Taervet loden — VI.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 185-187)



§ VI. — PETRA A DALVEO C’HOAZ AR C’HENDALC’H EUKARISTIK DA GATOLIKED BRO-ZÔZ.


Ha n’ê ket difennet d’imp goulen c’hoaz digant an amzer da zont peadra d’hon laouenaat, ’n eur zellet ouz ar pez eman breman hon breudeur a Vro-Zôz o klask ober hag a refont kazi zur : eus eun tu, terri, ’n eur ober eul lezen neve, an daou pe dri artikl eus Akt emansiper 1829 a grenn o liberte d’ar gatoliked hag o lak dindan o c’henvroïz ; eus an tu all, lemel eus al le a ra ar roue de e zakridigez ar c’homzo a zo dismegansus evit Sakramant an Oter.

Al labour-ze an neus kroget ennan an Otro William Redmond, depute, steuet m’an neus eur bill neve evit lakat ar gatoliked da vean disi dirak al lezen koulz hag ar vroïz all. Goulen a ra : 1° ma vo roet ôtre d’ar Jezuited ha d’ar venec’h all da vevan en Brô-Zôz (gwir ê ne larer netra d’ê eur pennad amzer zo, evite d’ober o chomaj er vro ; mes gwell e vefe lemel da vat eus a-us d’o fenn ar c’hleze noaz a dalc’h e-pign eun neudennig hepken) ; — 2° ma vo gouest ar gatoliked, koulz hag ar Zôzon all, da gemer an diou garg uhel a Lord-sieller Bro-Zôz hag a Lord-ludanant Iverzon ; 3° ma vo chanjet an doare ma tou ar roue de e zakridigez.

Evel ma weler, ne gomz ket an Otro Redmond, en e steuen vill, eus an ôtre da brozisioni : kavout a ra emichans, ec’h ê goneet da vat, aboe ma zo bet grêt kement anei gant ar Ministr an nevoa kredet he nac’h ouz ôzerien ar C’hendalc’h Eukaristik. Ha neuze, ar Ministr hen e-unan na oa ket, evel m’hon deus gwelet, evit disklêrian ec’h eo kondaonet ar sort ôtre gant lezen 1829. « Ne ouier ket » emean : ne lare ken.

E tu-hont da ze, hanter varo e oa al lezen e kement ha ma zell ouz ar prozisiono, hanter varo evel eur c’hlaouen-dan dindan al ludu. Ret ê d’an Otro Asquith bean bet sot-naï, evel ma lavar d’ean e genvroïz, evit bean bet klasket lakat ar c’hlaouen da hadkrigi : ’n eur zispakan al ludu, an neus bet poac’het e viz. Ha vit ober petra ? evit lakat da vont kwit ar pezig a vue a oa er c’hlaouennig. Ya, n’ê ket kousket, mes maro mik, e seblant bean breman an artikl a difenn ar prozisiono. Setu perak n’an neus ket sonjet an Otro Redmond e oa lec’h da c’houlen eul lezen neve evit hen mougan.

Hag ar pez an neus goulet, daoust ha roet e vo d’ean ? Daoust ha digemeret mat e vo e lezen gant an diou C’hambr ? Sur mat, a c’heller laret. Eman an opinion a du gantan, evel m’hen gweler er gazetenno, betek er re, evel ar Standard, an Daily Chronicle, an Daily News, a skriv enne protestanted aheurtet[1]. Ar c’hloer anglikan hen e-unan a c’houl kement-se. C’hwel aman ar pez a skriv en e gazeten, The Guardian, dindan daten ar 16et a Wengolo : « Esperi a c’hellomp, goude an tôl reuz a zo neve bet, e vo lemet eus al lezenno an artiklo a lak ar gatoliked da vean evel broïz krennet ha siet : en gwirione n’heller ken o difenn, dreist-oll dindan eur roue hag an neus, evel Edouard VII, muioc’h a zujidi katolik evit meur a renerien Stajo hag a zo unanet gant ar Gador roman ». Pac’h omp gant ar Guardian, lakomp aman da heuilh ar pennad skrid-se hon deus distaget dioutan, eur linennad all a lenner en e gichen : komz a rêr enni eus ar promese a ra dirak Doue ar roue neve da stourm enep da greden an treusubstansiadur : « Eun dra yen-sklas ha kri spontus, eme ar skrivagner anglikan : santout a ra ar gwad ». Dre-ze e larfomp wardro gantan : « Eun dra c’hoaz da chanj ! »

Chanjet e vo ar pez a ro da glemm ahendall, ha chanjet hep dale : opinion ar bobl, koulz hag opinion ar c’hloer, hen goul. Gallout a ra eta hon breudeur a Vro Zôz bean leun a fians.

Evit kaout o mennad e labourfont start evel mac’h ouzont ober, hag e pedfont hep skwizan, harpet war o fe grenv, eur fe a zo bet c’hoaz krenvaet gant ar C’hendalc’h Eukaristik. Ni, eus hon zu, a bedo evite, hag a dra zur, o devo an trec’h. Goulen a refomp ive digant Doue ma teuio o breudeur dianket da zistrei davet ar gwir Iliz.

Ha breman, vit rei muioc’h a dalvoudegez d’hon fedenno, ra vo meulet ganimp hag adoret hon Zalver Jezus er Zakramant adorabl eus an Oter !

  1. Sellet, diwar benn kement-man, niverenno ar 14et a Wengolo.