Mont d’an endalc’had

Eil loden — XIII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 113-115)



§ XIII. — EIL LODEN : TRO AL LIKED DA GOMZ. — BEVET AR PAB ! — AR C’HANNADOUR O TRUGAREKAAT


Gant e brezegen ec’h achu al loden gentan eus hon bodaden. « Breman, eme ar rener, e fell d’imp kanan an O salutaris. » Hag an oll ’n o zav, hag o kanan, ’n eur gas o mouez da heuilh hini an ogro. « Ha breman, eme ar memes hini, eur c’hantik en enor d’ar Werc’hez ». Kenkent e krogomp gant « Hail, Queen of Heaven » da laret ê « Salud, Rouanez an nenvo. »

Ha setu ni krog gant an eil loden. Ne oa êt nemet eun danve d’ober prezegenno al loden gentan, da laret ê, ar greden a ra d’imp adori an Doue-Den dindan speso an Hosti zakr. An eil loden ive ne vo komzet enni, koulz laret, nemet eus eun dra : eus ar greden a ra d’imp sellet an Tad santel ar Pab evel vikel Hon Zalver Jezuz-Krist, kreden hag a zo nac’het, evel eben, gant ar brotestanted.

Diwar vreman ive eo liked (laïcs) hon devo da selaou, D’an duk a Norfolk e roer ar gomz da gentan. Diouz ar strakadeg daouarn a lak da zevel, eo êzet gout e plij d’an dud ar pez a lavar. En eur achui, e c’houl diganimp mac’h asantfomp gant ar menoz man : « Unani a reomp oll hon c’halono hag hon mouezio evit toui ec’h omp servijerien leal ha gwir vugale da Bi X, rener an Iliz, pastor hon ineo ha Vikel an Otro Doue. » Strakadeier krenv ha hir a zav neuze, c’hoant gant pep-hini anê da laret « ya » d’an otro ’n Duk.

Heman en neus komzet en zôzneg. Mes an otro Brifaut, eun avokad eus Bruxelles, a ro e dro d’ar galleg. Gallout a rêr zoken laret e ro tro d’ean. Evidon, ne gav ket d’in em me klevet gwej ebet displegan treo ken dereat, gant eur vouez ha jestro ken intanus. Ar pez an neuz talveet d’an otro Brifaut ar muian a veulodi, ec’h ê eun toullad girienno zôz a zo digoueet d’ean laret diwarbenn an deverio hon deus d’ober e-kenver Doue hag ar Vro : « Eman en gortoz Bro-Zôz, emean, ma raio pep-hini e zever » Ar c’homzo-ze n’int ket disanav evidomp, rak o lennet hon deus dec’h dindan skeuden arem an Amiral Nelson, war leuveen Drafalgar.

Ar galleg adarre a gemer an Otro Vannutelli evit trugarekât ar selaouerien ha dreist-oll ar Zôzon ’vit an desteni ken karantezus emaint o paouez rei eus o doujans e-kenver an Tad Santel ar Pab. Neuze e ro d’ê e vennoz.

Hag endro breman an ogro hag ar mouezio evit kanan kantik ar Pab. Pan ê achu gantan, ec’h a pep-hini war e du, rak fin ê d’an nozvez.

Uneg heur eo, ha gant se n’eus ket ezom da c’houlen diganin war besort tu ec’h an.

Goude bean laret kenavo d’am amezeg, an otro Buleon, e kemeran eur weturig hag a gas anon da Dudor-Hotel.