Mont d’an endalc’had

Loden gentan — XXXV.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 81-82)



§ XXXV. — EN KARTER AN UZINO. — WAR GÊ VICTORIA. — AR VOTEREZED


Treuzet ganimp Pont-an-Tour, en em gavomp en eur c’harter eus Londrez hag a zo dizanav evidomp : en tu-all d’an Tamez eman, en tu ar c’hreiste. Ouspenn daou vilion a dud an neus hag ouspenn daou vil chiminal uzino, du du an tier gant ar moged glaou-douar a goue warne noz-de. Netra a vrao na gavomp war hon hent nemet eun iliz goz hag an neus dispignet ar gouarnamant, eme hon ambrouger, e tu-hont da gant mil lur evit he neveaat : sonjet eta pegen kaer e tle bean evit ar Zôzon !

Mes ne diskennomp ket eus hon c’har evit mont d’he gwelet. O klask had-tapout kêr an hanter-noz ec’h omp, ha ni da dreuzi adarre an Tamez.

Setu ni, ar wej-man, war bali Victoria. Nebeud nebeud a valio a dle bean aman, rak, evidomp da vean bet baleet epad taer heur, n’hon deus c’hoaz gwelet hini ebet. Homan a larer ec’h ê ar vravan : ha c’hoaz n’he deus nemet eur regennad we. An hano a gê a dlefe an nen kentoc’h rei d’ezi dre ma heuilh penn-da-benn an Tamez epad tri c’hart lê. Ha mar gê hir, ec’h ê ledan ive hep bean koulskoude barek da c’hoari gant balio Paris. Londreziz n’o deus koulz laret nemeti ha warni e tleont diredek pa fell d’ê dispakan eur meeting (laret : miting) bennak, da laret ê eur gerzadeg a ra, pevar ha pevar, miliero pôtred, c’hoant d’ê da damall eun dra bennak d’ar gouarnamant, ha da gaout o mennad ’n eur ziskouel ec’h int krenv ha ’n eur ober aon d’ean. Ha setu ar merc’hed, a neve so, krog d’ober evel ar bôtred. Diwean meeting a zo bet, e oa hini ar voterezed, merc’hed o deus laket en o fenn kaout ôtre da votan evel ar bôtred. E kerz hanv 1908 ec’h eas enne ar sort frouden hag aboe emaint o c’hortoz ma vo laret ya d’eze. Mar o deus pasianted, ec’h ê mat se evite. Demp ni war rôk bepret.