Mont d’an endalc’had

Loden gentan — XXXVII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 83-87)



§ XXXVII. — ILIZ ABATI WESMINSTER


E-kichen Ti ar Parlamant e weler eur pez lojeiz hag a zo c’hoaz kaeroc’h evitan : iliz abati Westminster. Dornet mat e oa, a dra zur, ar re he savas hag eun ijin eus an dibab a oa en o fenn, pan o deus gellet ober eun dra ken kaer. Ne gav ket d’in e vefe neblec’h mein kizellet ken fin hag ar re a weler aman en diou pe daer chapel. An hini gaeran, evidon-me bepret, eo hini Herri VII. Birviken n’ankouain begelio ar volz, a zisken eus pep-hini anê, e-giz eur c’hropad, eur bern bleunio ha skeudenno mein. Monumant Herri VII a zo ar muian en gwel. Mes, en e gichen, e zo unan hag a stag muioc’h outan ar spered, hini Mari Stuart, bet rouanez Bro-Skos hag ive rouanez Frans. He mab Jakez Ian, roue Bro-Zôz, a reas digas aman he relego ar bla 1612. Gwelet hon deus e oa bet dibennet ar bla 1586 gant he c’hinitervez jentil Elizabet, rouanez Bro-Zôz.

’N eur zellet endro d’in er chapel-man, e teulis ple d’eur c’hustod hag a oa goullou e-touez meur a re-all o devoa c’hoaz pep hini eur zant men. Ha me da c’houlen digant hon ambrouger petra a oa kiriek da ze. Goude m’an nevoa komzet ouz an diskoeer, e lavaras d’in : « Fe, emean, bean a oa sent ha sentezed ha na blijent ket kaer d’ar roue Herri VII. » Pere, c’hwistim ?

Pac’h anaveer pab kentan ar brotestanted evel ma reomp, e c’heller respont didro : ar gwerc’hezed, emichans. Ar c’hustod-man e dlee bean enni skeuden ar Werc’hez Vari, dre ma ’n em gav a-us d’ar re-all.

Chapel Herri VII a ra evel eul lost d’an iliz war du ar zav-heol. Etrezi hag an ôter-vras e zo eun all ha nan eo ket ken kaer ; koulskoude e tiskoeer anei dalc’hmat d’an diavezidi : hini sant Edouard ar C’hovezour, bet roue Bro-Zôz eun nebeudig arôk digoue an Normaned. Aman eman e ve : eun arched koad grêt ouspenn 600 vla so. Gwejall e oa kaer ken e oa : mes bet ê lemet diwarnan a dammigo gant kontel an dud devot al loden vrasan eus ar gwisk aour a oa endro d’ean. A-dal d’ean eman ar gador ac’h aze warni aboe 600 vla so rouane ha rouanezed Brô-Zoz an de ma vent kurunet : ar roue a hirie, Edouard VII an neus azeet warni er bla 1902. Dister a-walc’h ec’h ê : mes de ar gurunidigez e ve goloet gant eur steuen aour, ha digaset e-kreiz ar c’heur. Dindani en em gav eur men, hanvet men Skone, hag a lerer a oa dindan penn sant Koulm (Kolomba), en manati bras Iona, pa oa en pred ar maro. Edouard Ian hen digasas da Londrez hag hen lakas er gador-man, c’hoant gantan da ziskoe evel-se e oa Bro-Skos dindan dorn rouane Bro-Zôz.

An iliz mac’h omp, enni a zo koz-koz, penegwir eman ’n he sav aboe fin an drizekvet kantved. Nan eus nemet eul loden aneï, chapel Herri VII, hag e vefe yaouankoc’h. Homan a zo bet staget ouz an iliz e-kerz ar 15et kantved. Evel ma weler, he deus c’hoaz re a oad evit ma c’hellfe ar brotestanted laret ec’h ê o labour : hanter kant vla nebeutoc’h e tleje kât evit se.

Diframmet e oa bet emichans digant ar gatoliked pa deuas ar Refurm : Herri VIII a argasas er bla 1540 ar Veneadiz a oa karget d’he dizerviji. O mouster en em gave, d’ar mare-ze, en tu kuz-heol (west) eus kêr : ac’hane e hano a Westminster, hano hag a ve roet ive d’an iliz.

Aboe ar bla 1904 e zo c’hoaz en Londtez eun iliz-all d’ei ar memes hano ; ober a rêr anei katedral Westminster, mes katolik eo. Hec’h aneveout a reomp ha bet omp enni. Hi eo iliz an arc’heskob ha hanvet eo dre-ze an otro Bourne arc’heskob Westminster. E hano a diskoe a-walc’h e tleje c’hoaz hirie iliz gaer an abati bean e dra, tra ar Gatoliked roman evel ma oa gwej-all.

Nag he deus chanjet aboe an amzer-ze ! En he diabarz, nan eus, koulz laret, evit he c’hempen, nemet mein be e leiz (ouspenn daou c’hant), harpet tro-zro ouz ar mogerio, ha disneu meurbet ar peurvuian anê. Ar c’heur bras hag an ôter a zo noaz pilh. Poan a ra d’ar galon santout pegen goullou eo an iliz paour a boe m’he deus kollet Doue he zabernakl : evel eun intanvez a vefe en kanv eus eur pried karet, ar pried a lake ennan he lorc’h hag hec’h enor.

Ac’hanta, ’n eur vont ha dont dre an iliz-man, n’on ket c’hoaz ken glac’haret ha pa welis, breman ’zo dek vla, er blâ 1899, iliz-veur Salisbury. En homan (unan eus ar re gaeran eus Bro-Zôz ec’h ê) e oa bet interet eskibien etre ar piliero ha laket war o c’horv mein be kizellet, enne o fortred. Hag e zo digoueet petra gante ?

Chomet ê ar mein eno : mes kement poltred a oa a zo bet drailhet a dôlio morzol, lemet digante da vihanan o daouarn, o diskouarn hag o fri. Skeudenno mein ar zent (ar re anê n’hallent ket bean laket er-mêz) n’int ket bet espernet ken nebeut. Red ê d’ar brotestanted bean bet dallet gant ar gonnar evit bean grêt eun dismantr ken euzus. Ken gwas all, siouaz ! a zo bet gret alies en Frans e kerz an dispac’h vras gant enebourien an iliz. Mes n’eus fors pelec’h e welan ar sort labour, e lamm ma c’halon em c’hreiz gant a droug ac’h a ennon ouz ar re o deus han grêt hag am me c’hoant da ouelan.

En iliz goz Westminster ne welan ket peadra da gargan ma c’halon kement-se, mes plegan a ran dindan eur zamm a dristidigez o sonjal petra ec’h ê bet ha petra ec’h ê breman. Ma plijo gant Doue mont da chom enni adarre, evit m’he devo, evel gwejall, peadra da laouenaat ha da domma ar c’halono !

’N eur vont e-mêz anezi e ran eur zell war eun iliz izel a zo en he c’hichen. An hano a Zantez-Marc’harit a doug ha serviji a ra da iliz-parouz d’eur rummad protestanted. Eno e vo eurejet disadorn an ôtro Churchill, unan eus ministred ar roue, hag eno, en enor d’ean, e klevfomp o tintan, epad an abarde, eur bern kleier skanv hag a ra eun drouz hanval ouz hini eun ogro.