Taervet loden — IX.
Eur wej distro d’hon hotel, e reomp pep hini e bakaden ha da goan. Pa zavomp eus tôl ec’h ê evit pignal en eun omnibus a gas ac’hanomp betek gar Charing-Kross.
Da nav heur hanter e tilec’h hon zrain, eun train
hag hon c’has, n’ê ket da Folkestone, mes da
Dover. Amzer hepken d’ober eun hun, hag e
tiskennomp evit mont war al lestr a zo ouz hon
gortoz. Nebeutoc’h evit eun heur goude, treuzet
ganimp gwazien vor ar Pas-de-Calais, ec’h omp en
Calais, war douar Frans. Doue da vean meulet !
Daoust ma n’ê ken an douar-man, kement ha hini
Bro-zôz, eun douar a liberte hag a justis, ec’h ê
koulskoude hon douar-ni, ha dre-ze en em zantomp
breman evel er gêr. Mar be bolante Doue, e
teuio c’hoaz eun de bennak al liberte hag ar justis
d’oder o chomaj en hon zouez.
Ar Meurz ar 15et a Wengolo.
C’hwec’h heur eo pan arruomp en Pariz. Mes perak chom da vale er gêr vras ? Gwelet ha klevet awalc’h a dreo neve evidomp hon deus en Londrez : breman eo c’hoant ar gêr a zo ganimp. Ofernian ha leinan, na reomp ken en Pariz. ’Benn nav heur hanter ec’h omp en gar Mene-Parnas ha ’benn pemp heur hanter eus an abarde en hini Gwengamp. Aman en em gwitaomp hag e roomp hon gir an eil d’egile evit en em gavout alies unanet a spered dirak ar Zakramant adorabl eus an Oter. Meulet ra vo da virviken !