Mont d’an endalc’had

Eil loden — XVI.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 121-129)



§ XVI. — EUN OFEREN C’HRESIAN. — AR VODADEN DIVEZAN EN KAXTON : PREZEGEN GAER ARC’HESKOB PARIZ.


D’ar zadorn, an 12et a viz gwengolo.

Bremazonn, ’n eur gomz eus an oferen c’hresian a dleer hirie kanan er gatedral, e laren « mar karan he c’hlevet. » Mes ne « garan » ket. O vean m’am eus klevet unan evelti en Jeruzalem, ec’h eo gwell ganin implian a-hend-all ma amzer ; lenn eun draïg bennak er gazetenno diwarbenn hon gouelio ha skrivan eun nebeudig. Neb a fellfe d’ean gouzout penôs e lider eun oferen c’hresian hen kavo merket en Ma beaj Jeruzalem.

Mes perak, a c’hellfec’h-hu goulen diganin, perak kanan eun oferen c’hresian en eur gêr ha n’eus ket marteze enni, daoust d’ei da vean bras iskis, eur c’hatolik gresian ? En Pariz, c’hoaz, ne laran ket, penegwir e zo eno eun iliz c’hresian katolik, hini sant Julian ar Paour, He ferson zoken eo a gano, aman an oferen, eilet gant beleien eus Konstantinopl.

Mes, c’hoaz eur wej, perak dont da Londrez evit-se ? Toue, zur, c’hoant e zo bet da rei eur gentel d’ar brotestanted. Alies e tigoue d’ê laret ec’h ê an Iliz c’hresian ha n’ê ket an Iliz Roman he deus miret gizio ar gatoliked kentan : setu diskoeet d’ê e kav mat an Iliz Roman lido ar C’hresianed katolik ha setu-hi didamall war ar poent-se.

En tu-hont da ze, plijout a ra kalz al lido kaer d’ar Zôzon katolik : setu roet d’ê o c’hoant. N’ê ket d’ê oll avat, rak kalz anê, evite da gaout bilhejo, o deus renket, dre ma vanke lec’h, chom e-mêz.

Mat e ran eta lezel ma lec’h gant eun all ha chom er gêr.

Er gêr ? Ya, evit eur pennadig. Rak fellout a ra d’in bean arôk unek heur ouz palez ar Parlamant. Heman n’haller ket gwelet ’nean bemde na da bep heur, ha koulskoude, evel m’am eus laret uheloc’h, e vefe eur pec’hed evit eun diaveziad lezel ’nean a goste.

Mar n’an ket d’hen gwelet hirie ha deus ar beure, ec’h on tapet. Mes petra a rin da c’hortoz uneg heur ? Petra, nemet mont d’ober eun dro d’ar British-Museum. Ar mirdi-man a zo ennan treo a dalvoudegez vras. Mes bean ’neus e bar en Pariz : mirdi ar Louvr a dalv anean. Setu perak ne gomzin ket anean. Ar Parlamant a viziter anean war-dro uneg heur : mes laret am eus dija petra ec’h eo.

Stagomp eta, dioustu gant ar vodaden a zo bet en Kaxton-Hall ar beure-man. An hini divezan e oa, ha keun bras am eus dre mac’h on bet harzet da gemer lod enni.

Mes kavet am eus bet er gazetenno peadra da zivec’han eun tamm ma c’halon ha da vihanaat ma c’heun.

An otro Buret, eus Lille, an eus komzet eus ar burzudo a ra ar Zakramant Santel ’n eur dremen, en prozisiono Lourd, e-kichen an dud klanv, hag eun depute Belj a zo deut war e lerc’h da laret d’imp nan eus netra hag a dalvefe an Eukarist evit lakat an dud d’en em garout ha d’en em zikour.

Goude e teuas tro an Otro Amette. Me garfe lakat aman e gomzo penn-da benn, ’vel m’am eus o lennet en eur gazeten c’hallek. Mes re a blas ac’h aje gante.

Setu aman, da vihanan, eun nebeudig eus e brezegen : kement ha rei da danva.

Goude bean laret trugare da gement-hini an neus bet kemeret poan pe evit lakat war droad pe evit heuilh ar c’hendalc’h, ha dreist-oll d’ar Pab Pi X, e sav e galon anaoudek betek an Otrô Doue, perc’hen an oll c’hraso.

« Trugare d’ean, da gentan, eme an Arc’heskob, evit ar c’hras kaer a ra d’imp da welet aman ’vit an deio treo ken burzudus. Ya, ’vad a ra d’hon daoulagad kouean warne, ha muioc’h a vad c’hoaz d’hon spered sonjal enne. En gwirione, an neb a zell piz ouz ar pez a zinifiont a zeblant d’ean gwelet o sevel a neve, war Vro-Zôz, heol binniget ar fe gatolik. Ha n’eman ket hepken an heol-ze o strinkan ganti sklerijen ar goulou-de : krog ê dija da skuilh warni luc’h ha tommder, ha, ma ve bolante Doue, goude an nerz neve an nevo bet digant hon c’hendalc’h, e vo gwelet hep dale o paran ’us d’ei, en e greiste, gant e danijen vadelezus.

Kement-se a ziskoe sklêr e pado an Iliz Katolik betek fin ar bed. Bet e zo grêt d’ei beteg an heur-man brezel ken têr ha ken kri, ma oa lorc’h bras a-wejo en he gwaskerien o sonjal e oa êt pe kazi êt d’an traou. Ha kentan a rê e vije hadsevel, kresket ganti he nerz hag he splander. ’Benn neuze e oa êt da vann ar re a gave gante bean sielet warni men he be (Strakadeg).

Mar zo konfort o welet kement-man, lezet anon da laret d’ac’h, ma breudeur a Vro C’hall, ec’h eo dreist-oll evidomp. Ya, gwir eo, deio a drubuilh he deus du-man an Iliz gatolik da dreuzi en hon amzer.

Mes bezomp fians ! Hon anken a chom pell warlerc’h an hini he deus pouezet war gatoliked Bro-Zôz. N’ê ket arru evidomp amzer Herri VIII hag Elizabet. Hon eskibien, hon beleien, hon c’hristenien a zo deut d’en em stardan an eil ouz egile ken start mac’h int evel peget. Gwasker ebet na deuio a-benn d’o distagan, ha ne chomfomp ket tri gantved arôk gwelet… (Strakadeg, hopadenno hep fin). Kaset ho peus ma frazen d’ar penn gwelloc’h evit n’am mije gellet he c’has. Nan, n’hon devo ket da c’hortoz tri gantved rôk gwelet al liberte da heuilh hon relijion o tistrei war he c’hiz d’hon mamm-vro vinniget (Strakadeg, hopadenno evit ar Frans).

Mes n’ê ket hepken evit ar laouenidigez, ar c’honfort hag en esperans a dalv d’imp an deio-man a gendalc’h, hon deus da drugarekât an Otro Doue. Kemend-all ha muioc’h c’hoaz a anaoudegez vat a dleomp d’ean evit ar c’haeran eus e zonezono, evit an Eukarist, eun donezon hag an eus grêt d’an holl dud. Mes lod anê, siouaz ! n’eus ket fellet d’ê he digemer, ha lod-all, goude bean he digemeret, n’o deus ket he miret. Oh ! nag evurus ê ar broio katolik evel hon hini ! Oh ! mar gouijemp pegen talvoudus eo ar sort donezon, nag a bedenno a drugare a zavje eus hon c’halono, hep paouez, ’trezek lein an Nenv !

N’ê ket diês d’imp koulskoude hen gouzout. N’hon deus nemet teurel eur zell war ar boblo a zo bet maget gant bara an Ele, mes n’o deus ket gouveet hen mirout. Eun dra bennak a c’houllou a zantont en o c’halon, ha n’int ket evit hen kargan. O welet o dienez, n’hellomp ket tremen hep kaout evel true oute.

C’hwel ar Zôzon, ken bras, ken pinvik, ken krenv, ma kav d’imp ne vank netra d’ê eus ’pez a ra evurusted ar bed. Ac’hanta ! pa zellomp oute ha dreist-oll ouz o ilizo, daoust ha n’ê ket teneraet hon c’halon, daoust ha ne zantomp ket evel eun ezom d’o c’hlemm evel breudeur gwalleürus ?

Oh ! ne fell ket d’in, a-bell ac’hane, tamall d’ê ar c’holl dreist-muzul o deus grêt ’n eur goll an Eukarist, ha kemer lorc’h, ni, dre ma ’neus miret Doue anean en hon zouez ! Mar lakan o doare hag hon hini kenver-ouz-kenver, ec’h ê evit ma c’hallfomp ni, prizet gwelloc’h ganimp talvoudegez an tensor a zo en hon zabernaklo, bean muioc’h anaoudek e kenver an Otro Doue, hag, er memes amzer, evit goulen digantan ma teurveo hadrei da Vro-Zôz an hevelep tensor !

Ya, c’hoant bras hon defe da welet Jezus Krist : o tont adarre da chom ebarz an ilizo kaer-dispar a wel anen war douar ar vro-man. Evel enkrez a zantomp en hon c’halon, pac’h eomp enne, dre ma seblantont d’imp bean goullou, ha m’o c’hlevomp o c’houlen, gant eur vouez klemmus, an Hini ac’h int bet savet evitan hag a lake enne gwej-all bue ha levenez.

Hag en gwirione, birviken ne vije bet grêt kement a zispign, kemeret kement a boan ha laket kement a ijin evit sevel an ilizo-ze, mar ne vije ket bet c’hoant da waskedi gante eun ôter hag eun tabernakl. Setu lemet an ôter eus unan bennak anê ha, ’lec’h mac’h ê chomet, n’ê ket ar gwir zakrifis a ginnnig warnan ar veleien brotestant. Digas sonj eus pasion ha maro hon Zalver, ne vennont ober netra ken, int o-unan hen lavar. Hag an tabernakl ? Kaset e mêz kazi dre-oll. Ar brotestanted liderien (re an Iliz Uhel) a glask a neve hadsevel anean war an ôter. Mes kaer o deus ober, kaer o deus lakat en o zabernakl eun hosti, an hosti-ze, dre ma n’ê ket bet laret warnan ar c’homzo zakr gant gwir veleien, gant beleien hag ac’h a o ligne, dre an eskibien, betek an ebestel, an hosti-ze n’ê ket kensakret, n’eman ket Jezuz ennan : chom a ra goullou an Tabernakl. Pa zeller ouz ilizo ken kaer, e teu sonj d’an nen eus korvo kaer ac’h ê nijet dioute an ine, pe eus be goullou hon Zalver, pa ouele warnan ar Vadelen. Liou ar glac’har a zo warne oll hag evel glac’har ive a zao ’n hon c’halon o sonjal er gristenien ac’h a da bidi enne.

Mar hon deus true ouz ineo protestanted Bro-Zôz, n’ankouaomp ket e vijemp bet kement da glemm hag int, panevet an neus teurveet Doue miret en hon ilizo-ni Sakramant an oter. Ma n’an dije sellet nemet ouz hon delido, an nije lezet da gouean war hon ineo ar walen a dienez a zo koueet war re hon breudeur dianket : rak kant kwej hon deus meritet ma vije lemet diganimp Jezus-Hosti.

Mes bet an eus Doue evidomp eur vadelez dreist muzul.

D’imp breman, mar n’omp ket dinatur, da vean anaoudek en e genver. Mes penôs ? Hen gouzout a ret, mar gouzoc’h pesort mennoz an nevoa Jezuz pa reas an donezon burzudus eus e gorv, eus e wad hag eus e zouelez. Ne venne nemet eun dra : ober vad d’hon ineo ouz en em zakrifian war an ôter evit hon zilvidigez, ouz en em rei d’imp e-giz magadurez, ha ’n eur ober e chomaj en hon zouez evel eur mignon. Pez hon deus d’ober eta evit respont d’e vennoz madelezus, ec’h ê tostaat alies ouz an ôter, da vihanan a spered, evid heuilh an oferen, tostaat alies ouz an dôl-zakr, da vihanan a spered, evit komunian, ha mont alies, da vihanan a spered, en e dier, da laret ê, en e ilizo.

Setu aze, otrone meurbet uhel, setu aze, ma breudeur, peadra d’ober eur mennoz evit hon bolante vat, ha ne gavan ket e vefe dereatoc’h hini da lakat diraki ’n eur achui ar c’hendalc’h-man.

Ne laran ket avat e vefe a-walc’h d’imp yennan start en hon c’hreiz ar volante da vean devot da Zakramant an Oter. N’heller ket karout Jezus hep karout Mari, penegwir eo d’ei e tleomp Jezus, koulz Jezus an Doue-Hosti, ha Jezus an Doue-Den. An eil devosion ac’h a dalc’hmat da heuilh eben. En Lourd, evel m’ouzoc’h, e plij d’an Itron Varia ober burzudo eus ar brasan pa dremen ar Zakramant e kichen he felerined klanv. Arabad ê d’imp ive ankouaat, er c’hendalc’h-man savet en enor da Jezus-Hosti, e vamm zantel ar Werc’hez Glorius Vari. Pedomp anei a greiz kalon ha pedomp anei, evel en Lourd, dindan an hano a Gonsepsion Dinam. Rak ec’h omp aman en Bro-Zôz, ha, mar he deus bet kemeret ar Werc’hez en Lourd evit ar wej kentan, an hano enorus-se, menec’h, beleien ha kristenien Bro-Zôz, ar c’hentan eus ar gatoliked, o devoa roet anean d’ei pell e oa arôk, d’an amzer ma hanved o bro Enezen ar Zent (Strakadeg).

’Vit achui, e tigasin sonj d’ac’h eus eun istor a lennomp en bue sant Hiasint, unan eus menec’h kentan sant Dominik.

Eun de en em gavas ar zant en eur gêr a oa bet flastret ha laket an tan enni gant barbared : ne oa nemet flamm endro d’ean. N’en devoa d’ober nemet mont e-kwit evel ar re-all. Mes, kent en em sovetaat, e fell d’ean sovetaat e Zalver, Doue an Eukarist. Hag hen o vont eün d’an iliz ha d’an tabernakl, en despet d’an tan ha d’ar moged, o kemer ar sibor a oa ennan ar speso zakr hag o tec’hel gant e densor. Mes teurel a ra ple d’eur Werc’hez vein a oa e kichen an oter, hag an nevoa pedet alies diraki. Ha setu ma seblant d’ean he c’hlevet o laret d’ean : « Ha me, ma mab ? Daoust hag-en am lezi aman da vean dizakret gant ar varbared ? » Bras ha ponner e oa ar skeuden. Mes ar fe a gresk nerz Hiasint : hag hen d’ei hep marc’hata. Pozet gantan ar sibor war an ôter, e pign war ar jijen hag e tap krog er skeuden. O burzud ! skanv skanv e kav anei etre e zivrec’h, skanv evel eun neuden. Hadkemer a ra an hostio ha, gant e zaou densor, e treuz ar flammo hep poan ebet. Prest goude ec’h arru ouz eur ster vras : dioustu ebarz, hep chom da zonjal, hag hen o kerzet war an dour a zo deut da galetaat evel skorn. Setu nean war ribl an tu-all, hen sovetaet, ha sovetaet gantan Jezus-Hosti ha skeuden e Vamm.

Ac’hanta ! Ni ive, kwita ? ’n eur vont e-mêz eus ar c’hendalc’h-man, hon devo hag a viro en hon c’halon diou c’harante vras : ar garante evit Jezus er Zakramant hag ar garante evit ar Werc’hez e Vamm. Ha bezomp fians ! Ret e vo d’imp marteze treuzi eur froud konnaret, pe eun tan-gwall, heman enaouet ha honnez laket da redek gant tud dizoue, helebini gante da c’hout piou a gollo ar muian a ineo hag a zistrujo ar buhanan ar peuc’h hag an urz vat : n’eus fors ! Ma vemp a du gant ar Pab, ma vemp diwallet gant ar Werc’hez ha nerzet gant Sakramant an ôter, ne digoueo droug ebet ganimp, hag, en tu-all d’an dour pe d’an tan, e kavfomp c’hoaz deio a beuc’h adalek ar bed-man, da c’hortoz kavout er bed-all ar peuc’h a bado da viken ». (Strakadeier ha hopadenno a-leiz).

’N eur dont e-mêz eus ar zal e lavare an oll n’helle ket bodadenno ar gevren c’hallek bean klozet gant eur brezegen dereatoc’h. Ar chilaouerien a gavan war ma hent pa zistroan, me-ma-unan, eus palez ar Parlamant d’am hosteleri, a zo c’hoaz gant ar gôz-se ha n’hallan ket harz da laret d’ê : « Oh ! me ’m eus keun ne oan ket ganac’h ! Oh ! ma ne vije ket bet tailhet d’imp an amzer evel mac’h ê, pe, da vihanan, ma ’mije bet daou gorv ! »