Mont d’an endalc’had

Taervet loden — II.

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 171-177)



§ II. — DOARE BARN AR BROTESTANTED ALL. — « HARAO WAR ASQUITH ! » EME AN « DAILY TELEGRAF ».


Mes arabad kridi eman an oll brotestanded a du gant re an Allians. Bean a zo enni zoken hag a displij d’ê ar pez a zo bet grêt ha laret en Caxton-Hall ; he sekretour hen e unan, an Otro Fowler, a lavar, en kazeten an Daily News (lennet DeleNious), ec’h ê bet dalc’het ar vodaden-ze hep goût d’ean hag a dôl ar bec’h war an hini an nevoa he ôzet.

Fentus, en gwirione. Penôs neuze ne vefe ket gwapaet pôtred an Allians gant ar brotestanted n’emaint ket enni ? Fe ! bean o deus o fegement en oll, pe gazi en oll gazetenno, a zo bet moulet en Londrez an deio warlerc’h.

Ar paour kêz Kentan, an ôtro Asquith, n’ê ket muioc’h esperniet gante, dre ma neus difennet ober prozision ar Zakramant, ha dreist-oll dre ma neus gortozet ar mare divezan evit hen difenn. Unan bennak eus ar gazetenno a ve dalc’hmat a du gant ar gouarnamant liberal (evel ar Standard, hag an Daily News) a didamall anean evit e zifenn : mes kerkent e leront ec’h ê poent ha tremen poent dispenn an artiklo eus Akt emansiper 1829 a grenn o frankiz d’ar gatoliked.

Ar gazetenno all, en o zouez ar re ar muian lennet, a ziskleri didro, ec’h ê eur vez evit an ôtro Asquith, hag evel eun torfed, bean harzet ar gatoliked d’enori Sakramant an Oter dre ar ruio. Ya, eun torfed, dre ma neus dizenoret Bro-Zôz dirak ar broio-all. « Komz a ra, emint-i, eus lezenno ar vro : mes ne gred ket hen e-unan laret krenn ha krak ec’h ê difennet gante ar sort prozision. — Ha neuze, pell-zo n’int ket heuilhet : Kousket int, ha dre-ze, herve kustum ar vro, ne dalveont ken mann ebet. »

Setu danve ar c’hlemmo a gavomp moulet, hag int hir hir, ebarz eur bern kazetenno.

Evit skouer, e troïn aman eur pennad mat eus hini an Daily Telegraf (14 a wengolo 1908).

« ’N eur skrivan diwar benn ar pez an neus grêt ar Gouarnamant evit lakat eur skoilh dirak ar gatolikeg a felle d’ê ober dec’h prozision ar Zakramant, e sav droug vras ennomp ha ne deu girio dindan hon fluen nemet evit kondaoni. Eur wej ouspenn an neus diskoeet ne oar nemet bean etre daou, nemet plegan d’an neb a zav e vouez : kollet gantan e nerz, an neus krenet dirak eun nebeudig a dud diboell. Souezet hag evel batorlet ec’h ê bet Londrez dec’h d’ar beure ; kaeroc’h so : chifet ê bet, pa he deus bet gouveet an noa en em laket ar Gouarnamant, d’an heur divezan, d’ober c’hontrel ouz Arc’heskob Westminster, ha da waskan warnan herda m’halle, evit ma vije chanjet doareo ar prozision. Bet zo, gwir ê, eur prozision, mes n’ê ket hini kaer ar Zakramant Santel, an hini a oa en gortoz pell e oa katoliked ar vro man, ha stad enne, d’ober war an ton bras evit klozan o c’hendalc’h Eukaristik. N’hon deus nemet da veuli penno kentan an Iliz katolik dre m’o deus gouveet, hep koll o fenn nag hen izelaat, gouzanv an displijadur c’houero spontus hag an dismegans iskiz a zo bet grêt d’eze, ha dre m’o deus dalc’het sioul ha sentus ar gristenien a gerz war o lerc’h gant kement a doujans. Mes ar Gouarnamant, na ver ket evit kompren pegen dinerz ha pegen sot ec’h ê bet. Pez na ver ket dreist oll evit pardoni d’ean ec’h ê bean roet da gentan e ôtre ha bean deut goude d’hen tennan, eun nebeud heurio rôk ar c’houlz merket evit ar prozision.

Ya, roet an nevoa e ôtre da gentan. Eun dra anat eo evit neb a lenno al lizero ofisiel a lakomp aman dirak daoulagad an oll[1], an nevoa roet ar C’homiser Polis d’an Archeskob d’intent ne oa netra, eus e beurz, hag a c’hallje harz ar prozision d’ober e dro gant ar Zakramant. Ne oa ket an disteran arvar (doute) evitan e vije deut a-benn da delc’hen dre-oll an urz vat. Ha ne ver ket evit kridi an nije en em glevet ar c’homiser gant an Otro Bourne hep bean goulennet ali Sekretour ar Gêr, an Otro Herbert Gladstone. Heman marvat a bouezas an afer en e spered hag a gavas d’ean ne oa ket digor awalc’h d’ar frankiz, ar bla 1908, kalon protestanted Londrez, evit lezel sioul en e wele a varo eun artikl a oa bet laket enep d’ar Gatoliked en Akt emansiper 1829, hag a lezed pell e oa da gousket. Ar brotestanted, a c’helljed bean laret d’ean gant gwirione, a zo enne nerz ha poell awalc’h evit gouzanv dispont ma raio sioul ar gatoliked roman eur prozision, dre eun nebeud a ruio tenval, endro d’o iliz-veur. Setu aze ar mennoz a oa da gemer ha da heuilh. Ha ze zo sklêr ; an oll hen anzav. Mar hon deus oblijet Mahometaned hag Hindoued ar memes kêr da c’houzanv an eil prozisiono egile, e c’heller c’hoaz muioc’h gortoz tolerans a-beurz kristenien. En gwirione ma gave da Sekretour ar Gêr e oa eun arne a relijion o c’hori e penno Londreziz ha ne oa ket diriskl, dre ze, lezel prozision ar Zakramant da vont er-mêz, n’an nevoa nemet eun dra d’ober : lakat ôzerien ar C’hendalc'h Eukaristik da deurel plê e oa difennet gant Akt 1829 ober ar prozision, ha disklêrian e oa ret hen heuilh pis ha penn da benn. Gant ober ze da gentan, e vije bet grêt d’ê hep mar displijadur ; mes, war hon meno, o dije asantet hep krosmoli. Ha setu ar Gouarnamant, elec’h ober ze, o lakat en e benn ober pez a wasan a oa, hag en doare ar gwasan.

Gortozed an neus Sekretour ar Gêr ma vije prest pep tra evit ar prozision, ha neuze, spontet ha vel trelatet gant harzaden eun toulladig protestanted a spered enk, an eus laret hola ! d'an Eukarist. Nann, n’halled ket bean disteroc’h ha gwanoc’h evit n’eo bet Sekretour ar Gêr ebarz ar lizer a skrivas an 10et a wengolo d’an Arc’heskob…

Ken diboell na ken divalo all ec’h eo bet doare ober ar C’hentan Ministr. Da gentan e kase d’an Otro Bourne eul lizer eus e beurz e-unan evit hen « dizalian d’ober ar prozision : êzet ê goût e klaske en em dizamman deus an tamall evit teurel ar bec’h war chouk an Arc’heskob : evelse, war e veno, e vije bet laret nan ê ket tud ar Gouarnament, mes tud an iliz Roman, o devoa chanjet doareo ar prozision, goude ne rê hen nemet souzan rôk manifesto an Allians Protestant ; evelse ive ec’h ê deus o mestro, ha n’ê ket deus ar Gouarnamant, o dije bet ar gatoliked d’en em glemm. An Otro Bourne, evel just, na goueas ket er pech a stigne d’ean an Otro Asquith. Skrivan a reas d’ean ne gemere ket warnan e-unan da zispenn ar pez a oa bet grêt, hag e leze ar garg-se gant ar Gouarnamant. Dont a reas memes tra a-benn eus e dôl. Delc’hen a reas kement war ar C’hentan, ma tisklerie heman « e oa gwelloc’h gant Gouarnamant ar Roue e vije bet chanjet doare ar prozision. » Ar sort komz, a-beurz ar c’hentan ministr, a dalvee eun urz evit an Arc'heskob : setu perak n’eo ket bet grêt prozision ar Zakramant.

Grêt e zo bet memes tra, dec’h d’abarde, eur prozision all, ha grêt gant an urz ar gwellan, daoust d’ar mor a dud a oa diredet evit e welet : biskoaz, sur mat, en Londrez, n’eus bet bodet kement a dud en ken nebeud a blas.

A dra zur, ar Gatoliked devot, lemet eus o frozision ar pez an nije roet d’ean ar muian a neu hag a dalvoudegez, da laret êo, ar Zakramant binniget, a viro pell, skrivet don en o c’halon, ar zonj eus ar sort dismegans : êzetoc’h ê gouzanv eun injustis evit eur zotoni, hag an oll a dle santout ec’h ê koueet ar gouarnamant er luiasen-man dre vank a sans vat. Grêt an neus gaou, eur gaou grevus, d’an dra kaer ac’h enore hon bro, d’ar frankiz al ledanan evit ar relijion.

Ar meulodi a roe d’imp vit an deio ar Pab e-unan, e gannad hag an eskibien gatolik deut davedomp eus a bell bro, a vo troet breman, dre wap, enep d’imp, ha ze ’blamour d’an dro vil, d’an dro zot, grêt gant ar Gouarnamant. O c’homzo karanteüs a vo ret o zrei war an tu yen, hag an diavezidi a zo deut d’ar C’hendalc’h a gwitao Bro-Zôz, eur galonad en o c’hreiz, eur galonad a anoaz c’houero.

Ha ’blamour da betra ? N’ê ket a dra zur evit mad ar Brotestantiez. N’omp ket evit kridi en em gavfe gwell ar relijion·ze, hini an darnvuian eus ar Zôzon, eus eur zotoni ken bras ken ne vo ket gellet ober d’he c’hê eur zell war-dre hep rann galon ha zoken hep eur zac’had mez. »

Setu kazi penn da benn ar pez a lenned ar 14et a wengolo war an Daily Telegraph, unan eur ar journalio ar brasan (16 pajen bemde) hag ar muian lennet eus Bro-Zôz. N’eus ket eta da laret, feuket an neus an Otro Asquith n’ê ket hepken ar Gatoliked roman, mais ive al loden vrasan eus protestanted Bro-Zôz.

Setu petra eo bean bet c’hoant da blijout d’an dornadig protestanted krog an tan en o fenn, pe gentoc’h bean bet spontet gant o blejadenno. Ze eo an neus bet grêt d’ean souzan, ha n’eo ket, evel ma zo bet laret, ar c’hoant da blijout d’an Otro Clémenceau, an hini na zeblant bean kentan ministr en Frans nemet evit ober bolante ar franmasoned. Nann, nann : ar re a rer anê al liberaled en Bro-Zôz (hag an Otro Asquith a zo unan anê) a zo re zot gant al liberte, hag o c’halon a zo plaset re uhel evit gwaskan, dre blijadur ha dre valis, unan bennak eus sujidi o Roue.

Aon nevoa zoken ar C’hentan da zisplijout da gatoliked ar Rouantelez, penegwir ec’h ê dre zindan hag evel e kuz e felle d’ean digas an Arc’heskob da chanj, eus e benn e-unan, doare ar prozision. Ha neuze, teulet ho peus ple, m’oarvat, lenner ker, ouz an doare dereat ha seven ma komz outan dalc’hmat en e lizero : mat e vefe da Glémenceau ha d’e gonsorted monet d’ar skol gant an Otro Asquith evit diski bevan. Kement a fê o deus ouz an Iliz katolik, ma fellfe d’ê en em gomporti e pep tra evel pa ne vefe eskob ebet en Frans. Ne reont van ebet ouz an eskibien nemet pa digoue d’ar re-man, ’n eur ober o dever, sevel o mouez evit hopal « d’al laer ! » war ar re a laer d’an Iliz he mado hag a glask ive laerez ineo he bugale. Neuze e tigasont anê dirag o lezio-barn (ha pesort lezio barn a wejo !) da c’hortoz o stlejal d’ar prizon.

Evit netra ne blegfe eur Zôz a zoare, evel an Otro Asquith, da rei tu d’ar sort gwaskerien ’n eur waskan a ratoz kaer an Iliz katolik, — war digare harpan an emgleo a stag a neve so Bro-C’hall ouz Bro-Zôz.

Ar pez an eus-an kollet ec’h ê, evel ma lavare bremazonn hon c’hazeten, e volante re lôsk, e wanidigez.

D’ean ê ar gwasan. Rak a boan ma neus grêt e dôl kaer (pe gentoc’h e dôl vil) ma koue koat warnan eus an daou du.

Ha baz ar brotestanted n’ê ket eus ar re skanvan ; gwelet hon deus-hi en dorn an Daily-Telegraf : eun horz kentoc’h. Pladet he deus an ôtro ar C’hentan.

  1. Lennet hon deus uheloc’h ar pep pouezusan aneze.