Mont d’an endalc’had

Taervet loden — V.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 183-185)



§ V. — PETRA AN NEUS TALVEET AR C’HENDALC’H EUKARISTIK DA GATOLIKED BRO-ZÔZ


Gallout a rêr eta, goude bean sellet petra an neus talveet d’ar gatoliked difenn direiz an Otro Asquith, laret n’o deus ket en em gavet gwaz eus aze. Ar c’hontrel eo a zo gwir. E tu-hont d’ar gonido o deus bet aboe, e fell d’imp c’hoaz envori an testenio eus ar garante virvidik hag eus an istim hep he far a zo bet roet da gannad ar Pab, ha dre-ze d’ar Pab e-unan, epad ar prozision : eur gentel vat eo bet evit ar brotestanted gwelet pegen start eo an ere a garante doujus a stag o c’henvroïz katolik ouz kador sant Pêr. Kaeroc’h so : laret a rêr zoken e oa eur bern anglikaned hag a zistagê hopadenno a enor wardro gant ar gatoliked pa dremene dirake an Otro ar c’hardinal Vanutelli. Eur forn c’hored, koulz laret, e oa an de-se ar ruio a zo endro da Gatedral Westminster. Penôs neuze n’an dije ket kroget an tan er c’hoad a oa enni, betek er c’hoad glas ?

C’hoaz eur wej, tennet o devo katoliked Bro-Zôz ar brasan mad eus an dismegans grêt d’o Doue ha d’ê-i gant ar C’hentan ministr.

Ha, ma lezomp a goste breman, ar paour kêz Asquith, ma sellomp ouz ar c’hraso a zistro a zo koueet war ineo ar Zôzon digatolik evel eur c’hlizen ken talvoudus ha mac’h eo dous, nag a lec’h hon devo c’hoaz da vinnigan an Otro Doue ! Hen a oar, hag hen hepken, petra a zo tremenet en goeled o c’honsians ha pegement anê o deus en em laket en hent evit kerzet trezek ar wirione. Mes meur a hini ac’h ê dija peurc’hrêt gante o beaj, hag ar re-ze a c’hellomp o anaveout. N’eo ket aman avat e vo laret pet a zo anê, ha piw ec’h int : ne gomzin nemet eus distro eur gouent a-bez.

Bean a oa en Londrez eur gouent, ugent leanez enni, hag a veve herve ar relijion anglikan : roues (rare) eo ar sort kouencho, mes bepret e zo unan bennak hag en em lak dindan renadur eun eskob eus an Iliz Uhel. Ar gouent-man he devoa heuilhet pis ar c’hendalc’h Eukaristik, ha petra a reas ar briolez hag he leanezed, stoket gant gras an Otro Doue, nemet en em lakat, adalek miz here, e skol eur beleg katolik, a roas d’ê arc’heskob Westminster. Ne chomjont ket pell hep reizan o c’hredenno ha, ’benn miz genver 1909, e larjont kenavo d’an anglikaned evit en em lakat en renk ar gatoliked : an Otro Bourne hen e-unan ac’h eas da glevet ha da zigemer o dinac’h.

Vad a ra d’hon c’halon gwelet ec’h eo êt ar fe gatolik en Bro Zôz war grenvaat aboe ar C’hendalc’h hag ec’h eo gwellaet ive stad ar re he heuilh.