Mont d’an endalc’had

Loden gentan — VI.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 12-14)



§ IV. — BREIZ GWASKET GANT AR ZOZON HAG AN ANGLED. — KOLL A RA HE HANO.


Mes aliesoc’h e vije trec’het ar Vretoned gant o enebourien evit ne tapent ar gonid. ’Boe ar blâ 410, ma oa êt al lejiono Roman war o c’hiz, ha ma oa bet tennet dre-ze ar skoilh a dalc’he ar Skosed en o zosenno, e oa koueet an oll vec’h war diskoa ar Vretoned. Tôl ha tôl e vije flastret o douaro gant laeron an hanter-noz, ha n’hallent ket o argas dre ma n’hallent ket en em glevet hag en em unani.

En eur gir, brevet e oant.

Hag int neuze, c’hoant d’ê d’en em dizamman, o c’hervel d’o zikour, war-dro ar blâ 450, eur bobl-all hanter-oue hag a chome en tu all da Vor an Hanter-noz, en bro Jermani. Ar bobl-se a oa e hano, Sôzon (en latin Saxones).

Breiziz kêz ! Jachan ar c’har war o c’hein ê a rejont. Ar Zôzon a oa anaveet gante pell a oa dre m’o devoa meur a wej diskennet eus o bago war ôcho an enezen evit laerez, devi ha lac’han. N’eus fors ! En despet d’o brud fall, e oant pedet da gemer troad en Breiz gant Breïziz i o-unan. Ar re-man a zonje gante, marvat, ober eun tôl kaër ouz o gervel « Mar fell d’ê, eme-i d’ê o-unan, skuilh gwad ha skrapan mado, kerzent enep da Skosiz : setu peadra d’ê da gât o gwalc’h ». Hag e oant en gortoz evelse da lakat o gwaskerien a ziavez d’en em dibri.

Siouaz ! int ê a zigoueas d’ê bean debret gante. Kaer o devoa rei aour ha douaro d’ar Zôzon, ar re-man na gavent ket e oa bras awalc’h o digoll ha, benn ar fin, elec’h brezeli ouz ar Skosed, ec’h ejont a du gante evit sunan mado Breiziz.

Hag e welomp breman o tigeri eur c’hrog, eur c’hrog mantrus, etre ar Vretoned, a fell d’ê difenn o zra, hag ar Zôzon, a fell d’ê hen kemer kousted a gousto. Stourm a ra gant kalon ha betek o gwad perc’henned ar vro : mes n’ouzont ket ober impli vat eus o nerz. Eur wejig bennak o deus an trec’h, mes ar peurvuian e kollont ha souzan a renkont ober goude pep emgann koulz laret, souzan trezek ar c’huz-heol, ’n eur lezel o c’hêrio ar pinvikan, evel Londrez, Lincoln ha York, etre daouarn o enebourien. Ha, gwasan ’zo, n’hellont gwej ebet digeinan. Mar deuont d’en em dizamman eus eur rum Sôzon, setu eun all o kouean warne dioustu : rak o vean mac’h a mat an treo gant ar re gentan, e tisken re-all a vagado war ôcho Breiz, c’hoant gante ive da gaout o lod eus ar friko.

Niver ar Zôzon a greske ’ta a ze da de war douar Breiz. Mes e tu-hont d’ê, ec’h arruas, wardro ar blâ 530, skrollado eus eur bobl jerman all hag a glude etre ster vras an Elb hag ar mor Baltik. Ya, kludan eo a rê eno an Angled, memes tra evel o amezeien ar Zozôn : ne choment er c’horn douar-ze nemet evit ober impli eus ar pez o dije skrapet er broio all. Dioustu m’o dije paket o freiz (proie), e tigludent adarre, ha da glask eun all.

Herve, e plijas d’an Angled enezen Breiz evel m’he devoa plijet d’ar Sozôn. Rak eur wej kemeret troad gante en tu an hanter-noz. en tu tostan da Skosiz, e rejont eno o chomaj. Ken krenv ha ken kri hag ar Sozôn, e voutjout int ive ar Vretoned, ’n eur lac’han, ha ’n eur devi, trezek ar c’huz-heol. Eul loden vras eus ar vro a deuas da vean o zra hag int eo o deus roet d’an enezen a-bez an hano a England, Angleterre, douar an Angled.

Mes, n’ê ket int o deus grêt ar muian a droug d’ar Vretoned : ar Zôzon ê, ha dre-ze, ar vro o deus laket o c’hraban warni a douge evit hon zado koz a Vreiz-Veur hag a doug c’hoaz hirie evidomp-ni, Bretoned a Vreiz-Vihan, an hano a Vro-Zôz.

’Pez an eus tâlveet d’o enezen Breiz kemer an hanoio a Vro-Zoz hag a England, an neus talveet c’hoaz d’ei an hano a Vreiz-Veur : breman e vo ret he dishanvelout diouz eur Vreiz-all a zo neve zavet en tu-all da vor ar Manch war gourenezen Arvor, hag a vo hanvet Breiz-Vihan.