emberr d’abarde. N’omp ket ’vit tapout da welet ’nê o tremen en renk dre ar ruio, penegwir e tleont ober o zro etre 3 h. ha 4 h. : mes, o vean ma n’ê ket bet lezet kezeg hon gwetur da dermal, ec’h arruomp kent ma teu ar vugale e-mêz eus an iliz veur, ha kemeret ê ganimp al lec’h gwellan evit ma paro hon daoulagad war bep tra.

Mes laret dioustu pez a c’hoarve neuze e vefe lakat an alar rôk ar c’hilhoro : red ê d’in rei da c’hoût da gentan penôs ê bet kont gant ar prozizion an neus bet digaset ar vugale d’an iliz veur.

Goulet am eus gant heman, goulet am eus gant henhont, ha lennet ’meus eur pennad skrid hir-hir en eur gazeten vras hanvet an Daily Telegraph, ha gouzout a ran reiz, breman, pez a zo bet c’hoarveet ha penôs. Ha gant aon ne ve tamallet d’in ec’h an da livan gevier war digare rei muioc’h a dro d’eur lid katolik, e fell d’in laret ec’h ê protestant ar gazeten he deus roet d’in ar peurvuian eus an doareo.

En berr ha berr, setu aman ar pez am eus kavet enni. Aboe ma oa bet grêt jubile ar rouanez Viktoria er bla 1887, ne oa ket bet gwelet en Londrez eur vodaden vugale ken bras hag an hini a wel an nen hirie etre kreiste ha taer heur war gê Viktoria : lar a rafe an nen, en gwirione, eur vodaden verien. Koulskoude n’ê ket c’hoaz 1 heur ha ne dleer mont war rôk nemet da div heur hanter. Mes kement a vugale gatolik (15,000) o deus roet o hano, ken n’hello ket ouspenn an diw drederen anê kavout lec’h er gatedral. Setu perak ê bet digaset abret pep rummad gant o mestro pe o mestrezed skol : seul vui ma vefont tostoc’h da benn arôk, seul vui e vo gwelloc’h o doare. Bep mac’h arruont, e kemeront o renk ha ’benn diw heur hanter, ec’h a gante eun hanter-lê, daoust d’ê da vean en diw linen, unan a bep tu d’an hent, ha da vont daou ha daou e pep linen. Nan, n’ê ket ar sort treo evit mont en spered an den, mar n’int ket bet laket ennan gant an daoulagad (siouaz ! siouaz ! evidon). Ha pez a roe c’hoaz muioc’h a dudi d’ar zellerien, e oa an amzer : kaer dispar, ’vel ne weler ket alies en Londrez. An oabl a zo kazi digoumoul hag an heol a splann en e gaeran, epad mac’h a e vanno da rei eul liw arc’hant d’ar plego a ra an ezen war dour ar ster vras. Ar gwe, int, a zo krog darn eus o barro da zougen ar gwiskamant alaouret gant al liw aour a zigas d’ê a ze da de an diskar amzer.


§ XVIII. — WAR RÔK ! — KALONAD EUR ZELLEREZ


War rôk breman, da heuilh an Tad Fletcher, a zigor ar prozision, ar groaz en e rôk. Ar beleg-man a zo anaveet mat en Londrez, dre ma oa gwejall protestant, ha m’an neus dispignet e oll danve (ha bean an nevoa kalz) evit ober ar vad endro d’ean. Eur zae-veleg a doug hirie ha, warni, ’pez a zo c’hoaz souezusoc’h evit Londreziz, eur sourpiliz gwenn. Da gentan, e zo poan a-walc’h o vont gant an hent, abalamour m’en em gaver e kichen palez ar Parlamant, elec’h ma ve eun engroez bras a dud. Hirie e zo muioc’h c’hoaz evit an deio all, en askont da eured an Otro Churchill, ministr ar Justis. E ver oc’h ober anean en iliz Santez-Marc’harid, eun illz parouz hag a zo stok da chapel Westminster.

Mes poliserien a zo a-leiz endro d’ar vugale evit digeri d’ê an hent, ha ’vit mirout ne digouefe droug ebet gante ; 2.000 emaint eno pe war droad pe war varc’h (et da c’houlen kemend-all digant penno bras ar gouarnamant evit rei harp d’eur vodaden gatolik en Pariz !) Ha gôut ouzont en em gemer. Evit n’o devo ket an dremenerien d’en em glemm, e vo troc’het gwej ha gwej ar prozision, d’ê da dreuzi ar ru evel ma karfont. Mes an dud na glaskont tamm ober ’r c’hontrol ouz ar vugale. Stad ê a zo enne ha plijadur o deus ar peurvuian o chom en o zav da welet ’nê o tremen. Ken kaer eo ar bannielo a dougont, gant o skeudenno a bep sort liou, ha gant al lizerenno a lenner warne ! Ar re-man a zo girienno zôz ar peurliesan hag a ro da c’hôut dre-ze da Londreziz perak e rêr eur sort « meeting », da laret eo eur sort kerzadeg. « Jezus, troet Bro-Zôz ouz Doue » a lenner aman ; hag ahont : « Lezet ar vugaligo da zont davedon. » Mes bean ’zo skrivadenno ha n’ê ket an dremenerien evit o lenn hag o intent, ar re latin, evel homan : « O salutaris hostia » da laret ê « hosti a zilvidigez. » Ne zav ket droug enne evit-se. Ha neuze, bean o deus peadra da zellet a-hendall : gwiskamancho ar vugale dreist-oll. N’eus ket êt, a dra zur, danve a briz d’ober ’nê ha n’int ket oll eus ar freskan, douget mac’h int alies gant bugale pevien. Mes kempennet int gant rubano, gant skoulmo, gant rozenno gwenn ha melen. Bean ’zo ive gourizo a vemes liou, pe re c’hlas, pe re ru, pe re wenn, hag a zisken eus ar skoa war ar gerc’hen : dreze eo e tishanvaler en eil rumm diouz egile, rak pep skol bôtred pe verc’hed he deus he liou. Meur a blac’hig a doug eur ouel wenn hag ac’h ê paket enni he c’horvig a-bez.

Ac’hanta ! ’pez a ra c’hoaz ar muian a blijadur gwelet n’ê ket an treo kaer-ze : talio sart ha laouen ar vugale a doug anê ec’h ê. Ober a ra vad d’ar galon sellet oute, dre ma en em zil enni evel eul lommig eus o evurusted. Gwel a ret hu ? Setu eur wreg, liw al labour war he dilhad ha liw ar skwisder en he daoulagad, o tont eus a greiz ar bobl hag o tapout eur plac’hig vihan he devoa dremm eun êl : stardan a ra ’nei war he c’halon gant he divrec’h ’n eur bokat ha hadpokat d’ei meur a wej, ha goude en em denn an donan ma c’hall e-kreiz an engroez. « Anaveout a ret anei, ma bugelig ? » a laras neuze al leanez a oa ar plac’hig war he c’harg. « Ne ran ket » eme ar bugel, ’n zevel he daoulagad glas eus a zindan he bleo melen, daoulagad hag a zousae c’hoaz eur ouel tull gwenn hag eur chapeled ; biskoaz n’am eus he gwelet. »

Den ebet na laras eur gir a-dreuz diwar ar pez a reas ar wreg-se, ken teneraet oa ar c’halono ! Marteze zoken e oa en he c’hichen meur a hini hag o dije karet ober evelti, mar o dije kredet.


§ XIX. — AR VUGALE O KANAN HAG O TREMEN DIRAK AR « C’HANNADOUR »


Mes n’ê ket an daoulagad hepken ac’h ê brao d’ê er mare-man. An diskouarn ive o deus o lod eus ar gouel : kanan a ra ar boblig bep sort kantiko, ha re gaer evel « Ra vo binniget ar Pab » pe « Fe goz hon zado »[31] ha kanan reiz, rak bean o deus evit harpan o mouez eur muzik mat mat, daoust ha m’eo krennarded he c’hoarierien. O vean ma kanent en sôzneg ha ma oa êzet ton an diskan da dapout, en em lake kalz eus ar zellerien d’unani o mouez gant o hini. Betek eus ar prenecho e klev an nen kan o tisken : n’eus ket ezom da laret, onn vat, e zo ouz pep-hini anê eur c'hropad tud.

E keit-se ec'h a bepret war e nanv ar prozision, diou regen e pep tu d'ar ruio, gant mestro ha mestrezed en diabarz, tans ha tans ; gant poliserien en diavêz, ar re-man tost an eil d'egile.

Tremenet gant ar prozision palez ar Parlamant ha chapel an abati, elec'h ma tle tridal relego sant Edouard ar C'hovezour, e hed breman eur ru ledan ha hir a rêr anei Viktoria-Sreet (laret strit), ken m'eo arru gant eur ru-all (Francis Street), a gav an nen war an dorn-kle. Kemer a ra homan ha setu anean, grêt gantan goude eun hanter kart lê, oc'h ober eun distro krenn war an dorn deo, hag oc'h arruout ouz dor an Arc'heskopti.

Aman ê e vo ar c'haeran an treo. Sonjet eta eman ar c'hannadour, hen e-unan, war ar pondale-diavêz hag en dro d'ean leiz ar gardinaled hag a eskikien, o c'hortoz ar vugale da dremen. Adalek ma koue warne lagad ar re zo e penn arôk, e leusk ar re-man hopadenno a bouez penn, hag ar re-all, dre ma tostaont, a ra evelte. Pa dremenont a-dal d'an Otro ar c'hardinal Vannutelli, e c'hellont ober eun tammig poz. Ha neuze e wel an nen an toko hag ar mouchouero o finval, pe ar bannielo o sevel war veg ar brec'hio.

Ar gardinaled hag an eskibien a diskoe o levenez eus o gwellan. Hag o levenez a zo ken têr, ma krog e kement kalon a zo en tu-all d'ar ru, ouz ar prenecho, hag en traou war ar pave ; ne wel an nen, epad eun heur, nemet daouarn o finval pe gant toko, pe gant mouchouero, pe gant netra, ha, 'pad eun heur, ne glever nemet hopadenno a enor.

§ XX. — AR VUGALE ER GATEDRAL O CHILAOU AR C’HARDINAL LOGUE.


Goude m’o deus saludet ar vugale kannadour an Tad Santel ar Pab, e talc’hont eur pennadig gant o hent, hag ec’h eont en iliz-veur : mes siouaz ! n’hellont ket oll kaout plas enni. Eur pemp mil bennak a dle chom e-mêz. E oad avat en gortoz a ze ha prientet e zo bet eur zal evit o digemer : sal an « horticultur », elec’h m’en em dalc’he ar bodadenno sôznek epad ar c’hendalc’h. Eno ec’h eont hag eno o c’havfomp pa hon devo gwelet ha klevet pez a c’hoarve en iliz-veur gant o c’hamaraded.

Didrous ha prim e kemer ar re-man o flaso bep mac’h arruont : ha hep dale ec’h ê leun-kouch an iliz. Laket a-goste o bannielo hag o arouezio (insignes), daoulinet sioul ha juntet gante o daouarnigo, e roont eun tanva eus êle stouet dirak tron an Otro Doue er baradoz. Ha c’hoaz ê dudiusoc’h o gwelet eus ar gwarido a zo ’us d’ê hag a ren tro a zro d’an neven vras etre ar piliero. Eur wir vozaiken, enni liwio a bep sort o klotan dereat etreze. Ouz ar balistro, eun torkad plac’hedigo gwisket en glas gant eur ouel gwenn-sign. En eun tu eus an iliz eur c’hropad pôtredigo gante gourizo ru hag en o c’hichen bannielo o lugerni ; en o goude merc’hedigo en gwenn gant gourizo gwenn ha melen, chapeledo, bleuenno gwenn ha gouelio tull eus ar sklêran. En tu-all memes tra, nemet e toug ar merc’hed en o c’herc’hen lietenno glas en enor d’an Itron-Varia. Laket breman sklerijen ar goloio tredan (electriques) ac’h ê steredennet gante ar c’heur, da baran war dull splann ar gouelio ha war dremmo laouen ar vugale, hag ho po dirakoc’h kaeran tra ac’h oufed gwelet war an douar.

Ha setu breman an dremmo-ze, henvel ouz bleuenno hag a dro trezek an heol, o trei war eun dro trezek ar c’hardinal Logue, arc’heskob uhelan Iverzon, epad ma tremen en o c’hreiz evit mont d’ar gador-brezeg. Kaeraat a ra c’hoaz gantan ar vozaiken, dre ma lugern plego e vantel zei ru dindan sklerijen ar goloio ha ma tistolont d’o zro, ruet gante, ar sklerijen-ze war ar gouelio gwenn, war ar bannielo, war dalio seder ar vugale, war gorven denval al leanezed ha war an iskili gwenn-sign a c’holo d’ê o fenn.

Ne ver ket souezet o klevet ar c’homzo-man o kouean da gentan eus ar gador-brezeg : « Lezet ar vugaligo da zont davedon. » Penôs e tigoueas d’hon Zalver Jezus laret anê d’e ebestel ha penôs c’hoaz hirie e hadlar an Iliz anê d’an dud vras, e pep mare, setu ’pez a zispleg ar c’hardinal Logue d’e vugaligo. « Hirie, emean, evit ho kervel davedan, e kemer Jezus mouez hoc’h arc’heskob karet, an otro Bourne, ha mouez an hini a zo deut da Londrez ’vit an deio a-beurz penn-rener e Iliz, mouez an Otro ar c’hardinal Vannutelli : evel o mestr divin e karont ac’hanoc’h-c’hwi, an oanedigo, muioc’h evit ar peurrest eus bagad an denved katolik, hag eveltan o deus c’hoant d’ho pinnigan.

Mes kaeroc’h so : Jezus e-unan, c’hoant gantan, e-kerz ar gouelio kaer-man, da gaout digant ar re vihan evel digant ar re vras, eun desteni a fe hag a garante, ha c’hoant gantan ive da rei o lod d’ê eus ar graso a fell d’ean skuilh war Vro-Zôz, an neus hen e-unan, eus an Tabernakl a zo aze en chapel ar Zakramant, pedet anoc’h da zont d’hen gwelet ha da glask e vennoz. Chilaouet ho peus e c’halvaden, ma bugaligo, ha mad ho peus grêt. Divezatoc’h e vo eun dudi evit ho kalon hag eur c’honfort evit ho polante, kaout sonj ho po bet kemeret peurz er c’hendalc’h kaer-man.

Teulet ple, oanedigo, da chilaou dalc’hmat evelse mouez Jezus, ho pastor mat, ha da heuilh dalc’hmat an hent a diskoeo d’ac’h. Mouez e Iliz ive a chilaoufet, da laret ê mouez an Tad Santel ar Pab, mouez hoc’h Arc’heskob ha mouez ho peleien, a zo karget ganti da gomz ouzoc’h en he hano : rak pep-hini anê a zo eun tad evidoc’h, pep-hini anê, kemeret gantan skwer diwar Jezus, ho kar a greiz e galon hag a gemer poan evit mirout hoc’h ineo ouz pep droug.

Ya, kemer a reont poan ganac’h, ha da stourm start o deus enep d’eur rum tad a zo hag a glask lemel diganac’h ar fe gristen. Laket o deus en o fenn, an dud-se, ho sachan en o skolio digristen ha diski d’ac’h eur furnez ha na vo ket harpet war ar relijion. Ze koulskoude a zo dreist d’o galloud. N’ê ket int, onn vat, a glasko laket da vont endro eun « automobil » hep eoul na tredan. Perak dont neuze da glask diski ar furnez hep kalon ar furnez, hep Jezus-Krist ?

Mes, trugare d’arc’heskob mat Westminster, n’ê ket kentelio ar sort-se a glevet en ho skolio. Dalc’het da heuilh an alio mat a ve roet d’ac’h enne, hag e vefet gwir vugale gristen, bugale a blijo da Jezus, evel ma plije d’ean re ar Jude, abalamour d’o c’halon c’hlan, d’o spered eün ha d’o bue divlamm. Senti eta ho peus d’ober, ha n’ê ket hepken ouz ho mestro hag ho mestrezed skol, mes ive, mes muioc’h c’hoaz ouz ho tud, o deus roet d’ac’h hag a dalc’h ennoc’h bue ar c’horv, ouz ho peleien, ouz hoc’h arc’heskob hag ouz an Tad santel ar Pab, o deus roet d’ac’h hag a dalc’h ennoc’h bue an ine. Ha gouzout a ret, ma bugaligo, gant petra e vagont hoc’h ine : gant ar gwir fe, ar fe gatolik, ar fe a vagas ive ine hon zado. Oh ya ! Fe zantel, chomet dalc’hmat birvidik en hon c’halono : ra vefomp fidel d’ac’h betek hon maro. »

C’hwel aze eun dremskeud eus ar gôzeaden a reas an otro ’n arc’heskob Armagh dirakan 10.000 bugel a oa bodet endro d’ean en iliz-veur Westminster.

Dioustu m’eo diskennet eus ar gador, e teu ar C’hardinal kannadour en Iliz hag ac’h a trezek an ôter-vras ; en e rôk eskibien hag abaded evel ar gwejo-all. Ha kenkent ar vugale da ganan O Salutaris hostia. Rak salud ar Zakramant a zo da vean. Prest goude e weler ar penno bihan o plegan, epad ma ra an Otro Vanutelli sin ar groaz warne gant an hosti zakr. Daoust petra a dremenas neuze dre o spered ? Da c’hoût ê. Mes, sur a-walc’h, e rojont oll o c’halonigo da Jezuz ’n eur ober akto birvidik a fe hag a garante, akto hag en em gavfont gwell anê epad o bue.

Goude ar zalud e plegont adarre o fenno hag o glin evit digemer bennoz an otro kannadour, epad ma tremen en o zouez ’n eur zellet en daou du d’ean evit tapout pep tal, mar gall, gant e zaoulagad karget a zouster, ha ’n eur zevel warne, evit o binnigan, eun dorn ken skanv ha ken gwenn ma seblant komz oute.


§ XXI. — AR VUGALE O TISTREI EUS AN ILIZ-VEUR HAG O SALUDI AC’HANOMP


Pemp heur hanter ê pe dost, ’benn ma teu ar vugale e-mêz eus an iliz-veur. Evit o gwelet êzetoc’h (rak distro ec’h omp eus Park al loened iskis), e chomomp en hon gwetur : uhel ê hag, e tu hont da ze, pozet ê elec’h ma tle tremen al loden vrasan eus hon foblig.

Seder int ha lorc’h enne o tougen eun draig bennak, pe drapo, pe c’houriz, pe lieten, pe rozen, eun dra hag a ziskoe o c’harante evit Jezus-Krist, ar Werc’hez hag an Tad Santel ar Pab. N’int ket reizet ken evel ma oant er prozision : kerzet a reont a strollado, ha buanoc’h. Kanan n’o deus ken d’ober, na ken nebeut delc’hen o zeod liammet. Ha gwell a ze. Anez, ne vijemp ket bet saludet gante evel mac’h omp bet.

A-boan eo d’ê bean gwelet soudanenno en hon gwetur, m’o deus anaveet beleien gatolik deut a ziavêz, ha ma krogont da hopal eus o gwellan : « hourrah ! hourrah ! » O mouezio skiltr ha lemm a droc’h d’imp hon diskouarn. Ne reont koulskoude nemet kriski hon levenez ha lakat anomp da huchal evelte. Er memes doare e respont dre finv hon zôko hag hon mouchouero d’o re, Pa ve tavet eur vanden, e stag eun all gant an dourni. Ha ret d’imp, n’eus ket da laret, ober evelte. Peadra d’hon skwizan, e seblantfe. Klemm ebet eus hon feurz koulskoude, nemet pac’h int tremenet oll, pa n’an neus ken hon c’horzailhen hag hon divrec’h da labourat : evel melkoni a zantomp neuze.

C’hoant ganimp da hadtanva eun hevelep dudi, e laromp d’on zoucher mont war rôk dioustu, ha kemer ru Victoria, elec’h e sonjomp n’ê ket diviet c’hoaz an neuden a ra ar vugale gatolik ’n eur vont war o c’hiz.

Mad hon deus grêt : bandenno anê ac’h a war droad, kemeret gante an daou drotouer, Mes o lezel a reomp war hon lerc’h, dre ma kerz hon c’hezeg d’an troat. N’ê ket avat hep bean saluded gant o hourrahio ha gant o c’halapousenno.

Ar pez a lak ar muian a stad ennomp, eo eur strollad plac’higo a zo pignet war lein eun omnibus hag ac’h a eun tammig en hon rôk. O vean m’he deus o gwetur ar memes herr hag hon hini, e heuilhomp anê betek Charing-Cros, epad eur c’hart-leo d’an nebeutan. Ac’hanta ! e keit-se n’o deus ket paouzet da hinjal o mouchouero evit hon bonjouri : ·petra hon dije grêt ni hon-unan nemet respont d’ê gant hon re ? Hen ober a reomp gant kalon, daoust petra a c’hallje an dremenerien kaout da laret diwar-ze. Biskoaz kemend-all n’o devoa gwelet : mes biskoaz n’o devoa gwelet soudanenno en o ruio, na gwelet kement a gatoliked eus an oll vroio, c’hoant d’ê d’en em anaveout ha d’anzav dirak an oll en em garont evel breudeur.

Oh ! n’int ket feuket o welet kement-se : a-bell ac’hane. ’N eur vouzc’hoarzin e sellont ouzimp. Kentoc’h ê dougen anvi d’imp a reont, ha seblantout a reont laret an eil d’egile ar pez a lare ar baianed pe ar Judevien ’n eur welet ar gristenien gentan : « Sellet pegement en em garont. »


§ XXII. — EUR RUMM BUGALE-ALL E SAL AN HORTICULTUR. — ESKOB SANT-BRIEG HAG AR C’HARDINAL LOGUE O KOMZ OUTE.


E-kichen Charing-Cross eta e fell d’imp laret kenavo d’ar re divezan eus ar vugale an neus grêt d’imp kement a vad o gwelet en ruio Londrez vit an abarde. C’hoaz e zo stad ennon o sonjal enne hag o skrivan ar pez ho peus lennet aman diwar o fenn. Ma fluen, hi he unan, goude koulskoude m’he deus grêt kalz a hent evit kontan o doare, n’houl ket c’hoaz distagan dioute. « Ma ! pluennig, keit ec’h out ec’h out : pa blij d’it kement-se bugale gatolik Londrez, skriv dioustu ’pez a zo c’hoarveet gant ar 5,000 anê o doa renket, dre ma oa re leun ar gatedral, mont d’en em dastum en Hortikultural-Hall.

Ar zal a doug an hano-ze eo an hini elec’h ma ’n em vode ar zôznekerien epad ar c’hendalc’h.

Ar vugale a oa êt di n’helljont ket kât salud ar zakramant : mes ahendall na golljont netra. Meur a eskob, o welet ne oant ket evit mont en diabarz ar gatedral, a gemeras true oute, hag ac’h eas d’o heuilh da zal an Hortikultur. An Otro kardinal Logue, hen e unan, a dlee, goude bean kelennet re ar gatedral, donet da gelen ar re-man, hag, ouz hen gortoz, e oa karget an Tad Nikolson, eur prezeger hag a oar, mar zo unan, gonid ar vugale, da rei d’ê, e-giz didu, eun tamm kelennadurez. Mes fellout a reas d’ean e vije digoret ar vodaden gant unan eus an eskibien, hag hen o pidi unan anê da laret eur gir bennak. Ne vije ket bet re bonner ar garg-se evit hini bet anê, mar vije bet da gomz en galleg pe en latin. En sôzneg, vise, e oa da gomz, ha dizanav e oa ar yez-man evite oll nemet evit unan. Ha heman, piou e oa ? An Otro Morelle e-unan, hon eskob Sant-Brieg. Laret a reas ne oa ket akwit awalc’h evit soznekaat dirak an oll. Mes, o vean ma talc’hed warnan, ne chomas ket pelloc’h da glask digareo, ha dao d’ei. Petra a laras d’e dud vihan ? N’oufen ket hen skrivan aman, ha gwaz a ze. An hini eus e chilaouerien an neus kontet d’in ar pez a c’hoarveas en Hortikultural-Hall ar zadorn d’abarde, n’hellas ket hen kompren, dre ne oar gir zôzneg ebet. Mes a gement-man ec’h omp sur : ar vugale a c’hoarzas leun o c’hov, ’pez a ziskoe ec’h intentent an Otro ’n Eskob. Pa vije goulennet eun dra bennak digante, e respontent oll yes pe nine (laret nain), pe, mar keret, ya pe nan. Eur wejig bennak, memes tra, e tigoue d’ê skei koste : neuze e teue eur mousc’hoarz gant ar c’homzer, peadra da lakat ar c’halonoigo da dripal hag ar jolori da zevel.

Ac’han da bell, a dra zur, en Londrez hag en dro da Londrez, e vo komzet gant meur a hini eus an Otro Morelle, evel eus eun eskob jentil ha dihun a spered. N’hallo biken bean ankouaet gant ar vugale a gomzas oute en Hortikultural-hall.

En e c’houde, e reas an Tad Nikolson d’ê eur brezegen diwarbenn ar Zakramant-santel. Diskoe a reas d’ê penôs ec’h ê Jezus-Hosti evit an Iliz katolik ’pez ec’h ê an heol evit ar bed.

Pa oa fin d’ean, ec’h arruas ar c’hardinal Logue, grêt gantan ’benn neuze eur brezegen er gatedral. Hadober a ra ’nei dirak ar vugale a zo aman ha setu ’nê dic’haouet eus an displijadur o doa bet ’n eur welet serret oute, fôt ar blas, dor-dal an iliz veur.

’N eur dont e-mêz, e kav darn anê hon gwetur war o hent : diskoe a reont joa d’imp evel ar re o doa tremenet dre ar gatedral hag evelse e kresk al levenez a oa dija en hon c’halono.


§ XXIII. — TREDREZIZ OUZ HON ZOL — DEK MIL PÔTR EN ALBERT HALL.


Eul levenez all hon gortoze en Hotel Tudor. A-boan e oa d’in bean gwalc’het ma daouarn, ma teuan da c’hoût e oa digoueet Marcel Gros hag André Bouget. Bet int fidel d’o gir : laret o doa dont da goanian ganimp vit noz. Setu nê deut hag arru en koulz. Gwir ê n’o deus bet tôl ebet d’ober aboe eun heur goude kreiste, lôsket m’int bet gant o fatron evel ma ve lôsket ar vicherourien en Londrez bep sadorn d’abarde. Eur pennadig brao e pad hon c’hoan. Ha c’hoaz ne bad ket awalc’h evit en oll dreo hon deus da laret. Goude mac’h omp savet eus tôl, e kendalc’homp gant hon c’hôz e sal ar vutunerien, ha n’eo ket diviet ganimp an danve komz pa deu ar c’houlz evit Emile Poullin da gemer hent Albert-Hall evit bodaden ar bôtred.

Nag a chans an neus ! Bet an neus eur garten digant eun avokad eus Paris hag en em gave kazi dalc’hmat en hon c’hompagnonez, ha na felle ket d’ean mont d’ar vodaden. Ni hon devoa goulet kartenno pell e oa : mes respont ebet. M’oarvat ne oa ken hini ’bet.

« Deut d’ambroug ac’hanon, eme Emile da Varcel ha d’Andre ; deut betek du-hont : marteze e c’hellfet dont ebarz d’am heuilh. »

— « Ya awalc’h » eme an daou Dredreziad. Hag irit o laret d’imp « trugare ! » hag, eun tamm anoaz en o c’halon, « Kenavo ! »

Tremen koulz a oa d’hon fotred yaouank mont en dro.

Pac’h arrujont e kichen Albert-Hall e oa eno eur mor a dud. N’hellas ket zo ket Emile Poullin tostât, kaer an nevoa diskoe e garten. Piw ’ta eus ma anaoudegez a lavaro d’in penôs eo bet kont gant bodaden ar bôtred ? Den ebet, siouas ! Mes an de-warlerc’h (oh ! nan : ar voulerien na labouront ket ar zul), mes al lun d’ar beure e prenan an Daily Telegraf hag ar Standard, hag er gazetenno-ze e kavan hirie merket, penn da benn ha pis, petra a zo bet laret ha grêt en Albert-Hall ar zadorn d’an noz.

’Benn 8 h. 1/2 eo leun kouch ar zal : n’eus ken eur gador c’houllou. 10.000 pôtr dastumet en eur zal ! Biskoaz kement na oa bet gwelet eno nag e lec’h all. Hag ar re a zo chomet e mêz ? Den n’hallfe o niveri. Mil boan an neus « autokarr » an Otro Legat o treuzi an en groez evit mont da gât an nor-dal. An oll a fell d’ê gwelet anean, evit hen saludi : ha hip ! ha hop ! ha strap ! Pell goude n’eman ken en gwel, e pad c’hoaz an dourni en diavêz.

En diabarz ê memes tra pe wasoc’h ; dre ma fronj an ogro herda ma c’hall. Ne deu ar zioulder nemet pa ’n deus kemeret an Otro Vannutelli e blas war ar chafod e kreiz an gardinaled all, an eskibien hag eun toullad liked eus ar renk uhelan.


§ XXIV. — AN O. BOURNE A RO DA C’HÔUT E TIFENN AR GOUARNAMANT DOUGEN AR ZAKRAMANT ER PROZISION : KALONO AN DUD O VIRVI.


Goude m’eo kanet kantik ar Speren-Glan, ec’h aze an oll, ha gir ebet ken, dre ma zo c’hoant da glevet pis komzo an Otro ’n arc’hesbob Bourne. Meur a hini a oar ’benn breman petra eman o vont da laret, hag a zaill o c’halon en o c’hreiz : kazi vel arne a zo en êr ha chans bras a vo mar ne deu ket eun tôl kurun.

Fe, dont a ra buhan, ha setu aman ar c’homzo a lak anean da strakal.

« Bean am eus, eme an Archeskob da gemen d’ac’h eun dra hag a dle ho klac’hari hag ho soupren. Dirio am eus bet reseved digant ar C’hentan Ministr, eus e beurz e-unan hag evidon ma-unan, eul lizer hag a lare d’in e oa arabad ober ar zul prozision ar Zakramant ».

Ha kenkent eun drouz spontus da zevel, eun drouz grêt ’n eur huchal, ’n eûr c’hwitellat, ’n eur hopal a bouez penn : « Mez ! Mez ! haro ! haro ! ». Kaer ’n eus an Otro Bourne, gant e zaouarn, gwignal d’an dud tevel, ne deu ket a benn eus e dôl : kement a zroug a zo êt er c’halono, m’eo hanval ar zal ouz eur forn c’horet.

N’ê ket eta en eun tôl e vo distanet. Mes, a dammigo, dre ma weler an Otro Bourne o chom ’habask hen e unan hag o pidi ar re all da vougan o buanegez, e tousa an dourni hag en em lak adarre an arc’heskob da gomz.

« Me ho ped, emean, da chilaou penn da benn, ha hep am zroc’han, ar pez am eus da zisklêrian. « Chilaouomp, chilaouomp ! »

En e lizer, an Otro ’r c’hentan a lare d’in lezel a goste ar prozision. Respont a ris d’ean dioustu ne c’hallen dizober netra… « Chilaouomp, chilaouomp ! » ha goude an oll en o zav, ’n eur dripal ha ’n eur drouzan gant treid ha gant daouarn. En hano Doue, bezet sioul beteg ar fin « Chilaouomp, chilaouomp ! » Peuc’h ! Respont a ris ne c’hallen dizober netra diwar eur gourc’hemen grêt d’in, evel en kuz (Huch ha strakadeg). An Otro Asquith a respontas d’in ne zelle e gemen nemedomp hon daou ha ne dlee ket bean embannet. (Oh ! Oh !) Delc’hen a ris warnan ’n eur rei da c’hoût d’ean e oa ret d’ean, mar boa ezom, en gwirione, da chanj eun dra bennak d’an heur divezan, ya, e oa ret mat d’ean kemer warnan d’ober e c’houlen en hano ar gouarnamant. (Huch ha strakadeg). Setu aman an telegram a gasis d’ean dec’h d’an noz :

Kentan Ministr, Port Errol, Aberdeenshire (lenn dinchair). Lennet ho kemen. En zell lemel al lid a gavet enep lezen. gant rofed ôtre d’in d’embann e ran ze diwar ho koulen. C’hwi dle anzav am laket war glaou ru tan.

Vit ar beure, eme an Arc’heskob, am eus resevet ar respont-man.

Arc’heskob Westminster.

Resevet ho telegram dec’h d’an noz re divezat evit respont.

Penegwir fell d’ho kras ober diouz hon mennoz, am eus eta laret d’ac’h a beurz Gouarnamant E Vajeste, e vefe gwelloc’h evit an urz vat ha dereatoc’h dilezel al lid a zo meneg anean, dre ma lerer ec’h a enep d’al lezen. (Mez, mez !) Glac’haret on dre ma n’ê ket hep eun nec’hamant bras e renket hen dilezel.

Asquith.

’N eur glevet lenn respont ar C’hentan, e sav er c’halono hag en em diskoe e pep sort doare eur vuanegez eus an têran. Neuze e lavar E C’hras (an hano-ze a roer aman, dre respet, d’an eskibien) : « D’am zro, emean, am eus kaset ar respont-man :

« Digemeret ho telegram. Pez a lidus a dlee bean er prozision a vo lemet dioutan, dre respet evit ho mennoz a Vinistr Kentan.

Kardinaled hag eskibien gerzo gant o gwiskamant a enor, bep hini diouz e renk. En gortoz ma rei Gouarnamant diouz ma vo diriskl ha dereat ar c’herzed evit hon hosted meurbet enoret. Ret d’in, emichans, displegan sklêr dirak an oll perak eo chanjet an treo. »

(Teulomp ple, ’n eur dremen, d’an abeg a ra d’an Otro Bourne souzan : n’ê ket mennoz an Otro Asquith, eur mennoz a guzuilh, mes mennoz ar C’hentan Ministr, eur mennoz a c’hourc’hemen. Setu teulet ar bec’h gantan war ar gouarnamant hag an trec’h gantan war ar poent-man. Bean an nevo ive otre d’en em dizamman dirak an oll, hag oc’h ober ze eman breman en Albert-Hall).

Eun dever ’ta, eme an arc’heskob, eo evidon pidi O Eminans hag O Otroniaj (ar gardinaled hag an eskibien) da vont arc’hoaz d’abarde d’ar gatedral, n’ê ket dre an hent eün, mes dre an hent a zo merket evit ar prozision, gante o soudanen, o sourpilis, o mantellig ha ’pez o deus ahendall da dougen pep hini herve e renk. Ar prozision gant e oll lido a vo grêt diabarz an iliz (Mez ! Mez !), ha bennoz ar Zakramant a vo roet d’an dud n’o devo ket gellet mont ebarz, diwar ar gwaridello diavêz. Ar greden am eus e vo grêt plijadur evelse d’ar miliero a dud o deus c’hoant da gaout o lod eus ar c’hendalc’h, hag e vo lemet gant an oll, betek gant ar bisminkerien ar muian troidellus, pep digare da damall d’imp eun dra bennak ha na vefe ket herve al lezen (Strakadeg). Pidi a ran ive hon fopl da zigemer ar reizadur-man gant al lealded hag an doujans ac’h ê dleet d’imp kât evit an oll dud a zo en eur garg bennak, pe int tud a Iliz pe nan int ket. « Chilaouomp ! chilaouomp ! » hag eur vouez : « D’an traou Asquith ! » O fidi a ran ive da ziwall da goll o foell ha d’ober eun dra bennak ha ne vefe ket dereat. (Strakadeg). Evel eur Zôz leal, ha c’hoaz muioc’h evel eur C’hatolik a glask e pep tra senti ouz e fe, e kavan ec’h ê dleet d’in en em dremen ouz an dud a zo karget da ren hon bro hag hon c’hêr, pa o deus, dirak an oll, diskleriet d’in o mennoz (Strakadeg). Mes evit plegan da c’hourc’hemenno ha da c’hourdrouzo an Allians Protestant, pe eun all a sort ganti, ze n’on ket dare d’ober. (Strakadeg).

Fians am eus, breman pan ouzoc’h penôs eman kont, e kavfet mat ar pez am eus grêt (Stakadeg). Evit bean just, e larin c’hoaz e zo bet roet assurans d’in gant ar Polis ne c’hoarveo dizurz na droug ebet epad hon c’herzadeg (Strakadeg). Hag ahendall, n’hallen ket ankouât se, n’am eus nemet d’en em veuli eus penno bras ar Polis : kavet am eus enne dalc’hmat respet ha c’hoant d’ober plijadur. C’hoaz eun dra : hini bet eus an dud a zo o chom er ruio a dle ar prozision tremen dre-z-e, nan eus, e doare ebet, savet e vouez eneb da ze.

Ha breman, ma daou c’hir divezan. C’hoant am eus e rofe hon fopl testenio a enor hag a garante d’an hini a dalc’h aman lec’h an Tad santel ar Pab, ha d’an Otrone ’n Eskibien o deus teurveet dont davedomp. C’hoant am eus dreist-oll e lakfe kement hini a zo aman tommder awalc’h en e galon ha bue awalc’h en e gan, evit ma teuio, n’ê ket hepken ar gatedral, mes ive karter Westminster a-bez, da vean eur gwir dempl, gwestlet d’ar Zakramant binniget (Strakadeg ha huch).

Setu achu an diskleriadur an nevoa an Otro Bourne d’ober d’an dud a oa bodet en Albert-Hall. N’eus ket ezom da laret e skoas don er c’halono. Koulskoude, pa welas sklêr an oll e oa chomet sonn e benn dirak ar C’hentan Ministr hag an nevoa laket ar bec’h da gouean warnan, e chomjont habask ha sioul hag e c’hallas an Otro ’r c’hardinal Mercier, arc’heskob Malines, goulen digante hag-en e kavent mat ar mennoz-man : « An naontekvet kendalc’h Eukaristek savet etre katoliked ar bed oll, a c’houl digant kement hini a gemer lod ennan, ma labouro gant e oll nerz evit kriski an devosion e kenver ar zakramant adorabl eus an Oter, herve spered ha kelennadurez an Iliz katolik. »

Emichans an oll a lavar ya, ha neuze ar C’hardinal a bed anê da dostaat alies ouz an dôl-zakr, d’en em garout an eil egile, da garout o breudeur dianket, ha da bidi, pep hini eus e wellan, ar Pastor mat evit ma sacho ’nê davetan, da laret ê evit ne vo nemet eur bagad hag eur pastor. (Strakadeg).

An Otro ’n Archeskob Glasgow a gomzas goude eus an dud a labour, a oa kement anê an nozvez-se en Albert-Hall. « Bras eo o galloud hirie, emean ha war vrasaat ec’h a : mes ne fell ket d’ê ankouaat o deus ive deverio. En eur gir, bezent kristenien vat hag e chomfont war an hent eün. E skol Jezus e tiskfont pis petra o deus d’ober. Ha gallout a reont hen pleustri ha bean kenteliet gantan, n’ê ket hepken ’n eur lenn ar Skritur Zakr, mes ive, mes dreist-oll, ’n eur digemer anean en o c’halon dre ar gomunion : digant Jezus Eukaristek o devo, n’ê ket hepken ar sklerijen, mes an nerz o deus ezom evit ober o dever. » (Strakadeg).

Arru ê unek heur : dre gantik ar Pab ec’h achuer ar vodaden ha pep hini war e du.


§ XXV. — AR GATEDRAL HAG AR RUIO KEMPENNET GANT BLEUIO FRANS. — AN OFEREN BRED GANT PREZEGEN AR C’HARDINAL GIBBONS, ARC’HESKOB BALTIMOR, HA GANT KAN PALESTRINEL.


D’ar zul, an 13et a Wengolo.

Hirie eman an de bras, an de eman Londreziz o c’hedal ’pell zo, de ar prozision. Goût ouzer breman nan ei ket ar Zakramant er-mez : n’eus fors, eur gerzadeg tud a Iliz a vo, ha tud a deuio a leiz evit he gwelet.

N’ê ket koulskoude ar pez a weler er ruio da c’hwec’h heur eus ar beure a rofe da c’hoût e vo bec’h ha reuz enne emberr. Pac’h eomp war droad (rak, dre m’eo sul, ne gerzo ket hon « zube » ac’han da nav heur) pac’h eomp war droad d’ar gatedral, ne gavomp den ebet war hon hent. Ha koulskoude eman an heol o sevel, hanval ouz eur voul ru tan, etre palez ar Parlamant ha chapel Westminster.

Ar gatedral, memes tra, a zihun hep dale an diabarz anei. Laret ganimp hon oferen, e savomp enni, evel d’an ordinal, evit ober hon fedenno a drugare, hag e kavomp enni eun toullad brao a dud, deut evit klevet eun oferen hag evit komunian. Diouz o êr e welomp ec’h ê beo-bueek o fe hag ec’h ê kempennet kaer o c’halon evit digemer o Mestr hag o Roue : ouz o gwelet e kresk hon devosion.

Ar gatedral hi hec’h-unan he deus kemeret eur gwiskamant kaer aboe dec’h d’an noz, eur gwiskamant hag a doug anean evit ar wej kentan. Ar gwaridello a ra an dro d’an neven a zo fichet enne bleuio a bep sort liw : eur blijadur sellet oute — ya, mar ne oar an nen perak emaint aze elec’h bean e lec’h all. Hed a hed gant ar ruio dre ma tlee ar Zakramant tremen, e oa d’ê da vean bet laket, pe e giz had war ar pave, pe e giz bokedo ouz an tier. Ar bleuio-man eo a zo deut a vagoniado eus Frans. Gwir ê e vije bet kavet en Londrez peadra da gempen an tier hag an hent : adalek dec’h e oad krog da stagan ouz ar mogerio pezio koton pe voulous ru, plego mistr enne ha warne rozenno spilhennet ha girienno skrivet en aour evit enori Jezus-Hosti ; garlantezenno ive a weled e meur a lec’h o vont eus an eil tu d’ar ru da gât an tu-all. Pegen kaer eta e vije bet hent ar prozision, ma vije bet deut, war ar marc’had, bleuio Frans d’hen kaeraat ! Mes siouaz ! aboe dec’h d’abarde, pa deujed da c’hoût n’aje ket ar Zakramant e-mêz, e laras an dud, ha droug enne, kenavo d’ar c’hempen.

Na petra ober neuze gant bleuio Frans ? Dioustu e oa kavet impli d’ê. Kaset e oant d’ar gatedral ha marellet gante ar pondale a ren etre ar piliero.

Dre ze e vo c’hoaz muioc’h a dro hirie gant an oferen bred evit ne vije an deio all.

Ha mad ê ze : rak an hini a dle he c’hanan a zo ive dreist an eskibien all : kannad ar Pab, an Otro Vannutelli hen e unan, a vo an ofiser.

Benn eiz heur hanter, da laret ê eun heur rôk ma tle al lid digeri, ec’h ê tost da leun an iliz. Panevet e oa bet miret plaso ispisial d’ar gendalc’herien, am mije bet poan, daoust d’am « ziket », o kaout eur skabellig. Ma skrivjen evit Londreziz, na ve gwej ebet evite tro awalc’h gant lido an iliz, ha dreist oll evit ar re anê n’int ket katolik ha nan int ket boazet da welet ofiso ken lidus, e lakjen aman penn da benn doareo an oferen bred a ganer hirie. Mes ar Vretoned, a drugare Doue, o deus gouelio kaer awalc’h en o bro evit lakat an doareo-ze dirak o spered. Ha neuze, displeget am eus uheloc’h penôs e oa kanet an oferen bred dirio gant arc’heskob Paris : lakomp ec’h ê homan kaeroc’h c’hoaz hag hon devo eun ideig anei.

Koulskoude n’hellomp ket lezel krenn a goste ar brezegen a reas goude an Aviel an otro ar c’hardinal Gibbons, arc’heskob Baltimor. Ar prezeger a zo unan eus ar re ar muian brudet hag e arc’heskopti unan eus ar re vrasan hag ar re gosan eus Stajo-Unanet an Amerik : dre-ze e zo hast da glevet anean. En sôzneg e komz, evel tud e vro. Rak ar re-man o deus miret yez ar Zôzon aboe m’o deus, breman zo c’hwec’h ugent vla, en em dennet eus a zindan o domani.

N’am eus ket me klevet eur gir eus ar pez a lavaras (d’ober petra laret am eus ?) : re bell e oan eus e gador hag a-dre d’ei. E vouez ive n’ê ket eus ar c’hrenvan. Mes skrivagnerien an Daily Telegraf a oa eno hag en lec’h da glevet : diwar o skrid eo bet kemeret pez a zo aman warlerc’h.

Komz a ra ar c’hardinal da gentan eus al liammo a zo etre Bro-Zôz hag ar Stajo-Unanet : liamm ar memes gwad, liamm ar memes lezenno, lezenno a frankiz, ha, vit katoliked an diou vro, liamm ar memes relijion.

’N eur gomz eus ar relijion, e pouezas ar C’hardinal war greskans souezus ar fe gatolik etouez ar zôznekerien, hag e teuas da laret :

« E konsil Trent, eur c’honsil en em dalc’has e kreiz ar c’hwezekvet kantved, ne oa nemet pevar eskob hag a gomze hon yez : unan deut eus Bro-Zôz ha tri eus Iverzon. Eus Bro-Skos ne oa hini ebet. An Amerik a oa neve dizoloet hag an Ostrali a oa eun douar-disanav. Breman e zo wardro 200 eskob er broio hag eman enne an trec’h gant ar zôzneg, da laret ê en Bro-Zôz, en Iverzon, en Bro-Skos, er Stajo-Unanet, er C’hanada, en Indrez ar Zav Heol, hag an Ostrali. Mar bije eur c’honsil evit ar bed katolik epad ar c’hantved mac’h omp ennan, e vije a dra zur etouez an eskibien kalz a zôznekerien, hag i stag gant fe hon zado ouz an Tad santel ar Pab. »

Ar prezeger an neus ive eur gir evit Iverzon, c’hoar hon bro garet Breiz-Izel :

« Sur on, emean, hag oll e vefet a du ganin, sur on ec’h ê bet grêt he dever gant an Enezen-C’hoar (ar Sôzon a ro ive an hano-ze d’Iverzon) evit ’pez a zell ouz ar misiono katolik. Daoust pegen glac’harus eo an abego a lakas ken lies a Iverzoniad hag a Iverzoniadez d’en em divroan, bepred ê ec’h ê bet o harlu eun dra talvoudus etre daouarn an Doue Oll-C’halloudek : gantan an neus laket da zont da vat mennozio uheloc’h ha santeloc’h. Gallout a rêr laret, ha den n’am dislaro, e vefe poan o kaout er Stajo-Unanet pe en Ostrali eur gêr ha na vefe ket bet kaset d’ei ar relijion gatolik gant beleien ganet en Iverzon pe beleien kar da Iverzoniz. »

Bro-C’hall na oe ket ankouaet ken nebeut, daoust d’ar brezel a rêr enni breman d’an Iliz Roman :

« Bean zo, eme an Otro Gibbons, eur vro all, en tu all d’ar Manch, hag he deus roet skwer vat da Vro-Zôz ha d’an Amerik ’n eur labourat a-greiz kalon evit ar fe gatolik. Da Vro-Zoz da gentan : war zibenn an driwac’het kantved, e teuas al loden an noplan eus kloer Frans, argaset eus bro o c’havel gant barr-korve ar Revolusion, da glask repu en Bro-Zôz, ha kaout a rejont eno digemer kalonek ha peadra da vevan. Int, eus o zu, an oll hen goar, a glaskas plijout d’ar Zôzon hag a c’honeas o c’halon ken dre o doaero c’hwek a dud jentil savet mat, ken dre ar volante didrec’h a lakent da c’honit ineo da Zoue, ken dre o bue divlamm.

Hag an Amerik ? Epad tri c’hant vlâ goude ma oa bet dizoloet, ne baouezas ar visionerien a galon deut eus bro gatolik Frans da labourat eus o gwellan evit kristeni ha sevenaat an dud hanter oue a veve neuze hag o devoa bevet a viskoaz war douar an Nord-Amerik : mont a rênt drezan a dreuz hag a hed, dalc’hmat en riskl da skuilh o gwad hag alies ouz hen ober. »

’N em gomz eus ar misiono, e tro ar c’hardinal Gibbons e spered ’trezek ar vad o deus talveet d’ê an ijino neve, hag e lavar :

« Ya, ho pinnigan a reomp, tud a ouiziegez, evit an ijino neve ho peus bet kavet. Ni ho salud evel oberourien an Otro Doue. Ni a fell d’imp implian ho kavadenno evit mad ar relijion, ha laret wardro gant ar Profet Royal : « Heol ha loar, binniget an Otro Doue ; tan ha tommder, binniget anean ; luc’hed ha koumoul, binniget anean ; krouadurien Doue, binniget oll ho Toue, me ho ped, ha meulet-an da virviken. »

Setu aze ar pez an neus kavet a vravan skrivagner an Daily Telegraf en prezegen an Otro ’n Arc’heskob Baltimor, ha setu aman petra an neus da laret diwarbenn ar peurrest eus an oferen : muioc’h a dalvoudegez an nevo marteze e skrid evit eul lenner bennak, dre ma n’ê ket eur c’hatolik, ha nan eo ket techet aman da lakat an treo kaeroc’h evit nan int. « Goude ar brezegen, emean, e teu al loden ar muian lidus eus an Oferen ; mes ne zere ket komz diouti evit an oll, ha n’ê ket zoken êzet displegan an doare anei. N’hallomp ket koulskoude tremen hep laret eur gir eus ar muzik, a zo bet kaer dispar. Ouz he c’hilaou, en em zante an nen evel dibradet eus an douar-man, ha vel savet, dreist an oabl, en eur vro ha n’ê ket hon spered evit hec’h anaout ».

Hag ar gazetenner breman da laret penôs ha pegouls (ar blâ 1565) ec’h ê bet savet gant ar muzisian bras Palestrina, diwar beden eur Pab, an oferen war gan a rêr anei oferen ar Pab Marcel : honnez eo a ganer hirie en katedral Westminster.

« En gwirione, emean, an Iliz katolik a c’hall bean lorc’h enni o vean perc’hen d’an tensor-ze ha da reo-all a sort gantan. Mes n’ê ket stank al lazio-kanan hag a vefe gouest da zont a benn d’o dispakan ervat. E-tuhont m’eo ret bean aroutet mat war ar muzik, ec’h ê ret c’hoaz d’ar mistri kan bean bet disket, digant mistri all bet skolaet mat en o rôk, an doare da laket war droad ar sort oferenno. Mes ni hon deus kollet an doare-ze pell-zo, torret ganimp ar chaden a stag hon c’hanerien iliz ouz ar re gentan (komz a ra ar gazetenner en hano ar brotestanted).

Kent ma achuas al lid kaer a ziframmas, koulz laret, hon spered diganimp, e weljomp c’hoaz eur prozision Roman en e splander, ha me lar d’ac’h an nevo poan ar gatoliked a oa eno oc’h ankouaat ar vad a reas d’ê eun ofis hag a oa bet roet d’ean kement a dro. »

Ha c’hwi, ’ta, ma mignon, c’hwi ma breur dianket, daoust hag-en e kollfet ar zonj eus ar pez an neus talveet d’ho pluen eur pennad-skrid ken mistr hag an hini ho peus skrivet evit ho kazeten ? Ne gredan ket : evit skrivan evelse, ec’h ê ret d’ar galon bean bet stoket.


§ XXVI. — ’N EUR VONT D’AR GATEDRAL EVIT AR PROZISION


Dudi war dudi : setu ’pez an nevo talveet d’imp kendalc’h an Eukarist, ha dreist-oll e zevez divezan. Koulskoude an dudi c’hwekan a zo c’hoaz da danva, an hini a roo d’imp emberr ar prozision.

Gwir ê ne vo ket eur beden evel m’eo prozision ar zakramant en hon Breiz-Izel, penegwir eo bet difennet, d’an heur divezan, dougen an Otro Doue dre ar ruio. Dre-ze n’o devo ket lec’h ar gatolided a deuio a viliero hirie da Londrez, da ziskoe o devosion en e genver ha da gaout o lod eus ar C’hendalc’h. Ze koulskoude eo a glaske an Arc’heskob pa nevoa grêt embann e vije bet prozision ar Zakramant. Eun dek mil bennag a dud o devoa kavet an tu, dre m’o devoa kartenno, da vont d’hen adori ebarz ar gatedral pe da glevet komz anean en sal Kaxton, en sal an Hortikultur, hag en sal Albert. Mes petra eo ze e kichen ar c’hant mil pe an daou c’hant mil a felle d’ê bean binniget gantan, pe da vihanan hen gwelet ? ’N eur dougen anean dre ar ruio e vije bet roet e vennad da bep hini.

Mes ar gouarnamant, evel m’on deus gwelet, an neus laret « hola » goude ma oa bet meur a viz heb enebi. Ha gortozet gantan ar c’houlz divezan evit se ! Peder heur warnugent arôk : eun dra ha na oa ket d’ober, kwita ?

Ac’hanta ! koulskoude, pa zonjer er pez a zo bet c’hoarveet, an nefe evel c’hoant an nen da laret : « Gwell a ze ». Marteze, ma vije bet gouveet abretoc’h e oa kondoanet an Otro Doue da chom en e iliz, ne vije ket deut kement a dud da Londrez ar zul d’abarde, ha marteze zoken ne vije ket bet eur gerzadeg tud a iliz evel ma zo bet : dreist-oll, ha kement-man a zo sur, ne vije ket bet roet d’ar c’hardinal « Legat » ha dre-ze d’an Tad Santel ar Pab, gant 200.000 a dud, eun desteni a enor sort nan eus bet gwelet, marvat, e bro ebet. Dirak ar Zakramant o tremen, e vije bet tavet an dud dre respet ; dirak an Otro ’r c’hannadour o tremen, e zo bet leusket penn da benn hopadenno a enor hag a garante.

Setu aman ’pez am eus gwelet ha klevet diwar-benn ze. War dro peder heur e tle digeri ar gerzadeg hag e fell d’imp, ni beleien, bean, eun hanter heur da vihanan arôk, e kichen er gatedral evit kemer hon renk. Diou heur hanter hepken ec’h ê pa gemeran gant ma c’henvreudeur hent Westminster, Ha mad ê d’imp bean en koulz : war droad e vo ret d’imp mont, rak an oll weturio a zo leun kouch. Ha ni eta en em zilan e touez ar mor a dud a gerz eveldomp trezek ar gatedral. Ezom ebet, emichans, da laret ec’h omp dispartiet abret an eil diouz egile. Unan eus ma c’henvreudeur, memes tra, a dalc’han tost d’ean, hag hon daou, an Otro Kergus ha me, a heuilhomp an engroez gwellikan ma c’hellomp, gwej dre eun tu, gwej dre eun tu all eus ar ru, evit tremen rôk strollado a gavomp divalo o c’herzed ha dre-ze gonit eun tammig amzer. Mes n’hallomp ken ober kement all adalek m’hon deus tremenet palez ar Parlamant : ar c’hreiz eus an hent a zo ken karget hag an daou du. Hag an oll ac’h a trezek ar memes lec’h. Mar zo unan bennak hag a stourm ouz red an engroez, ec’h ê marc’hadourien, gante rozenno paper gwenn ha melen da werzan, pe c’hoaz poltrejo ar Pab war baper sei : daou wenneg pep tra. Meur a dremener a bren digante o marc’hadourez, epad ma talc’homp ni da vont gant hon hent.

Hedet hon deus ru Victoria hag arru omp a gever gant ar gatedral. Penôs en em dibab breman ? Aon bras hon deus n’hallfemp ket mont d’he c’hê, mes setu ar renkenno o tigeri diragomp : trawalc’h ê d’imp dougen ar zoudanen evit kaout frankiz da dremen. Ar boliserien i o-unan na glaskont ket hon diarbenn.


§ XXVII. — EVIT DIGERI HENT D’AR PROZISION : 50.000 KATOLIK, 3.000 POLISER


Mat, eta, eo ar bed ganimp betegen. Mes pan omp arru ouz ar gatedral ; n’ouzomp ken pelec’h mont. An norjo a zo serret. Ha neuze ni d’en em voutan war eun trotouer, e-mesk an dud a zo dastumet eno bern wa vern. « Ac’han, e sonjemp ennomp hon unan, ac’han e welfomp da vihanan ar prozision o tremen ’benn eun heur pe diou heur aman, mar n’hallomp ket en em lakat ennan. »

Mes setu ni evel prizoniet. Hed a hed gant pep trotouer e zo eur chaden boliserien ha na lezont den ebet da dont war greiz ar ru. Ret d’imp eta chom eno. Pasianted zoken eo hon deus da gemer, rak hon amezeien a ra d’imp sello treuz : a dra zur n’int ket katoliked. Da c’hortoz ma vefomp dilivret, e sellomp endro d’imp ha dre-oll ne welomp nemet tud. En hon c’hichen, a-dal d’imp, eur strollad katoliked deut eus Liverpool (lennet poul), evel ma lavar d’imp eur baniel a doug unan anê. Ha pelloc’h, en daou du d’ar ru, e zo strollado all gante ive bep a vaniel. Bean emaint evelse 50,000 a bôtred vat, kemeret gante aboe eun heur goude kreiste bord a ruio, evit stourm, eus ar ret, ouz ar zellerien a lakfe en o fenn ober dizurz.

Etre ru Viktoria hag ar gatedral hon deus gwelet krennarded eus a bevarzek da driwac’h vla hag a oa gwisket hag armet evel soudarded : katoliked yaouank int, roet gante o hano evit heuilh ar patronajo. Hirie e roont dorn da boliserien kêr, evit ne yelo netra a-dreuz.

Mar savomp hon daoulagad, ne welomp adarre nemet tud : ken lies a brenestr, ken lies a gropad sellerien. Hag an toenno eta ? Daoust d’ê da c’holo aman tier a dri ha pevar estaj, ec’h int du gant an dud a zo pignet warne.

Ha gir ebet, koulz laret, gant kement a dud ! Mar n’ê ket ze souezus, en gwirione ? Pez a drouz a reont a dalv ar boubou a zav elec’h ma zo eun tôl gwenan. Pac’h ouzer pesort kriadenno a deuio gante bremazonn, e c’heller laret eman ar forn o c’hori.

Mes setu, a greiz-oll, o tont d’an trot eur skouaden boliserien, en o rôk eur mestr war warc’h. Marvat e zo ezom anê du-hont pelloc’h, evit delc’hen an dud klenk en o flas : aman, elec’h mac’h omp, e zo awalc’h eus eur chaden anê evit-se. Mes elec’h ma zo kroaz-hent e laker ’nê war diou pe war daer regen evit harz ouz an tôlio bout a deu deus kreiz ar bobl. Ze zo kiriek ma zo impliet 3,000 anê vit an abarde, darn war droad, ha darn war varc’h. Ha n’int ket rust ha didrue evel kalz eus hon archerien a Vro-C’hall : n’am eus gwelet hini ebet anê o wallgas eur zeller bennak. Ma vijen bet war doen ar gatedral wardro gant skrivagner ar Standard, am mije klevet eur gazetenner a Vro-C’hall o laret : « Mais ils sont magnifiques, la police » (brisc’halleg ar Zôzon).


§ XXVIII. — WAR RÔK ! GANT BELEIEN BRETON ER RENKO KENTAN. — AN TAD FLETCHER, PÔTR-AR-RÔK. — SIOULDER HA KANTIKO. — BEC’H HA REUZ.


Prest goude, e welomp o tont trezek d’imp eur beleg sôz, gantan eur zoudanen hag eur sourpilis, ha war e lerc’h nao pe dek beleg en du. « Daoust ha gallout a refomp mont d’hen heuilh ? » a c’houlomp an eil gant egile, an Otro Kergus ha me. Ha ni o wignal d’ean evit ma tennje ac’hanomp eus hon frizon. Kenkent a reas eur zell d’ar boliserien a oa ’n hon rôk hag ar re-man o terri o chaden evit hon lezel da dremen.

Fe, mat e oa d’imp bean ’n em gavet eno. Rak n’eas ket am ambrouger pelloc’h gant e veleien. Adalek ma ’neus kemeret anomp en e vagad, e tistro krenn hag e kas anomp ouz dor-dal an iliz-vreur. Homan a oa o paouez bean bet digoret hag a oa krog da deurel er ru eur bern beleien gwisket gante sourpiliso gwenn. Ha ni souezet : ne ouiemp ket hon dije gallet dougen hon gwiskamant a geur ha ne oa deut ganimp sourpilis ebet. N’eus fors. Bepret ec’h efomp war rôk, hag er penn kentan, mar plij.

« Four, Four (lennet for), please) (lennet pliz), ! Pevar, pevar, mar plij ! » eme an ambrouger (hen anaout a reomp aboe dec’h : hen ê an Tad Fletcher, an hini a digore prozision ar vugale). Ha ni pevar ha pevar, ar re ac’hanomp a zo en du. Ma c’henveur ha me a digoue d’imp bean ’barz an eil regen, an eil hag ar c’hentan eus an tu kle. Ha divunet piw a gerzan war e zeulio ? An Otro Louiz Gautier, eus Kastelaudren, unan eus kureet Ar Stol (Etables). Heman en em gav evelse-ar c’hentan eus an tu kle, ebarz a regen gentan. Den en e rôk, nemet tri pe bevar bôtr, o deus eur baniel da dougen, an Tad Fletcher hag an hini a doug ar groaz. Diouz gwelet an Tad o kerzet, ne vije ket bet kemeret evit eur Breizad pe eur Gall. Biskoaz beleg n’hon deus gwelet o kerzet eveltan gant eun habit keur : sonn e benn ha reut evel eur peul, e talc’h e zaou dorn kroajet a dre d’e gein. Divalo divalo e kerz ha, pa ra eur vinvaden, ec’h ê evit trei a bez da welet hag-en ec’h a mat an treo war e lerc’h. Ni a gav e neu iskiz eun nebeudig, mes e genvroiz hen kav dereat : pep bro, pep giz.

E tu-hont da ze, evel m’am eus laret elec’hall, an Tad Fletcher a blij kalz da Londreziz, dre mac’h ê eun den eus ar gwellan : an oll o deus evitan ar brasan respet. Eul Londreziad an neus laret d’in aboe n’halled ket rei d’ar prozision eun ambrouger gwelloc’h evitan.

Tostaat a ra da beder heur pa ’n em lakomp da vat da gerzet. Mes hon c’herzadeg na vo ket mut evel ar re a weler a wejo en Londrez. Ni hon unan a gan, gwej en latin, gwej en galleg. Dont a ra d’e dro kantik an Itron Varia Lourd gant e ziskan « Ave, ave, ave Maria ». Ha setu ar zellerien en em lakat da ganan an diskan ze wardro ganimp. Diwar neuze, ne ganomp ken en galleg. Prestik zoken n’hon deus ken da zevel kantik ebet : ar bobl a zo en daou du d’ar ru, pe war ar gwe, pe ouz ar prenecho, a zo krog da ganan kantiko zôz. ’Pez hon deus ni d’ober eo unani hon mouez gant e hini, ’n eur lenn ar c’homzo war hon levrio. N’ê ket laret o c’homprenfemp gwall reiz. N’eus fors : jachan a reomp warni eus hon gwellan. Hag hon frozision a zired war e nanv, diskoilh ha didrous : sioul an treo evel pa vijemp en eun iliz.

Benn eur c’hart heur memes tra e tro an awel a du. Pan omp o tistouvan eus eur ru evit kemer eun all, e klevomp eun drouz iskiz : eur fronjadeg grêt gant tud hag a lôskfe o mouez dre o fri. Da gentan e seblant d’in klevet o yudal leoned evel ar re am moa gwelet dec’h e park al loened goue, hag e sellan hag-en n’eus ket eur venajiri bennak war ar c’hroaz-hent elec’h ma tremenomp. Na diavis ec’h on ! Ankouaat a ran e zo en Londrez eun tokad tud a spered enk hag a galon kazus, pôtred an Allians protestant, ha n’hellont ket tremen hep diskoe en o stum (stum al loened digomz) pegement a zroug a zo enne eneb an Iliz katolik. Da c’hortoz ma c’hellfont ’vit noz, en Kaxton-Hall, dislonkan an eil war egile o gwad fall, e fell d’ê adalek breman, ’n eur ober eun tôl esa, diskargan warnomp eun nebeudig anean. Ha n’ê ket hepken gant o mouez moug e c’hoariont : me gred ive e c’hoariont gant o diskoa. Rak e doare m’o deus an taer regen a boliserien da stourm evit lezel ganimp hent awalc’h da dremen, ec’h ê êzet goût e zo bouterien du-hont a dre d’ê. An dud dinatur a zo anê ! N’o deus ket aon da waskan, ha marteze da vougan ar gristenien a zo deut aman gant ar c’hoant hepken da welet ar prozision o tremen. A drugare Doue, n’eus bet marv ebet nag aman nag e lec’h all : falladenno a vat, ne laran ket. Ouspenn eur wej am eus gwelet ar boliserien o tapout en o divrec’h groage semplet hag o kas anê da unan eus an ambulanso a oa bet savet war hed tôl da hent ar prozision. Mad awalc’h an nevoa grêt an arc’heskob laret d’e dud lezel hirie o bugale er gêr. Koulskoude ne bad ket pell ar reuz, evit ’pez a zell ouz ar yudadeg da vihanan.

Homan a zo mouget en eun tôl gant mouezio ar gatoliked a ’n em gave aman, evel e lec’h all, en daou du d’ar ru. « Hip ! hip ! hourrah ! » a huchont da gentan a bouez-penn. Goude e stagont da ganan kantik ar Zakramant[32], ha ni, torret ganimp hon gouhad aon (ganin-me da vihanan), a gan ive war-dro gante. Diwar neuze ne daver ken : dalc’hmat kan en enor da Zoue, pe hopadenno en enor d’imp.

Goude bean kerzet epad tri c’hart heur ec’h arruomp, peurc’hrêt ganimp hon zro, tost d’ar gatedral. Aman eun dra hag a ra vad d’hon c’halon : eun drapo sei a dri liou hag endro d’ean eur c’hant bennak a bôtred vat deut ar beure-man deus Amiens, hag en sell da vean distro d’ar gêr ’benn arc’hoaz d’ar beure. Ar re-man o deus anaveet beleien Frans, hag a youc’h a greiz-kalon ouz hon gwelet, epad ma saver o drapo ha ma tispleger e blego evit hon zaludi.


§ XXX. — PIW A GERZ ER PROZISION ? HOPADENNO EN ENOR D’AL « LEGAT » HA D’AN O. BOURNE.


Setu ni breman war ar blasennig a sko war dor dal an iliz-veur. Penôs ec’h ê deut a-benn ar gwarded yaouank katolik hag ar boliserien da virout enni eur winojen ledan awalc’h evit hon lezel da dremen ? N’on ket evit hen kompren, boutet mac’h int gant an dud a wel an nen pell pell du-hont, betek en ru vras Victoria, en em dougen an eil egile.

Mes kaer o deus boutan, ha kaer o deus hopal evit hon digemer, ne goll ket ar boliserien o fenn nag o lans : ar bobl a zo en o dorn, ha lakat a ra bolante vat da blegan.

Setu perak e c’hall ar veleien gwisket en du tremen dirak an nor-dal hag en em dennan en eur c’harden vihan a zo bet digoret evite. Mes er gatedral nan a hini. Me a dap eur c’hornig bihan war ar vinz vein a zav d’an treujo hag ac’hane e welin, dre ma tiredo ar prozision diragon, penôs ec’h ê reizet. Ar veleien na dougont ket o habit keur a zo tri pe bevar c’hant anê. War o lerc’h kement all pe muioc’h eus ar re a doug anean : ar re-man, int, ac’h a eün ebarz ar gatedral. Eur chans bras evite, a dra zur, dre ma zo lido kaer da vean enni bremazonn. Mes ar re a chom er mêz o devo ive peadra da deneraat a c’halon.

Breman e teu ar venec’h gwisket pep hini en e giz ; ar re anê a zo ar bravan da welet ê ar C’hresianed, a zo war o fenn bonedo du moan ha uhel pintret, hag ar Bremonstreed, ac’h ê gwenn sign o gwiskamant penn da benn.

En o goude ar chalonied, an abaded, an eskibien, hag an arc’heskibien, gwisket oll en o c’haeran. Bep mac’h arruont, e sav e touez ar bobl hopadenno a enor. Mes war griski ec’h a an dourni pa weler o tont eur groaz ha, war he lerc’h, al « Legat », ar c’hardinal Visant Vannutelli. Ar wej-man avat a strak an treo : an dud a huch, a verv, a lamp, a hinj mouchouero. Hag an tôko eta ? En eun tôl ec’h ê diskabel kement pôtr a zo war ar blasen hag a zell ouz ar blasen diouz toen pe brenestr. Ar c’hannadour, e-keit-se, na baouez da vouzc’hoarzin ’n eur rei e vennoz a gle hag a zeo.

Pegeit e pad an drouz-man ? N’oufen ket hen laret. Pad a ra goude m’eo êt al « Legat » en iliz, epad ma tremen ar pemp kardinal a deu war e lerc’h ; gante vel gantan e zo eur vantel zei ru, eul lost hir d’ei, ha douget gant eur c’hloareg. Ha mar deu an drouz da zousaat eun tammig, ec’h ê evit hadkrigi gant kement-all a nerz pa deu an Otro Bourne, Arc’heskob Westminster, da dremen.

Tripal a ra an dud, kalon ha korv, o welet anean, evel pa vije c’hoant da laret d’ean « Bravo ! Bravo ! c’hwi zo eun den, pa ho peus dalc’het penn, hep en em izelaat, ouz ar re a glaske, en eur difenn d’ar Zakramant dont e mêz, mougan mik ar prozision ha flastran evelse gwirio ar gatoliked. »

An Otro Bourne hag e chalonied a gloz ar prozision. Eur wej m’eo êt en iliz, e tistart an dud eun nebeudig en diavêz, lezet m’eo gante breman ar blasen a-bez. Mes hini ebet n’a e-kwit, rak goût ouzer e vo roet hep dale, diwar gwaridello an iliz, bennoz ar Zakramant.

Da c’hortoz, e kôzeer eus ar prozision. « N’eus bet gwelet biskoaz en Londrez eur gerzadeg a sort gant homan », setu ’pez a larer an eil d’egile. Ha kridi a ran e vefe gwir kement-se. Rak n’am eus me komzet nemet eus an dud a iliz a oa er prozision : liked a oa ive enni. Ha gant se, a bep tu d’ar c’hannadour, e kerze c’hwec’h denjentil eus an noblans kentan a Vro-Zôz, en o zouez an Duk a Norfolk. Tudjentil all, darn anê deut eus Rom gant an Otro Vannutelli, a douge gwiskamancho a c’hiz koz, hag int dantelezet hag alaouret pe arc’hantet : tôko plat d’ê evel ma toug c’hoaz hirie suised hon ilizo.

Da ê bet gant Londreziz o gwelet, ha breman, war blasen Ashley, nan eus komz etreze nemet eus a ze hag eus ’pez an neus kavet pep hini a vravan.


§ XXXI. — SALUD AR ZAKRAMANT ROET DA GANT MIL A DUD DIWAR LEIN AR GATEDRAL GANT AL LEGAT. — PROZISION AN DIABARZ — « TE DEUM » EVIT KLOZAN AR C’HENDALC’H.


N’ankouaer ket koulskoude ar Zakramant, a ver oc’h adori anean breman en diabarz an Iliz, hag a greiz oll en em laker da ganan an O Salutaris Hostia, : netra a zudiusoc’h evit klevet eur c’han maget gant kement a vouezio. A dra zur n’eus ket ken lies a ganer hag a zeller (ouspenn 100.000 a dud a zo war ar blasen pe war hed tôl d’ar blasen), dre ma zo meur a brotestant en o zouez : mes peadra a zo da zouezi tud ar c’harter, n’o deus emichans klevet gwej ebet kement all.

Koulskoude an daoulagad a zo troet trezek ar gwaridello a ren ’us d'an nor-dal hag a ra zoken an dro d’an iliz kazi penn da benn. Eno e tle hep dale arruout ar c’hannadour gant an Hosti zakr evit binnigan an dud.

E ver breman, en diabarz an iliz, o tigeri ar prozision a dlee bean bet grêt dre ar ruio gant ar Zakramant : goleier en o daouarn, e tired daou ha daou ar chapelaned, ar chalonied, an abaded, an eskibien hag ar gardinal, war o lerc’h an otro ’l « Legat » o tougen an ostansouer aour.

Mes arru e traou an Iliz, e kemer an ofiser, eun nebeudig a dud gantan, eur vinz ledan, a gas anean d’ar pondale diavêz a zo us d’an nor-dal.

Adalek m’eman en gwel gant an ostansouer, e sav hopadenno war ar blasen, er ruio, ouz ar prenestro ha war an toenno. Mes ne badont ket pell.

En eun tôl e taver mik dre oll, ha, ’benn ma’n eus laket an ofiser an heol aour war ar reposouer, ne glever ken eun disteran trouz. Kenkent e krog ar ganerien gant an « Tantum ergo » hag ar bobl, en eur vouez, a dalc’h wardro gante betek ar penn. Pa ’n eus kanet ar c’hannadour an Oremus, e sav war eur chafodig, an ostansouer en e zaouarn, hag a ra gantan sin ar groaz war ar bobl. N’eman ket an oll war o daoulin, dre ma n’int ket, koulz laret, evit finval : mes an oll a bleg o fenn hag a ra gant devosion sin ar groaz. Neuze ec’h a ar c’hardinal d’an daou bondale a zell, unan anê an hanter-noz, hag egile ar zav-heol, ha deus pep hini anê e ro adarre bennoz ar Zakramant.

Pan ê fin d’e lido, n’ê ket al Laudate a ganer evit trugarekât an Otro Doue : eun huchadeg a enor eo a zav eus a greiz ar bobl, eun huchadeg, ken krenv ma seblant d’in c’hoaz he c’hlevet o trouzan en em diskouarn.

Epad ma tregern an êr ganti, e tisken an O. ’l « Legat » hag ec’h a da beurober ar prozision en diabarz an iliz.

Ar gazetenno protestant o deus laket dindan lagad o lennerien betek an disteran tra eus al lido a zo bet grêt epad ar prozision hag ar zalud a zo bet en e c’houde. Mes ne gemerin ket ar boan-ze evit ar Vretoned am lenno : anat mat eo kement-se evite. Laret a rin d’ê hepken e zo bet kanet eun Te Deum evit trugarekât an Otro Doue eus ar graso an neus teurveet skuilh war an dud o deus enoret ar Zakramant santel an deio-man, war gêr Londrez ha war Bro-Zôz a-bez.

Ha setu penôs ê bet klozet eur gouel dispar « a vo sonj anean dalc’hmat, eme an Daily Telegraf, hag a vo komzet anean en histor. »

Klozet ive an 19et « kongress » a zo bet dalc’het en Londrez gant katoliked eus ar bed oll, ar blavez 1908, en enor da Zakramant an Oter (meulet ra vo da viken !)


————


Taervet Loden


————


Goude ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — POTRED AN Allians protestant ; O GWAD FALL, O manifesto ; O BODADEN EN KAXTON-HALL.


N’eus ezom ebet da laret e zo stad vras er gatoliked sôz o deus bet heuilhet ar c’hendalc’h pe gwelet da vihanan ar prozision. Bras avat eo bet o despet, pe dec’h d’an noz en Albert-Hall, pe vit ar beure ’n eur arruout en Londrez, pan o deus gouveet n’halljent ket adori Jezus-Hosti e-mêz eus e di : mes bet int digollet pe dost gant ar blijadur o deus bet o saludi kannad an Tad santel ar Pab, hag o tigemer bennoz ar Zakramant diwar lein ar gatedral.

Hag ar re all, hag ar Zôzon digatolik, daoust petra a zonjont hag a laront diwarbenn gouel kaer disul, hag ispisial diwarbenn an dismegans grêt d’an Doue-Hosti gant an Otro Asquith ’n eur difenn outan mont e-mêz.

Adalek ’vit noz e c’hallomp gouzout pehini eo sonj eun toulladig protestanted, a ra etreze eur gevredigez hanvet an Allians protestant. N’hon deus d’ober evit se nemet mont d’o chilaou da Gaxton-Hall, elec’h ma ’n em vode ar c’hallegerien epad ar c’hendalc’h : ar zal-ze a ve roet d’an neb he feurm. Da eiz heur e talc’hont eno eur vodaden, evit sevel o mouez enep d’ar pez o deus grêt ar gatoliked roman en Londrez an deio-man.

Ar pezig o deus a nerz a deu d’ê deus o c’hasoni touet ouz an Iliz Roman hag ive deus hardiegez dispar o mestr, an Otro Kensit. N’ê ket, a dra zur, eus o niver. Rak nebeud a brotestanded a zo a du gante : droug o deus zoken ouz ar brotestanted anglikan. Mes fallan ibilh a zo er c’har, a ra dalc’hmat ar muian a drouz.

Trouz n’hon deus ket klevet potred an Allians oc’h ober aboe mac’h omp arru en Londrez. Finval a vat o deus grêt : prezeget o deus, ledet o deus papero enep d’ar C’hendalc’h ; bean ’m eus c’hoaz etre ma daouarn eur levrig a beder bajen, war ar c’holoen anean ar gir manifesto, hag a ziskoe o fulor enep d’ar veleien gatolik hag o c’hasoni gwapaüs ouz Sakramant an Oter. Panevet e zo ennan re a dreo diboell (eur chapeled a zismeganso, koulz laret), am mije hen adskrivet aman penn da benn. Awalc’h e vo d’al lenner gouzout e klasker ennan tomman ar penno enep d’ar prozision, ha gourdrouz, dre zindan, ouz ar gouarnamant, evit ma harzo ar Zakramant da vont e-mêz.

Ha neuze, ar pez a zo skrivet er manifesto a zo bet laret ha hadlaret an noz-man en Caxton-Hall. War digare meuli ha trugarekaat ar c’hentan ministr evit an difenn an neus grêt d’arc’heskob Westminster, e tispenn ar brezegerien an iliz Roman gwasoc’h gwas. « Eun dismegans euzus evit ar brotestanded, eme an Otro Kensit, eo ar c’hendalc’h o deus kredet beleien Rom sevel en Londrez, kêr-benn ar brotestantiez en hon bro. Mes setu ni dic’haouet ha roet d’imp hon gwalc’h a venjans. Heuilhet an neus ar Gouarnamant mennoz tud ar vro-man.

Dre m’an neus pouezet o zantimant warnan gant e oll verz, n’eo ket bet êt hirie ar Romaned en prozision gant o zakramant. Ha gwell a ze evite. N’o dije ket douget anean a-dreuz da ruio Londrez, hep ne vije c’hoarveet eur gwall reuz bennak. »

Ne lakin ket aman ar pez a laras c’hoaz an Otro Kensit na ’pez an nevoa laret en e rôk an Otro Benjamin Nikolson evit hessan o chilaouerien eneb an Iliz roman. Ne dalv ket a boan hen ober. Ezet ê kridi e teuont hep dale, gant ar sort komzo, da lakat mel-penn o zud da domman ha da virvi.

Pa welont ec’h ê tomm an houarn, e skoont warnan.

« Savet oll breman en ho sav, tudo, eme Kensit, ha savet ive ho torn mat evit kemer lod el le ac'h an d’ober en ho hano. » Ha pa ne wel er zal nemet brec’hio en êr : « Dirak Doue, emean, ha dirak ar bed oll, hag en koun eus merzerien ar Reform (ankouaat a ra ar gwad katolik a lakas Herri VIII hag ar Rouanez jentil Elizabet da redek), e laromp a vouez uhel, evel m’hen kredomp start, e zo awalc’h eus ar Skritur zakr evit hon c’has d’ar zilvidigez.

Ha pa welomp an Iliz Roman o telc’hen aman, e kalon eur vro brotestant, he c'hendalc'h eukaristek, e savomp oll hon mouez evit laret ha hadlaret war eun dro, e giz enebadeg, an disklêriadur a ra hon Rouane ’n eur bignal ar wej kentan war an tron. »

Hag an oll o tibuni diskleriadur-ze penn da benn ha war eun dro.

Goude-ze e hadkrog an Otro Kensit evelhen gant e brezegen :

« En testeni eus hon laraden hag eus hon enebadeg, e savomp hon dorn deo hag en em ereomp start etrezomp, en hano an Doue eman e lagad war hon c’hontrad, evit difenn ar relijion brotestant, da viken, enep troio kamm beleien Rom pe ar veleien anglikan ».

Setu aze, gir evit gir, kemeret diwar ar Standard, eur journal ken digatolik hag an Daily Telegraf, ar pez a douas ar brotestanted o devoa en em vodet en Kaxton-Hall disul d’abarde, evit diskargan o c’honnar an eil en kalon egile.

Komz en gaou, komz en droug eus ar gatoliked, n’o deus grêt ken. Pegen dishanval o frezegenno eus ar re a oa bet dispaket an deio ’rôk er memes sal gant ar gendalc’herien a yez gallek ! Ar re-man n’o devoa ket klevet eur gir, eur gir hepken, enep d’ar brotestanted.

A du gant piw eman ar wirione ? Pere eo ar gwir gristenien ? En Aviel e kavomp ar respont : « Anaout a rin ma diskibled, eme Jezus, dre ar garante a dougfont an eil d’egile ».


§ II. — DOARE BARN AR BROTESTANTED ALL. — « HARAO WAR ASQUITH ! » EME AN « DAILY TELEGRAF ».


Mes arabad kridi eman an oll brotestanded a du gant re an Allians. Bean a zo enni zoken hag a displij d’ê ar pez a zo bet grêt ha laret en Caxton-Hall ; he sekretour hen e unan, an Otro Fowler, a lavar, en kazeten an Daily News (lennet DeleNious), ec’h ê bet dalc’het ar vodaden-ze hep goût d’ean hag a dôl ar bec’h war an hini an nevoa he ôzet.

Fentus, en gwirione. Penôs neuze ne vefe ket gwapaet pôtred an Allians gant ar brotestanted n’emaint ket enni ? Fe ! bean o deus o fegement en oll, pe gazi en oll gazetenno, a zo bet moulet en Londrez an deio warlerc’h.

Ar paour kêz Kentan, an ôtro Asquith, n’ê ket muioc’h esperniet gante, dre ma neus difennet ober prozision ar Zakramant, ha dreist-oll dre ma neus gortozet ar mare divezan evit hen difenn. Unan bennak eus ar gazetenno a ve dalc’hmat a du gant ar gouarnamant liberal (evel ar Standard, hag an Daily News) a didamall anean evit e zifenn : mes kerkent e leront ec’h ê poent ha tremen poent dispenn an artiklo eus Akt emansiper 1829 a grenn o frankiz d’ar gatoliked.

Ar gazetenno all, en o zouez ar re ar muian lennet, a ziskleri didro, ec’h ê eur vez evit an ôtro Asquith, hag evel eun torfed, bean harzet ar gatoliked d’enori Sakramant an Oter dre ar ruio. Ya, eun torfed, dre ma neus dizenoret Bro-Zôz dirak ar broio-all. « Komz a ra, emint-i, eus lezenno ar vro : mes ne gred ket hen e-unan laret krenn ha krak ec’h ê difennet gante ar sort prozision. — Ha neuze, pell-zo n’int ket heuilhet : Kousket int, ha dre-ze, herve kustum ar vro, ne dalveont ken mann ebet. »

Setu danve ar c’hlemmo a gavomp moulet, hag int hir hir, ebarz eur bern kazetenno.

Evit skouer, e troïn aman eur pennad mat eus hini an Daily Telegraf (14 a wengolo 1908).

« ’N eur skrivan diwar benn ar pez an neus grêt ar Gouarnamant evit lakat eur skoilh dirak ar gatolikeg a felle d’ê ober dec’h prozision ar Zakramant, e sav droug vras ennomp ha ne deu girio dindan hon fluen nemet evit kondaoni. Eur wej ouspenn an neus diskoeet ne oar nemet bean etre daou, nemet plegan d’an neb a zav e vouez : kollet gantan e nerz, an neus krenet dirak eun nebeudig a dud diboell. Souezet hag evel batorlet ec’h ê bet Londrez dec’h d’ar beure ; kaeroc’h so : chifet ê bet, pa he deus bet gouveet an noa en em laket ar Gouarnamant, d’an heur divezan, d’ober c’hontrel ouz Arc’heskob Westminster, ha da waskan warnan herda m’halle, evit ma vije chanjet doareo ar prozision. Bet zo, gwir ê, eur prozision, mes n’ê ket hini kaer ar Zakramant Santel, an hini a oa en gortoz pell e oa katoliked ar vro man, ha stad enne, d’ober war an ton bras evit klozan o c’hendalc’h Eukaristik. N’hon deus nemet da veuli penno kentan an Iliz katolik dre m’o deus gouveet, hep koll o fenn nag hen izelaat, gouzanv an displijadur c’houero spontus hag an dismegans iskiz a zo bet grêt d’eze, ha dre m’o deus dalc’het sioul ha sentus ar gristenien a gerz war o lerc’h gant kement a doujans. Mes ar Gouarnamant, na ver ket evit kompren pegen dinerz ha pegen sot ec’h ê bet. Pez na ver ket dreist oll evit pardoni d’ean ec’h ê bean roet da gentan e ôtre ha bean deut goude d’hen tennan, eun nebeud heurio rôk ar c’houlz merket evit ar prozision.

Ya, roet an nevoa e ôtre da gentan. Eun dra anat eo evit neb a lenno al lizero ofisiel a lakomp aman dirak daoulagad an oll[33], an nevoa roet ar C’homiser Polis d’an Archeskob d’intent ne oa netra, eus e beurz, hag a c’hallje harz ar prozision d’ober e dro gant ar Zakramant. Ne oa ket an disteran arvar (doute) evitan e vije deut a-benn da delc’hen dre-oll an urz vat. Ha ne ver ket evit kridi an nije en em glevet ar c’homiser gant an Otro Bourne hep bean goulennet ali Sekretour ar Gêr, an Otro Herbert Gladstone. Heman marvat a bouezas an afer en e spered hag a gavas d’ean ne oa ket digor awalc’h d’ar frankiz, ar bla 1908, kalon protestanted Londrez, evit lezel sioul en e wele a varo eun artikl a oa bet laket enep d’ar Gatoliked en Akt emansiper 1829, hag a lezed pell e oa da gousket. Ar brotestanted, a c’helljed bean laret d’ean gant gwirione, a zo enne nerz ha poell awalc’h evit gouzanv dispont ma raio sioul ar gatoliked roman eur prozision, dre eun nebeud a ruio tenval, endro d’o iliz-veur. Setu aze ar mennoz a oa da gemer ha da heuilh. Ha ze zo sklêr ; an oll hen anzav. Mar hon deus oblijet Mahometaned hag Hindoued ar memes kêr da c’houzanv an eil prozisiono egile, e c’heller c’hoaz muioc’h gortoz tolerans a-beurz kristenien. En gwirione ma gave da Sekretour ar Gêr e oa eun arne a relijion o c’hori e penno Londreziz ha ne oa ket diriskl, dre ze, lezel prozision ar Zakramant da vont er-mêz, n’an nevoa nemet eun dra d’ober : lakat ôzerien ar C’hendalc'h Eukaristik da deurel plê e oa difennet gant Akt 1829 ober ar prozision, ha disklêrian e oa ret hen heuilh pis ha penn da benn. Gant ober ze da gentan, e vije bet grêt d’ê hep mar displijadur ; mes, war hon meno, o dije asantet hep krosmoli. Ha setu ar Gouarnamant, elec’h ober ze, o lakat en e benn ober pez a wasan a oa, hag en doare ar gwasan.

Gortozed an neus Sekretour ar Gêr ma vije prest pep tra evit ar prozision, ha neuze, spontet ha vel trelatet gant harzaden eun toulladig protestanted a spered enk, an eus laret hola ! d'an Eukarist. Nann, n’halled ket bean disteroc’h ha gwanoc’h evit n’eo bet Sekretour ar Gêr ebarz ar lizer a skrivas an 10et a wengolo d’an Arc’heskob…

Ken diboell na ken divalo all ec’h eo bet doare ober ar C’hentan Ministr. Da gentan e kase d’an Otro Bourne eul lizer eus e beurz e-unan evit hen « dizalian d’ober ar prozision : êzet ê goût e klaske en em dizamman deus an tamall evit teurel ar bec’h war chouk an Arc’heskob : evelse, war e veno, e vije bet laret nan ê ket tud ar Gouarnament, mes tud an iliz Roman, o devoa chanjet doareo ar prozision, goude ne rê hen nemet souzan rôk manifesto an Allians Protestant ; evelse ive ec’h ê deus o mestro, ha n’ê ket deus ar Gouarnamant, o dije bet ar gatoliked d’en em glemm. An Otro Bourne, evel just, na goueas ket er pech a stigne d’ean an Otro Asquith. Skrivan a reas d’ean ne gemere ket warnan e-unan da zispenn ar pez a oa bet grêt, hag e leze ar garg-se gant ar Gouarnamant. Dont a reas memes tra a-benn eus e dôl. Delc’hen a reas kement war ar C’hentan, ma tisklerie heman « e oa gwelloc’h gant Gouarnamant ar Roue e vije bet chanjet doare ar prozision. » Ar sort komz, a-beurz ar c’hentan ministr, a dalvee eun urz evit an Arc'heskob : setu perak n’eo ket bet grêt prozision ar Zakramant.

Grêt e zo bet memes tra, dec’h d’abarde, eur prozision all, ha grêt gant an urz ar gwellan, daoust d’ar mor a dud a oa diredet evit e welet : biskoaz, sur mat, en Londrez, n’eus bet bodet kement a dud en ken nebeud a blas.

A dra zur, ar Gatoliked devot, lemet eus o frozision ar pez an nije roet d’ean ar muian a neu hag a dalvoudegez, da laret êo, ar Zakramant binniget, a viro pell, skrivet don en o c’halon, ar zonj eus ar sort dismegans : êzetoc’h ê gouzanv eun injustis evit eur zotoni, hag an oll a dle santout ec’h ê koueet ar gouarnamant er luiasen-man dre vank a sans vat. Grêt an neus gaou, eur gaou grevus, d’an dra kaer ac’h enore hon bro, d’ar frankiz al ledanan evit ar relijion.

Ar meulodi a roe d’imp vit an deio ar Pab e-unan, e gannad hag an eskibien gatolik deut davedomp eus a bell bro, a vo troet breman, dre wap, enep d’imp, ha ze ’blamour d’an dro vil, d’an dro zot, grêt gant ar Gouarnamant. O c’homzo karanteüs a vo ret o zrei war an tu yen, hag an diavezidi a zo deut d’ar C’hendalc’h a gwitao Bro-Zôz, eur galonad en o c’hreiz, eur galonad a anoaz c’houero.

Ha ’blamour da betra ? N’ê ket a dra zur evit mad ar Brotestantiez. N’omp ket evit kridi en em gavfe gwell ar relijion·ze, hini an darnvuian eus ar Zôzon, eus eur zotoni ken bras ken ne vo ket gellet ober d’he c’hê eur zell war-dre hep rann galon ha zoken hep eur zac’had mez. »

Setu kazi penn da benn ar pez a lenned ar 14et a wengolo war an Daily Telegraph, unan eur ar journalio ar brasan (16 pajen bemde) hag ar muian lennet eus Bro-Zôz. N’eus ket eta da laret, feuket an neus an Otro Asquith n’ê ket hepken ar Gatoliked roman, mais ive al loden vrasan eus protestanted Bro-Zôz.

Setu petra eo bean bet c’hoant da blijout d’an dornadig protestanted krog an tan en o fenn, pe gentoc’h bean bet spontet gant o blejadenno. Ze eo an neus bet grêt d’ean souzan, ha n’eo ket, evel ma zo bet laret, ar c’hoant da blijout d’an Otro Clémenceau, an hini na zeblant bean kentan ministr en Frans nemet evit ober bolante ar franmasoned. Nann, nann : ar re a rer anê al liberaled en Bro-Zôz (hag an Otro Asquith a zo unan anê) a zo re zot gant al liberte, hag o c’halon a zo plaset re uhel evit gwaskan, dre blijadur ha dre valis, unan bennak eus sujidi o Roue.

Aon nevoa zoken ar C’hentan da zisplijout da gatoliked ar Rouantelez, penegwir ec’h ê dre zindan hag evel e kuz e felle d’ean digas an Arc’heskob da chanj, eus e benn e-unan, doare ar prozision. Ha neuze, teulet ho peus ple, m’oarvat, lenner ker, ouz an doare dereat ha seven ma komz outan dalc’hmat en e lizero : mat e vefe da Glémenceau ha d’e gonsorted monet d’ar skol gant an Otro Asquith evit diski bevan. Kement a fê o deus ouz an Iliz katolik, ma fellfe d’ê en em gomporti e pep tra evel pa ne vefe eskob ebet en Frans. Ne reont van ebet ouz an eskibien nemet pa digoue d’ar re-man, ’n eur ober o dever, sevel o mouez evit hopal « d’al laer ! » war ar re a laer d’an Iliz he mado hag a glask ive laerez ineo he bugale. Neuze e tigasont anê dirag o lezio-barn (ha pesort lezio barn a wejo !) da c’hortoz o stlejal d’ar prizon.

Evit netra ne blegfe eur Zôz a zoare, evel an Otro Asquith, da rei tu d’ar sort gwaskerien ’n eur waskan a ratoz kaer an Iliz katolik, — war digare harpan an emgleo a stag a neve so Bro-C’hall ouz Bro-Zôz.

Ar pez an eus-an kollet ec’h ê, evel ma lavare bremazonn hon c’hazeten, e volante re lôsk, e wanidigez.

D’ean ê ar gwasan. Rak a boan ma neus grêt e dôl kaer (pe gentoc’h e dôl vil) ma koue koat warnan eus an daou du.

Ha baz ar brotestanted n’ê ket eus ar re skanvan ; gwelet hon deus-hi en dorn an Daily-Telegraf : eun horz kentoc’h. Pladet he deus an ôtro ar C’hentan.

§ III. — AN O. ASQUITH GWALLGASET GANT AR GATOLIKED : PAKET GANTE EN EUR VOTADEG, PAKET GANTE EN EUR STOURM SAVET DIWARBENN LEZEN AR SKOLIO.


N’ê ket ken ponner baz ar gatoliked : o vean ma santont eman ar gwir ha war eun dro an opinion a du gante, ne lakont ket breman da strinkan a bep tu ar gwad fall a reont. Mes gortozet ar ministr eur pennadig : diski a rei hep dale war e goust n’ê ket diriskl gailhan ar gatoliked en Bro-Zôz.

En Kambr ar C’hommuno e koueo warnan an tôl kentan. An otro Biler Belloc, unan eus an dud gwellan teodet eus ar Parlamant hag eur c’hatolik eus an dibab, a zisklêrias d’ar C’hentan, prest goude ar C’hendalc’h, dirak an oll gannaded, e oa bet dismeganset re vil ar gatoliked gant ar gouarnamant e-kerz ar C’hendalc’h Eukaristik, evit ma talc’hje d’hen harpan, evel m’hen doa grêt betegen.

Hag, evit gwir, Iverzoniz, da laret ê al loden vrasan eus ar gatoliked, a vote a du gant ar minister dre ma oa liberal ha ma lake en e brogramm evit o enezen ar Home rule (lennet roul) ; da laret ê an droat d’en em c’houarn hi hec’h-unan, gant he lezenno.

Mes daoust pegement e plij d’ê al liberte, e plij d’ê c’hoaz muioc’h o fe gatolik : setu perak, adalek breman, e troont kein d’ar gosteen whig pe liberal, hini ar minister, hag e roont skoazel d’ar gosteen tory pe gonservatour. Setu perak, eur pemzek de bennak goude ar c’hendalc’h, e welomp 3.000 Iverzoniad eus Newcastle (lennet Niou…) o rei o mouezio, en eur votadeg, d’ar c’honservatour a oa war ar renk : kaer o devoa bet meur ar brotestant konservatour botan war al liberal, bepret e oa bet paket ha gantan an Otro Asquith, a roe d’ean e harp,

C’hwel aze an eil tus roet d’ean.

Unan eus an deio diwezan a viz du, an neus adarre koustet d’e lêr. Ar wej-man ar gatoliked o devoa jached a-du gante an anglikaned evit rei d’ean e bak. Ha gant nebeutoc’h a boan evit ne c’hallfec’h hen kridi : en Bro-Zôz eur c’hatolik hag eur protestant, da vihanan eur protestant eus an iliz anglikan, n’emaint ket an eil dirak egile evel eur c’hi dirak eur c’haz.

Evel m’hon deus gwelet uheloc’h, epad ma oa ar gatoliked o tanzen pep tra evit kendalc’h an Eukarist, e oa ar brotestanted diasanter, da laret ê ar re n’int ket evit rei dorn d’an iliz anglikan, o klask dispenn al lezen vat a oa bet grêt, eun nebeud blaio arôk, diwarbenn ar skolio : al lezen-ze a roe galloud d’ar gouarnamant da rei sikourio arc’hant d’ar skolio libr a vije disket enne d’ar vugale eur relijion gristen bennak, pe brotestant pe gatolik. Mes ne blijet ket ze d’an diasanterien dre m’o devoa nebeut eus ar sort skolio. Petra a reont neuze nemet kargan Ministr an Diskadurez, an Otro Runciman, da zevel eur bill (steuen eul lezen), ha pouezan ar muian ma c’hallont war an Otro Asquith evit gonit anean d’o menoz.

Da gentan ec’h a pep tra evite evel war eur ganel : ar C’hentan ministr a ro skoazel d’an Otro Runciman, hag a lak e vill da dremen en Kambr ar C’hommuno.

Eur gwall dra evit perc’henno ar skolio libr, mar n’afe ket enep Kambr al Lorded : hiviziken, herve al lezen neve, n’hallje ket ar Gouarnamant rei an disteran sikour d’eur skol hag a vije displeget enni penn da benn kredo eur relijion bennak. Eun draig bennak diwarbenn Doue, dre ma n’hell ket eun den a sans vat nac’h e zo eun Doue : setu ar pellan ma c’hallje mont eur mestr-skol en e gentelio, gant al lezen neve, war hent ar relijion. Koulz laret e vije êt arc’hant ar gouarnamant da harpan skolio dizoue hepken : rak pa ne dalc’h an Otro Doue en eur skol nemet eul lec’hig ken enk, eul lec’hig lezet gantan evel dre drue, e tleer bean en gortoz ma vo lemet digantan al lec’hig-se ha hep dale : ne gomzet ket d’in eus « skolio neutr » ; o gwir hano ec’h ê « skolio dizoue ». Teulet ple d’ar pez a zo digoueet gant ar skolio publik en Frans aboe 1881 hag ec’h asantfet ganin.

Hag ar sort gwalen a oa dare da gouean war ar gatoliked epad ma pleent gant o c’hendalc’h. Koulz hag int, an anglikaned a felle d’ê pellaat anei : mes ne labourent tamm pe gazi tamm evit se. Evel morgousket e oant, pa weljont ar gatoliked, kaset gante da benn o c’hendalc’h, o hadstagan da stourm ouz bill Runciman ; an eskibien hag ar veleien, o tiskoe d’an tado ha d’ar mammo pegen noazus e oa ; ar gerent hag ar mestro-skôl o sevel a-gevred pikolo bodadenno ha kerzadeier bugale evit rei da c’hoût ne c’houlent ket a grenn bean reizet gantan. O arc’heskob a roe kalon d’ê ’n eur labourat eus e du hep ehan ebet. Mont a ra da viz du d’ober eun dro da Rom evit rei d’ar pab Pi X, an deio rôk gouel bras e Jubile, eun desteni eus e zoujans hag e garante. Mes elec’h chom eno betek an 18et evit kemer lod er gouel, e tistro buhan da Londrez : rak goût a ra ec’h ê tomm an treo en dro da Gambr al Lorded, eman e zro da votan hep dale war bill ar skolio.

Benn m’eo arru er gêr, ec’h ê memes tra dihun an anglikaned : skouer ar gatoliked an neus o laket benn ar fin d’en em difretan. Arc’heskob Cantorbery a zav e vouez hag adalek neuze e c’heller kridi e vo kaset Runciman da stoupa gant e vill, hag e vo an tu koll gant ar C’hentan Ministr.

Fe, ar 7 a viz kerdu, e teu kement-se da wir. An otro Asquith a deu an de-se da zisklerian d’al Lorded e c’halle ar strollad kannaded a blee pell e oa gant ar paour kêz bill evit hen lakat war droad, lezel ’nean da gousket ha diskrigi da vat eus o labour.

Eun interamant, koulz laret. E giz libera, e teu c’hoaz ar c’homzo-man gant ar c’hentan ministr : « N’hallfen ket, emean, meuli re an O. Runciman, an neus bet labouret ken pell ha gant kement a ijin evit lakat en e blomm an Education bill (lennet edioukecheun) ; an Arc’heskob bras, rener an Iliz diazeet, an neus gouveet ober e zever hep kaout aon, hag an diasanterien o deus diskoeet eus o zu kement a volante vat ».

Evelse eo rei mel, kwita ? Skei mel zoken eo a ra an Otro Asquith, ha c’hoaz e sko koste. O vean ma neus mez ken an neus, ne oar ket petra ober evit en em dibab, hag e teu d’en em droc’han. Setu perak ec’h ê distroet gant an Otro Balfour, eun den digatolik kouskoude. « Perak, Otro, eme al lord, n’ho peus hu ket goulet o ali gant ar gatoliked ? Laret a ret an neus grêt Arc’heskob Kantorbery e zever penn da benn. Mes pesort otre an neus evit komz en hano arc’heskob Westminster ? — Goulet am eus, eme an O. Runciman, ali ar Gatoliked. — Ya, eme an Otro Balfour, mes pesort ali ha pegoulz ? Ar pez ho peus grêt eo lakat dindan o daoulagad an artiklo ho poa laket en ho pill. N’ho peus ket roet amzer d’ê da welet petra a dalvejent evit o skolio. Laret a ran d’ac’h c’hoaz eur wej : eur bill hag a zo ennan peadra da feukan ar gatoliked roman, n’an neus chans ebet da vevan. »

Ha setu maro, ha maro mik, ar Bill Runciman[34].


§ IV. — DOUE HAG AR GONSIANS ARÔK, AR POLITIK WARLERC’H. — PROZISION AR ZAKRAMANT EN MANCHESTER.


Stad vras a zo emichans en kalon ar Gatoliked. hag ankouaet eo gantê ar boan o devoa kemeret evit sovetaat ineo o bugale. Ma heuilfe o breudeur Frans o skouer, o defe, int ive, o digoll digant an Otro Doue. Mes siouaz ! dizunvaniez ha zoken kasoni a zo etreze, dre ma fell d’eul lod anê miret ar Republik gant tud a spered all d’he blenian, ha ma fell d’al lod all he diskar.

En Bro-Zôz n’eo ket kont evelse. Gwir eo n’eman ket eno an oll gatoliked eus ar memes kosteen bolitik : darn anê, lord Ripon en o fenn, a zo eus an tu whig, ha dre-ze e fell d’ê kriski ar frankiz ; darn all, ouz o renan duk a Norfolk, a zo eus an tu tory, ha dre-ze e fell d’ê he strisaat. Mes d’ê oll e plij ar furm c’houarnamant o deus, da laret ê ar rouelez.

A wejo avat ne blij ket ministred ar roue d’ê oll, na zoken da hini ebet eus an diw gosteen. Neuze en em glevont etreze hag en em lakont a-dreuz war hent ar gouarnamant. Gwaz da heman ! Rak alies e teuont a-benn, dreist oll mar be roet dorn d’ê gant eur re all bennak, d’hen skoilhan ha d’hen harz da vont pelloc’h.

Ya, gwaz d’ar ministr a deuio, en eun doare pe en eun doare all, d’o gwaskan pe d’o zismegansi, evel ma neus grêt an Otro Asquith e-kerz gouelio an c’hendalc’h Eukaristik. Koustet an nevo da heman bean bet diseven (impoli) en o andret.

Ha c’hoaz ne vo ket bet awalc’h d’ar gatoliked bean bet laket darn eus e venozio da c’houitan. Setu ne reont ken van ebet eus an difenn a reas d’ê ober prozision ar Zakramant evit klozan o C’hendalc’h gwengolo. ’N eur skrivan kement-man, c’hwec’h miz goude, e teuan da c’hoût, dre ar gazetenno, ec’h eo bet douget ar Zakramant Santel en prozision dre ar ruio a ra an dro d’eun iliz, ha ze en Manchester, eur gêr hag a zo enni 600.000 den. Eur mision a oad o klozan an de-se, ar 14et a viz Meurz, en parouz Sant-Patrik. Douget e oa an dê gant tud eus breuriez Sant-Fransez ha, warlec’h, e kerze 2.000 plac’h ha 1.000 pôtr, gant pep hini anê eur c’houlaouen elum. Eur muzik a oa gante ive evit harpan ar mouezio epad ar c’han. Penn da benn e oa kempennet kaer tier ar gatoliked, daoust mac’h eo marteze ar barouz an hini baouran eus Manchester. Ha dizurz ebet : ar person hag e daou gure a oa o lagad war bep tra, hep kaout ezom eus ar polis : « Hirie, eme unan eus ar pevar jesuit o devoa prezeget ar mision, hirie e zo bet grêt marteze da Doue an Eukarist, dirak an oll, brasan enor a zo bet grêt d’ean en Bro-Zôz, aboe amzer ar Refurm. »


§ V. — PETRA AN NEUS TALVEET AR C’HENDALC’H EUKARISTIK DA GATOLIKED BRO-ZÔZ


Gallout a rêr eta, goude bean sellet petra an neus talveet d’ar gatoliked difenn direiz an Otro Asquith, laret n’o deus ket en em gavet gwaz eus aze. Ar c’hontrel eo a zo gwir. E tu-hont d’ar gonido o deus bet aboe, e fell d’imp c’hoaz envori an testenio eus ar garante virvidik hag eus an istim hep he far a zo bet roet da gannad ar Pab, ha dre-ze d’ar Pab e-unan, epad ar prozision : eur gentel vat eo bet evit ar brotestanted gwelet pegen start eo an ere a garante doujus a stag o c’henvroïz katolik ouz kador sant Pêr. Kaeroc’h so : laret a rêr zoken e oa eur bern anglikaned hag a zistagê hopadenno a enor wardro gant ar gatoliked pa dremene dirake an Otro ar c’hardinal Vanutelli. Eur forn c’hored, koulz laret, e oa an de-se ar ruio a zo endro da Gatedral Westminster. Penôs neuze n’an dije ket kroget an tan er c’hoad a oa enni, betek er c’hoad glas ?

C’hoaz eur wej, tennet o devo katoliked Bro-Zôz ar brasan mad eus an dismegans grêt d’o Doue ha d’ê-i gant ar C’hentan ministr.

Ha, ma lezomp a goste breman, ar paour kêz Asquith, ma sellomp ouz ar c’hraso a zistro a zo koueet war ineo ar Zôzon digatolik evel eur c’hlizen ken talvoudus ha mac’h eo dous, nag a lec’h hon devo c’hoaz da vinnigan an Otro Doue ! Hen a oar, hag hen hepken, petra a zo tremenet en goeled o c’honsians ha pegement anê o deus en em laket en hent evit kerzet trezek ar wirione. Mes meur a hini ac’h ê dija peurc’hrêt gante o beaj, hag ar re-ze a c’hellomp o anaveout. N’eo ket aman avat e vo laret pet a zo anê, ha piw ec’h int : ne gomzin nemet eus distro eur gouent a-bez.

Bean a oa en Londrez eur gouent, ugent leanez enni, hag a veve herve ar relijion anglikan : roues (rare) eo ar sort kouencho, mes bepret e zo unan bennak hag en em lak dindan renadur eun eskob eus an Iliz Uhel. Ar gouent-man he devoa heuilhet pis ar c’hendalc’h Eukaristik, ha petra a reas ar briolez hag he leanezed, stoket gant gras an Otro Doue, nemet en em lakat, adalek miz here, e skol eur beleg katolik, a roas d’ê arc’heskob Westminster. Ne chomjont ket pell hep reizan o c’hredenno ha, ’benn miz genver 1909, e larjont kenavo d’an anglikaned evit en em lakat en renk ar gatoliked : an Otro Bourne hen e-unan ac’h eas da glevet ha da zigemer o dinac’h.

Vad a ra d’hon c’halon gwelet ec’h eo êt ar fe gatolik en Bro Zôz war grenvaat aboe ar C’hendalc’h hag ec’h eo gwellaet ive stad ar re he heuilh.


§ VI. — PETRA A DALVEO C’HOAZ AR C’HENDALC’H EUKARISTIK DA GATOLIKED BRO-ZÔZ.


Ha n’ê ket difennet d’imp goulen c’hoaz digant an amzer da zont peadra d’hon laouenaat, ’n eur zellet ouz ar pez eman breman hon breudeur a Vro-Zôz o klask ober hag a refont kazi zur : eus eun tu, terri, ’n eur ober eul lezen neve, an daou pe dri artikl eus Akt emansiper 1829 a grenn o liberte d’ar gatoliked hag o lak dindan o c’henvroïz ; eus an tu all, lemel eus al le a ra ar roue de e zakridigez ar c’homzo a zo dismegansus evit Sakramant an Oter.

Al labour-ze an neus kroget ennan an Otro William Redmond, depute, steuet m’an neus eur bill neve evit lakat ar gatoliked da vean disi dirak al lezen koulz hag ar vroïz all. Goulen a ra : 1° ma vo roet ôtre d’ar Jezuited ha d’ar venec’h all da vevan en Brô-Zôz (gwir ê ne larer netra d’ê eur pennad amzer zo, evite d’ober o chomaj er vro ; mes gwell e vefe lemel da vat eus a-us d’o fenn ar c’hleze noaz a dalc’h e-pign eun neudennig hepken) ; — 2° ma vo gouest ar gatoliked, koulz hag ar Zôzon all, da gemer an diou garg uhel a Lord-sieller Bro-Zôz hag a Lord-ludanant Iverzon ; 3° ma vo chanjet an doare ma tou ar roue de e zakridigez.

Evel ma weler, ne gomz ket an Otro Redmond, en e steuen vill, eus an ôtre da brozisioni : kavout a ra emichans, ec’h ê goneet da vat, aboe ma zo bet grêt kement anei gant ar Ministr an nevoa kredet he nac’h ouz ôzerien ar C’hendalc’h Eukaristik. Ha neuze, ar Ministr hen e-unan na oa ket, evel m’hon deus gwelet, evit disklêrian ec’h eo kondaonet ar sort ôtre gant lezen 1829. « Ne ouier ket » emean : ne lare ken.

E tu-hont da ze, hanter varo e oa al lezen e kement ha ma zell ouz ar prozisiono, hanter varo evel eur c’hlaouen-dan dindan al ludu. Ret ê d’an Otro Asquith bean bet sot-naï, evel ma lavar d’ean e genvroïz, evit bean bet klasket lakat ar c’hlaouen da hadkrigi : ’n eur zispakan al ludu, an neus bet poac’het e viz. Ha vit ober petra ? evit lakat da vont kwit ar pezig a vue a oa er c’hlaouennig. Ya, n’ê ket kousket, mes maro mik, e seblant bean breman an artikl a difenn ar prozisiono. Setu perak n’an neus ket sonjet an Otro Redmond e oa lec’h da c’houlen eul lezen neve evit hen mougan.

Hag ar pez an neus goulet, daoust ha roet e vo d’ean ? Daoust ha digemeret mat e vo e lezen gant an diou C’hambr ? Sur mat, a c’heller laret. Eman an opinion a du gantan, evel m’hen gweler er gazetenno, betek er re, evel ar Standard, an Daily Chronicle, an Daily News, a skriv enne protestanted aheurtet[35]. Ar c’hloer anglikan hen e-unan a c’houl kement-se. C’hwel aman ar pez a skriv en e gazeten, The Guardian, dindan daten ar 16et a Wengolo : « Esperi a c’hellomp, goude an tôl reuz a zo neve bet, e vo lemet eus al lezenno an artiklo a lak ar gatoliked da vean evel broïz krennet ha siet : en gwirione n’heller ken o difenn, dreist-oll dindan eur roue hag an neus, evel Edouard VII, muioc’h a zujidi katolik evit meur a renerien Stajo hag a zo unanet gant ar Gador roman ». Pac’h omp gant ar Guardian, lakomp aman da heuilh ar pennad skrid-se hon deus distaget dioutan, eur linennad all a lenner en e gichen : komz a rêr enni eus ar promese a ra dirak Doue ar roue neve da stourm enep da greden an treusubstansiadur : « Eun dra yen-sklas ha kri spontus, eme ar skrivagner anglikan : santout a ra ar gwad ». Dre-ze e larfomp wardro gantan : « Eun dra c’hoaz da chanj ! »

Chanjet e vo ar pez a ro da glemm ahendall, ha chanjet hep dale : opinion ar bobl, koulz hag opinion ar c’hloer, hen goul. Gallout a ra eta hon breudeur a Vro Zôz bean leun a fians.

Evit kaout o mennad e labourfont start evel mac’h ouzont ober, hag e pedfont hep skwizan, harpet war o fe grenv, eur fe a zo bet c’hoaz krenvaet gant ar C’hendalc’h Eukaristik. Ni, eus hon zu, a bedo evite, hag a dra zur, o devo an trec’h. Goulen a refomp ive digant Doue ma teuio o breudeur dianket da zistrei davet ar gwir Iliz.

Ha breman, vit rei muioc’h a dalvoudegez d’hon fedenno, ra vo meulet ganimp hag adoret hon Zalver Jezus er Zakramant adorabl eus an Oter !


§ VII. — EUR GALONAD ’N EUR DISTREI D’AM HOTEL GOUDE AR PROZISION : NE BAD KET PELL


Aman e c’hellfen, eus ar ret, klozan an danevel (récit) eus ma beaj Londrez, penegwir n’am meus-hi grêt nemet evit mont da heuilh ar C’hendalc’h Eukaristik hag am eus laret penn da benn, eus ma gwellan, penôs ec’h ê bet kont gantan. Mes ma lenner, goude bean am heuilhet hen e-unan, na c’houlo ket, ’onn vat, chom en Londrez : bean am eus c’hoaz da gas anean war e giz da Vreiz-Vihan.

Bezet dinec’h : kement a hast am eus hag hen da zistrei d’ar gêr. Mes, pac’h omp bugale d’ar Frans, e fell d’imp, kent kwitât Londrez, mont d’ober eun dro betek an Espozision Gallo-Zôz, a zo digor aboe miz Even hag a chomo digor betek fin miz Here.

Skwiz-kaer, divi e oamp, ma c’henveajourien ha me, pa zistrojomp d’hon hotel ar zul d’abarde, an 13et a Wengolo, goude prozision an dud Iliz ha salud ar Zakramant. ’N eur arruout, e kemeris ar zaverez ha d’am c’hambr. « Hola Herri ! » emeon, goude bean digoret an nor. Eun tok fons hir war ma gwele, eur liviten hir e-pign ouz eur c’hrog ! Eur pikol valizen war ar leuren ! Ha ma zreo-me, pelac’h emaint ? Netra en gwel eus ar pez am moa lezet ar beure war an dôl hag e lec’h all. ’N eur digeri ar pres, e kavan memes tra eur roched, mouchouero ha lêro bet impliet ganin. Mes ma valizen, ma fapero, ma mantel, pelec’h emaint ? Ha me d’an traou dioustu evit goulen perak ec’h on bet dianeet (délogé), ha pelec’h eman ma zammigo treo. « Fe, otro, eme itron ar c’honcho, dre m’ho poa lezet ho tor dizalc’houe goude kreiste ha laket an alc’houe war ho kwele, e sonje ganimp e oac’h en sell da bartian hirie hag ec’h ê bet roet ho kambr d’eun all : kement a veajourien a goue warnomp an deio man ! — Ha, war bouez-se, e vo ret d’in mont da glask lojeiz elec’h all vit noz ? Ha pelec’h, pan eo leun kouch an hotelio dre-oll ? Hola ! hola ! ne vo ket kont evelse. Me am eus pêet an arôk ha pêet mat da Gouraterez Lubin evit bean lojet aman betek arc’hoaz d’an noz, ha ne vin ket dianeet evelse. Bean hon deus eun den hag a zoursi diouzimp en hano hon C’houratetez, ha hennez am difenno. » Ha me o yont da gât hon ambrouger ha da gontan d’ean ma doare. Kenkent ec’h a da barlanti gant ar reseverez ha dioustu e larer d’in e vin hadlaket en am c’hambr. « Epad koan, eme ma avokad, pa vo distro ar vevelien (bet e oant int ive o welet ar prozision), e vo lemet eus ho kambr ar sternaj a zo enni, hag e vo hadsavet enni ho treo c’hwi. Bezet dinec’h a-grenn. » Ha me o laret d’ean ’n eur c’hoarzin : « all right ! all right ! » (lennet ol raït). Ar girio ze a deu alies alies gant ar Zôzon pa o deve da laret : « mat ! mat ! »

Tremenet d’in ma c’halonad, ec’h an ouz tôl hag e koanian seder ’n eur gontan d’am amezeien an dro vil a zo bet c’hoariet d’in. Mes fin eo d’am anoaz, a drugare Doue.

Grêt ganimp ar gôzeaden a reomp bemnoz goude hon fred, ec’h an d’am c’hambr hag e kavan enni pep tra en e blas : dizamm ê ma spered da vat. Gwell a ze ’vit ma faour kêz izili : diskwizan a c’hellont ober o gwalc’h epad an noz, hag an de warlerc’h ec’h on abret kaer war droad, akwit ha gren (alerte).


§ VIII. — EUN DRO D’AN DISKOEADEG GALLO-ZÔZ


Al Lun ar 14et a Wengolo.


Goude bean bet oc’h ofernian er gatedral evel an deio-all, e leinomp ha, da nav heur hanter, e kemeromp an tube evit mont d’an Espozision.

E-mêz a gêr, mes dioustu goude ar ruio divezan, e zo bet savet eur bern tier, pe gentoc’h palezio eus ar c’heran : eur gêrig en gwirione, penegwir ec’h a ganti ouspenn kant devez arat douar.

He lojeiz, mar gint kaer da welet, na ’n eus ket o danve kalz a dalvoudegez, grêt mac’h int, n’ê ket gant mein, mes gant koad. Eur memes liw a zo warne-oll : eul liw melen sklêr sklêr, tost da wenn.

O diabarz avat a zo leun a dreo a briz ; ar pez a vraoan hag a wellan an neus gellet lakat enne Bro-Zôz hag ar Frans ha kolonio an eil hag eben.

Mes ne daleïn ket da zisplegan d’am lennerien an treo kaer am eus gwelet eno : kaeroc’h o deus gwelet, kalz anê da vihanan, en espozisiono Paris, a zo bet grêt evit ar bed oll.

Ne gomzin nemet eus palez ar C’hanada : evidon-me, gantan eo e oa ar maout. Penôs e tigoader hag e tiskoder plenenno ar Saskatchevan vit hadan ed enne ; penôs e ve medet, chareet, berniet ha dornet an êst ; pegement a ed a ro pep devez arat ha pegement arc’hant e ve tennet dioutan : merket eo ze eno, dirak ho taoulagad. Bean zo dreist oll eun dôlen liwet ha, pa vec’h diraki, e kavfe d’ac’h gwelet tud o labourat war ar blenen.

Memes tra vit an doare da sevel saout ha da gutuilhat ar gwe avalo : tôlenno adarre evit se. Ha gwiniz, plouz ha greun, dre-oll en dro d’ac’h, ed a dornado, ed a feskenno ; gant an edo-ze ec’h ê grêt, me n’onn penôs, an norjo hag ar piliero.

Pac’h arru an nen ouz an amann, e chom an nen estlammet. Sonjet eta e weler eno poltred ar Roue Edouard VII ha hini an Otro Fallières, presidant hon republik, o lakat o dorn an eil en dorn egile : emichans evit digas sonj d’ar zellerien e zo bet grêt eun emgleo a vignoniaj, a neve-so, etre ar Frans ha Bro-Zôz. Mes n’ê ket gant se eman ma spered pa zellan ouz an daou den-ze : sonjal a ran en ijin an dud a zo deut a-benn da zevel ar poltrejo ha d’o zigas eus ar C’hanada da Londrez hep o stokan, hep o fraillan, ha, dreist-oll, hep lezel anê da fontan ; rak gant amann ec’h int grêt, penn kil ha troad. Ma ! ret ê d’an den bean ampart evit ober ar sort-trêo ! Hon foltrejo, herve, a zo bet kavet an tu d’o delc’hen yen-sklas : setu perak e viront o farfetiz.

Arsa ! goude stal ar C’hanada, petra a c’hallfen c’hoaz laket dirak daoulagad ma lennerien hag a vefe neve evite ? Ar Stadium marteze, da laret ê eul leuren redek hag a ver êt da skol ar C’hresianed evit hec’h ober : 1.000 troatad a hed ha 700 a ledander he deus, ha gouest eo da gemer 150.000 seller. Diou pe daer gwej ar zun e ve enni redadeier, darn war droad, darn war gezeg c’houarn, darn en dour dre nanv. Rak, e tu-hont da daou hent grêt ispisial unan evit ar c’halouperien, hag egile evit ar siklerien, e zo, e kreiz al leuren, eur stank ledan. Ar zellerien a c’hell azean war skabello regennet tro-zro, an eil eun nebeudig a-us d’eben, war eun daou-ugent bennak a regenno. Pac’h omp êt er stadium da zevel hon fri, e oa goullou pe dost. Koulskoude hon deus heuilhet gant plijadur eur redadeg etre daou varc’h c’houarn, unan kaset en dro gant petrol, hag egile gant divesker. Ouspenn dek tro a reont hep ma c’hall ar motosikl tec’hel pell rôk ar sikl : biken n’am mije kredet e vije bet kement a nerz en diouhar eun den. Benn an unekvet tro, memes tra, e kemer ar sikl petrol e lans war egile, ha benn ar fin e lez anean pell war e lerc’h. N’eus fors : diskoeet an nevo pôtr e zivesker, daoust d’ean da vean bet trec’het, e zo ennan eun nerz sort na weler ket bemde.

’N eur vont ha ’n eur dont dre an Espozision, e teuas, a c’hellet kridi, hon c’halon da zigeri. War-dro kreiste ec’h eomp ’ta ouz tôl, en eun debti (restaurant) eus Frans, dalc’het gant Paillard : servijet omp eus ar gwellan, goude koulskoude ma oa eno war eun dro, tost da daou c’hant debrer.

Goude hon fred, e klevomp eur muzik tost d’imp o son ar Marseillaise, kan broadus hon bro ger. Lampet a ra hon c’halon en hon c’hreiz gant al levenez a zantomp, ha ni dioustu da gê al lochig koant elec’h eman ar vuzikerien o c’hoari. Don a-walc’h eman en douar, e-kreiz eur c’helc’h hag a zo evel eur pikol penton : tro-zro kadorio regennet evel re ar stadium ha tud eleiz warne. Darn ac’hanomp a disken evit azeï, int ive, ha darn all a chom e kroec’h en o zav. N’eus fors pelec’h ec’h omp, e kavomp eun didu dreist muzuilh o klevet eun ton hag a digas d’imp sonj eus hon bro.

Ha mar gê seder hon zal, ec’h ê sonn ive hon fenn : lorc’h a zo ennomp o klevet muzikan ken c’houek ha ken reiz. Kenvroïz d’imp eo a zo o c’hoari, muzikerien ar c’hentan Génie, eus Versailles, muzikerien hag a gavfed nebeud en Frans gouest d’o fakan.

Ne laran ket e vefent re da vuzikerien rejimant ar Horse-Guard, hon deus klevet o son, eur pennadig goude, dindan eur c’hiosk all hanvel ouz hini ar Fransizien ; n’o deus ket muzikerien Frans ha re Vro-Zôz an hevelep doare da c’hwean en o benvio ha da lakat o notenno da glotan. Bepret ê e c’hellomp laret, goude bean klevet an daou rum o c’hoari ar Marseillaise hag ar God save the King (kan broadus Bro-Zôz), e plije d’imp kalz muioc’h doare c’hoari hon c’henvroïz ; dous ha fetis evel voulous. Ha bean oa ennan eun dra, evit ar Marseillaise da vihanan, ha na oa ket ar Zôzon evit kavout : eun ine tomm hag a domme hon hini.

Betek pemp heur ne reomp nemet troieta, ken e teuomp da vean evel skwiz, daoust d’an treo koant pe gaer a ro dre oll didu d’hon daoulagad ha d’hon diskouarn : re hon deus da glevet ha re da welet war eun dro. A dammigo e tostaomp d’ar porz a enor ’n eur ober eur poz aman hag eur poz ahont evit sellet tud o vageal war ar san-dour (canal) pe evit prenan al limajo a zigaso koun d’imp divezatoc’h eus an Espozision. Meur a hini a zo breman eveldomp o tanzen mont e-mêz. Mes muioc’h a dud a deu ebarz. Ha ze n’ê ket souezus : ar c’haeran a zo da vean. Emberr d’an noz e vo gwelet aman goloio elektrik o luc’han dre-oll koulz diabarz ha diavêz ar palezio, koulz en êr hag en dour : rak steredenni a refont war eul lenn ac’h a ganti eul loden vras eus ar porz a enor. Bean a vo anê zoken dindan al lammo dour a ra eur waz ’n eur gouean el lenn, hag ac’hane, hep bean gwelet, a refont eus ar ballen dour eur ballen aour hag a lako ar zellerien sebezet da zigeri o geno.

Ni eo an dour a deu en hon geno, o sonjal ne danvafomp ket ar sort dudi. Mes n’eus ket da laret : ret ê d’imp mont en dro, penegwir ’vit noz da nav heur e tleomp kwitât Londrez.

Kemer a reomp eta hent hon hotel, ’n eur gomz an eil ouz egile eus ar pez hon deus gwellet en hon devez. A dra zur n’hon deus ket kollet hon amzer, ha koulskoude e tougomp eun tamm anvi ouz ar gendalc’herien a zo bet hirie en Arundel, eur gêriaden tost da Londez, evit gwelet en e di an Duk a Norfolk. Kalz anê, en o fenn Legat an Tad Santel ar Pab, arc’heskob Westminster, ha meur a eskob, a oa bet pedet da vont di : meur a hini all a oa êt d’o heuilh, hag oll e oant bet digemeret gant kalon ha gant enor.

Ar memes lun, e kemeras eur rum all a gendalc’herien, eskibien ive gante, hent Kantorbery : kloer anglikan ar gatedral a bleas gante a galon vat hag a ziskoeas d’ê oll densorio o iliz (eun iliz bet laeret d’ar gatoliked evel kement a re all), ha dreist oll relego sant Thomas, eun arc’heskob a skuilhas e wad evit difenn ar gwir fe.

Ni n’hon deus gwelet na katedral Cantorbery na kastel Arundel : keu bras hon deus. Mes ne oamp ket vit hen ober.


§ IX. — D’AR GÊR BUHAN HA BUHAN, DRE DOVER, CALAIS HA PARIZ


Eur wej distro d’hon hotel, e reomp pep hini e bakaden ha da goan. Pa zavomp eus tôl ec’h ê evit pignal en eun omnibus a gas ac’hanomp betek gar Charing-Kross.

Da nav heur hanter e tilec’h hon zrain, eun train hag hon c’has, n’ê ket da Folkestone, mes da Dover. Amzer hepken d’ober eun hun, hag e tiskennomp evit mont war al lestr a zo ouz hon gortoz. Nebeutoc’h evit eun heur goude, treuzet ganimp gwazien vor ar Pas-de-Calais, ec’h omp en Calais, war douar Frans. Doue da vean meulet ! Daoust ma n’ê ken an douar-man, kement ha hini Bro-zôz, eun douar a liberte hag a justis, ec’h ê koulskoude hon douar-ni, ha dre-ze en em zantomp breman evel er gêr. Mar be bolante Doue, e teuio c’hoaz eun de bennak al liberte hag ar justis d’oder o chomaj en hon zouez.

Ar Meurz ar 15et a Wengolo.

C’hwec’h heur eo pan arruomp en Pariz. Mes perak chom da vale er gêr vras ? Gwelet ha klevet awalc’h a dreo neve evidomp hon deus en Londrez : breman eo c’hoant ar gêr a zo ganimp. Ofernian ha leinan, na reomp ken en Pariz. ’Benn nav heur hanter ec’h omp en gar Mene-Parnas ha ’benn pemp heur hanter eus an abarde en hini Gwengamp. Aman en em gwitaomp hag e roomp hon gir an eil d’egile evit en em gavout alies unanet a spered dirak ar Zakramant adorabl eus an Oter. Meulet ra vo da virviken !


————

STAGADEN


KELEIER
digoueet epad ma ver bet o voulan « Ma Beaj Londrez »
————
I
MARO EO AR ROUE EDOUARD VII


Edouard VII, roue Bro-Zôz, hon deus komzet anean ouspenn eur wej gant meulodi, a zo deut da vervel goude berr glenved ar 6et a viz mê 1910.

Eur c’hanvo grevus evit ar Zôzon, karet ma oa ar Roue gant e oll sujidi. Grevus dreist-oll evit Bretoned Bro-Gymri hag Iverzon, dre ma roe dorn d’ê da vagan o spered-bro.

Eur gwall goll ive evit ar gatoliked, a gave bepret ennan eur volante tuet mat, c’hoant ganti da vean just ha zoken hegarat en o c’henver. Gwelet hon deus an nevoa, de e zakridigez, laret e-kuz ha ’n eur valbouzat, ar c’homzo eus an « diskleriadur » a zo anoazus evit ar gatoliked. Goût ouzomp ive pegen dereat e tigemerer en e rouantelez, aboe pemp pe c’hwec'h vlâ so, ar venec’h hag al leanezed a ya di eus Frans, ha dreist-oll eus Breiz-Izel, da glask al liberte a nac’h oute o mamm-bro.

Doue eta d’hen pardono !
E vap Jorj V a zo bet êt en e blas.
Doue d’hen miro !


II
CHANJET EO, EN BRO-ZOZ « DISKLERIADUR » AR ZAKRIDIGEZ


Marvat o deus sonj lennerien Ma Beaj Londrez e venne an O. Redmond, penn-rener politik Iverzoniz, dizamman katoliked Breiz-Veur, goude ar c’hendalc’h Eukaristek, eus tri zra hag a oa meurbet dismegansus evite[36]. Ozan a reas zoken eur bill, da laret eo eur steuen lezen, evit lakat e vennado dirak daoulagad ar C’hentan ministr ha kannaded Kambr ar C’homuno.

Ac’hanta ! setu bet gantan unan anê.

An 28et a viz even 1910, he deus laret ar Gambr, gant 383 mouez enep da 42, e vije chanjet ar c’homzo a lavar rouane Bro-Zôz, aboe ar blâ 1689, ’n eur ober o « diskleriadur » de o zakridigez.

Lemet e vo diouti ar pez a anoaze ar gatoliked. Ne chomo ken netra enni enep da Zakramant an Oter, nag eneb d’ar Verc’hez glorius Vari. Diwar vreman, e lavaro hepken rouane neve Bro-Zôz en o le (Jorj V eo ar c’hentan hen lavaro) ec'h int hag e chomfont protestant herve lezenno ar vro, hag en em gemerfont eus o gwellan evit o delc'hen sonn en o zav.

Kement-man a ziskoe o deus c’hoant protestanted Bro-Zôz pe, da vihanan, eul loden aneze, ma chomfe beo bueek o relijion ha dreist oll ar brotestantiez anglikan a zo harpet war lezenno ar vro : mez lezel ar relijiono all da vevan a fell d'ê ive.

Eur skouer vat roet adarre da galz a Fransizien, a fell d'ê, kousto da goustout, mougen ar relijion gatolik en o bro, war digare ne ra, eminti, nemet tenvalaat ha gwaskan ar sperejo, ha, dre-ze, nemet krennan al liberte da zonjal ar pez a gerer.

C’hwel ’nê aze, pôtred o spered kamm ! Ar gir « liberte » a deu gante leiz o geno. Mes laret hag ober n’eo ket memes tra. Gant al liberte a roont d’ac’h, e c’hellfet ober dizrouk ar pez a reont int o-unan, da laret eo bean digristen ha stourm ouz ar relijion gristen. War digare digabestenni ho spered, e lakfont d’ean eur gabesten dir. Ne gomzet d’in eus eul liberte war an tu yen.

N’eo ket honnez a ro d’o c'henvroïz renerien Bro-Zôz. Re a boell an neus ar ministr kentan, an O. Asquith, dreist-oll aboe ma ’neus bet gwelet ar gatoliked o kas ken kaer da benn o c’hendalc’h Eukaristek, evit nac’h oute ar mennado a reont evit bean laket disi dirak al lezen evel ar Zôzon all. Hen e-unan eo a bedas Kambr ar C’homuno da chanj « diskleriadur » ar zakridigez.

C’hoaz eur wej, « bevan ha lezel bevan » : evelse ec’h intent an O. Asquith al liberte, hag an oll dud a sans vat a vo a du gantan.


————

KANTIKO
BET KANET EN LONDREZ EPAD AR C’HENDALC’H EUKARISTIK[37]


————


JEZUS, MA DOUE


————



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  \new Staff = "kan" <<
    \key g \major
    \time 3/4
    %\partial 8*1
    \tempo \markup {Gorrek ha devot}
    \new Voice = "kentan" { 
      \voiceOne <<
        \autoBeamOff
        \relative c'' {
\slurDown \stemNeutral b4 g a | d,2 g8 [(b)] | d2 b4 | a2. | \break
b4 g a | d,2 g8 [(b)] | d2 a8 [(b]) | g2. \break
a4 fis g | a2 b8 [(a]) | \slurUp d4 (b) a | a2 d,4 | \break
\slurDown c'2 d4 | b2 g8 [(a]) | b2 a8 [(b]) | g2. | \break
\slurUp \stemUp a4 fis g | a2 b8 [(a]) | d4 (d) a | a2 d,4 | \break
c'2 d4 | b2 g8 [(a]) | b2 a8 [(b]) | g2. \bar "|."
    } >> }
    \new Voice = "eil" { 
      \voiceTwo << 
        \autoBeamOff
        \relative c' {
s4 s s | s2 s8 s | s2 s4 | s2. | \break
s4 s s | s2 s8 s | s2 s8 s | s2. \break
s4 s s | s2 s8 s | s4 s s | s2 s4 | \break
s2 s4 | s2 s8 s | s2 s8 s | s2. | \break
fis4 d e | fis2 g8 [(fis]) | fis4 (g) g | fis2 d4 | \break
a'2 fis4 | g2 ees4 | d2 c8 [(c]) | b2. \bar "|."
    } >> }
    \new Lyrics
    \lyricsto "kentan" {
Je -- zus_! ma Dou -- e, ma oll vad,
C’hwi ’ro d’in ho korf hag ho kwad.
Pe -- bez bur -- zud vit ma spe -- red_!
Pe -- nôs ho ka -- rout vel m’eo red_?
O za -- kra -- mant eus an o -- ter,
Grêt m’ho ka -- rin e peb am -- zer.
    }
  >>
  \layout { 
    %  indent = #10
    line-width = #123
  }
 \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
    }
  }
}


Jezus, ma Doue, ma oll Vad,
C’hwi ro d’in ho korf hag ho kwad
Pebez burzud vit ma spered !
Penôs ho karout vel m’eo red !

Diskan

O zakramant eus an Oter
Grêt m’ho karin e peb amzer.
 
Mar ’mije kalon glan Mari
Vit ho karout, Doue-Hosti,
Ha de ha noz me ho meulje
Vel m’oc’h meulet gant an êle.

C’hwel ! en kalon e grouadur
Doue a deu gant plijadur.
Ma c’halon d’ean zo digor
Ha gant doujans me hen ador.

Leun oc’h, Jezus, a vadelez
Ha dispar ma finvidigez.
Ine ha korf c’hwi zo d’in me,
Perc’hen on da vado Doue.


Ar c’hantik-man a zo bet savet gant ôzer Ma Beaj Londrez diwar unan eus kantiko sôz an Tad Faber.


IMPRIMATUR


Brioci die 1a julii 1910

Y.- M. Le Pennec, vic. gen.


Feiz koz hon Tadou


————



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  
  \new Staff = "kan" <<
    \key ees \major
    \time 4/4
    %\partial 8*1
    \tempo \markup {Têrik}
    \new Voice = "kentan" { 
      \set melismaBusyProperties = #'()
      \override Rest #'style = #'classical
      \voiceOne <<
        \autoBeamOff
        \relative c' {
          \stemNeutral \slurDown \tieDown \override Rest #'staff-position = #0
          r2 r4 ees8 [g] | bes4. bes8 bes [ees] g, [c] | \break
          bes8. [aes16] f2 c'4 | bes4. g8 bes [aes] f [g] \break
          ees2. bes'4 | g4. f8 f [c' bes aes] | g4 ~ g2 bes4 | \break
          g4. f8 f [c' bes aes] | aes4 (g2) ees8^\markup \italic {Diskan} [g] |\break
          \stemUp bes4. bes8 bes ([ees]) g, ([c]) | bes8. [aes16] f2 c'4 | \break
          bes4. g8 bes [aes] f [g] | ees2. c'4 | \break
          bes4. g8 bes [aes] f [g] | ees2. r4 \bar "|."
    } >> }
    \new Voice = "eil" { 
      \voiceTwo << 
        \autoBeamOff
        \relative c' {
          s2 s4 s8 s | s4. s8 s s s s | \break
          s8. s16 s2 s4 | s4. s8 s s s s \break
          s2. s4 | s4. s8 s s s s | s4 s2 s4 | \break
          s4. s8 s s s s | s4 s2 s8 s |\break
          g'4. g8 g4 ees | c d2 aes'4 | \break
          g4. ees8 c4 c | bes2. aes'4 | \break
          g4. ees8 s s s s | bes2. s4 \bar "|."
    } >> }
    \new Lyrics
    \lyricsto "kentan" {
      Feiz _ koz hon Ta _ -- dou_! _ iac’h a -- to,
      En des -- pet d'ar Reuz, en hor Breiz_:
      Ia, stard en hon touez e cho -- mo, _
      Keit ma vo ka -- lon en hor c’hreiz_! _
      Feiz _ koz hon Ta _ -- dou, _ Feiz san -- tel,
      Ni ve -- zo d'it be -- pret fi -- del,
      Ni ve -- zo d'it be -- pret fi -- del !
    }
  >>
  \layout { 
    %indent = #10
    line-width = #140
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
    }
  }
}



Feiz koz hon Tadou ! iac’h ato,
En despet d'ar Reuz, en hor Breiz :
Ia ! stard en hon touez e chomo,
Keit ma vo kalon en hor c’hreiz !


Diskan

Feiz koz hon Tadou, Feiz santel,
Ni vezo d'it bepret fidel ! (bis.)

Feiz koz hon Tadou ! Ar re-ma
Er c’hrisa poaniou ’oa laouen !
Gouzanv ’vit Doue : ni brema
Her graio ive hep anken !

Feiz koz hon Tadou ! Ar Werc’hez
Hag he Mamm ’bedo ’vit hor Bro ;
’Velse ganti ar Wirionez
Ato frank ha libr a chomo !

Feiz koz hon Tadou ! ’Vel Jezus,
Ni gar bor breudeur e Doue ;
Dre vuez fur ha vertuzus,
Ni ’n em harpo ’n eil egile.

Feiz koz hon Tadou ! An dud fall
’Glask he diframma diganeomp ;
Mes Jezus ’zo ouz hon diwall :
Chom bepred fidel ’brometomp.

Feiz koz hon Tadou ! Breiz-Izel
’Deus difennourien krenv meurbed :
Skoret gant hor Sent, he banniel
A zalc’himp sounn ha glan bepred !


Ar chantik-man, savet en sôz gant an Tad Faber, a zo bet laket en brezoneg Leon gant an Tad Trebaol, eur misioner Breizad a zo o labourat en Llanrwst (Bro-Gymri).


IMPRIMATUR


Brioci die 4a julii,

Y.- M. Le Pennec, vic. gen.


TOLEN
AR PENNADO


————


LODEN GENTAN


————


Arôk ar c’hendalc’h Eukaristik


————


PAJEN

PAJEN

PAJEN

XXXVI. — 
 82
XXXVII. — 
 83



————

EIL LODEN


————


Epad ar c’hendalc’h Eukaristik


————


PAJEN

PAJEN

PAJEN


————


TAERVET LODEN


————


Goude ar c’hendalc’h Eukaristik


————


PAJEN


————
  1. An neb a fell d’ean anaveout gouriez Gwened, a dle goulen en ti Lafolye (Gwened) levrio an Otrone Guillevic hag ar Goff : Grammaire, Exercices, Vocabulaires.
  2. An Otro Kergus a zo breman person en Panvrit-ar-Beskont.
  3. Breman person kouent Ar Groaz, en Paris.
  4. Breman kure en Lanhuon.
  5. Etre Bro-Zôz hag Iverzon.
  6. Lan a zinifie gwejall douar sakr eur manati pe eun iliz.
  7. Ar c’hlan a oa eur strollad tud hag a zente ouz ar memes penntiern (penntieg).
  8. An hano ze a roe ar Romaned da Vro-Arvor.
  9. Désert.
  10. Daoust d’an hano a Cornouailles a roer d’ar vroïg-se en galleg, n’eo ket hi maeronez da Vro Gernev (Cornouaille en galleg).
  11. Ar plou a rêd eus eur c’horn douar hag a zente e dud n’ê ket ouz eun den a Iliz, mes ouz eur mestr laïk.
  12. An abati-man a vo hanvet diweatoc’h abati Landevennek.
  13. Ar zant-man ac’h enorer en iliz Tremeven, en chapel Saneven eus parouz Lanrodek, hag en meur a iliz pe a chapel all.
  14. Hirie kêr Glastonbury.
  15. Koajo Loudeak, re·Avelgor, Malane, Coat-an-Noz ha Beffou a zo pastello eus forest Brekelien.
  16. Ar Vreuriez gaelek, a roer eur gwenneg hepken evit mont ebarz, a zo bet savet evit se.
  17. C’hwec’h gwej e timeas : diou eus e wrage a gasas kwit, ha diou-all a reas dibennan. Eur c’haer a bab hag a baeron evit Iliz Bro-Zôz.
  18. Sollardy and Reformation in England (London 1908).
  19. Ar seminer-ze a zo bet dispennet, koulz ha re Frans a-bez, aboe an disparti.
  20. E-touez ar re o deus skrivet bue ar c’hardinal Manning, e fell d’in hanvout an otro Francis de Pressensé, eur sosialist ru-tan eus Frans, Meulet ê meurbet gantan koulskoude, pez a ziskoe e oa eun den a dalvoudegez dispar.
  21. Ober a rêr gwiskamant clergyman eus ar sort gwiskamant.
  22. Gant ar gir-ze e teu an artikl a fe, a ra d’imp kridi e tisken Jesuz, en gwirione, war an ôter da c’horreo an oferen, hag eo chanchet ar bara en e gorv hag ar gwin en e wad.
  23. An Tad Camenen, eman war e gont ti ar vreuriez La Bretagne.
  24. O vean n’eus ket en moulerezio Frans lizerenno iverzonek, e vo skrivet aman ar girio herve an doare ma teuont gant ar vouez.
  25. Renet he deus en London er bla 1908, epad an hanv.
  26. Lennet fout-bôl. Ar c’hoari-ze a zo damhanval ouz ar vellad pe ar c’hoari ’vell, a oad sot gantan en Breiz-Izel n’eus ket c’hoaz gwall bell.
  27. Dom Cabrol hag e venec’h a zo oll eus ar Frans, bet harluet eus bro o c’havel a neve so, dre m’o deus en em westlet da zervij an Otro Doue.
  28. Betegen an ogro-man a dremene evit bean an hini krenvan eus ar bed. Mes aboe ar bla 1909 e ver krog, en Pariz, d’ober, evit iliz Sant Per ar Vatican, eun ogro hag a vo trec’h d’ean.
  29. Pajen 30.
  30. Pajen 28.
  31. Kavet e vo ar c’hantik-se, troet en brezoneg, en diwez ar levr.
  32. Kavet e vo ar c’hantik-se, troet en brezoneg, e dilost al levr.
  33. Lennet hon deus uheloc’h ar pep pouezusan aneze.
  34. An Otro Moulinet, eus Goudelin, hag a zo breman person en Okehampton (Devon), an neus roet danve ar pez a zo bet laket aman diwarbenn interamant bill ar skolio. Trugare d’ean.
  35. Sellet, diwar benn kement-man, niverenno ar 14et a Wengolo.
  36. Pajen 186.
  37. Evit gouzout pegouls ha penôs ec’h int bet kanet, e vefe mat lenn Ma Beaj Londrez : 6 real ; dre ar post : 7 real. — Eman en gwerz en Moulerez Sant-Gwillerm, Sant-Brieg, 27, bali Charner, ha ti an ôzer, an O. Le Clerc, e kolaj Gwengamp.