Loden gentan — VIII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 16-18)



§ VIII. — BREIZIZ IVE A RO D’ARVORIZ O FE GRISTEN.


O fe gristen ive a zigasas Breiziz gante da Vro-Arvor, ha gwell a ze. Rak paianed e oa c’hoaz Arvoriz d’ar c’houlz-se, nemet ar re en em gave en-dro da Roaon ha da Naoned : an diou gêr-man o devoa ’benn neuze eskibien roman.

E-touez kernio douar hon gourenez, unan eus ar re gentan da zigemer an diavezidi e oa hon hini, an hini a red ennan ster ar Gouet. Ar blâ 460, e tisken eno eun penntiern, hanvet Frakan ; eun toullad tud a zo gantan, en o zouez e vibien Jakut ha Gwenole. Kenkent e sav lojeiz evitan hag evit e diegez ha setu krouet eur plou[1], an hini a zo hanvet breman Ploufragan.

Eur maread amzer goude, e teu douaro all, tost da re Frakan hag en daou du da ster ar Gouet, da vean kemeret gant eur penntiern-all, e hano Rigal. A boan e oa d’ean bean savet e blou mac’h arruas en e di eur misioner, kenderv d’ean, hag a c’houlenne digantan douar evit sevel eur manati ; rak bean a oa gantan nav ugent manac’h. Hen koulskoude na dougo ket an hano a abad : eur galloud a eskob an devoa, ha ne blee ket hepken gant e venec’h mes ive gant ineo tud ar vro. Briek a rêd anean, hag e hano, hano eur zant, a zo douget c’hoaz hirie gant eun eskopti hag a ra enor d’ean.

E keit ma rê Frakan ha Rigal o aze en têrouer ar Gouet, e tivore sant Budok, eun abad gouiek, en enezenig Lavret, e-kichen enezen Brihat, hag e save eno eur manati evit e venec’h. Gantan eo e oe skolaet ha grêt abad sant Gwenole, arôk mont da zevel hen e unan eur manati, e-kichen ster an Elorn[2].

Er memes mare e tiskenne ar roue Karatok en bro-Wened, hag ar roue Gradlon-Meur en-dro da ster an Odet ; gant heman e teue Kornaviiz, a rêr anê breman Kerneviz.

Eun tamm diweatoc’h e oe tro bro-Leon : war-dro ar blâ 512 e tigemere hi sant Pôl Orelian.

Eur misioner all, Tugdual e hano, goude bean grêt eun disken kentan en tu ar c’huz-heol eus Bro-Leon, a deuas da divoran en têrouer a dremen dre-z-an sterio al Leger, ar Yaudi, an Treo hag al Leff. E vamm Pompeia a oa gantan ha meur a vanac’h, en o zouez Kirek, Briak, ha, kazi zur, Efflam ha Goneri. Ar peurvuian e vije hanvet Pabu Tugdual, da laret ê Pab pe Tad Tugdual, rak tad e oa en gwirione d’eur bern ineo. Treuzi a reas, ’n eur ober kristenien ha zoken ’n eur ober diskibled, ar vro a-bez adalek ster al Leger bete ster ar Rans. Mes ar brasan eus ar manatio a zavas e oa hini traouien Trekor, hini Landreger : abad e oa er manati-man hag ouz e garg e oa stag ar galloud a eskob.

War-dro ar blâ 550 e weler ive sant Samson oc’h aruout hag o sevel manati Dol. E genderv sant Maglor a zo ouz e heuilh, hag ive meur a ziskibl, en o zouez sant Meven[3] Sant-Malo, eur misioner-all a deuio hepdale d’hen sikour hag a zavo eun eskopti en enezen Aleth.

Setu hanoio unan bennak eus ar visionerien vreton a hadas ar fe gristen en Bro Arvor etre ar blâ 450 hag ar blâ 600. A drugare Doue, douget he deus freuz : hirie c’hoaz n’he deus ket an Iliz katolik lealoc’h bugale evit katoliked Breiz-Vihan.

  1. Ar plou a rêd eus eur c’horn douar hag a zente e dud n’ê ket ouz eun den a Iliz, mes ouz eur mestr laïk.
  2. An abati-man a vo hanvet diweatoc’h abati Landevennek.
  3. Ar zant-man ac’h enorer en iliz Tremeven, en chapel Saneven eus parouz Lanrodek, hag en meur a iliz pe a chapel all.