Mont d’an endalc’had

Eil loden — XIX.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 133-134)



§ XIX. — AR VUGALE O KANAN HAG O TREMEN DIRAK AR « C’HANNADOUR »


Mes n’ê ket an daoulagad hepken ac’h ê brao d’ê er mare-man. An diskouarn ive o deus o lod eus ar gouel : kanan a ra ar boblig bep sort kantiko, ha re gaer evel « Ra vo binniget ar Pab » pe « Fe goz hon zado »[1] ha kanan reiz, rak bean o deus evit harpan o mouez eur muzik mat mat, daoust ha m’eo krennarded he c’hoarierien. O vean ma kanent en sôzneg ha ma oa êzet ton an diskan da dapout, en em lake kalz eus ar zellerien d’unani o mouez gant o hini. Betek eus ar prenecho e klev an nen kan o tisken : n’eus ket ezom da laret, onn vat, e zo ouz pep-hini anê eur c'hropad tud.

E keit-se ec'h a bepret war e nanv ar prozision, diou regen e pep tu d'ar ruio, gant mestro ha mestrezed en diabarz, tans ha tans ; gant poliserien en diavêz, ar re-man tost an eil d'egile.

Tremenet gant ar prozision palez ar Parlamant ha chapel an abati, elec'h ma tle tridal relego sant Edouard ar C'hovezour, e hed breman eur ru ledan ha hir a rêr anei Viktoria-Sreet (laret strit), ken m'eo arru gant eur ru-all (Francis Street), a gav an nen war an dorn-kle. Kemer a ra homan ha setu anean, grêt gantan goude eun hanter kart lê, oc'h ober eun distro krenn war an dorn deo, hag oc'h arruout ouz dor an Arc'heskopti.

Aman ê e vo ar c'haeran an treo. Sonjet eta eman ar c'hannadour, hen e-unan, war ar pondale-diavêz hag en dro d'ean leiz ar gardinaled hag a eskikien, o c'hortoz ar vugale da dremen. Adalek ma koue warne lagad ar re zo e penn arôk, e leusk ar re-man hopadenno a bouez penn, hag ar re-all, dre ma tostaont, a ra evelte. Pa dremenont a-dal d'an Otro ar c'hardinal Vannutelli, e c'hellont ober eun tammig poz. Ha neuze e wel an nen an toko hag ar mouchouero o finval, pe ar bannielo o sevel war veg ar brec'hio.

Ar gardinaled hag an eskibien a diskoe o levenez eus o gwellan. Hag o levenez a zo ken têr, ma krog e kement kalon a zo en tu-all d'ar ru, ouz ar prenecho, hag en traou war ar pave ; ne wel an nen, epad eun heur, nemet daouarn o finval pe gant toko, pe gant mouchouero, pe gant netra, ha, 'pad eun heur, ne glever nemet hopadenno a enor.

  1. Kavet e vo ar c’hantik-se, troet en brezoneg, en diwez ar levr.