Eil loden — VIII.
O vean en em gaven tost da doull an nor (meur a hini n’o devoa ket gallet dont ebarz), en em dennis êzet eus a-greiz an engroez (foule) hag ec’h arruis war ar ru abret a-walc’h evit saludi an Otro Morelle, ma eskob karet, ha goulen digantan eus e gelo. Gôut a ouien, ouz e welet o kemer lod en oll bodadenno ar c’hendalc’h, e tlee bean yac’h. Mes bepret e felle d’in kinnig d’ean ma gourc’hemenno a zoujans. Ha neuze c’hoant am moa da glevet eun doareïg bennak eus e veaj Bro-Gymri. Setu perak, goude bean divizet eur pennadig: « — Ac’hanta, otro ’n Eskob, eme-on, n’oc’h ket re skwiz eus ho peaj ? » — « Eun nebeudig, emean, dre m’am eus renket hec’h ober re vuhan : en tri de em eus gwelet eul loden vras eus Bro Gymri. Bet on ive en Llanover, ’ti an Itron Herbert, hag he deus laret d’in ober d’ac’h he gourc’hemenno. Sonj he deus c’hoaz, ha stad enni, eus an daou pe dri devez ho peus tremenet en he c’hastel. » — « Ma ! Otro’n eskob, me ive a zo stad ennon o c’houzout kement-se. Hag ec’h ê yac’h bepret hon itron ger ? » — « Ya, a drugare Doue, ha yac’h-pesk. Seder e toug he fevar-ugent vla. An otro Harscoet, ma c’henveajour, a oa ken souezet ha me ouz he gwelet ken bueek ha ken sart. » Mes n’eo ket an Otro ’n abad Harscoet, eur c’helenner eus Seminer Sant-Brieg, a zo er mare-man gant an Otro ’n Eskob. An Otro chaloni Allo eo, unan eus e vikeled vras a enor : saludet am eus bet anean ive, ha breman hen gwelan o vont d’azean en eun « auto-carr » e kichen hon eskob.· « Kenavo ! Kenavo ! »
Me ac’h a war droad d’an iliz-veur evit heuilh ar gouspero, a zo da vean kanet da bemp heur. Fe, ne badont ket pell, daoust d’ê da vean kanet war an ton bras. Mes an ton bras-man eo an ton gregorian, eun ton hag a fell d’ean e ve distagellet c’hwek pep sillaben hag e ve pouezet pelloc’h war unan evit war ar re-all. N’ê ket eta ’n eur jachan warni ha ’n eur stlejan ar vouez ar muian ma c’haller, e ve kanet ar gwellan, hag e roer tro d’an ofiso.
Goude ar gouspero, bennoz ar Zakramant. Gant an dud a deu e-mêz goude-ze eus an iliz ec’h ê du ar ruio ; kement a gristenien a oa dastumet enni ! Breman en em denn pep-hini anê etrezek ar gêr, darn war droad, darn dre an « tube » ha darn en gwetur. Eun « autobus » eo a dapan me ha d’am hotel evit koan : barek e vin, daoust ha mac’h ê tost da c’hwec’h heur, rak dre betrol ec’h a ar c’hiri buhan buhan.