Loden gentan — XXXII.

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 76-77)



§ XXXII. — DRE ZINDAN AN DOUAR TREZEK AR GATEDRAL : HE DIABARZ


Beure mat, d’ar merc’her, e kemeromp bilhejo evit mont en tube (lennet tioub), hag en em vodomp en eur gaoued houarn : kenkent, hep kaout da finval, e tiskennomp eün d’an traou, evel en eur punz a dregont troatad (ar Zôzon ive a gont dre droatad, elec’h kontan dre vetr, dre m’eo fê gante kemer hon sistem metrik, a zo koulskoude kalz gwelloc’h). Pan ê pozet ar mekanig, e tibrenner ar nor warnomp ha setu ni e-kenver kê eun hent houarn, a zo ’us d’ean eur volz ront : en eur gir, bean ec’h omp aman dindan an douar evel eur go en e rouden. Sklerijen avat hon deus, da dallan hon daoulagad, ha kerzet a refomp bremazouden evel an avel gant eun drouz iskis pa vefomp êt en hon bagon. Taken voged ebet, ’blamour ma kerz an tren dre nerz an elektrisite. Koulskoude an êr n’ê ket mat d’alani : c’hwez ar c’hloz ganti, ken ma zo. Setu petra ec’h ê tube Londreziz, memes tra, pe wardro, ha metro ar Barizianed.

Ha brernan war rôk, ha buhan, buhan ! Mes ’benn eur pennadig e renkomp chanj a dren : disken, sevel, dre vinso pe dre vanello, epad pemp munut, setu ar labour a c’houlomp digant hon diouhar paour. En Pariz ne ve gwej ebet gwelet kement-all. Setu ni digoueet, ’benn ar fin, ha hep bean kollet hon hent, gant eur gar-all, hag eun tren dioustu o sevel ac’hanomp ac’hane hag o kas ac’hanomp tost da iliz-veur Westminster.

Prestik goude ec’h omp enni. Dre ma tle ar veleien en em lakat daou ha daou evit respont an oferen an eil d’egile, en em lodennomp en daou rum, ar pevar yaouankan ac’hanomp. An otro person, hen, a gemer gantan an otro Neumager, a oar, ken reiz ha kloareg, serviji an oferen hag a zell kement-se evel eun enor eus ar brasan.

’Benn seiz heur hanter ec’h omp pare. Eur zell neuze war diabarz an iliz : evel mac’h ouzomp dija, uhel ha ledan meurbet ec’h ê. Kaer ê ive, mes dreist-oll kaer e vo : ar pez anei a zo achu da gempen hen diskoue. Ar c’heur bras, ar gador-brezeg ha diou chapel, hini ar Zakramant ha hini ar Werc’hez, a weler endro d’ê mozaikenno, da laret e tôlenno grêt gant meinigo a bep sort liou hag int luc’h evel marbr : an tôlenno liwet war lien na zereont ket kement ouz temps-amzer ar vro-man a ve mouest kazi dalc’hmat.

Peurc’hrêt ganimp hon zro, ec’h eomp da gemer eun omnibus (gwetur dre gezeg pe dre betrol), hag hon c’has betek hon hôtel.