Loden gentan — XXII.
Mes setu aman eur respont ha na oant ket en gortoz anean.
Raktal Newman ha meur a hini all eus konsorted Pusey a ro o hano d’an Iliz Roman, evit bean he bugale da vat. Danve laouenidigez ha dudi ’vit Katoliked Bro Zôz ha ’vit re ar bed oll, rak ar wej-man ec’h ê boulc’het ha boulc’het mat iliz Bro-Zôz gant ar gwir fe hag an doujans d’ar gwir Bab.
Danve a c’hlac’har, avat, hag a ganv evit an Anglikaned ! Eur gwall-goll a reont hag aon bras o deus ne vefe ket an hini divezan.
Memes tra e chomas a du gante, da vihanan a ziavêz, meur a buzead. Pusey hen e-unan, hep kondaoni Newman, n’eas ket e-mêz eus an iliz azeet. Pez a reas ec’h ê labourat evit ma teuje e genvreudeur protestant da hanvalaat mui-ouz-mui o c’hredenno ha dreist-oll o lido ouz re an Iliz Roman : ar re-man, war e veno, kredenno ha lido, a zo koz koz hag a dle bean re ar gwir Iliz, an Iliz abostolek. Ha setu an Iliz anglikan o c’henel, wardro ar bla 1850, eun ilizig neve, a zo a dra-zur, merc’h da Busey. He hano, ha pa ne ve nemetan, hen diskoue a-walc’h : ober a rêr anei an iliz pe ar sekten ritualist, evel pa larfe an nen « rumm al liderez » : fellout a ra d’ar ritualisted heuilh oll lido an Iliz roman evit ober ar zakramancho, betek an doare da govesaat.
Neb ac’h a en o ilizo a gav anê, en diabarz, hanval-mik ouz re ar Gatoliked roman.
Pa ris ma zro en Kymri, ec’h is eun abarde bennak gant an otro Gwegan ha gant hon ambrouger, eur beleg yaouank eus Cardiff, d’ober eur bale betek Barry, eur porz-mor eus ar re ar muian pleustret eus ar vro. Ma daou c’henvreur a oa o tiviz en sôzneg ha me, e keit se, a zelle ouz al listri du a oa, digor gante o geno, o lonkan glaou douar, herran ma c’hallent. « Dre aman », eme hon ambrouger. Ha ni o vont d’e heuilh en eun ti hag a dle tud iliz bean o chom ennan : eur c’hrusifi bras a weled ’us d’an nor, mes en diabarz, a-dreuz d’eur weren.
A-boan eo d’imp bean bet sonet ma teuas da digeri dirakomp eur manac’h yaouank, en e zorn eur brevial hanter zerret : « Eur c’habusin » emedon d’in ma-unan « koueet mat omp : evel er gêr, kouls laret. » Ha me, stad ennon, da heuilh ma zud dre an ti. Diou zal a dremenomp, tri pe bevar martolod enne, darn astennet war o gwele, darn azeet hag o vutunat ; neve debret eo gante o meren. Pez am eus me d’ober eo bepret sellet : d’ober petra silaou ar pez a lavar ar manac’h d’am c’henvreur ? Poan gollet e vefe. Memes tra e kav d’in gouzout breman pelec’h ec’h on : eun ti repu savet emichans evit digemer ar voraerien glanv pe dic’hrêt, ha dalc’het gant leaned katolik.
D’ar chapel breman : dour biniget digant hon c’habusin ’n eur vont ebarz, hag eur c’hlin d’an douar evit azeuli an Otro Doue a zo du-hont ebarz an tabernakl, eur c’houlaouen o tevi dirakan. Neuze ec’h eomp da daoulinan war eur skaonig hag e pedomp eno eur pennad. Eur zell ouz ar pez a gempen ar chapel, limajo ha skeudennou, ha ni er-mêz. ’N eur vont war ma c’hiz e talc’han da zonjal ec’h ê bet menoziet mat ar gabusined pa o deus savet an ti-man, hag a galon vat eo e lakan ma frof en eur c’hef a welan ouz toull-nor en diabarz.
Pa o deus laret ma c’henvreudeur trugare ha kenavo d’am c’habusin, e c’houl an otro Gwegan ouzin : « Ac’hanta, kavet ’peus dereat pep tra en ti-ze ? — « Ya vat, emon-me. » — « Goût ouzoc’h pelec’h omp bet ? » — « Pelec’h ? Fe, en eun ti-repu katolik. » — « En eun ti-repu, ya : mes anglikaned eo ar venec’h hen dalc’h. » — « N’ê ket possibl ? » — « Gê ’vat. » — « Ar chapel koulskoude ? An tabernakl, ar goulou alum dirakan ? Poltrejo ar Werc’hez hag ar zent ? » — « N’eus fors. An anglikaned ritualist a gemer skouer diwar ar gwir Iliz evit an diavez eus ar relijion. » — « Hag o deus menec’h ive ? » — « Ya, bean o deus, mes nebeut. » Hag e tiskoueer d’in, war eur paper bet roet gant ma c’habusin, e zo savet n’eus ket pell en Bro-Zôz eun urz relijius protestant evit delc’hen, er porzio-mor, tier hag a ve ar voraerien enne evel er gêr : tri di a sort-se o deus breman.
Ha setu d’in aboe an de-se eun tamm muioc’h a skiant-prenan : na pa ne larfe al levrio netra d’in diwar-benn-ze, e ouifen e klask ar brotestanted ritualist kemer doare pidi an Iliz katolik. Dre fors mont war an tu-ze, ec’h int êt betek kemer ar govizion dre skouarn. « Hola ! ar wej-man avat » eme ar Parlamant « hola ! pell a-walc’h ec’h oc’h êt evelse. Wardre breman, wardre, ha da vat ! » Spontet ê otrone ha bourc’hizien an diou Gambr o welet relijion o bro o tostaat kement da Rom ma seblant mont d’en em naskan etre he daouarn. Pebez dizenor e vije bet ze evite, ha dreist-oll evit o roue ! Na ’nije ket gellet ken gouarn an ineo evel ma c’houarn ar c’horvo ! Ha ne oa ken nemet eur speuren danô, bean dizent ouz ar Pab, o tispartian an iliz ritualist diouz an Iliz roman. Evit teurel ar speuren d’an traou n’o doa ken ar ritualisted nemet laret eur gir, laret « Hon zad ! » da dad ar Gatoliked roman.
Nan ! kement-se na dlee ket c’hoarveout. Hag ar Parlamant o pidi arc’heskob anglikan York ha hini Cantorbery da varn ar ritualisted. Petra an nije grêt ar re-man, mevelien mac’h int dindan al liked a zo o ren ar vro, nemet kondaoni doare lidan ar ritualisted ? Hen ober a rejont en Lambeth, unan eus parouzio Londrez. Aboe en neus kouac’het hardiegez ar brotestanted, a zeblante mont ken buhan, gant o c’harg lido, war an hent a gas da Rom.