Loden gentan — XIX.
Ar blavezio divezan eus an 18et kantved, ’velkent, pa zantjont int-o-unan o zron o krenan dindane (hini Louis XVI en Frans a vralle), e fellas d’ê hen stardan ha laket a-du gante o oll sujidi, ar gatoliked evel ar re-all. Hag int, pe, mar dê gwell ganac’h, o farlamant, o rei d’ar gatoliked, ar bla 1791 hag ar blaio warlerc’h, eun tamm frankiz : ôtre da heuilh o relijion, da zigeri skolio, da vean avokad ha d’en em lakat er c’hargo izel. Daou vla goude e c’hell katoliked lverzon mont da votan. N’heller ket c’hoaz koulskoude botan warne.
Mes ze a deuio hep dale. En despet d’al lezenno, e vot Iverzoniz ar bla 1828 war eun Iverzoniad, eun avokad helavar ha zod, ken ec’h ê, gant liberteo e vro ; O’Connell eo e hano. N’hell ket mont d’azean e-touez an deputeed-all e kambr ar C’homuno, dre ma n’houll ket ober eul le enep d’e gonsians a gatolik. Mes kement a ra o prezeg er pikol bodadenno a zastum er pevar c’horn eus ar rouantelez, ma lak spered ar bobl da zevel enep d’ar gouarnamant. Setu êt en heman eur c’houad aon : ret d’ean plegan. Ober a ra botan an Emancipation akt (lennet emansipecheun), adalek ar bla warlerc’h (1829).
Teulet ple d’al lezen,ze, lenner ker : n’eus ket bet botet en Bro-Zôz unan hag a vije bet ken rekouret ganti ar Gatoliked. Ar wej-man ec’h int digabestret : breman ec’h int ingal d’ar Zôzon evit pez a zell ar c’hargo hag an enorio, nemet e tri zra : eur C’hatolik n’hell ket bean roue, na lutanant Iverzon, na sieller Bro-Zôz.
Gwir ê e chom c’hoaz Iverzoniz eun tamm war-lerc’h, dre m’o deus muioc’h a hent d’ober : mes a nebeudigo e tostafont d’ar gatoliked-all. Adalek ar bla 1838 n’o deus ken da bêan an deog da veleien an iliz anglikan. Koulskoude homan a dalc’h c’hoaz da ren en Iverzon evel iliz vroadus, memes tra evel e Bro-Zôz, hag-en ec’h ê katolik an tri c’hart eus lverzoniz ; dre-ze ec’h ê d’ei, evel e lec’h-all, da douch pez a leuve o deus an ilizo. An dra-ze c’hoaz a zo eneb ar gwir : mes diskaret ê d’e dro, ar bla 1869, gant lezen an disparti ; lemel a rêr digant ar veleien anglikan enn tamm eus o leuve evit hen rei d’ar veleien gatolik. Adalek breman e c’heller laret o deus tapet Katoliked an « enezen c’hoar » re an enezen vras, evit pez a zell al liberte da heuilh ar relijion.
Ne laran ket n’o deus ken da glemm diwarbenn treo-all : oh ! gê, bean o deus : re diês, dreist-oll, ec’h ê d’ar vererien dont da vean perc’hen. Mes ne zere ket ouzimp komz a ze aman.