Mont d’an endalc’had

Loden gentan — I.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. --3)






Ma Beaj Londrez





LODEN GENTAN


————


Arôk ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — PERAK EN BEAJ HA GANT PIOU


Al loden goantan eus Breiz-Veur hag an hini ac’h eo ar muian stag outi ma c’halon a Vreizad, da laret eo, Bro-Gymri, a welis breman ’zo dek vlâ. Kalz a blijadur hag a vad a reas d’in ma beaj. dreist oll dre ma oa bet grêt d’in eun digemer kalonek en Cardiff gant an Tad Haide, hag en Llanover gant an Itron Herbert. Mes, evit mont di, e renkis treuzi eur c’horn douar eus Bro ar Sôzon ha na lavare gir d’am c’halon : yen hen kaven ha ’vel divlaz, ha ken yen-all, an dud a zo o chom ennan. Balamour da ze, n’am oa nemet eur c’hoant ’n eur laret kenavo da Gymriz : distrei eün d’ar gêr dre Southampton (lennet Saous…), elec’h kemer hent ar vugale skol, elec’h ober eun dro dre Londrez, kêr-benn Bro-Zôz.

Ha setu ne gemeran ar bluen hirie nemet evit lakat aman dre skrid eun doareïg bennak eus ar veaj grêt ganin vit an deio en… Londrez.

Ya, en Londrez, elec’h, ma oa fê ganin mont. Me lar d’ac’h n’ê ket mat laret : « Biken ne danvaïn eus ar sort souben. » Grefet, marteze, ma den mat, ha stad vras ennoc’h. Fe, me zo bet en Londrez ha n’am eus ket a geun. A bell ac’hane ! A greiz kalon e trugarekaan an Otro Doue da vean eünet pep tra en hevelep doare ma ’m eus gallet mont di.

Ar pez an neus am laket da hadtreuzi ar Manch eo ar c’hoant da griski an enor a glaske katoliked Bro-Zôz ober da zakramant adorabl an Oter en eur c’hendalc’h pe eur vodadeg vras a dud a fe. Hon Eskob karet ive, eun Eskob ha na oar ket c’hoaz petra eo diskwizan, an nevoa roet e hano evit-se. Penegwir, ouz ar ret, e c’hellen mont d’hen heuilh, daoust perak e vijen chomet er gêr ? Eun tregont all bennak eus e veleien a reas ar memes sonj, hag i en hent ive : ne oa ket marteze tri eskob eus Frans hag o dije bet kement eus o beleien endro d’ê. Al loden vrezonek euz hon eskopti he devoa roet nao anê : an Otro Alan, person-dean Laonon, an Otrone Raoult, person Plougonver ; Milon, person Plual ; Kergus, person Plian[1] ; Ar Gall, person Sant-Servez ; Ar Moël, person Santez-Trifina ; Gonidec, kure en Gwengamp[2] ; Menguy, kure en Kemper[3], ha me.

Dre Bariz ec’h ejomp oll, hag ac’hane e tapjomp Breiz-Veur, darn dre Diep ha Newhaven (lennet Niouheven), darn dre Voulogn ha Folkestone. Ar rum-man a oa ennan beleien Bro-Dreger ha Goelo, gante c’hoaz an ôtro Emil Neumager, eus Gwengamp.

Ar meurz, an 8et a Wengolo, war dro taer heur eus an abarde, e lakjomp troad war douar an enezen vras, ha kenkent en eun tren hag a gasas ac’hanomp ’trezek Londrez.

  1. An Otro Kergus a zo breman person en Panvrit-ar-Beskont.
  2. Breman person kouent Ar Groaz, en Paris.
  3. Breman kure en Lanhuon.