Loden gentan — XIII.
N’ê ket a-walc’h d’ar Zôzon ha d’an Angled bean tud a vrezel : gôut ouzont ive en em c’houarn. Dre ma ’n em zantont krenvoc’h pa vent unanet, o deus kemeret seiz roue evit o ren, seiz roue hag a oar en em glevet. Ze ’n eus bet talveet d’ê trec’hi war ar Vretoned, tud a galon a dra zur, mes tud ha na oant ket (ha n’int ket c’hoaz, siouaz !) evit en em unani.
Paganed e oa c’hoaz an alouberien (envahisseurs), wardro ar bla 600, ha n’ê ket, evel m’hon deus gwelet, ar venec’h kelt a glasko o c’hristeni, en abeg d’ar brezel en em gav etre an diou bobl.
Da c’hortoz e kas an Otro Doue misionerien-all d’ar Zôzon ha d’an Angled.
Ar blâ 597, d’ar mare ma varve sant Koulm (Kolomba), e oa badeet Etelbert, roue Kent, gant sant Ogustin, eur manac’h kaset da Vro-Zôz, a-beurz ar pab sant Gregor-Veur. Kantorbery e oa kêr-benn e rouantelez, hag eno prest goude e save ar misioner, neve zakret eskob, kentan eskopti a zo bet en Bro-Zôz.
Divezatoc’h e saver re all, dreist-oll hini York, a zo c’hoaz hirie, evit an enor, war ar memes renk ha hini Kantorbery.
Digoueout a reas d’ar visionerien roman mont betek Bro-Gymri, elec’h ma kavjont an eskibien Kymro. Mes ar re-man, pedet da vont da labourat evit ar fe etouez ar Zôzon, a reas da gentan skouarn vouzar, Bean oa c’hoaz eun abeg all hag a harze an intent vat da ren dioustu etrede : eun nebeudig a gemm etre an doare ma lide ar Gelted an ofiso ha hini ar Romaned. Beleien Kymri, dre ma oant pell diouz Rom ha dre ne bleustrent, koulz laret, bro gristen-all ebet, o doa miret al lido koz koz. ’Benn neuze ’vit-se, e oa bet chanjet meur a dra en lido an Iliz : n’ê ket treo a-bouez, gwir ê. Mes o vean ma fellas d’ar Romaned goulen digant ar Gelted ma kemerjent o lido-i penn-da-benn, ec’h eas droug er re-man war an tôl.
Ze, velkent, a dremenas d’ê. O c’harante evit Doue o lakas a dammigo da dilezel ar gasoni o doa ouz ar Zôzon ha d’en em domman ouz misionerien sant Ogustin.
Adaleg a blâ 633 o c’havomp o poanial evit gonit ar Zôzon da lezen an Aviel, ha dont a reont a benn zoken eus rummo paganed ha n’o devoa ket pleget d’ar visionerien roman. ’Benn ar blâ 685 e tigemer roue Sussex, an divezan eus ar seiz roue, sakramant ar vadeiant. Lakomp, mar keret, ec’h ê kristenet Bro-Zôz a-bez ’benn ar blâ 700. Ha setu nan eus, d’ar mare-ze, nemet eur fe, ar fe gristen, en Breiz-Veur hag en enezenno a zo endro d’ei.
Ar venec’h eo o deus, evit ar peurvuian, grêt al labour kaer-ze. Mes arabad kridi ne refont ken nemet diskwizan. Breman eo en diabarz o manatio en em lakont da boanial : ober skol, diski bep sort skiancho, ober levrio ha pesort levrio ! Ne gomzân ket eus an danve a zo enne : hini mat, a gredan, diouz m’hen meuler gant an dud gouiek. Mes ar skritur anê, skritur dorn, mes ar marelladur, pegen kaer, pegen talvoudus ! Gwelet ’meus eus o levrio er British-Museum, en Londrez, hag ec’h on manet batet dirake.
E-keit-se e pleer c’hoaz mui-ouz-mui gant ar Gristenien, hag o fe ac’h a war grenvât : ken reiz eo o bue, ha kement e karont an Otro Doue m’eo bet hanvet Breiz-Veur d’an amzer-ze Enezen ar Zent.