Loden gentan — XXVII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 56-60)



§ XXVII. — PETRA A ZO A DU GANT AR C’HENDALC’H EUKARISTIK


Setu ar pez a c’hallje bean bet laret diwarbenn mennoz an otro Bourne, ar pez, a gredan, a zo bet laret. N’eus fors ! Yaouank eo, ha dre-ze en neus muioc’h a hardiegez. Ha neuze, daoust d’ean da vean yaouank, ec’h anave a-walc’h e genvroiz evit gouzout petra a c’heller ober gante.

Gwir ê n’ê ket gwall-stank ar Gatoliked roman en Bro-Zôz. Mes en he c’hreskans eman o iliz ha dre-ze he deus c’hoant bevan. Ne fell ket ankouât ne oant enni, breman ’zo tri-ugent vla, nemet 200.000. Goude bean bet troc’het en Bro-Zôz, ar ween a rêr anei an Iliz katolik a zo bet tri c’hant vla hep gallout hadvoutan da vat. C’hoant d’he diswrienni a oa en kalon ar Brotestanted, ha dre ma tifluke eur barrig bennak, e klasked hen troc’han. Mes ar gwrio, dre ma oant bet glebiet gant gwad merzerien, a chome bepret sabr enne, ha sabr eus an hini yac’han. Setu perak, adalek ma ver paouezet d’ober d’ei eur brezel ken didrue, he deus boutet a neve ha savet en eun tôl. A ze da de e teu laboused disanav eviti, dilezet gante piko spern ar fals-kreden, d’en em waskedi dindan he delio ha da c’houlen diganti evit o alan êr kennerzus ar Wirione.

Ya, zur, kennerzet ha frealzet eo gant an Iliz katolik kement ine ac’h a daveti evit bean sklerijennet. Ne gav ket d’in em mefe gwelet neblec’h katoliked hag a vefe muioc’h reizet o bue gant o c’hreden, evit n’am eus gwelet en tu-all d’ar mor Manch. Ha neuze, unanet int ha ’n em delc’hen a reont tost an eil d’egile, ereet m’int gant bep sort kevredigezio a laka anê da vean dek gwej krenvoc’h. ’Vit achui da diskoe o nerz e larin o deus, evit kerzet en o rok, tud eus an dibab, tud a renk uhel evel an duk a Norfolk, al lord a dalc’h ar renk kentan goude ar roue hag ar brinsed, hag evel lord Ripon, eman war e gont polis ar rouantelez ; tud a bouez evel protestanted deut, dre hir-studian, da c’houlen bean digemeret er gwir Iliz. Ne gomzan ket eus ar veleien hag an eskibien, a zo enne eur fe virvidik, eur spered dihun hag eur volante dêr ; prest e vent dalc’hmat da gerzet d’an emgann.

Gant ar sort brezellerien ha gant ar sort lutenanted, penôs e c’hallfe an hini o ren, an otro Bourne, tremen hep bean leun a fians, ha tremen hep kaout an trec’h ?

Gwir ê e kav meur a skoilh war e hent. Bean zo lezenno hag a difenn dougen e-mêz eus an ilizo na gwiskamant na netra a gement a zell ouz ar relijion. Mes al lezenno-ze a lezer pell-zo da gousket ha ne vo klasket tamm o dihuni, abalamour ma krennont ar frankiz.

Gwir ê an neus touet ar roue Edouard VII, an de ma oa kurunet, an dije labouret da vougan kreden an treusustansiadur : mes ar le-ze na reas anean nemet evit heuilh eur gustumans a oa bet kemeret en Bro-Zôz aboe amzer ar « Refurm ». Ha c’hoaz hen reas hep distagan e zent ha ’n eur valbouzat, dre ma n’houle ket e vije intentet gant an oll pez a larje. D’ober petra neuze bean en disfians ouz bolante vat ar roue, dreist-oll pa ’neus diskoeet meur a wej e fell d’ean en em dremen ouz e sujidi katolik ha klask an tu d’ober d’ê vad ha plijadur ?

D’ar gatoliked a-ziavêz zoken hag ispisial d’ar venec’h ha d’al leanezed o deus renket a neve so, boutet ma oant gant an harlu eus o bro ger a Frans, monet da chom en e rouantelez, en neus diskoeet ec’h ê eun den hag a oar bevan. Breman ’zo pemp miz bennak e tislestre en Dover eur vagad Ursulinezed. Dre ma oa diês d’ê en em dibab (an dud kêz n’o devoa beajet gwej ebet), e toljont ple d’eun otro a douge eur gasketen wenn, galonso aour endro d’ei… Eur chef-gar bennak, marteze ?…

Heman ô chilaou gant eun êr hegarat hag a ro urz dioustu da lakat al leanezed en eur vagon a gentan klas. — « Hon bilhejo, eme ar briolez, a zo evit an driet. » Met an otro a ra d’ei skouarn vouzar. Ret mat d’ei ha d’he zud pignal en kombodo ar c’hlas kentan.

Arru ver en Londrez. Hag adarre hon merc’hed da vont da gât an otro galonsed, c’hoant gante da c’houzout penôs en em dennan eur wej êt e-mêz ar gar. Ha setu eur bern doareo disket d’ê. Koulskoude ec’h int c’hoaz nec’het en o c’honsians hag e c’houlont hag-en n’o deus ket da bêan eun dra bennak ouspenn, o vean m’o deus beajet en kentan klas. « Beet dinec’h, eme an otro ’n eur vouzc’hoarzin : roue Bro-Zôz hen goul diganac’h ». Hag int batet, moarvad. !

Eun den mat hag eün ec’h ê eta ar roue Edouard VII : n’ê ket hen, a dra-zur, a glasko ober ’r c’hontrel ouz ar vodaden eman an otro Bourne en zell d’ober.

« Hag an urz vat, emeoc’h, piou a roo dorn d’an arc’heskob evit hen delc’hen ? » — Ar polis emichans. Pez a ra evit lezel frankiz gant bagado tud a bep sort a weler alies o tiredek dre gêr evit diskoe o bolante start da gaout eur mennad bennak, daoust ha nac’h a rafe hen ober evit ar gatoliked ? Ray ket, ray ket, dreist-oll p’an deus evit rener lord Ripon, eur c’hatolik.

Laret eta ne dalv man an abego a zo bet laket dirak daoulagad arc’heskob Westminster evit hen harz da vont war rôk. Spontailho brini ha netra ken ! Bepret ê nan eo ket bet spontet gante. Ouspenn ma wele e spered a den e c’hallje dont a-benn d’o diskar, e sante e ine a arc’heskob sklerijennet ha nerzet gant ar Spered Santel. « Doue arôk, ha ni warlerc’h ! »

Setu perak, adalek ar bla 1906, e welomp anean krog gante labour, ha krog da vat. En em glevet a ra gant an Tad Santel ar Pab, gant ar ministr eman ar polis war e garg, ha gant ar penno bras, eskibien ha liked, eus Iliz katolik Bro-Zôz. En eur bla e teu a-benn da diluian e guden : grêt e vo pep tra, prozision ar Zakramant zoken, herve e c’hoant. Hag e vennoz war baper dioustu ha kemennet gant ar gazetenno d’ar bed katolik a-bez. Hep dale e welfomp, ’n eur heuilh e gendalc’h, hag-en an neus kaset e vennoz da vat.