Loden gentan — XI.
Treo burzudus eta a lake skrivanierien ha telenourien Bro-Gymri ha re Vreiz-Vihan en bue o roue Arzur. Mes bean o devoa c’hoaz danve all evit sevel kontadenno dudius da glevet. Rei a rênt d’Arzur eul lez (cour) eus ar c’haeran, hag enni e lakent marc’heien leal, tud a galon, tud a spered ha tud a fe, sort ne oa ket e lec’h-all war an douar. Ha kemm ebet etreze : c’hoant gant ar roue da lemel digante an digare da laret e oant a renk uheloc’h an eil evit egile, ec’h azee gante, evit dibri, ouz eun dôl rond, ne oa enni na krec’h, na traou. Helibini gante emichans, piou a skoje an tôlio kaeran war an enebour, ar Zôz, ha war an dud fallakr ; helebini piou an nije diskoueet ar garante vrasan e-kenver Doue hag an nesan, piou ive a vije bet ar muian glan a gorv hag a ine.
Kement man, lenner ker, a zigas koun (souvenir) d’ac’h eus besel sakr Josef Arimati, eus ar Graal santel hon deus gwelet an ele o kuzan en eur palez amgwel (invisible) ha na dlee bean kavet nemet gant eur marc’heg leal ha gwerc’h. N’ê ket gwall-diês eta d’ar varzed vreton meskan istor burzudus ar Graal gant istor burzudus marc’heien an Dôl Rond. Evit livan c’hoaz kaeroc’h bue ar re-man o deus ijinet o lakat da glask ar Graal.
N’ê ket a vat d’ar memes marc’heg e ro ar gonterien an enor d’hen kavout. Ar peurvuian anê a zo a du gant Parsival. Mes bean a zo hag a ro al lore da C’halaad, mab Lanselot. Doare kontan ar re-man a vo ma hini. Rak int, muioc’h evit ar re-all, a stag ouz ar Graal santel ar zonj eus sakramant an Oter, ha penegwir ec’h an da Londrez evit hen enori, e tere ouzin diskoue pebez respet ha pebez karante o doa gwejall evitan Bretoned an diou Vreiz.
Eus ar varc’heien a oa êt en hent evit klask ar Graal, tri hepken, Boort, Parsival ha Galaad a dapas da vont ’barz ar « palez amgwel. » Eno oa ar Graal santel war eun dôl arc’hant ha warnan e-unan eur ouel zei ru. Bep beure e teue hon zri varc’heg da laret o fater dirakan. Eun de e welas Galaad eun den gwisket e-giz eun eskob a taoulinan dirak an dôl, hag o vont goude da ganan oferen ar Werc’hez Glorius Vari. Pan arruas er sekreten an oferen, e c’halvas Galaad : « Deus aman, emean, hag e weli ar pez a teus c’hoantaet kement. » Tostaat a reas ar marc’heg, hag hen o welet ar Graal a-dost en e gaeran, ha dal’ m’hen gwelas e stagas da grenan ne ouie penôs. Neuze e savas e zaouarn ’n eur laret : « Otro Doue, trugare d’ac’h da vean roet d’in ma mennad. »
Ha da bidi eus e wellan : « Breman, emean, e welan ervat marvailho ar Graal santel ; grêt, o ma Doue, ma kwitaïn ar bed-man ha mac’h in d’ar baradoz ! » Achu gant Galaad e beden, e kemeras an den fur a oa gwisket en eskob ar C’horpus Domini (korv an otro Doue), hag hen roas da C’halaad : heman a gomunias gant eun devosion vras. Hag an den fur neuze : « Galaad, emean, gôut a rez piou ec’h on ? » — « N’ouzon ket, otro, mar n’hen laret ket d’in ». — « Ac’hanta, Galaad, me eo Jozefus, mab Jozef Arimati ; bet on kaset aman gant hon Otro evit derc’hel penn d’it. Ha gout a rez perak on bet kaset kentoc’h evit eun all ? O ! ’balamour mac’h out hanval ouzin en eun dra : chomet out gwerc’h eveldon. » Pa ’nevoa komzet an den fur evelse, ec’h eas Galaad da gât Parsival ha Boort, hag e pokas d’ê.
Goude e laras da Voort : « Otro, grêt ma gourc’hemenno, mar plij, d’an ôtro Lanselot, ma zad, adalek m’hen gwelfet ». Hag hen da zistrei breman d’an dôl, ha war e zaoulin. Mes kazi raktal e koueas d’an douar : êt oa e ine e-kwit eus e gorv, hag an Ele, stad vras enne, e gasas dirak an Otro Doue. Goude ma oa tremenet Galaad, e welas e daou vignon eur marvailh-all, rak eun dorn a deuas eus an nenv, a gemeras ar besel sakr hag hen kasas ken pell ma n’eo bet gwelet biskoaz aboe.
C’hwel aze eun dramskeud eus ar gwerzio ken hir ha ma oant burzudus, a oa savet en Kymri, en Kornwal hag en Breiz etre ar seizvet hag an navet kantved. Tud gouiek o dastumas hag a reas gante levrio latin ha ’benn an daouzekvet kantved e oant anaveet en Bro-C’hall, en Itali hag en Alamani : n’oufed ket laret pet gwej o deus roet danve d’ar c’hallaoued ha d’an Alamaned evit ober pezio barzoniez ha, zoken, pezio muzik.
Gallout a rafe an nen laret kemend-all eus ar gwerzio berr bet savet er memes mare gant ar Vretoned, diwarbenn Arzur ha marc’heien an Dôl-Rond : diwarne ê bet skrivet, en galleg, wardro ar bla 1170, levrig kontadenno Mari a Frans, eur varzez hag a veve en Bro-Zôz : dougen a ra an hano a Lais (lennet lê). Bean ’zo ennan eun ugent gwerzig bennak. En taer anê a gonter ’pez a zo c'hoarveet gant tri varc'heg eus Breiz-Vihan : hini an Eostig, hini Yonek ha hini Eliduk. An divezan eo ar bravan eus al levr.
Breman e weler e talvee ar boan da Vretoned Kymri studian o yez ha skrivan levrio gantan. Ha setu e teu poan en hon c'halon o sonjal n'o deus ket grêt re Bro-Arvor kemend-all. Labouromp breman da vihanan evit en em dic'haouan. N'omp ket re divezat.
Evit envori en berr gomzo ar pez hon deus laret diwarbenn Breiziz aboe m'eo bet diframmet gant ar Zôzon ouspenn an tri c'hart eus o bro, e hadlarfomp gant ar barz Taliezin : « Miret o deus da vihanan o hano, o yez hag o Doue ».