Eil loden — X.
Evidon da vean, en em beajo, laket meur a dra souezus dindan ma doulagad, biskoaz ne gouejont war dreo a sort gant ar re a zo breman dirake. Meo int, koulz laret, gant a blijadur o deus o sellet ouz an eiz mil a dud a zo azeet ’us d’am fenn, dindanon, en daou du hag a dal d’in. Ha n’eus ket unan anê ha n’hallfen ket ken gwelet, evel mac’h on me ma-unan gwelet gant an oll. Mes en plas gwel eman dreist-oll ar chafôd a zervijo da dribun hag a zo kempennet gant bleunio gwenn ha melen (livio an Tad Santel ar Pab). Eman du-hont en traou, eun tammjg a goste d’ar c’hreiz. Mar goc’h bet en eur « sirk », ho peus tôlet ple d’al leuren rond ha sabrennet a ve grêt warni an troio c’hoari. Ac’hanta ! adaleg al leuren rond-se (hag Albert-Hall a zo hanval a walc’h ouz eur sirk, nemet a zo kadorio elec’h sabren war e leuren), a-daleg eno e krog ar vins a gas d’hon chafod. Pesort ment an neus heman ? N’hen larin ket. Re bell en em gavan dioutan. Mes ledan e tle bean, penegwir e tle digemer oll benno bras ar c’hendalc’h. Goullou eo breman ha marteze e zo droug ennan o welet leun-kouch ar peur-rest eus ar zal. Mes gortozet : bremaïk en devo e dro.
A du gant ar chafod, eun tamm uheloc’h evitan, e zo eur muzik hag a zon herda ma c’hall. Mes n’et ket da gridi, onn vat, e vefe hanval ouz muzik eur sirk, daoust ha ma ’n em gav ive muzik eur sirk en eur c’hoste ha mac’h eo ive pignet uhel. Mar ro hon hini kalz a zonio war eun dro, ne loska ket ’nê evel ma teuont e teuont, aon gantan ne deufent da doullan speurennig hon diskouarn. A-bell ac’hane. O lakat a ra da glotan kement ha ken brao mac’h eo eun dudi o c’hlevet. Ha neuze aman n’eus nemet eur benveg, nan a d’hen kas nemet daou dorn ha daou droad. « C’hwi avat a lavar treo d’imp » eme d’in eur lenner. « Penôs e sono eur benveg ma ne c’hweer ket ennan gant eur geno bennak ? » — « Geno ebet, ma mignon, Eur c’hweerez a zo aman hag ec’h ê eur vegin ec’h ê. Boutet ganti an avel en diabarz, e tremen dre 9.000 duelen (lennet ervat, mar plij) ; tuelenno houarn gwenn int, sonn en o zav ha da bep-hini anê evel eur gorzailhen hag eur geno : pikolo pifro, mar gê gwell ganac’h. » — « Eun ogro ’ta ec’h ê ho muzik ? » — « Ya, hag unan eus ar re grenvan a zo er bed. Sonjet eta ec’h eo ret kât nerz diou vapeur evit kas ar vegin en dro ![1]
Ne weler ket anei avat. Hag he c’hlevet na rêr ket ken nebeut. Breman bepret eo mouget an drous a ra gant hini an ogro. Son a ra heman ken e son, d’an dud da gaout berroc’h an amzer ouz hen chilaou, ha son a rey beteg eiz heur, da laret eo da c’hortoz ma krogo an treo da vat.
Mes piou a gav hir an amzer aman ? Den ebet, a dra-zur. N’ê ket me bepret. Ne skwizan ket o sellet ouz an dud a zo aze diragon. Biskoaz kement-all n’am oa gwelet dastumet er memes lec’h : 8.000 ! Ha nag a hini a zo manet e-mêz, ha na bade ket gant ar c’hoant da dont ebarz : mes ouspenn pemzek de so e oa bet feurmet an oll blaso en arôk. Gwaz d’an dilerc’herien !
Mar gê bras ma dudi ec’h ê ken bras dudi ar re-all : ne wel an nen nemet penno o finval. An teodo ive a finv enne, ha… ha diviz tomm a zo etre an amezeien evel etre an otro Buleon ha me : laret ’rafe ’n nen, en gwirione, eur vodennad verien, pe gentoc’h bodennado merien.
Rak distag mat eo an eil diouz egile an tri rum sellerien : ar re a zo kludet du-hont ’us d’in ebarz ar gwaridello, ar re a zo en traou war al leuren, hag ar re a zo etre an daou eveldon.
Ar pez a ra c’hoaz piijadur d’in gwelet eo ar feskenno drapoio a zo fichet ouz ar gwaridello tro ha zro hag ouz buffet an ogro. Daou sort a zo anê : re Bi X ha re Edouard VII. Hanter ouz hanter ec’h int bet laket e pep fesken : daou pe dri en eun tu, ha daou pe dri en tu-all. Kement-se a ziskoe e kerz aman ar Pab hag ar Roue dorn ouz dorn hag e fell d’ê en em glevet evit ober vad d’ar Zôzon. Ar roue koulskoude a zo protestant. Mes mar ’neus c’hoant bevan e ine, an neus c’hoant ive da lezel da vevan an ineo na zonjont ket eveltan. Setu petra eo anaveout ar gwir liberte ha reizan ganti an obero. Disanav ê, siouaz ! ar sort liberte evit renerien Bro-C’hall, pe da vihanan n’ouzont ket bevan na gouarn herve he spered : huali a c’houzont ha netra ken, da vihanan pa ve meneg d’ober eur vad bennak.
- ↑ Betegen an ogro-man a dremene evit bean an hini krenvan eus ar bed. Mes aboe ar bla 1909 e ver krog, en Pariz, d’ober, evit iliz Sant Per ar Vatican, eun ogro hag a vo trec’h d’ean.