Mont d’an endalc’had

Eil loden — XX.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 135-138)




§ XX. — AR VUGALE ER GATEDRAL O CHILAOU AR C’HARDINAL LOGUE.


Goude m’o deus saludet ar vugale kannadour an Tad Santel ar Pab, e talc’hont eur pennadig gant o hent, hag ec’h eont en iliz-veur : mes siouaz ! n’hellont ket oll kaout plas enni. Eur pemp mil bennak a dle chom e-mêz. E oad avat en gortoz a ze ha prientet e zo bet eur zal evit o digemer : sal an « horticultur », elec’h m’en em dalc’he ar bodadenno sôznek epad ar c’hendalc’h. Eno ec’h eont hag eno o c’havfomp pa hon devo gwelet ha klevet pez a c’hoarve en iliz-veur gant o c’hamaraded.

Didrous ha prim e kemer ar re-man o flaso bep mac’h arruont : ha hep dale ec’h ê leun-kouch an iliz. Laket a-goste o bannielo hag o arouezio (insignes), daoulinet sioul ha juntet gante o daouarnigo, e roont eun tanva eus êle stouet dirak tron an Otro Doue er baradoz. Ha c’hoaz ê dudiusoc’h o gwelet eus ar gwarido a zo ’us d’ê hag a ren tro a zro d’an neven vras etre ar piliero. Eur wir vozaiken, enni liwio a bep sort o klotan dereat etreze. Ouz ar balistro, eun torkad plac’hedigo gwisket en glas gant eur ouel gwenn-sign. En eun tu eus an iliz eur c’hropad pôtredigo gante gourizo ru hag en o c’hichen bannielo o lugerni ; en o goude merc’hedigo en gwenn gant gourizo gwenn ha melen, chapeledo, bleuenno gwenn ha gouelio tull eus ar sklêran. En tu-all memes tra, nemet e toug ar merc’hed en o c’herc’hen lietenno glas en enor d’an Itron-Varia. Laket breman sklerijen ar goloio tredan (electriques) ac’h ê steredennet gante ar c’heur, da baran war dull splann ar gouelio ha war dremmo laouen ar vugale, hag ho po dirakoc’h kaeran tra ac’h oufed gwelet war an douar.

Ha setu breman an dremmo-ze, henvel ouz bleuenno hag a dro trezek an heol, o trei war eun dro trezek ar c’hardinal Logue, arc’heskob uhelan Iverzon, epad ma tremen en o c’hreiz evit mont d’ar gador-brezeg. Kaeraat a ra c’hoaz gantan ar vozaiken, dre ma lugern plego e vantel zei ru dindan sklerijen ar goloio ha ma tistolont d’o zro, ruet gante, ar sklerijen-ze war ar gouelio gwenn, war ar bannielo, war dalio seder ar vugale, war gorven denval al leanezed ha war an iskili gwenn-sign a c’holo d’ê o fenn.

Ne ver ket souezet o klevet ar c’homzo-man o kouean da gentan eus ar gador-brezeg : « Lezet ar vugaligo da zont davedon. » Penôs e tigoueas d’hon Zalver Jezus laret anê d’e ebestel ha penôs c’hoaz hirie e hadlar an Iliz anê d’an dud vras, e pep mare, setu ’pez a zispleg ar c’hardinal Logue d’e vugaligo. « Hirie, emean, evit ho kervel davedan, e kemer Jezus mouez hoc’h arc’heskob karet, an otro Bourne, ha mouez an hini a zo deut da Londrez ’vit an deio a-beurz penn-rener e Iliz, mouez an Otro ar c’hardinal Vannutelli : evel o mestr divin e karont ac’hanoc’h-c’hwi, an oanedigo, muioc’h evit ar peurrest eus bagad an denved katolik, hag eveltan o deus c’hoant d’ho pinnigan.

Mes kaeroc’h so : Jezus e-unan, c’hoant gantan, e-kerz ar gouelio kaer-man, da gaout digant ar re vihan evel digant ar re vras, eun desteni a fe hag a garante, ha c’hoant gantan ive da rei o lod d’ê eus ar graso a fell d’ean skuilh war Vro-Zôz, an neus hen e-unan, eus an Tabernakl a zo aze en chapel ar Zakramant, pedet anoc’h da zont d’hen gwelet ha da glask e vennoz. Chilaouet ho peus e c’halvaden, ma bugaligo, ha mad ho peus grêt. Divezatoc’h e vo eun dudi evit ho kalon hag eur c’honfort evit ho polante, kaout sonj ho po bet kemeret peurz er c’hendalc’h kaer-man.

Teulet ple, oanedigo, da chilaou dalc’hmat evelse mouez Jezus, ho pastor mat, ha da heuilh dalc’hmat an hent a diskoeo d’ac’h. Mouez e Iliz ive a chilaoufet, da laret ê mouez an Tad Santel ar Pab, mouez hoc’h Arc’heskob ha mouez ho peleien, a zo karget ganti da gomz ouzoc’h en he hano : rak pep-hini anê a zo eun tad evidoc’h, pep-hini anê, kemeret gantan skwer diwar Jezus, ho kar a greiz e galon hag a gemer poan evit mirout hoc’h ineo ouz pep droug.

Ya, kemer a reont poan ganac’h, ha da stourm start o deus enep d’eur rum tad a zo hag a glask lemel diganac’h ar fe gristen. Laket o deus en o fenn, an dud-se, ho sachan en o skolio digristen ha diski d’ac’h eur furnez ha na vo ket harpet war ar relijion. Ze koulskoude a zo dreist d’o galloud. N’ê ket int, onn vat, a glasko laket da vont endro eun « automobil » hep eoul na tredan. Perak dont neuze da glask diski ar furnez hep kalon ar furnez, hep Jezus-Krist ?

Mes, trugare d’arc’heskob mat Westminster, n’ê ket kentelio ar sort-se a glevet en ho skolio. Dalc’het da heuilh an alio mat a ve roet d’ac’h enne, hag e vefet gwir vugale gristen, bugale a blijo da Jezus, evel ma plije d’ean re ar Jude, abalamour d’o c’halon c’hlan, d’o spered eün ha d’o bue divlamm. Senti eta ho peus d’ober, ha n’ê ket hepken ouz ho mestro hag ho mestrezed skol, mes ive, mes muioc’h c’hoaz ouz ho tud, o deus roet d’ac’h hag a dalc’h ennoc’h bue ar c’horv, ouz ho peleien, ouz hoc’h arc’heskob hag ouz an Tad santel ar Pab, o deus roet d’ac’h hag a dalc’h ennoc’h bue an ine. Ha gouzout a ret, ma bugaligo, gant petra e vagont hoc’h ine : gant ar gwir fe, ar fe gatolik, ar fe a vagas ive ine hon zado. Oh ya ! Fe zantel, chomet dalc’hmat birvidik en hon c’halono : ra vefomp fidel d’ac’h betek hon maro. »

C’hwel aze eun dremskeud eus ar gôzeaden a reas an otro ’n arc’heskob Armagh dirakan 10.000 bugel a oa bodet endro d’ean en iliz-veur Westminster.

Dioustu m’eo diskennet eus ar gador, e teu ar C’hardinal kannadour en Iliz hag ac’h a trezek an ôter-vras ; en e rôk eskibien hag abaded evel ar gwejo-all. Ha kenkent ar vugale da ganan O Salutaris hostia. Rak salud ar Zakramant a zo da vean. Prest goude e weler ar penno bihan o plegan, epad ma ra an Otro Vanutelli sin ar groaz warne gant an hosti zakr. Daoust petra a dremenas neuze dre o spered ? Da c’hoût ê. Mes, sur a-walc’h, e rojont oll o c’halonigo da Jezuz ’n eur ober akto birvidik a fe hag a garante, akto hag en em gavfont gwell anê epad o bue.

Goude ar zalud e plegont adarre o fenno hag o glin evit digemer bennoz an otro kannadour, epad ma tremen en o zouez ’n eur zellet en daou du d’ean evit tapout pep tal, mar gall, gant e zaoulagad karget a zouster, ha ’n eur zevel warne, evit o binnigan, eun dorn ken skanv ha ken gwenn ma seblant komz oute.