Loden gentan — XXXVI.
’N eur vont penn-da-benn, gant kê Victoria, ec’h arujomp ouz an daou bez lojeiz kaeran a zo en Londrez : ti ar Parlamant hag iliz abati Westminster. Ne weljomp ket an diabarz anê ar merc’her d’ar beure dre ma vanke d’imp amzer evit-se ; koulz meren a oa digoueet evidomp.
Koulskoude, evit distagan da vat diouz ’pez na zell ket ouz gouelio ar Zakramant, e fell d’in lâret breman, ’n eun daou pe dri c’hir, petra a dalv an ti hag an iliz se.
Ti ar Parlamant a zo eur palez bras iskis (6 devez arat douar dindanan), grêt gant mein kizellet eus ar finan : mes hast am eus da laret ec’h ê kalz gwakoc’h ar mein-ze evit mein-menerez Gwenezan pe re Enez Veur, ha dre-ze êzetoc’h da labourat. Padout ’vat refont ket pell : n’eus ket en tu-hont da dri-ugent vla aboe m’eo savet ar palez, ha setu ec’h ê krog dija ar mein a zo en diavêz d’en em dibri ha da gouean en poultr.
En diabarz a vat e chom pep tra en e blomm ha pep tra a zo kaer dispar, koulz pez en em gav en kambr al Lorded (hini an noblans) ha pez en em gav en kambr ar C’homuno (hini ar vourc’hizien). Mont a rêr eus an eil d’eben hep mont e mêz, elec’h en Pariz e zo eur pennad mat a hent etre kambr ar Senedourien ha hini an Deputeed.
Ne laran ket evit-se en em glevfe gwelloc’h an daou rum kannaded en Parlamant Londrez evit ne reont en hini Pariz.
Ne reont ket, ha gwell a ze, en eun doare. Pa digoue da bôtred ar C’homuno botan eul lezen bennak hag a zeblant eun nebeudig diboell, al Lorded a zispenn o labour, pe gentoc’h e lezont anean en perch hep rei d’ean o mouez. En Frans siouaz ! e tigoue gant diou Gambr ar Gannaded evel gant daou gar hag a gerzfe dalc’hmat an eil en roudenno egile ; êt an hini kentan en eur grenegel, an eil na c’houito ket da vont war e lerc’h. Nag a lezen a zo bet botet a neve-zo gant hon deputeed enep da vad hon bro (enep d’o hini, ne laran ket !) hag a dleje hon senedourien bean harzet ’nê da dremen ! En gwirione, re eo en em glev an daou rum eus hon Farlamant, penegwir ne ve alies nag an eil nag egile a-du gant ar vad.
En Bro-Zôz n’ê ket kont evel-se. Al lezen vat a zo bet grêt breman ’zo pemp pe c’hwec’h vla evit ar skolio, a glask breman kannaded ar C’homuno he dispenn ; mes eur skoilh a gavont war o hent, bolante al Lorded, ha setu ’nê sac’het.