Loden gentan — XXX.
Me garje bean bet al lizer-ze da lenn ar meurz an 8et a Wengolo epad ma teuen gant an tren eus Folkestone da Londrez. ’N eur bouezan ervat ar pez azo ennan am mije disket diwarbenn ar Zôzon hag ispisial Londreziz, kalz muioc’h evit ne gaven er Bedekr (eul levr ambrouger) a rede warnan ma daoulagad, eun tamm terzien enne.
Gwej ha gwej e savent da deurel eur zell war ar mezo. Mes nebeud a dra a gavent d’o stagan. Koulskoude dre ma tostaer da Londrez ec’h ê muioc’h digompouez ar vro ha dre-ze muioc’h dereat da zellet. Stank ha stank e kaver ive tier eus ar c’hoantan, nejet en brouskoajo glas, hag en o rôk liorzo bleuniet, gant gwenojenno kamm-jilgamm : ouz ar sort liorzo ec’h ê hanval ar re a doug en Frans an hano a jardin anglais.
Met setu ni krog da welet regenno tier ru, evel ar re hon deus komzet anê : ar re gentan ec’h int eus kêr Londrez. Ha dre mac’h eomp war rôk, e teuont da duaat : kement a chiminalo uhel a dislonk moged du war hed tôl d’ê ! Uzino dre-oll. Skwizan a ra an nen o vale e zaoulagad war ar sort treo.
Arru velkent ar pez a c’hortozomp : ster an Tamez, eur ster ha n’am eus gwelet gwej ebet ledanoc’h eviti, nemet an Treo an Toull-ar-C’houiled, pa ve al lano gant ar mor.
Hag a-boan m’hon deus he zreujet ma tigoueomp en gar Charing-Cross (lennet Tchering), elec’h ma tleomp disken. E-kreiz Londrez eman ar gar-man, e-kichen karter Westminster, an hini kaeran eus ar gêr vras.
N’eus ket a risk e kollfemp hon hent eur wej êt e-mez ar gar. Dalet m’hon deus kemeret troad war ar c’hê, e teu d’hon zaludi otrone, kaset m’oarvat gant renerien ar c’hendalc’h : hen gwelet a rêr dre ar groaz a zo spilhennet ouz eur c’horn eus o forpan en ere d’eur zeiennig hanter wenn ha hanter velen (liwio ar Pab), ha dre ar zeien a vemes liw a ra eun dro d’o brec’h gle. Eun êr ken hegarat o deus ma welomp dioustu ec’h omp breudeur evite.
En o zouez e tôlan ple d’unan hag a zo stad vras ennon ouz e welet, an otro Emile Poullin, eus a Bontreo, eur pôtr yaouank hag a labour en eun ti-bank en Londrez hag a anavean ervat dre m’am eus grêt skol d’ean e kolaj Gwengamp. Meur a wej e tigoueo d’ean bean hon ambrouger, hag ive hon juben (interprète), rak hini bet ac’hanomp n’anave ervat na Londrez nag ar zôzneg. Nebeud a c’hallegerien ’zo en Londrez, nemet en karter Leicester Square (Iennet skouer) e vefe. Ha c’hoaz e tisplij d’imp tremen drezan, dreist oll an noz, dre ma n’ê ket brudet gwall vat : eur vez evidomp, Fransizien, eur vez siouaz hag a renkfomp he lonkan ouspenn eur wej. E stal ebet, nemet en eur stal eus Leicester-Square, n’eo koueet ma daoulagad war dreo hag a dle an den onest trei diwarne. Diabarz an diskoueadeg gall-zôz n’ho peus ket ezom kennebeut da c’houlen diganimp pelec’h hon deus renket tremen buanoc’h ha ’n eur blegan hon fenn : en eur gir, mad a rafe hon c’henvroiz Frans ha, ken koulz hag i, hon c’henvroiz Breiz, dont da skol ar Zôzon evit diski lakat honestiz en o buegez, da vihanan en o buegez a-ziavez.
Pac’h on krog da bronan tud ma bro ’n eur gomz eus an doare ma c’houzer en em delc’hen duhont, ec’h ê koulz d’in peurdiskargan aman ma c’halon ha laret n’em eus ket gwelet eno eun den meo. C’hwi hoc’h-unan na vefet ket souezet gant se, p’am mo roet d’ac’h da c’hôut e zo eno da vihanan dek gwej nebeutoc’h a hostelerio evit en hon farouzio Breiz. Lod anê zoken na werzer ket enne eun daken evaj krenv : ober a rêr anê hostelirio a demperans. Ac’hanta, Bretoned ha Bretonezed, — ya ha Bretonezed, — petra a laret-hu diwar-ze ? Sevel a raje, kwita ? c’hoari gaer ha garm en ho touez, ma teuje ho kouarnamant da deurel e traou en ho pro an darn-vuian eus ar bouchonno. Ha ne vijec’h kouskoude na klanvoc’h na paouroc’h a ze. Goude oll, bezet dinec’h ; re c’houllou ec’h ê godel pôtred Pariz (n’ê ket hini an deputeed, mes hini an dud a dle o fêan) evit ma paouezfent an deio-man d’ober arc’hant diwar goust ho korzailhen.
Keit ec’h omp ec’h omp. Pa hon deus staget da hanvalout doare ar Zôzon ouz hini ar Fransizien, komzomp dioustu eus labour ar zul.
En Londrez, ne labourer tamm ebet d’ar zul : serret ve an oll stalio, nemet eun debti (restaurant) bennak ; an trenio, ar gweturio n’eont ket en dro ’c’han ma ve arru nav heur, ha c’hoaz e ve eun hanter nebeutoc’h anê. Nebeud a dud ive dre ar ruio, hag-en e vervont an deio-all gant a dremenerien a zo enne. Diskwizan a rêr epad an de nemet ec’h êr d’an oferen (ar gatoliked) pe d’an ofis (ar brotestanted) wardro nao pe dek heur. Eur gir diwarbenn an ofis protestant. Heuilhet ê, epad an hanv, gant nebeut, gwall nebeut a dud er c’harter bras ha finvus a rêr anean City. Eur protestant an neus laret d’in e ve goullou d’ar mare-ze bep sul, koulz laret, kement templ a zo ennan. Ankouaet a-grenn servij an otro Doue, ec’h êr war ar mêz da dremen ar zul. Kement-se a ziskoe e stag ar brotestanted da skwizan gant o relijion. Ha ze a dlee digoueout ; goullou e evite o ilizo pa ne gredont ket e tisken Jezus en gwirione war an ôter, ha pa ne viront ket anean en eun tabernakl.
Katoliked Bro-Zôz, int, hen kred start : setu perak ec’h int fidel d’o ofiso, ha setu perak en em dalc’hont dirak an tabernakl evel an êle a zo endro d’ean oc’h adori : kement a fe o deus, ma larfe ’n nen e welont Jezus gant daoulagad o c’horv dindan an hosti zakr.
Pebez kentel evidomp, Breiziz ker ! Diskomp digante ive, ha digant o breudeur dianket, mirout penn-da-benn ar zul, de santel an ôtro Doue. Gant Bro Zôz a-bez e ve miret, ha ze na harz ket ar vro-ze da vean marteze ar vro ar binvikan eus ar bed.
Mes setu, war digare komz eus gallegerien Londrez, aret ganin douar Bro-C’hall ha Breiz-Izel, hag aret don, marteze zoken gant eur zouc’h eun tammig lemm. N’in ket pelloc’h, hag aman e lezin ma alar evit kemer gant ma c’hompagnonez ar wetur a dle hon c’has eus ar gar d’an Hotel Tudor (lennet Tioudor).