Mont d’an endalc’had

Eil loden — II.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 91-93)



§ II. — DIGEMER GRÊT D’AR C’HANNADOUR ER GATEDRAL. — DIGOR AR C’HENDALC’H


An de warlerc’h d’an noz, da eiz heur just, e tigor ar C’hendalc’h. ’Benn neuze, achuet ganimp hon baleaden dre Londrez ha debret hon c’hoan, hon deus kemeret hon flaso e-barz ar gatedral. N’int ket avat plaso eus ar re wellan, ha c’hoaz ec’h ê ret d’imp chom en hon zav : kement a dud a zo kouchet dre-oll, e traou hag e krec’h, er c’hreiz hag er c’hosteo ! N’eus fors : bean hon deus daoulagad ha diouskouarn, ha dre-ze hon devo hon lod eus ar pardon. Ya, eur gwir bardon, ma roer an hano-ze d’al lido kaeran a ve grêt en eun iliz epad ar bla.

Setu e tisken eus ar c’heur bras, ’n vont trezek an nor dal, eur regennad kardinaled (6 anê), eskibien (60 anê), abaded (15 anê) ha vikeled vras (50 anê) : penn arôk an otro Bourne, arc’heskob Westminster. Emaint o vont da benn hent d’an ôtro Vannutelli, kannadour ar Pab. Kenkent e klevomp en diavêz evel kri-fors ha, ’us da vouezio an dud, mouez skiltr kleronio o tispakan ar zoniri a rêr anei « aux champs ! » Eur zoniri a enor eo homan, ha dre-ze, mar hoper gant kement a nerz, ec’h eo ive evit enori unan bennak. Setu ar pez a zonjemp ha ze a oa gwir, Ar c’hardinal kannadour a oa neuze o tisken eus e wetur, an dud evit hen saludi a loske « hip ! hip! hourrah ! » ha muzikerien eur « boys’ brigade » (lennet briged) a c’hwee en o zrompilho. Ar gir boys a zinifi pôtred yaouank flamm ha dre-ze ar vrigaden-man nan eus enni na kanonierien nag archerien. Eur boys brigade a zo memes tra evel eur patronaj pôtred yaouank, nemet ec’h ê startoc’h an ere etre ar re a zo enni, ha ma tougont, p’o deus d’en em ziskoe war eun dro dre ar ruio, eur gwiskamant soudard : ’vel soudarded ive e kerzont hag ec’h int komandet, ha bean o deve a-wejo eur muzik memes tra evel eur rejimant.

Setu perak hon deus klevet eur zoniri a enor bremazonn pa digouee an ôtro Vannutelli ouz dor-dal an iliz.

Mes breman eo en diabarz e son an treo. Dalek m’eo bet roet an dour binniget d’ar c’hannadour, e sav mouez ar ganerien ha hini an ogro, hag e teu tud ar prozision war o c’hiz, Na pebez dudi eo o gwelet, dreist-oll ar gardinaled ! Ar re-man o deus war o chouk o c’happa magna, da laret eo eur vantel zei ru-tan, mes eur vantel ken hir ma renk eur c’hloareg kregi en he lost evit sikour he dougen. Ar c’hannadour a deu an diwean hag hen dindan eun dê. Binnigan a ra ’n eur dremen, ha, dre mac’h a war rôk, e pleg ar penno an daou du d’ean, betek penno an duk a Norfolk, an amiral Walterkerr, lord Ripon, eur ministr bet gwejall eil roue an Indrez, ar c’holonel Edmund Talbot, hag all. Kement a vad a ra ze d’ar galon ma sav an dour d’an daoulagad.

Pa ver arru ouz an ôter vras ec’h a an ôtro ar c’hannadour d’azean war an tron a zo bet savet evitan en tu kle d’ar c’heur, hag ar gardinaled-all war eun tron hir a-dal d’ean, epad ma en em denn an eskibien en daou du evit kemer kadorio. Dre-oll ’us d’ê goloio elektrik a skuilh warne eur sklerijen kazi ken skedus ha hini an heol ; war an douar ne gredan ket e c’hellfed gwelet kaeroc’h tra.