Mont d’an endalc’had

Loden gentan — XXIII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 49-51)



§ XXIII. — EUR BERN PROTESTANTED, EUS AR RE DISKETAN, EN EM RA KATOLIK.


Evit gwir, kalz eus ar re-ze a zo êt betek penn an hent. Mes n’eo ket int hepken o deus en em dôlet etre divrec’h hon Mamm Zantel an Iliz. Eur bern anglikaned, hep bean bet ken tuet gant he lido kaer, o deus bet kavet er studi peadra da ziskoue d’ê eman ar wirione ganti hag a zo bet êt dioustu daveti. Ministred, da laret ê beleien, eo ar peurvuian anê, tud hag a zo deut, dre o gouiziegez, da anaveout reiz doare kridi ar Gristenien gentan. Eun enor bras eo ’vit an Iliz roman mac’h eo ar brotestanted abilan a anzav anei evel ar gwir Iliz. Ze na harzo ket meur a zac’h-c’houez eus Bro-C’hall, d’ê eur bris-diskamant, d’he dispenn, eus o gwasan, ’n eur laret, etouez meur a c’haou livet, e klask dalc’hmat mougan ar sklerijen en sperejo he bugale.

Me garfe o gwelet o vont eur pennadig da ziviz gant unan bennak eus ar gatoliked neve a zo roet bep bla a-leiz gant kloer an iliz anglikan : hep dale ar c’hatolik sôz an nefe d’ober ouz hon fôtred a chanjfe, a dra zur, penn d’ar baz.

Eus an Iliz-Uhel eo e teu dreist-oll pastored davedomp. An hano-ze a gemer eur strollad tud iliz a fell d’ê, kousted a gousto, mont uhel ha don en amzerio tremenet, pelloc’h evit amzer ar brotestantiez, evit gwrienni o iliz, ha kavet lans da laret ec’h ê azeet war an ebestel. Dre-ze en em lakont da studian skrido an tado kentan eus an Iliz. Ha setu ma teu o spered, sklerijennet gant gras Doue, da ziskoue d’ê ar pez na glaskent ket : an iliz roman o splannan er skrido-ze, war he fenn kurunen ar Wirione.

Gwelet hon deus kement-se o tigoueout gant an doktor Newman ha gwelet ive an eskibien anglikan o terri anean eus e garg a berson evit daou vla. Mes hen a roas e ziskarg da vat hag ac’h eas da Rom. Daou vla goude, er bla 1846, e oa grêt eno beleg katolik. Neuze e tistroas d’e vro, hag e savas eur strollad misionerien evit labourat gante da c’honit e genvroiz d’ar gwir fe. Ar Pab Pi nav a grouas anean kardinal er bla 1879.

Kalz eus an doktored o devoa studiet gantan en Oxford a reas eveltan : kentan forniad katolik, koulz laret, a deu e-mêz eus an Iliz anglikan.

Mes n’ê ket hepken beleien hag eskibien protestant a zistro d’ar gwir fe : kalz eus o farousianiz a heuilh anê, tud a renk uhel, avat, d’ar peurvuian tud hag o deus êz da studian. An itron Herbert, an hini a zigemeras, breman ’zo dek vla, an otro Gwegan ha me en he c’hastel Llanover, en Kymri, na oa ket da gentan, mes deut ê da vean katolikez. Ha nag a hini, a ligne uhel evelti, ec’h ê bet diskoueet d’ê evel d’ei, gant an otro Doue, hent an distro !

Ar bobl protestant a renk izel n’ê ket eur vammen a gatoliked : dre ma n’ê ket disket kaer ar rum tud-se war dreo ar relijion, e viront kazi dalc’hmat ar c’hredenno a zo bet a-viskoaz en o spered pe gentoc’h, siouaz ! e kollont anê a-grenn, mes hep pleal da lakat reo-all en o lec’h.

Penôs eta e tigoue d’al loden vrasan eus katoliked Bro-Zôz bean paour ? Toue zur, aboe ar bla 1829, ma zo leusket muioc’h a frankiz gante evit heuilh a relijion, e zo deut Iverzoniz katolik a-leiz da chom da Vro-Zôz, hag ar re-man, evel m’ouzer, o deve nebeud a zanve.