Mont d’an endalc’had

Eil loden — XXII.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 140-142)



§ XXII. — EUR RUMM BUGALE-ALL E SAL AN HORTICULTUR. — ESKOB SANT-BRIEG HAG AR C’HARDINAL LOGUE O KOMZ OUTE.


E-kichen Charing-Cross eta e fell d’imp laret kenavo d’ar re divezan eus ar vugale an neus grêt d’imp kement a vad o gwelet en ruio Londrez vit an abarde. C’hoaz e zo stad ennon o sonjal enne hag o skrivan ar pez ho peus lennet aman diwar o fenn. Ma fluen, hi he unan, goude koulskoude m’he deus grêt kalz a hent evit kontan o doare, n’houl ket c’hoaz distagan dioute. « Ma ! pluennig, keit ec’h out ec’h out : pa blij d’it kement-se bugale gatolik Londrez, skriv dioustu ’pez a zo c’hoarveet gant ar 5,000 anê o doa renket, dre ma oa re leun ar gatedral, mont d’en em dastum en Hortikultural-Hall.

Ar zal a doug an hano-ze eo an hini elec’h ma ’n em vode ar zôznekerien epad ar c’hendalc’h.

Ar vugale a oa êt di n’helljont ket kât salud ar zakramant : mes ahendall na golljont netra. Meur a eskob, o welet ne oant ket evit mont en diabarz ar gatedral, a gemeras true oute, hag ac’h eas d’o heuilh da zal an Hortikultur. An Otro kardinal Logue, hen e unan, a dlee, goude bean kelennet re ar gatedral, donet da gelen ar re-man, hag, ouz hen gortoz, e oa karget an Tad Nikolson, eur prezeger hag a oar, mar zo unan, gonid ar vugale, da rei d’ê, e-giz didu, eun tamm kelennadurez. Mes fellout a reas d’ean e vije digoret ar vodaden gant unan eus an eskibien, hag hen o pidi unan anê da laret eur gir bennak. Ne vije ket bet re bonner ar garg-se evit hini bet anê, mar vije bet da gomz en galleg pe en latin. En sôzneg, vise, e oa da gomz, ha dizanav e oa ar yez-man evite oll nemet evit unan. Ha heman, piou e oa ? An Otro Morelle e-unan, hon eskob Sant-Brieg. Laret a reas ne oa ket akwit awalc’h evit soznekaat dirak an oll. Mes, o vean ma talc’hed warnan, ne chomas ket pelloc’h da glask digareo, ha dao d’ei. Petra a laras d’e dud vihan ? N’oufen ket hen skrivan aman, ha gwaz a ze. An hini eus e chilaouerien an neus kontet d’in ar pez a c’hoarveas en Hortikultural-Hall ar zadorn d’abarde, n’hellas ket hen kompren, dre ne oar gir zôzneg ebet. Mes a gement-man ec’h omp sur : ar vugale a c’hoarzas leun o c’hov, ’pez a ziskoe ec’h intentent an Otro ’n Eskob. Pa vije goulennet eun dra bennak digante, e respontent oll yes pe nine (laret nain), pe, mar keret, ya pe nan. Eur wejig bennak, memes tra, e tigoue d’ê skei koste : neuze e teue eur mousc’hoarz gant ar c’homzer, peadra da lakat ar c’halonoigo da dripal hag ar jolori da zevel.

Ac’han da bell, a dra zur, en Londrez hag en dro da Londrez, e vo komzet gant meur a hini eus an Otro Morelle, evel eus eun eskob jentil ha dihun a spered. N’hallo biken bean ankouaet gant ar vugale a gomzas oute en Hortikultural-hall.

En e c’houde, e reas an Tad Nikolson d’ê eur brezegen diwarbenn ar Zakramant-santel. Diskoe a reas d’ê penôs ec’h ê Jezus-Hosti evit an Iliz katolik ’pez ec’h ê an heol evit ar bed.

Pa oa fin d’ean, ec’h arruas ar c’hardinal Logue, grêt gantan ’benn neuze eur brezegen er gatedral. Hadober a ra ’nei dirak ar vugale a zo aman ha setu ’nê dic’haouet eus an displijadur o doa bet ’n eur welet serret oute, fôt ar blas, dor-dal an iliz veur.

’N eur dont e-mêz, e kav darn anê hon gwetur war o hent : diskoe a reont joa d’imp evel ar re o doa tremenet dre ar gatedral hag evelse e kresk al levenez a oa dija en hon c’halono.