Mont d’an endalc’had

Loden gentan — IV.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 8-10)



§ IV. BREIZIZ GONEET ABRED D’AR FE GRISTEN


Setu eta hon deus dastumet war benn eur blâ, ar blâ 410, tri digoue eus istor ar fe gatolik en tri rum eus ar bobl keltiek. Er mare-ze e tanzeed misionerien evit kristeni Iverzon : ober a rêd kement-all evit Bro-Skos, ha Rom a denne he lejiono eus Breiz goude bean he c’hristenet a bez.

Laret hon deus perak eo êt gant Breiz lans arôk war hent ar gwir fe : hi a zo bet pleustret gant ar Romaned, elec’h an diou vro all n’o deus gwelet anê biskoaz.

Gwir ê n’ê ket bet diês gonit Breiziz da lezen an Aviel (ha ne vo ket diêsoc’h gonit d’ei Iverzoniz ha Skosiz), Muioc’h a grog he devoa war ar Gelted evit n’he devoa war hini ebet eus ar poblo a rêd anê barbar gant ar Romaned hag ar C’hresianed.

O spered a oa tuet kaer gant an treo a zo ’us d’ar bed-man ha plijout a rê d’ê hen leuskel da nijal ha d’ober e benn foll en bro an oabl hag en rouantelez en avel. Kridi a rênt e zo eun Doue ’hag o devoa eun ine, eun ine ha na dle ket mervel. Ineo zoken a oant techet da lakat e pep tra, betek en treo nan eus enne bue ebet. Ar gwe, ar c’hoajo, ar feunteunio a oa evel doueo evite ; ken troet e oa lagad o spered da vont pelloc’h evit hini o c’horv ! Sperejo ive, dreist-oll re fall evel teuzed (lutins), kourandoned, boudiged (fées), a zeblante d’ê gwelet du-man ha du-hont. Mat ha fall, ar pez a gredent a ziskoue e plije d’ê anzav evit gwir treo hag a zo dreist da spered ha da bemp skiant an den.

Dre ze e rejont digemer mat d’ar visionerien gristen a digase d’ê eur gelennadurez ha misterio enni, Ne lar ket an istar o defe laket hini bet anê d’ar maro : ha koulskoude en bro-all ebet n’ê bet plantet da vat ar relijion gristen hep ne ve bet skuilhet gwad eur merzer bennak.

Arabad memes tra mont re bell war ar poent-man. Kement den a zo a gav start plegan e volante d’eur relijion hag a c’hourc’hemen d’imp stourm ouz hon zecho fall. Ar Gelted ispisial a oa tud a lorc’h ha tud a vrezel : dalc’hmat, koulz laret, ouz en em dispenn hag en em gannan etreze. Penôs neuze e vije bet êzet d’ê ’n em garout an eil egile gant ar garante gristen ?

Ha neuze eur rum tud a oa en o zouez ha na felle ket d’ê lezel an trec’h gant ar relijion neve : an drouized, tud gouiek ha n’ouzer ket kaer petra a zonjent diwar bep tra : ne c’houlent tamm ebet eus ar skritur. Sur e ver koulskoude e kondaonent an templo a zaver evit adori Doue hag ar skeudenno a laker enne ; peadra da duan anê eneb ar visionerien gristen. E tu-hont da ze : dont a rejont da vean beleien ar relijion goz ha setu ’nê diwar neuze enebourien touet d’an hini neve.

Koulskoude ne dalvee ket d’ê stourm ouz an Iliz : ne harzent ket he gonido da vont dalc’hmat war griski. En he diabarz eo e savas eur skoilh ar blavejo kentan eus ar bempvet kantved.