Loden gentan — IX.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 19-20)




§ IX. — BRETONED KYMRI A VIR O FE EPAD AR BREZEL BRAS. — SANT GWELTAS


Hag ar Vretoned a oa chomet en Breiz-Veur, dre m’o devoa ’n em waskedet eneb ar Zôzon a-dre da veneio Kymri pe Gornwall, daoust ha miret o doa, int ive, o fe hag o yez ?

O fe da gentan ? Ya zur, ha gant seulvui a galon m’o devoa bet da stourm eviti : o ilizo a oa bet diskaret ha kalz eus o beleien a oa bet lac’het gant ar Zôzon. Eun de, arôk eun emgann, o devoa teulet ple ar re-man d’eun torkad menec’h a oa o pidi Doue war eur mene evit o breudeur a oa dindan an armo : raktal ec’h ejont d’ê hag o lac’hjont betek an diwean.

Da veur a Vreizad e rejont evelse gonit kurunen ar verzerinti. Memes tra, ne golle ket ar Vretoned kalon. Lorc’h zoken a oa deut d’ê o sonjal o doa miret en o fe eun tensor a dalvoudegez dreist-muzul, eun tensor sort n’o devoa ket o enebourien, ha ze a oa evite peadra d’en em gonforti en o gwalleur. En gortoz e oant da vean, da vihanan, evurusoc’h evit ar Zôzon goude o maro.

N’ouzer ket kalz tra eus istor o Iliz epad an amzer a helpenn hag a drubuilh ma oa evite ar c’hwec’hvet kantved.

D’ar mare-ze e veve c’hoaz sant Iltud : hen, ’vel m’hon deus gwelet, a zavas manati Bangor hag hen a skolaas ar venec’h santel ha gouiek a rêr anê sant Pôl Orelian, sant Samson, sant David pe Divi, ha sant Gweltas.

An daou gentan hon deus gwelet o vont da Vreiz-Vihan.

Sant David an neus grêt kement a vad da Gymriz, e vreudeur, mac’h ê enoret gante evel patron o bro : en Menevia e oa abad hag eskob.

Sant Gweltas a zo brudet, n’ê ket hepken en Breiz-Veur, mes ive en Iverzon hag en Breiz-Vihan. Santez Berc’hed a reas d’ean dont da Iverzon er blâ 525 evit peurober labour sant Patrik. Mes adalek ar blâ 530 e tistro da Gymri hag eno e skriv al levr an neus talveet d’ean kement a veulodi : Dismantr ar Vretoned, setu hano al levr-ze. N’eus ket eul levr ken koz hag hen evit disklerian d’imp istor hon zado a Vreiz-Veur. Panevetan, e vijent dizanav evidomp.

Ar blâ 538, e fellas d’ean ive mont da Vro-Arvor. Ober a reas e zisken en enez Houad, da gentan, ha goude e gourenezen Rhuys, elec’h ma savas eur c’haer a vanati : en Bro-Wened ne oa c’hoaz hini ebet. Diweatoc’h ec’h eas donoc’h en douar Arvor hag e treuzas, koulz laret, Bro-Wened ha Bro-Gerneo a-bez, ’n eur brezeg war e hent an Aviel.

Eur mignon d’ean, eun abad santel hag a oa ive prins ha brezelour, en eur gir sant Kadok pe Cado, a zeuas eus Kymri evit hen gwelet. Hen eo a renas, goude sant Divi, manati Menevia. Beaji a rê kalz, ha dre ze, emichans, ne c’hwitas ket da vont d’ober eun dro betek Bro-Arvor evit gwelet e vreudeur divroet hag ispisial e vignon sant Gweltas. War ôd ar c’hreiste, elec’h eman breman Etel, e tivoras. Mes distrei a reas prest goude da vro e gavel ha mervel a reas eno evel eur merzer, treuzet d’ean e galon gant goav eur Zôz.

Miret o deus eta Kymriz ha Kornwaliz o fe, daoust d’ar brezel a boueze warne.