Mont d’an endalc’had

Eil loden — XXIII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 142-144)



§ XXIII. — TREDREZIZ OUZ HON ZOL — DEK MIL PÔTR EN ALBERT HALL.


Eul levenez all hon gortoze en Hotel Tudor. A-boan e oa d’in bean gwalc’het ma daouarn, ma teuan da c’hoût e oa digoueet Marcel Gros hag André Bouget. Bet int fidel d’o gir : laret o doa dont da goanian ganimp vit noz. Setu nê deut hag arru en koulz. Gwir ê n’o deus bet tôl ebet d’ober aboe eun heur goude kreiste, lôsket m’int bet gant o fatron evel ma ve lôsket ar vicherourien en Londrez bep sadorn d’abarde. Eur pennadig brao e pad hon c’hoan. Ha c’hoaz ne bad ket awalc’h evit en oll dreo hon deus da laret. Goude mac’h omp savet eus tôl, e kendalc’homp gant hon c’hôz e sal ar vutunerien, ha n’eo ket diviet ganimp an danve komz pa deu ar c’houlz evit Emile Poullin da gemer hent Albert-Hall evit bodaden ar bôtred.

Nag a chans an neus ! Bet an neus eur garten digant eun avokad eus Paris hag en em gave kazi dalc’hmat en hon c’hompagnonez, ha na felle ket d’ean mont d’ar vodaden. Ni hon devoa goulet kartenno pell e oa : mes respont ebet. M’oarvat ne oa ken hini ’bet.

« Deut d’ambroug ac’hanon, eme Emile da Varcel ha d’Andre ; deut betek du-hont : marteze e c’hellfet dont ebarz d’am heuilh. »

— « Ya awalc’h » eme an daou Dredreziad. Hag irit o laret d’imp « trugare ! » hag, eun tamm anoaz en o c’halon, « Kenavo ! »

Tremen koulz a oa d’hon fotred yaouank mont en dro.

Pac’h arrujont e kichen Albert-Hall e oa eno eur mor a dud. N’hellas ket zo ket Emile Poullin tostât, kaer an nevoa diskoe e garten. Piw ’ta eus ma anaoudegez a lavaro d’in penôs eo bet kont gant bodaden ar bôtred ? Den ebet, siouas ! Mes an de-warlerc’h (oh ! nan : ar voulerien na labouront ket ar zul), mes al lun d’ar beure e prenan an Daily Telegraf hag ar Standard, hag er gazetenno-ze e kavan hirie merket, penn da benn ha pis, petra a zo bet laret ha grêt en Albert-Hall ar zadorn d’an noz.

’Benn 8 h. 1/2 eo leun kouch ar zal : n’eus ken eur gador c’houllou. 10.000 pôtr dastumet en eur zal ! Biskoaz kement na oa bet gwelet eno nag e lec’h all. Hag ar re a zo chomet e mêz ? Den n’hallfe o niveri. Mil boan an neus « autokarr » an Otro Legat o treuzi an en groez evit mont da gât an nor-dal. An oll a fell d’ê gwelet anean, evit hen saludi : ha hip ! ha hop ! ha strap ! Pell goude n’eman ken en gwel, e pad c’hoaz an dourni en diavêz.

En diabarz ê memes tra pe wasoc’h ; dre ma fronj an ogro herda ma c’hall. Ne deu ar zioulder nemet pa ’n deus kemeret an Otro Vannutelli e blas war ar chafod e kreiz an gardinaled all, an eskibien hag eun toullad liked eus ar renk uhelan.