Loden gentan — XXXVIII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 87-89)



§ XXXVIII. — ELEC’H MA REDAS GWAD EUR ROUE. — EUR PILIER AREM ET D’E OBER KANONIO FRANS. — HYDE-PARK. — BRITISH MUSEUM.


Ha breman, pelec’h mont, nemet d’hon hôtel evit mernian ? Bean ’c’h ê kreiste, mar n’ê ket ouspenn. ’N eur vont di, e hedomp ru White-Hall (lennet ouaït-hôl) unan eus ar re gaeran a zo en Londrez. War an dorn deo, ar palez a ro d’ei an hano-ze : eno e oe dibennet ar roue Charlez Ian er bla 1640, evel m’eo bet dibennet Louiz XVI en Pariz er bla 1793. Eur vez evit an diou gêr, penegwir ne oa netra da damall d’an daou brins nemet e oant re vat.

War an dorn kle, ti mestr bras an arme. Ne gomzjen ket anean, ma n’am mije ket gwelet daou zoudard o tiwall toull an nor, n’ê ket war droad evel ma rêr en Frans, mes war varc’h, ha pep-hini anê dindan eul lochig savet a ratoz evit hen disc’hlavian. Gwir ê o deus eur gwiskamant eus ar bravan, eur gwiskamant hanval ouz an hini a douge gwejall en hon bro ar zoudarded war varc’h. En Bro-Zôz e talc’her stard d’ar gizio koz, pa n’int ket eur sparl evit an arokaat. Ha mat a reont. Mar karjemp ni ive en Breiz ober kemend-all, ne vije nemet gwell stad hon bro : muioc’h a garante hon dije eviti, dre ma vije kaeroc’h evit ar broio-all, ha muioc’h c’hoaz a dud diavêz a deuje d’he gwelet ha da diskargan arc’hant en godello hon c’henvroiz.

’N eur sonjal kement-se e tostaomp d’an hotel Tudor. Treuzi a reomp Trafalgar-Square (laret skwer), kaeran leur-gêr a zo en Londrez. Mes pegen dister e kenver leuveen ar C’honkord en Pariz ! Ha c’hoaz e ra poan da galon eur Fransez he gwelet, abalamour ma zo en he c’hreiz eur pilier moan hag uhel, warnan poltred arem an amiral Nelson. Heman eo a zistrujas, er bla 1805, listri an Napoleon koz a-dal da gêr Trafalgar hag a harzas anean dre ze da zisken en Bro-Zôz gant an arme a dalc’he prest evit se en e gamp a Voulogn. Endro d’ar jijen e zo tôlenno arem, êt d’ober ’nê ar c’hanonio bet kemeret diwar hon listri en Trafalgar : merket ê warne zoken penn da benn doare an emgann. Dindan an hini diwean e lenner ar c’homzo-man : « Eman en gortoz Bro-Zôz ma rey pep den e zever. »

Nelson a reas e hini, penegwir an trec’h a goustas d’ean e vue. Eur gentel c’hoaz evidomp. Mes, a drugare Doue, n’hon deus ket ezom anei evit gôut petra hon deus d’ober en Bro-Frans. Stank ec’h ê bet a-viskoaz, ha c’hoaz ec’h ê stank hirie, ar re eus he bugale o deus skuilhet pe a zo prest da skuilh o gwad evit he serviji.

Eus al leuveen-man d’hon hosteliri n’eus ket eur c’hart leo, ha ’benn kreiste hanter ec’h omp ouz tôl.

Da div heur e savomp adarre en hon gweturio, evit gwelet eul loden-all eus kêr. Fe, an treo a welomp ’vit an inderv na dalv ket ar boan, koulz laret, komz anê. Ne laran ket n’ê ket kaer Hyde-Park (laret haid), eun dachen douar bras spontus, hanter brad ha hanter liorz. Kaer eo ive ar monumant savet breman ’zo ugent vla en enor d’ar prins Albert gant e intanvez ar rouanez Victoria ; ha pinvik-bras ar British Museum (laret miouzioum), eur mirdi hag a zo ennan treo koz eus an talvoudusan : mes en Pariz hag er Vatikan e weler kemend-all pe gaeroc’h.

Diwar e benn eta ne vo kavet netra aman. Ha setu dizammet ma fluen eus al labour dizakr he devoa d’ober, arôk krigi da vat gant kendalc’h ar Zakramant (meulet ra vo !)


————