Mont d’an endalc’had

Eil loden — XXVIII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 159-163)



§ XXVIII. — WAR RÔK ! GANT BELEIEN BRETON ER RENKO KENTAN. — AN TAD FLETCHER, PÔTR-AR-RÔK. — SIOULDER HA KANTIKO. — BEC’H HA REUZ.


Prest goude, e welomp o tont trezek d’imp eur beleg sôz, gantan eur zoudanen hag eur sourpilis, ha war e lerc’h nao pe dek beleg en du. « Daoust ha gallout a refomp mont d’hen heuilh ? » a c’houlomp an eil gant egile, an Otro Kergus ha me. Ha ni o wignal d’ean evit ma tennje ac’hanomp eus hon frizon. Kenkent a reas eur zell d’ar boliserien a oa ’n hon rôk hag ar re-man o terri o chaden evit hon lezel da dremen.

Fe, mat e oa d’imp bean ’n em gavet eno. Rak n’eas ket am ambrouger pelloc’h gant e veleien. Adalek ma ’neus kemeret anomp en e vagad, e tistro krenn hag e kas anomp ouz dor-dal an iliz-vreur. Homan a oa o paouez bean bet digoret hag a oa krog da deurel er ru eur bern beleien gwisket gante sourpiliso gwenn. Ha ni souezet : ne ouiemp ket hon dije gallet dougen hon gwiskamant a geur ha ne oa deut ganimp sourpilis ebet. N’eus fors. Bepret ec’h efomp war rôk, hag er penn kentan, mar plij.

« Four, Four (lennet for), please) (lennet pliz), ! Pevar, pevar, mar plij ! » eme an ambrouger (hen anaout a reomp aboe dec’h : hen ê an Tad Fletcher, an hini a digore prozision ar vugale). Ha ni pevar ha pevar, ar re ac’hanomp a zo en du. Ma c’henveur ha me a digoue d’imp bean ’barz an eil regen, an eil hag ar c’hentan eus an tu kle. Ha divunet piw a gerzan war e zeulio ? An Otro Louiz Gautier, eus Kastelaudren, unan eus kureet Ar Stol (Etables). Heman en em gav evelse-ar c’hentan eus an tu kle, ebarz a regen gentan. Den en e rôk, nemet tri pe bevar bôtr, o deus eur baniel da dougen, an Tad Fletcher hag an hini a doug ar groaz. Diouz gwelet an Tad o kerzet, ne vije ket bet kemeret evit eur Breizad pe eur Gall. Biskoaz beleg n’hon deus gwelet o kerzet eveltan gant eun habit keur : sonn e benn ha reut evel eur peul, e talc’h e zaou dorn kroajet a dre d’e gein. Divalo divalo e kerz ha, pa ra eur vinvaden, ec’h ê evit trei a bez da welet hag-en ec’h a mat an treo war e lerc’h. Ni a gav e neu iskiz eun nebeudig, mes e genvroiz hen kav dereat : pep bro, pep giz.

E tu-hont da ze, evel m’am eus laret elec’hall, an Tad Fletcher a blij kalz da Londreziz, dre mac’h ê eun den eus ar gwellan : an oll o deus evitan ar brasan respet. Eul Londreziad an neus laret d’in aboe n’halled ket rei d’ar prozision eun ambrouger gwelloc’h evitan.

Tostaat a ra da beder heur pa ’n em lakomp da vat da gerzet. Mes hon c’herzadeg na vo ket mut evel ar re a weler a wejo en Londrez. Ni hon unan a gan, gwej en latin, gwej en galleg. Dont a ra d’e dro kantik an Itron Varia Lourd gant e ziskan « Ave, ave, ave Maria ». Ha setu ar zellerien en em lakat da ganan an diskan ze wardro ganimp. Diwar neuze, ne ganomp ken en galleg. Prestik zoken n’hon deus ken da zevel kantik ebet : ar bobl a zo en daou du d’ar ru, pe war ar gwe, pe ouz ar prenecho, a zo krog da ganan kantiko zôz. ’Pez hon deus ni d’ober eo unani hon mouez gant e hini, ’n eur lenn ar c’homzo war hon levrio. N’ê ket laret o c’homprenfemp gwall reiz. N’eus fors : jachan a reomp warni eus hon gwellan. Hag hon frozision a zired war e nanv, diskoilh ha didrous : sioul an treo evel pa vijemp en eun iliz.

Benn eur c’hart heur memes tra e tro an awel a du. Pan omp o tistouvan eus eur ru evit kemer eun all, e klevomp eun drouz iskiz : eur fronjadeg grêt gant tud hag a lôskfe o mouez dre o fri. Da gentan e seblant d’in klevet o yudal leoned evel ar re am moa gwelet dec’h e park al loened goue, hag e sellan hag-en n’eus ket eur venajiri bennak war ar c’hroaz-hent elec’h ma tremenomp. Na diavis ec’h on ! Ankouaat a ran e zo en Londrez eun tokad tud a spered enk hag a galon kazus, pôtred an Allians protestant, ha n’hellont ket tremen hep diskoe en o stum (stum al loened digomz) pegement a zroug a zo enne eneb an Iliz katolik. Da c’hortoz ma c’hellfont ’vit noz, en Kaxton-Hall, dislonkan an eil war egile o gwad fall, e fell d’ê adalek breman, ’n eur ober eun tôl esa, diskargan warnomp eun nebeudig anean. Ha n’ê ket hepken gant o mouez moug e c’hoariont : me gred ive e c’hoariont gant o diskoa. Rak e doare m’o deus an taer regen a boliserien da stourm evit lezel ganimp hent awalc’h da dremen, ec’h ê êzet goût e zo bouterien du-hont a dre d’ê. An dud dinatur a zo anê ! N’o deus ket aon da waskan, ha marteze da vougan ar gristenien a zo deut aman gant ar c’hoant hepken da welet ar prozision o tremen. A drugare Doue, n’eus bet marv ebet nag aman nag e lec’h all : falladenno a vat, ne laran ket. Ouspenn eur wej am eus gwelet ar boliserien o tapout en o divrec’h groage semplet hag o kas anê da unan eus an ambulanso a oa bet savet war hed tôl da hent ar prozision. Mad awalc’h an nevoa grêt an arc’heskob laret d’e dud lezel hirie o bugale er gêr. Koulskoude ne bad ket pell ar reuz, evit ’pez a zell ouz ar yudadeg da vihanan.

Homan a zo mouget en eun tôl gant mouezio ar gatoliked a ’n em gave aman, evel e lec’h all, en daou du d’ar ru. « Hip ! hip ! hourrah ! » a huchont da gentan a bouez-penn. Goude e stagont da ganan kantik ar Zakramant[1], ha ni, torret ganimp hon gouhad aon (ganin-me da vihanan), a gan ive war-dro gante. Diwar neuze ne daver ken : dalc’hmat kan en enor da Zoue, pe hopadenno en enor d’imp.

Goude bean kerzet epad tri c’hart heur ec’h arruomp, peurc’hrêt ganimp hon zro, tost d’ar gatedral. Aman eun dra hag a ra vad d’hon c’halon : eun drapo sei a dri liou hag endro d’ean eur c’hant bennak a bôtred vat deut ar beure-man deus Amiens, hag en sell da vean distro d’ar gêr ’benn arc’hoaz d’ar beure. Ar re-man o deus anaveet beleien Frans, hag a youc’h a greiz-kalon ouz hon gwelet, epad ma saver o drapo ha ma tispleger e blego evit hon zaludi.

  1. Kavet e vo ar c’hantik-se, troet en brezoneg, e dilost al levr.