Eil loden — IV.
Pan eo diskennet al lenner eus ar gador, e pign enni an Otro kannadour hen e-unan. Eur c’haer a den, sec’h ha sonn en e zav, daoulagad lemm hag eun tal sart d’ean, liou ar vadelez war e zremm : c’hwel aze an hini a zell outan breman ar 6 pe 7 mil den a zo kouchet e-barz an iliz-veur. Daouzek vla ha tri ugent ec’h ê, ha ne rofe ket an nen d’ean ouspenn tri-ugent. Evit besteod nan ê ket : distagan reiz a ra ar girio a lavar d’imp, hag, o vean ma komz en latin, e c’hell ar veleien hen heuilh bep mac’h a war rôk : Ar re-all n’int ket evit hen kompren, da vihanan, an darn vuian anê. N’eus fors : ne skwizont ket ouz hen silaou dre ma oar c’hoari gant e vouez evel gant eur muzik. Evurusoc’h memes tra ar re a c’hell intent ervat e gomzo. Pez a ra eo displegan hiroc’h lizer an Tad Santel ar Pab : hen kemer a ra, koulz laret, evel steuen. Mes pebez labour ! Peadra da lakat kalono an oll, ha dreist-oll kalono ar Zôzon ac’h intent anean, da neuial en eur mor a zudi.
En e c’houde, e seblant e vefe kerse gant an nen silaou eur prezeger-all. Ha koulskoude, ’n eus ket a-boan an Otro ’n Arc’heskob Bourne o stagan outan, pan ê savet d’e dro er gador, daoulagad ha diouskouarn an oll. Bean an neus eur vouez sklêr ha c’hwek. Gwir eo e komz en zôzneg, ha dre-ze e tap ma spered nebeud a dra eus ar pez a lavar. Mes adaleg an de warlerc’h d’ar beure e kave an nen steuen e brezegen er gazetenno, hag, o vean m’eo êzet a-walc’h ar zôzneg skrivet da gompren, e c’hallen neuze ouz o lenn, kaout ma digoll.
Komzo a drugare, emichans, a deu gant an arc’heskob, trugare evit an Tad Santel, trugare evit e gannadour, trugare ’vit an eskibien ha ’vit kement hini an neus kemeret ar boan da brienti ar c’hendalc’h pe da zonet d’hen darempredi. Eun girig bennak an neus bet ive evit eun toulladig protestanted a glask enebi ouz ar c’hendalc’h, war digare m’o defe c’hoant ar gatoliked da lakat o zroad war goug ar Zôzon evel gwej-all. Skrivet o deus d’ar ministr ha d’ar roue zoken, evit ma vo lemet digant ar gatoliked an ôtre a zo bet roet d’ê d’ober prozision ar Zakramant : mes kollet o deus betegen o foan. Respontet e zo bet d’ê ec’h ê bet digemeret o lizer ha netra ken. Eus a ze e komz eun nebeudig an arc’heskob ha hep pouezan tamm : kement ha laret hepken n’eman ket en spered ar gatoliked ober an disteran poan, ’n eur delc’hen o c’hendalc’h, d’o breudeur dianket ar brotestanted.
Prezegen an ôtro Bourne, kouls hag an diou gentan, he deus tommet ar c’halono ouz Doue an Tabernakl. Gallout a ra dont breman da skuilh warne e vennoz : digor int ha digor frank evit hen digemer. An êle a zo endro d’an ôter, stouet dirak an hosti zakr, a wel o sevel trezek d’ean, eus kement ine a zo en iliz, akto a fe grenv hag a garante virvidik. Ha seul ezetoc’h e savont ma ro ar c’han d’ê evel iskili : kanan evel ma rêr en iliz-man a zo pidi ha zikour da bidi. Eur wej ouspenn e welan n’ê ket ar ganerien a jach ar muian warni a gan ar bravan. Re Westminster a ro mebeud a nerz d’o mouez : mes he c’has hag he digas a reont evel m’o deus c’hoant ha ’vel ma c’houl an notenno. Gwejo e pouezont warne ha gwejo e tremenont ’us d’ê evel dre nij. O doare kanan ’vit an ton plen a rêr anean an doare gregorian, da laret e, an doare an nevoa kemeret ar pab sant Gregoar, breman ’zo 1200 vla, evit reisan ar c’han iliz. Hini Palestrina, unan koz koz c’hoaz, a heuilhont, pa fel d’ê, ’n eur ganan war eun dro, kemer darn eun ton ha darn eun ton all. An doareo-man da ganan a zo kalz a glask warne a neve-so, da vihanan, a-beurz ar ganerien vat, ha re Westminster a gonter ’nê, wardro gant re Sant-Pôl, ’vel ar re wellan eus Bro-Zôz.
Goude m’eo achu salud ar Zakramant, en em dibabomp eus a vesk an engroez hag e kemeromp hent ar gêr.